Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Morzhol Prod

Morzhol Prod

13/04/2023

Morzhol Prod a zo ur gevredigezh o sevenniñ filmoù berr e brezhoneg hag e galleg. Setu un atersadenn gant Kaou Langoet ha Klet Beyer, aktourien hag ezel deus ar gevredigezh.


Kevreañ kozh ha yaouank : Moris Prijan ha bugale Plonevez-Moedeg

Kevreañ kozh ha yaouank : Moris Prijan ha bugale Plonevez-Moedeg

13/04/2023

E komañsamant miz Kerdu o doa bet bugale skolioù Plonevez-Moedeg ar blijadur da glevet kontadennoù digant Moris Prijan. Pedet e oa bet ar c'honter deus ar vro da zont da levraoueg Plonevez e-skeud ur raktres kaset war-raok gant Pierig Melhoued, paotr Bro-Leon. Brudet eo hemañ evit e levrioù diwar-benn ar cheñchamantoù c'hoarveet el labour-douar en ugentved kantved. Hag emañ bremañ gant ur raktres war Breizh a-bezh da lakaat reoù gozh da vont e darempred gant bugale kentañ derez. Ul levr a c'hallfe dont er-maez en amzer da zont diwar ar c'hejadennoù-se, aozet etre kozh ha yaouank... Ur reportaj gant Tomaz Laken.


Avel em fenn ar Meurzh 13 a viz An Azvent

Avel em fenn ar Meurzh 13 a viz An Azvent

13/04/2023

Setu un euriad e kompagnunezh aktourion·ezed ar vro, dre-eeun a Bondi get Enora Molac.

Ohpenn 1000 den oe bet gwelet o vanifestiñ e Gwengamp enep ar raktres uzin eoged get Smart Salmon. Atersadennoù Yuna Cojean a zo aet àr blas get stourmerion·ezed, tro 15' en enrolladenn abadenn.
Ijinit 'ta klevout brezhoneg e transportoù An Oriant! Setu kinnig an UDB, Tifenn Siret dilennadez en Henbont a vez klevet goude 45' abadenn, aterset get Yuna Cojean.
Deirdre Adams a zo ganet er Stadoù-Unanet, kontet he doa doc'h mikro Roz Troadeg penaos e wel hor gevredigezh, a-hed ar sizhun-mañ e Pennad-kaoz ar sizhun!
Adkavit ivez Florent Grouin, e-karg a broduiñ ar chadenn tele Brezhoweb, àr programmoù ispisial skignet evit prantad an Nedeleg ! E penn kommañs an abadenn e vo er glevet.


Avel em fenn ar Meurzh 29 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn ar Meurzh 29 a viz Kalañ-Gouiañv

13/04/2023

Setu un abadenn e brezhoneg penn dor benn e kompagnunezh Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi. Un abadenn gouestlet da vuhez ar vro!
Tud Morzhol Prod a sav filmoù a feson, etre fent ha skrizder ar vuhez, get stil hag ur sell "estetik" ispisial. Gint 'zo pedet ar sizhun-mañ get Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh), muioc'h a-ziàr o labour a-hed ar sizhun.
Ha soñj ho peus marse ag ar stourmerion o doa savet ur voger àr hent an trenioù e Sant-Inan, just dirag uzin Sanders e miz Meurzh paset. Un 20 a dud a zo bet klevet e archerdi Pondi Dilun & Dimeurzh 28 ha 29 a viz Kalañ-Gouiañv. Bremañ e vez goulennet ur prosez get strollad Breizh enep ar feurmoù uzin. Atersadennoù Yuna Cojean a zo en abadenn, hag ivez an abadenn Keleier ar vro evit bout doéré ag ar vro.
Hag ar laredoù? Oh, bout 'zo anezo ivez. Yann-Bêr Guyader doc'h mikro Tomaz Laken (Radio Kreiz Breizh) evit un droienn. Pikous eo deuet an amzer de vout dam...


Avel en fenn ar Meurzh 6 a viz An Azvent

Avel en fenn ar Meurzh 6 a viz An Azvent

13/04/2023

Setu un abadenn e brezhoneg penn dor benn e kompagnunezh Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi. Un abadenn gouestlet da stourmoù lec'hel: stenn an traoù etre harperion ar raktres metanizer er Chapel-Nevez (56) hag an dud e veviñ àr ar gumun a zo a-enep. 5 munut bamdeiz evit komprenn hirroc'h, get pennad-kaoz ar suhun-mañ.
Ar pont stumm "passerelle himalayenne" a c'hellay chom hep bout savet àr Lenn Gwerledan: Disul 4/12 e oa bet goulennet o soñj get annezidi Sant-Inan. Ohpenn an hanter ag ar gumun o deus votet a 60% enep ar raktres pont, àr o c'humun, e su Lenn Gwerledan. Harpet ar raktres get kumun-kumunioù Pondi & Loudieg, met goude ur seurt votadenn... Muioc'h da c'houied en abadenn get Kristof a zo ezel ag ar strollad "Non à l'himalayenne".
Kronikenn ar chadenn tele Brezhoweb a zo da glevout ivez e kompagnunezh Florent Grouin, a-ziàr an abadenn 13 munut e Breizh get beleien yaouank, e brezhoneg èl just.


Emvod-meur Bretagne Viande Bio

Emvod-meur Bretagne Viande Bio

13/04/2023

D'ar meurzh 6 a viz Kerzu e oa staliet emvod-meur Bretagne viande bio er Faoued er Morbihan. Ur gwir kontekst a zo mare-mañ gant ar c'hig : nebeutoc'h a vez bevezet gant an dud, 'blam d'an arc'hant mes ivez d'ur c'hoant cheñch doare debriñ, gant-se e teu priz ar c'hig konvensionel keroc'h ha kazi keroc'h evit ar c'hig bio. Penaos 'ra BVB evit n'em dennañ gant tout-se ? Setu respontoù Iwan Le Baron


Metanizer er Chapel-Nevez: stenn an traoù

Metanizer er Chapel-Nevez: stenn an traoù

13/04/2023

Marse ho peus gwelet anezo er vro, en douaroù kentoc'h : seurt toennoù gromm o kreskaat an eil war lec'h egile. Uzinoù metaniziñ emaint. Ouzhpenn 200 metanizer a zo e Breizh, met n'eus ket ken pell 'zo int bet savet. Savet lod bras anezo e-kerz an 3 blez paset.
-------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------

3 miz ‘zo hon oe komzet deoc’h ag hini Ploufragan e-tal Sant-brieg gant Anne Gwilhoù. Enklask Splann, get Julie Lallouët Geffroy ha Raphaël Baldos oe bet embannet ivez war hom gwagennoù, evit roiñ ur sell hollekoc'h war ar goulennoù savet gant seurt savadennoù.
Pal ur metanizer a zo ober un dra bennak frouezhus gant al lastez graet gant an atantoù, an tier feurm : an teil, an hanvouezh hag al lastez struj a vez lakaet en un « dijestat » ha produiñ a ra biogaz.
Ur raktres sevel ur metanizer a zo e keriadenn Keriven, war kumun ar Chapel Nevez, e Mor Bihan. 2,5 tonenn lastez bemdeiz a vouedfe an « dijestat ». Pezh a zo, eo stenn mat an darempredoù etre saverion ar raktres, ar gumun hag ur lodenn vat deus an annezidi, o deus aon rag ar raktres-se. Savet eo bet ur gevredigezh, Transparence Chapelle Neuve, a gont bremañ 500 den. Enora Molac a zo bet da welet unan deus izili ar gevredigezh, emañ o chom war ar gumun. Cheñchet oe bet he anv, kuit dezhi bout kudennoù...


Avel em fenn - Lun 5 a viz Kerzu

Avel em fenn - Lun 5 a viz Kerzu

13/04/2023

CSSP Lannuon (Collectif de soutien aux sans-papiers) a ra war-dro sikour ar repuidi da sevel o doserioù a-benn kaout paperioù. Prantadoù gortoz hir-kenañ evit poblañsoù o vevañ en dienezh, hag ar CSSP a glask sikour anezhe ivez en ur reiñ un tamm arc'hant. Setu perak e voe soñjet, tri bloaz 'zo dija, gant Philippe Vital eus CSSP Lannuon ha Jean-luc Thomas, sener fleüit a Vro-Dreger, moulañ ur bladenn gant muzisianed ar vro 'benn strollañ arc'hant. Ar bladenn-mañ a deuio er maez e miz genver, Sapiens est un migrant he anv.
Gaby Kerdoncuff 'ra parti deus unan deus an nav strollad bet pedet da reiñ un ton evit ar bladenn. Strolladoù gant muzisianed deus Breizh a sen muzik deus a-bell vro, hag a zo liammet a-bell pe a-dost da gaoz ar repuidi. Gaby a ginnig deomp un toullad deus ar strolladoù-se ha Chantal Lemoine a gaoze deomp deus al labour kaset gant ar CSSP.
Ar c'heleier 'zo kinniget gant Erwan Blanchard deus Arvorig FM e Landerne.
E pennad-kaoz ar sizhun e ro Enora Molac ar gaoz da gCamille, ezel deus ar gevredigezh "Transparence Chapelle-Neuve" diwar-benn ar goulennoù savet abalamour d'ur raktres sevel ur metanizer war gumun ar Chapel-Nevez er Morbihan.
Kronikenn Loeiz Bellec "Ar hentoù an antroposen" a zo diwar-benn afer ar "Radium girls" er Stadoù Unanet er bloavezhioù 1930.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Amari Famili, Kazut de Tyr, Serendou
Foto : Hervé De Williencourt
Liamm Helloasso CSSP Treger : https://www.helloasso.com/associations/agir-ensemble-contre-le-chomage-a-c-tregor/collectes/participez-a-l-edition-d-un-cd-vendu-au-profit-du-cssp-pour-soutenir-son-action


10 vloaz ar festoù-noz war renabl PCI an Unesco

10 vloaz ar festoù-noz war renabl PCI an Unesco

13/04/2023

D'ar 5 a viz Kerdu 2012 - dek vloaz zo ! - e oa bet degemeret ar festoù-noz war renabl glad sevenadurel dizanvezel ar bed gant an Unesco. Frouezh ul labour hir bleinet gant ar gevredigezh Dastum evit ma vefe lakaet muioc'h a sklêrijenn war ar festoù-noz. Ar re-se zo un elfenn important e kevredigezh Vreizh hudu-an-deiz, arouez ur c'hultur poblek adnevesaet ! Un dra vev kaset a rumm da rumm hag adkrouet dalc'hmat, hervez termenadur an Unesco. Ha setu ar festoù-noz anavet er bed a-bezh bremañ koulz lâret, evel kalz pleustroù sevenadurel all er bed...

War zigarez an deiz-ha-bloaz-mañ e oa bet Tomaz Laken o kontañ kaoz gant Nanda hag Ifig Troadeg, a gendalc'h da dreuzkas ar glad komzet ha kanet o devoa klevet digant ar re gozh er bloavezhioù 80... Met daou-ugent vloaz zo, anat deoc'h, ne vije ket komzet deus Patrimoine Culturel Immatériel avat !


"Disoñjal", ur film berr war ur vaouez he deus ankouaet he galleg

"Disoñjal", ur film berr war ur vaouez he deus ankouaet he galleg

13/04/2023

Gouel Hir / Filmoù Berr oa bet e komañsamant miz Kerdu e Lannuon. Ur festival kinniget gant ar gevredigezh divyezhek war-dro d'ar filmoù berr e brezhoneg pe galloeg. E-mesk ar filmoù kinniget da lañsañ ar gouel d'ar gwener 2 a viz Kerdu e oa ar film « Disoñjal », graet gant Madeleine Guillo-Leal ha kenbroduet gant Abordage Films hag All In One Production. Istor Mari hag a zo en ospital da heul un AVC. Abalamour d'ar gwalldarvoud e teu he brezhoneg war lein en-dro. Hag adskoulmañ a ra daremprejoù gant he mab Paol o vont e brezhoneg dezhañ, ar pezh n'houle ket ober a-raok... E-barzh roll Mari emañ Janig Bodiou-Stephens he doa respontet da c'houlennoù Tomaz Laken...



Première Précédent Suivant Dernière