Un atersadenn gant Yoann Huiban da geñver ar vanifestadeg a vo aozet d'an 2 a viz C'hwevrer e Sant-Brieg evit souten Diwan hag ar brezhoneg e Aodoù an Arvor. Deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.
Ar gronikenn Barzhaz war levrioù evit ar vugale bihan-tout embannet gant ti-embann Sav Heol.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Yuna Cojean
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Glen Doujet, soner e-barzh ar gompañunezh Panik staliet e Melrant
N'eo ket bet paeet c'hoazh an digolloù argant prometet get ar Stad d'ar labourizion·ezed-douar da-heul tremen ar gorventenn Ciaran. Disadorn e oa bet aozet ur bodadeg e Plougastel-Daoulaz. Galvet oent get ar Koñfederasion ar Beizanted d'en em gavout dirag an ti-kêr. Un atersadenn get Yuna Cojean.
Penaos e tremen an traoù er gompagnunezh sirk Panik: muioc'h get Glenn Doujet doc'h mikro Caroline Trouillet e Pennad-kaoz ar sizhun.
Adkavit ivez neventioù Brezhoweb get Florent Grouin ha Keleier ar vro Metig Jakez-Vargas dre-eeun a studio Radio Kerne e Ploneiz. Avel em fenn a zo bet buhezet get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG.
"Quand les femmes prennent la clé des champs" : A-viskoazh e oa bet merc'hed o stourm, neoazh emañ bet diverket o ferzh e lod vrasañ ag ar stourmoù. Ur sell a vo teuret àr ar merc'hed er labourerezh-douar, treuswellus, hep statud betek n'eus ket ken pell 'zo get ar glaskerez [Clémentine Comer] (https://www.cairn.info/publications-de-Cl%C3%A9mentine-Comer--111566.htm) . (Spoiler: èl just o doa stourmet ivez). Muioc'h get aozerez an emgav Anna Quéré, evit ar gevredigezh BCD - Breizh Sevenadurioù. Ha mand oc'h intereset kit da vediaoueg An Oriant da 6e noz a benn ar Gwener 2 a viz C'hwevrer. Un atersadenn get Enora Molac (RBG).
Pennad-kaoz ar sizhun: Glenn Doujet deus ar Gompagnunezh sirk Panik, doc'h mikro Caroline Trouillet (RBG).
Istoér ar vaksin a ya pelloc'h evit prantad Pasteur. Muioc'h get Alan Goulwen, medisin e retret er gronikenn Yec'hed. Adkavit ivez Mael Gwenned rener programmoù e brezhoneg FR3 Breizh àr monet en-dro ar chadenn TV.
An abadenn 'zo bet buhezet get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG. Keleier ar vro & ar bed get Erwan Blanchard dre-eeun a studio Arvorig FM e Landerne.
Diskleriet eo bet gant ar Prezidant Emmanuel Macron e vefe amprouet an unwisk e kant skol, skolaj ha lise adalek miz Gwengolo 2024 evit ma vefe ur stumm hollek adalek miz Gwengolo 2026. Ar skol nemerti e Breizh en deus asantet lakaat an unwisk e plas a zo skol bublik Plouisy. Ar maer en deus tapet an diviz-mañ hep kelaouiñ tud ar skol. Ur vanisfestadeg a zo bet d'ar meurzh 23 a viz Genver ha divizet eo bet an devezh goude chom hep lakaat an unwisk e plas er skol. Nil Caouissin a zo kelenner ha kuzulier Rannvro, reiñ a ra e soñj dre bellgomz.
[Ar gronikenn Barzhaz] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60817) war levr nevez embannet Mark Kerrain : Gwenn-kann, du-bran ha ruz-tan
Keleier ar vro hag ar bed gant Metig Jakez-Vargas
Ar gronikenn Ur sizhun, ur c'hoari savet gant Ninnog Guillois-Le Dissez war ar c'hoari Citadelles.
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Koupaia Mahé, mansonerez war ar glad war chanter ar Chapel Sant-Gwilhom e Sant-Brieg
Yeun ar Gow oa marv e Gouezeg d'an 22 a viz-C'hwrevrer 1966 ha ret eo lâret an traoù evel m'emaint : ar re yaouank n'o deus klevet kaoz deuzoutañ peurvuiañ ha disoñjet eo bet e skridoù. Disadorn oa bet lakaet ur blakenn da enoriñ Yeun ar Gow war an ti lec'h m'eo ganet e Pleiben. Benjamin Bouard a zo bet e Gouezeg oc'h en em gavout gant Dominique Merrien evit kontañ deus an dra-se.
Ar gronikenn Las Entrevistas savet gant Anjela Stephan : Myrtha a zo mamm Pierina, 80 vloaz eo ha reiñ a ra he soñj war ar votadeg evit ur Bonreizh nevez a oa ba Bro Chile e miz Kerzu 2023.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Anton Burel
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Koupaia Mahé, masonerez war ar glad oc'h adkempenn gant an embregerezh ART Chapel Sant-Gwilhom e kreiz-kêr Sant-Brieg.
Manon Renault a bren dilhad eil-dorn evit lod vrasañ ag he frenadennoù dilhad. Muioc'h geti doc'h mikro Morgane Bramoullé (Radio Kerne).
Doéré skiperion an [Ultim Challenge] (https://www.arkeaultimchallengebrest.com/fr) goude 2.5 sizhun àr vor, get kronikenn Klak Klak Klak sevenet ha frammet get Marin In.
Pennad-kaoz ar sizhun-mañ a zo get Koupaia Mahé, masonerez ar glad e reneveziñ Chapel Sant-Gwilhom e kreiz-kêr Sant Brieg. Ur reportaj a dammigoù bemdeiz get Maëlle Ausias (RKB).
Adkavit ivez Keleier ar vro & ar bed get Erwan Blanchard, ha buhezerez Enora Molac àr an abadenn dre-eeun a Bondi.
Festival krouidigezhioù get sonerezh a Vreizh [Zef & Mer] (https://www.leszefetmer.bzh/) a vez dalc'het evit an 11vet blead! Un digarez evit monet da welet piv n'eus sonet d'ar Sadorn 20/01/2024 e Guer. Muioc'h da glevout get daouad Endro (Neven Penneg & Klervi Rouillé); ar c'honter Lukaz Nedeleg bazhvalan an darvoud, hag Erwan Ivenou perzh ag an aozadur. Ur reportaj get Enora Molac.
Koupaia Mahe a zo masonerez ar glad, hi zo hi pedet ar sizhun mañ e Pennad-kaoz ar sizhun. O reneveziñ Chapel Sant-Gwilhom emañ, e kreiz-kêr Sant-Brieg. Ur reportaj get Maëlle Ausias ag RKB.
[Foeterien e bro Makedonia] (https://www.brezhoweb.bzh/Foeterien-makedonia-foeterien-macedoine_fiche_4241.html) a vez skignet er mare-mañ, muioc'h get Florent Grouin, karget ag ar produiñ evit Brezhoweb!
Keleier ar vro get Tunvezh Wloeguen Grandjean dre-eeun a Rostrenn e studio RKB, Avel em fenn a zo bet animet get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG.
Skipailhad [ an Deizioù] (https://emglevbroanoriant.bzh/spip.php?article2359) a zo deuet d'ar studio evit komz ag ar festival: Anaig Lukaz, Sylvain Lignol & JañLug ar Mouel a sonay er sonadeg digorlid a benn Disadorn. Muioc'h e penn kommañs an abadenn a-ziàr ar prantad 100 darvoud àr-dro da sevenadur ar vro e bro An Oriant.
Ar vaouez pedet ar sizhun-mañ get Maëlle Ausias (RKB) a zo Koupaia Mahé, masonerez ar glad, selaouit ar reportaj a dammigoù bemdeiz e fin an abadennoù ar sizhun-mañ geti, e reneveziñ Chapel Sant-Gwilhoù e kreiz-kêr Sant Brieg.
Adkavit ivez War hentoù an Antroposenn get Loeiz Belleg ha neventioù FR3 Breizh e kompagnunezh Mael Gwenneg rener FR3 Breizh.
Keleier ar vro get Yuna Cojean dre-eeun e studio RBG e Pondi, asambl get animaterez an abadenn Enora Molac.
'N eo ket aes evit ar skolioù publik kavout skolaerien ha skolaerezed da zont da labourat er skolioù. Ha memes mod evit ar c'hlasoù divyezhek. Tunvezh Wlagen-Grandjean a zo bet oc'h atersiñ Elisa Bleunvenn ha Cyril Mocquart, kenurzhierezed ar Master MEEF e INSPE Sant Brieg.
Eil lodenn ar gronikenn Las Entrevistas gant Pierina, ur vaouez ezel deus Radio Humedales, ur radio feminist ha lesbian e Concepcion, e su Bro Chile. Ur gronikenn gant Anjela Stephan.
Keleier ar vro hag ar bed gant Yuna Cojean
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Glenn Gouthe o komz deus e raktres teul-film : Evor.
Pierre Beaugendre a zo ezel deus ar gevredigezh Meskaj e norzh bro Dreger. Ar gevredigezh-mañ a sikour hag a ro bod ha boued da tud yaouank dibaper. Displeg a ra e Atersadenn an devezh, deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean perak e gav mantrus al lezenn war an divroidi.
Eil lodenn ar gronikenn Barzhaz war al levr An enezenn gevrinus gant Jules Verne troet e brezhoneg gant Stefan Carpentier hag embannet gant Al Liamm. En eil lodenn-mañ e ro Magali he soñj deomp deus sell sokiologel ha biologel Jules Verne en e levr.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Anton Burel
Ur gronikenn nevez : Ur sizhun, ur c'hoari, kaset gant Ninnog Guillois-Le Dissez, en servij keodedel e RKB. Hiriv e gomz deus ar c'hoari Zombi Kidz
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Glenn Gouthe deus mikro Enora Molag evit komz deus e raktres teul-film war tud ar Morbihan : Evor.