Sinema

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Pouvu qu'on m'iame

Pouvu qu'on m'iame

12/04/2023

SIN-170623-POURVU QU'ON M'AIME.docx POURVU QU'ON M'AIME Ur film sevenet gant : Carlo Zoratti (2013). Gant : Carlo Zoratti, Enea Gabino, Alex Nazzi (1e24). A-c'houde un nebeud degadoù e vez dalc'het kont muioc'h ag an dud handikapet (pe ampechet). Bremañ e vez gwelet filmoù war o divoud ha zokén filmoù arall lec'h m'emaint aktored o-hunan. Mez moned a ra kentañ film hir Carlo Zoratti pelloc'h c'hoazh, rag anw zo amañ a sekselezh an dud-se, just a-walc'h. Ema Enea Gabino un Italian 29 vloaz, simpl a-walc'h eo an traoù en e benn, evid ober berr. Douget eo da farsal gant e vignoned ha da c'hoari troioù dezhe. Ur vicher en deus nawazh : teknikour en ur wiaderezh vraz, ha douzh a seblant e vez koutant an dud ag e labour. Mez a-zivoud ar merc'hed ne oui ket kalz a dra. Carlo hag Alex, daou vignon dezhañ, é weled e strivoù mastorneg ha diefed evid moned e darempred gant ar merc'hed, a glask remediñ d'an afer. Goude boud aterset Enea evid gouied hirroc'h, e klaskont kavoud un diskloum bennag. Setu ma kennigont dezhañ moned da redeg bro evid ober anaoudegezh gant plac'hed ha roiñ dezhañ da anavoud plijadurioù ar c'horfoù. Ar pezh a zo, pa vez kenniget un dra bennag da Enea e respont ya dalbezh. Mez ne ya ket beteg penn. Abegoù a gav ataw, pa ne vez ket digarezioù. Kentañ beaj : moned da weled gasted. Esplegañ a ra an daou vignon ar pezh a c'hortaont anezhe evid o c'hamarad. Mez daoust d'ar merc'hed-se boud dijabl a-walc'h evid meur a dra, ne blij ket kalz dezhe ober war-dro un den nad eo ket hañval douzh an dud ordinel. Pa vehe ur si a-gorf c'hoazh, mez gant un den gwan a spered, arabad kontiñ : aon a ra an dra-se dezhe. En Aostria, war a lârer, e vez kavet tier lec'h ma vez resevet tud evel Enea da zeskiñ un tamm buhez dezhe. Ha roul beteg kêr Linz enta. Mez du-hont ive e afoch an traoù, ar pezh na drubuilh ket imor Enea, a chom stabil a-walc'h ataw. Kavoud a ra diskloumoù arall, dic'hortoz. E gwirionez e chañch penn d'e soñjoù da beb termen gant un inosanted a laosk an dud simudet-net. A-benn ar fin e kavont un ti en Alamagn, un ti a-ratozh evitañ ha tud eveltañ. Desket e vez eno touchañ ar c'horfoù benel hag asantiñ boud touchet gant daouarn plac'hed ive. Peb unan a choaz ur vonitorez ha ganti e klasko moned beteg penn e c'hoantoù. N'eus limit ebed : prest e vez peb "kelennerez" da voned beteg c'hoari koukou, mar faot d'an den lakaad e labousig er gawidell. Mez n'eo ket sur e ray ! Netra da weled gant hudurniezh amañ : doujañs vraz zo en ti evid an dud-se hag un harp glan a vez roet dezhe, diouzh ma faot dezhe. Tud zo neuze hiziw, prest da harpañ o nesañ war un dachenn hag a oa tabou n'eus ket pell zo c'hoazh. Gant respet ha tenerded e kennigont dezhe krediñ difraostiñ un dachenn dianav dezhe, mez un dachenn spurmantet nawazh, un dachenn divinet, empennet. Sikour a raont gante tremen ag ar "merc'hed paper" (da lâred eo fotoioù tennet a gelaouennoù-mod), d'ar merc'hed gwirion, dous ha tomm a groc'henn. Enea amañ ne oa ket bet beteg lakaad e ibil-kamm e neizh koukoug e vonitorez, rag komprenet en doa ne vehe ket posubl da honnañ boud e zousig evid ar vuhez a-bezh. Ar pezh a ziskouez pegen uhel a laka lod traoù ar garantez, a zo un dra sakr evite. Ober an amour pe kariñ ha boud karet, setu ar choaz. Lod, furroc'h eged lod arall, a glask ar pezh a bad. Rag evel ma lâr ar sonenn, "plaisir d'amour ne dure qu'un moment", mez poan-karantez a bad beteg fin ar vuhez. Jean-Claude Le Ruyet.20170623b.217F.


Le roi Arthur

Le roi Arthur

12/04/2023

SIN-170616-LE ROI ARTHUR.docx LE ROI ARTHUR Ur film sevenet gant : Guy Ritchie (2017). Gant : Charlie Hunnam, Jude Law, David Beckham, Astrid Bergès-Frisbey (2e06). Penaoz chomel heb moned da weled ur film nevez savet a-zivoud tudenn bennañ mojennoù ar bed kelt, a-zalc'h douzh romantoù an Daol-Gronn, an achantour Marzhin, ar boudiged Viviana, Morgan, hag ar varc'heion Lañselod ha Perseval ? Penaoz chomel heb moned da weled ar film nevez-mañ diwar-benn ar Roue Arzhur ? Roet en deus ar sevener, Guy Ritchie, an ambiañs, an aergelc'h a jaoj da sort filmoù. N'omp ket en hor bed a-vremañ kén, mez en ur bed ma kenveve ennañ an dud ordinel hag ar vajed, an hudourion, an achantourion, ar voemerion, ar strobinellerion, galloudeg ha gallouduz, hegarad, sikouruz pe fall ha droug, dañjeruz evid ar paourkaezh Yannig. Ni en em gav souden e amzer ar c'hastelloù kreñv, uhel o zourioù, plom ha téw o magoerioù sonn. Int a ziskoueze fierded ha galloud ar briñsed a veve enne, ha galloud ha lorc'h an heni a oa a-dreist dezhe oll : ar roue trubard, Vortigern. Mez hennezh ne oa ket didro e galon, ha mall e oa da Arzhur doned ha da stourm enebtañ, daoust da Arzhur kaoud gwell rac'hwiz ar soñj-se da gentañ. Gwell e oa gantañ bevañ ur vuhez disoursi, gant e gamaraded hag ar merc'hed yaouank. Mez setu, dirag e donkad n'hell ket an den achap... Boud eh eus menezioù garw, deñved enne é peuriñ hag é redeg. Boud eh eus stêrioù boull ha sklaer o zourioù, evel gwezhall pa ne oa ket bet saotret ha kousïet an natur c'hoazh. Gwezh e redont evel froudoù prim, gwezh e chomont da ruzal en o naozioù ledan, a gildroenn da gildroenn. Boud eh eus koadaouier don, gwez kozh ha tort, ha gwenodennoù kuzh é jilgammad dindan an del stank. Boud eh eus hentoù meur e foñs flajennoù geoteg, pontoù kozh kelt pe roman, raden etre o mein. Boud eh eus bleidi ferw, tan en o daoulagad ha beget moan o dent. Boud eh eus nàeron hir ha heuguz, didrouz en ur dostaad ha binimuz groñs. Boud eh eus erered kreñv ha hir o diwaskell, lemm o selloù, stard o c'hrabonoù ha roeguz o figosoù melen. Boud eh eus logod penn-dall braz divent, skrijuz pa griont, kustum da ziskuizhañ staget e-pign douzh plafonn o c'havarnioù teñwel ha gwleb. Boud eh eus chas-brezel, dalc'het mort gant dornioù maneget o mistri gwisket du. Boud eh eus kêrioù pobleg, stank an dud enne, é labourad, é voned hag é toned, é varbotal, é chopinata en tavarnioù, é troñsiñ brozhioù ar merc'hed. Boud eh eus plac'hed yaouank gant daoulagad karantezuz a-sort gant re ar livourion rag-rafaelian. Boud eh eus martoloded é chalbotad mein ha gwin ha prizonidi. Boud eh eus ur roue ankeniet en e gastell, kuzulierion en-dro dezhañ, mez e-hunan e gwirionez, rag ne vez ket rannet ar galloud er bed-se. Boud eh eus soudarded, gwir vevelion ar roue ankeniet-se, soudarded lèrwisket evel ma jaoj d'an dud-se, stummet evid derc'hel ar boblañs en he stern enk. Boud eh eus ive un dornad tud na fell ket dezhe plegañ douzh an diktatoriezh-se. Evel ataw, ar stourm etre an droug hag ar mad a véw, a dreuzvéw, a varw hag a sav a varw da véw en-dro. Setu aze motor istor an denelezh. Setu un taolenniñ nad eo ket divourrabl da weled. Lod a gavo er film-se roudoù a heni Mel Gibson, Braveheart, pe ag ar saga Le Seigneur des Anneaux. Ur film eo ag en deus goulennet ur bochad labour gant an teknikoù modern, beteg re am eus kavet, dreist-oll pa vez diskouezet skenennoù lec'h ma vez gwelet stourmoù-hud. Mez piw a vo gouest hiziw da dennañ ar c'hlezeñv ag ar maen m'ema sanket e-barzh ? Eskalibur, an heni a ra gantañ a c'hell boud trec'her e meur a grogad... Jean-Claude Le Ruyet.20170616b.216F.


Les fantômes d'Ismael

Les fantômes d'Ismael

12/04/2023

SIN-170602-LES FANTÔMES D'ISMAEL.docx LES FANTÔMES D'ISMAEL Ur film sevenet gant : Arnaud Desplechin (2017). Gant : Mathieu Amalric, Marion Cotillard, Charlotte Gainsbourg (1e50). Evid ur wezh e rin deoc'h end-eeun senario ar film a zo bet skignet ar bloaz-mañ evid digoriñ festival Cannes. Ema Izmael Vuillard edan seveniñ ur film diwar-benn Ivan, un dudenn digustum, hañval-pakret douzh e vreur a-fed emzalc'h. En un taol e tegouezh Carlotta, e vaouez gentañ, a oa dispariset ugent vloaz so, a grede dezhañ e oa marw. E gompagnunez nevez, Sylvia, a achap buan a-walc'h hag Izmael a guita trumm e film, gant an trubuilhet ha distabillaet m'ema, evid moned da di e dud e Roubaix, lec'h ma kav e dazmantoù en-dro. N'eo ket Arnaud Desplechin un den nevez e Cannes. Ouzhpenn ur wezh dija e oa bet kouviet eno (gant Esther Kahn e 2000, Un conte de Noël e 2008 ha filmoù arall) mez heb tapoud priz ebed. Ar film kentañ a oa bet priziet oa Trois souvenirs de ma jeunesse e 2015 (e-barzh La Quinzaine des réalisateurs). Kustum eo Arnaud Desplechin da lakaad Mathieu Amalric en e filmoù, ar pezh en deus graet amañ c'hoazh. Mez ar pezh a zo digustum zo gweled Charlotte Gainsbourg ha Marion Cotillard er memez film : setu teir vleunienn e-mesk ar re vrudetañ ag ar sinema gall hiziw er memez paner. Evidin, mez n'em eus ket gwelet peb tra c'hoazh, gouied a ra Mathieu Amalric c'hoari tudennoù drollig un tamm, ha pa lâran drollig e faota din lâred tud nad int ket hañval douzh ar re arall, tud faoutet o speredoù un tammig mez speredeg memestra, tud hag e ra poan dezhe bevañ, tud roeget o buhezioù santimantel ha fromel. Setu penaoz henn gwelan-me d'an nebeutañ, hag er film-mañ ne bella ket ag ar mod da c'hoari-se. Lâred a ra Mathieu Amalric ema bet lañset evel aktor gant Arnaud Desplechin, ha gwir eo e vez gwelet e meur a film bet sevenet gant hennezh, evel amañ. N'eus ket 'med e film Julian Schnabel Le scaphandre et le papillon, brudet dre ar bed goude Cannes e 2007, en doa bet Mathieu Amalric ur roll dishañval a-grenn, pa ziskoueze buhez Jean-Dominique Bauby. Hennañ, pennskriver ar gazetenn Elle, a oa chomet paralizet war e wele goude un AVC, ha ne c'helle "komz" douzh an dud nemed dre e lagad kleiz a c'helle digoriñ ha serriñ. Evel-se en doa gellet "skriv" ar levr en doa roet e ditl d'ar film. Evid pezh a sell douzh an diw aktorez, Charlotte Gainsbourg ha Marion Cotillard, e vez un dudi o gweled e barr o brud hag o braventez marse war ar memez skramm. Diw vaouez yaouank, gwir blac'hed, gant o anien venel e vleuñviñ, zokén pa sav kounnar enne. N'eo ket bemdez-Doue kredabl e tegouezh en un taol, e buhez an den, ur vaouez dispariset ugent vloaz e-raog, un inosantez a grede dezhi e vehe posubl krogiñ en traoù en-dro, tre evel a-gent, evel pa vehe waet da glask un dousen sardin war blasenn an iliz evid merenn. Komprenabl eo ne oa ket aez d'an arall gouied e-menn e oa he lec'h e-tal ar c'houblad adkavet. Bourruz eo gweled penaoz e klask peb unan kavoud en-dro pe gouarn an dachenn a oa bet gounezet gantañ didrubuilh. Rag a-benn ar fin e oa lakaet peb unan diaez, tost douzh bevenn ar follentez. Ha peb unan en deus graet ar pezh a c'helle evid en em dennañ ag an enkadenn "gornelian"-se. Izmael, pa grede dezhañ boud trankil en e vuhez sevener, setu ma oa daet tazmantoù d'henn hegasiñ, breur pell, re bell, maouez marw ha daet da véw en-dro... Hopala, setu re souden. Istoerioù tazmantoù a c'hell boud fiskal er sinema. Pa zegouezont er vuhez wirion ne blijont ket liez d'an den. An tazmantoù-se ne oant ket ma re, ha koutant eh on bet é selled doute. Jean-Claude Le Ruyet.20170602b.214F.


problemos

problemos

12/04/2023

SIN-170526-PROBLEMOS.docx PROBLEMOS Ur film sevenet gant : Éric Judor (2017). Gant : Éric Judor, Blanche Gardin, Michel Nabokoff (1e25). Evid ar re o doa bet tro da vevañ en ur gumuniezh e-pad ur prantad, lakaomp er bloazioù 1970, e vo ar film-mañ un degas-soñj ag o yaouankiz. Evid ar re arall o dehe c'hoant da grogiñ e-barzh bremañ e vo un tañva ag ar pezh a c'heller kavoud en ur sort tolp. Rag komz a ra Problemos ag ur menier ZAD (zone à défendre) a-sort gant heni Kêr-Itron-ar-Lann mar karer. E gwirionez n'eo ket ag ar ZAD-se ema ar film é komz, mez ag ur gumuniezh a greisteiz ar Frañs lec'h ma o deus ekolojisted en em gavet evid talañ douzh ur ragtres sevel un DizneyLand bennag en ur lec'h kàer-braz. Ema Jeanne, Viktor hag o merc'hig parizianed é tistroiñ ag o vakañsoù hag é tremen dre ar gumuniezh-se evid saludiñ ur mignon dezhe. Evel-just, gant an digor ma vez an ekolojisted douzh an dud a gompren o stourm, e kennigont d'an tri zourist chomel gante ur prantad. N'eo ket tomm-tomm ar gwaz gant an ide-se, nag ar verc'h vihan, rag daw eo dezhe dilezel diouzhtu o zelefonoù hag o zabletennoù elektroneg, e-sigur m'ema kizidig-braz lod ag ar ZADisted douzh ar gwagennoù tredano-magneteg. War ar mod fentuz e tiskouez ar film moned-war-raog ar gumuniezh-se. Tud a beb sort a gaver enni, gant soñjezonoù a beb sort ive, lod pleustreg, merket gant ar skiant-vad, ha lod distag a-zoc'h ar realded beteg seblantoud boud sod-mik d'hon daou barizian. Groz e vez lod ag ar skenennoù, lod soutilloc'h, ha c'hoarzhed pe minc'hoarzhed d'an nebeutañ a raomp da beb an amzer. N'eo ket ur film ag an dibab, mez diouzh an tu arall e welomp ive penaoz e c'hell ur gumuniezh evel-se, gant he rac'hwizoù hag he c'hennigoù nevez, boud ur labourva ag ar bed é klask un hent nevez. Arabad ankouaad memestra ema ar pezh a vez kenniget hiziw-an-deiz, a-fed ekologiezh ha respet douzh an natur, frouezh ar pezh a oa bet lañset goude emsav 1968. D'an amzer-se e veze soñjet e oa foll an dud-se o doa divizet gounid legumaj gant metodoù bio, da lâred eo evel e-raog, heb produioù kimieg da lakaad en o jardinoù. Mez gouied a rae an dud-se, yaouank peurliesañ, e veze lonket ar produioù-se gante goude. An dud arall henn gouie ive kredabl, mez ne faote ket dezhe henn gweled. Daomp ataw, pemp ha pewar a ra naw ! Setu perag hon eus ampouezonet an douar, setu perag e sav an dud eneb da vMonsanto hiziw, rag chomel a raont klañv gant o boued : re zo re ! Den ebed ne yahe da lakaad gazol en e garr-esañs, ar pezh a ra c'hoazh ar peb brasañ ag an dud pa zebront boued trafiket toud heb diwall. Mez ar vuhez a c'hell lâred stop, hag ar c'horf a rac'hwiz ober ur paz muioc'h. Neuze e rank an den en em c'houlenn perag n'hell ket mui tennañ e anal a-feson kén, perag n'hell ket mui debriñ bara heb santoud e vouzelloù éc'h ober skloumoù en e gof, heb gweled e groc'henn doned da voud ruz ha debron ennañ hardizh. Nag ur vuhez ! Diskoueziñ a ra ar film, aze ema e berzh mad, penaoz e c'hell an ideioù gwellañ troiñ da fall ive. Lâret e vez e vez pavezet an ifern gant mennozhioù mad. Iver a-walc'h eo. Ha gweled a raomp penaoz ha perag e vez taolet tud er-maez ag ar gumuniezh ; gwelet e vez limit ar reolennoù lakaet da gomañs ; gwelet e vez penaoz e ta c'hoantoù peb unan da vleuñviñ ha da gemer ar c'hreñv war re ar gumuniezh. A-benn ar fin e welomp e sav diwar-se ur gumuniezh he deus c'hoant da vevañ evel ma rae an dud... e-raog moned e-barzh ! Sapre denelezh ! Problemoù ataw... Jean-Claude le Ruyet.20170526b.213F.


Django

Django

12/04/2023

SIN-170519-DJANGO.docx DJANGO Ur film sevenet gant : Étienne Comar (2017). Gant : Reda Kateb, Cécile de France, Beáta Palya (1e57). Setu amañ ur biopik c'hoazh, da lâred eo ur film diwar-benn buhez pe ur prantad a vuhez un den heverk bennag, un den brudet pe un den divoutin a-walc'h e donkad. Piw nen deus ket klevet komz a Django Reinhardt, ur mailh mar boa unan gant e c'hitar é roiñ da gleved faltazi ha krouidigezh leun a vuhez ar muzik tsigan ? Ganet er Beljik e 1910 e oa marw e Samois-sur-Seine e 1953. Gant e vugon en doa roet d'an jazz ur furm dezhañ : an jazz manouch, a zo chomet béw war e lerc'h. An arzourion a c'hell boud techet da chomel er-maez ag ar vuhez ordinel, evel pa ne sellehe ket dezhe ar pezh a dremen tro-dro. Daoust ma c'hellont kavoud o awen en endro e c'hellont bevañ evel en un tour ive, distag a-zoc'h trouzioù ar bed. Ha pa anaver mui pe vui bed ar vohemianed, manouched, jipsianed, termaji, jitaned pe tsiganed, rag meur a hanw a ya d'o zermeniñ, n'heller ket boud souezhet kement-se o gweled boud tomm d'o dizepantiz en ur mod bennag, muioc'h eged an dud arall c'hoazh. E-tal ar gevredigezh e vevont, ha n'eo ket e-barzh tre, ha bourrañ a raont dilojañ ha moned war an hentoù, evid ar peb brasañ anezhe, kentoc'h eged chomel da vevañ er memez tachad ataw, evel ma ra an darn vuiañ ag an dud arall. Neuze n'eo ket estonet braz an arvester é weled Django distag a-zoc'h aloubadeg an Europ hag ar Frañs gant an Alamanted. Afer ar "C'hadjeed" eo ar brezel-se evitañ (gadje zo an hanw roet d'un den nad eo ket jitan), mez n'eo ket e vrezel-eñv. Ha war ar gudenn-sen eo e chom film Étienne Comar da ruzal, sikouret gant ampartiz Reda Kateb. Penaoz ha beteg pegoulz e c'hell un den chom heb derc'hel kont ag an darvoudoù a gemm buhez an dud arall tro-dro dezhañ ? Hiziw en em gavomp dirag ur problem a c'hell boud damhañval : heni ar repuidi. Daoust hag ema da vro-C'hres, pe d'an Itali d'ober war-dro o donedigezh stank ? Nag er Frañs, daoust hag ema d'ar gêr a gCalais hebkén d'en em ober gante ? E 1943 e oa Django Reinhardt ur muziker brudet dre ar bed. Waet e oa beteg an Amerik ha bourrabl e veze nozioù Pariz gant e strollad. Sod e oa daet an dud gant an jazz, ha gant an djazz manouch ive. Anavet e oa en Alamagn ouzhpenn, ha doned a rae an ofiserion alaman da chelaou douzh e arvestoù. Anw a oa zokén ag henn kouviañ da soniñ e Berlin, dirag Göebbels ! Mez adal 1943 e krogas ar wask a lakae an Nazïed war ar judevion ha war an dziganed da greskaad. Gouied a raomp hiziw perag e vezent serret ha da venn e vezent kaset. Mignoned zo o doa belzet Django, lâret dezhañ e ranke kuitaad ar vro, mez ne gomprene ket da gentañ. Krediñ a rae dezhañ e oa-eñv gwarantet gant e statud arzour brudet. Diaez d'an den asantiñ, evel-just, kuitaad an "Tout Paris", dilezel ar vuhez aez hag enoruz evel ma oa heni Django e Pariz d'an termen-se. Mez redïet e oa bet dezhañ achap memestra, ha tec'houd beteg an Alpoù evid tremen e Bro-Suis. War an hent en doa bet tro d'en em gavoud gant bohemianed arall, ha gweled ar pezh a veze graet dezhe gant an Alamanted. Gras d'an dud henn sikoure e oa daet da benn a achap memestra. Goude ar brezel, en doa savet ur simfonïenn en enor d'e vreuder tsigan, ar re o doa kollet o buhez er bloaziadoù rust-se. Ur simfonïenn fromuz-braz, bet prezantet ur wezh hebkén, e Pariz, ha kollet an hanter anezhi goude. Jean-Claude Le Ruyet.20170519b.212F.


Voyage of time

Voyage of time

12/04/2023

SIN-170512-VOYAGE OF TIME VOYAGE OF TIME Ur film sevenet gant : Terence Malick (2016). Gant mouezh Kate Blanchett (1e30). Kent komz ag ar film-mañ e tal' ar boan komz ag e sevener ne glevomp menegañ e hanw gwall liez. E-korf daou-ugent vloaz en deus savet Terence Malick seizh film hebkén, hag ar pezh a zo divoutin er vicher-se, goude Les moissons du Ciel (1978) e oa bet gortaet ugent vloaz kent gweled ar film da-heul, La ligne rouge diwar-benn emgann Guadalcanal etre Amerikaned ha Japoniz e-pad ar brezel diwezhañ. Resevet en doa ar film-sen an Ourz Aour e Berlin e 1999. Ur film arall, The tree of Life, dle. Gwezenn ar Vuhez, en doa bet ar bPalmenn Aour e Cannes e 2011. Ganet en Amerik e 1943, ema Terence Malick mab ur enbrôad asirian kristen, gant un tad-kozh Iranian dezhañ. Daoust d'e broduadurioù gloew ema Malick ur sevener ag ar re vrudetañ en Amerik. Bet eo bet kelenner filozofiezh er MIT. War-un-dro en doa studiet ar sinema, tapet gantañ un diplom ag an American Film Institute e 1969. Ankeniet marse mez kuriuz d'an nebeutañ ema Terence Malick gant ster, gant mister ha kevrin ar vuhez. The Tree of Life a gont istoer ar bed, gant bezañs Doue a-dreñv peb skeudenn. Ne oa ket bet akord an dud p'o doa gwelet ar film-se ha tra ma kav lod ema Malick ur sevener dispar e tikri ar re arall unan kitsch, mezvet e benn gant ur letenn speredel tost d'ur propaganda New Age. Mez kentoc'h e chom ar film hiziw evel ur bonn e istor ar sinema. Lod ag e filmoù nawazh a chom minor memestra, evel To the Wonder, À la Merveille, un drama karantez filmet er Menez Mikêl e 2012 pe Knights of Cups e 2015. N'eo ket Terence Malick un den hag a vez gwelet liez. Klask a ra chomel kuzhet, evel ma rae Stanley Kubrick. Ur labour difer a ra en e filmoù. War ar furm e pleustr ur bochad ha klask a ra ataw ar barfeted : plañioù, gouloù, fichadur ar c'hamera, montaj, muzik ha kement zo. Lakaad a ra liez e aktored da brimanaviñ hag ober a ra liez ive gant ar SteadyCam, hag a zo ur sistem e c'hell ar filmour kerzhed gant e gamera heb ma vez hachet ar skeudennnoù gant ar c'herzhed. Implij a ra ive aez a-walc'h ar vouezh off, distag a-zoc'h ar skeudennoù, ur mod-ober a ro d'ar filmoù ur preder kreñvoc'h, "santadurioù-kened ha fromoù ez-gweled", hervez Wikipedia. Klask a ra diskoueziñ ar liamm speredel a zo etre mab-den hag an natur, ar liamm etre ar maezadoù divent a beb sort (war an douar pe en egor) hag ar preder diabarzh. Diskoueziñ a ra e stil un dedenn evid ar skeudennoù kevrineg, gant plañioù arvestuz ha livadurel, e lec'hioù hag a laka an arvesterion a-blom e-kreiz splannder ar bed. Er film-mañ, Voyage of Time, da lâred eo A-hed an Amzer, e tiskouez Malick braventez, nerzh ha gwezhavez tàerded an natur en ollved a-bezh. Menezioù-tan, geyserioù, galaksïoù. Ur veaj en ollved tre evel m'ema anavet ganimp hiziw, ar bremañ, ar gwezhall gozh, war an douar, dindan ar morioù hag er-maez ag hon galaksïenn. Galloud an natur, heni ar morioù, ar stêrioù, ar volkanioù, ar labour trebad a c'heller gweled e-kreiz an astroù pell pe pelloc'h. Ar pezh a zo, tra ma vez diskouezet skeudennoù braw-tre ag an natur, e chom ar re a ziskouez an dud displann d'ar liesañ, dister, displijuz zokén, evel pa vehe diskouezet an denelezh evel un notenn faos e-kreiz simfonïenn ar bed-oll. Nawazh, dre ma vez klevet nebeud, e ro mouezh Kate Blanchett dimp da soñjal eh omp oll en un opera olleg, divent, kalz brasoc'h, kalz uhelloc'h eged hon mizeroù pemdezieg, mez ne ouiomp ket pe ne faota ket dimp selled marse : opera ar Vuhez, ollc'halloudeg ha divarnuz. Jean-Claude Le Ruyet.20170512b.211F.


Cessez le feu

Cessez le feu

12/04/2023

SIN-170505-CESSEZ-LE-FEU.docx CESSEZ-LE-FEU Ur film sevenet gant : Emmanuel Courcol (2016). Gant : Romain Duris, Céline Sallette (1e43). Setu amañ kentañ film hir Emmanuel Courcol, nen doa savet e-raog nemed unan berr. Hag un taol kàer en deus graet aze. Diouzh an tu arall e welomp Romain Duris é kemer ur lec'h ag an dibab war leurenn ar sinema gall. Gwelloc'h-gwell e ta da voud, ha stank ar filmoù lec'h ma vez gwelet (an heni diwezhañ, Confession, zo ur film braw ive). Lakaad a ra Emmanuel Courcol un dra war-wel, un dra nad eo ket bet taolennet gwall liez er sinema : diaezamantoù ar soudarded o doa tremenet miziadoù er fozelloù-difenn e-pad ar brezel 14. N'eo ket ur fenomen staget douzh ar brezel-se hebkén. Ar re a oa bet dalc'het e kampoù ar marw gant an Nazïed, ar re a oa bet kaset d'an Aljeri, an Amerikaned o doa bevet brezel ar Viednam, heb kontiñ Irakiz hag Iranianed goude ar brezel etre o diw vro en doa padet eizh vloaz er bloazioù 1980. Hiziw-an-deiz, goude ur gwallzarvoud braz, goude ur gwalldaol bennag, goude ur soukad olleg, e vez savet diouzhtu-kàer bodadoù bredskoazelliñ (groupes d'aide psychologique) evid roiñ un tamm harp d'ar reuzidi (viktimed), evid o lakaad da gomz da gentañ, rag gant ar gomz e vez estaolet ar fromoù a beb sort a c'hell breinañ ar vuhez mar chomont da droiñ ha da dreñkañ e askre an den. Setu enta ur familh a Naoned, tri breur enni bet kaset d'ar brezel evel miliadoù a yaouankizoù arall. Jean zo bet lazhet war an talbenn. An daou arall zo daet d'ar gêr, mez n'eo ket divlam na dic'houli. Marsel n'hell ket komz a-c'houde, ha Jorj en doa kavet gwell achap beteg an Afrik evid ankouaad ar pezh en doa bevet dindan an obuzoù. Lec'h ma oa bet tri a vugale, ne chome gant ar vamm nemed ur paotr mud, mastorneg, daet da voud lard etre e gampr lec'h ma chome digomz an deiz-pad, ar gegin evid debriñ e soubenn hag an dro a rae bemnoz er ruioù. He zri mab neuze ne raent oll nemed rannañ he c'halon. Klask a rae ar vamm-se harpañ Marsel par ma c'helle, mez kàer he doa ober ne zae ket da benn ag her lakaad da brezeg. Red dezhi ansav ne gavehe ket Marsel ar gomz kén, ha goulennet sikour gant ur gelennerez karget a zeskiñ yezh ar sinoù d'he mab. Tra ma oa an traoù evel-se e Naoned e oa Jorj é kuitaad an Afrik evid distroiñ d'ar gêr. Gweled a raomp eno, en Afrik, ur fozell arall : an heni zo etre buhez an Europ ha heni ar Volta-Uhel en amzer-se. Skeudennoù kreñv zo er film-mañ, ar pezh a ziskouez ampartiz Emmanuel Courcol, bet senarist e-raog boud sevener. Ne bad ket pell ar skenenn brezel, ne ziskouez ket brasted an talbenn, mez "kompren" a raomp petra a c'helle boud bet an deizioù hag an nozioù-se e foñs ar fozelloù karget a fank, a dammoù houarn, a gorfoù marw ha m'oar-me. Gelliñ a raomp "kompren", mez etre ar c'hompren hag ar vuhez wirion eh eus un izlonk a vez santet gant ar soudarded : penaoz dezhe lâred ar pezh o deus bevet ? Penaoz lâred an efed a rae trouz an obuzoù é tarzhañ diehan war ar speredoù, an dober a gousked, loustoni ar c'horfoù, ar laoù, an aon, ar spont hag ar spouron a groge e peb unan da beb termen ? Penaoz ? N'eus ket tu ebed. Hag aez da lod ober goab ag ar "bPoilûed" pa n'hellent ket gouied ar pezh a oa bet ar brezel evite e gwirionez. Dreist-oll pa ne chome, bloaziadoù goude, nemed plakennoù soudarded zo kavet e beredoù ar Somme pe pelloc'h. Heni Yann-Bêr Kalloc'h, bet lazhet e 1917, a oa bet kavet e bered Cerisy, e 1923 hebkén... Jean-Claude Le Ruyet.20170505b.210F.


La fin du jour

La fin du jour

12/04/2023

SIN-170428-LA FIN DU JOUR.docx LA FIN DU JOUR Ur film sevenet gant : Julien Duvivier (1939). Gant : Victor Francen, Louis Jouvet, Michel Simon, Madeleine Ozeray, Gabrielle Dorziat (1e48). Beb miz e vez kenniget gant Ti-Hanok an Alrae filmoù kozh chomet evel bonnoù e istor ar sinema. Mar faota dimp teurel ur sell war istor ar sinema gall e rankomp menegiñ an orin, etre 1895 ha 1929, amzer ar filmoù mud, gant ar vreuder Lumière, Marcel l'Herbier hag Abel Gance. An eil prantad zo an heni klasel, adal 1930 beteg 1945, pa oa daet ar son da gemm ar sinema a galz, gant Jean Renoir, Julien Duvivier ha Marcel Carné e-mesk ar re anavetañ. Gant donedigezh ar son e oa daet aktored nevez, evel Arletty, Michèle Morgan, Louis Jouvet, Michel Simon, Jean Gabin. Goude ar brezel, gant donedigezh ar liw war ar skrammoù, e oa waet an istor da vuannaad er pezh a oa daet da voud un industriezh, hag ogozig e c'heller lakaad prantadoù dishañval a zeg vloaz da zeg vloaz beteg hiziw. Diwar ar lañs-se, evel ma ouiomp, e chom bugon c'hoazh gant sinema ar Frañs hiziw-an-deiz. Setu amañ ur film lec'h ma en doa tolpet Julien Duvivier aktored brudet-braz evel Louis Jouvet ha Michel Simon d'an nebeutañ, tud hag a zo chomet béw e memoer ar Frañsizion ha pelloc'h c'hoazh. Chomet eo an dudennoù-se evel un testeni a sinema gall an eil prantad, gant filmoù e gwenn ha du. Neuze, abati kozh Saint-Jean-la-Rivière zo edan boud serret. Daet e oa da voud un ti-retred evid an aktored war o leve, mez tud paour a-walc'h chomet divlank goude boud tremenet o buhez-pad war leurennoù ar vro. Evite e vehe ur c'hatastrof, sur a-walc'h. Eno en em gavont etreze, eno e c'hellont trueziñ d'an amzer, eno en em gomprenont. Mez eno e chom béw ive ar jalouzi hag ar goulïoù a ra droug d'o speredoù c'hoazh; bloaziadoù goude. Ha bec'h d'an teodadoù ha d'ar gerioù binimuz silet amañ-ahont. Ar vuhez kwa, gant he momantoù ollgàer hag ar re izellañ kej-mej. Ned a ket ar fromoù kuit gant an oad, ar c'hontrel eo marse, gwezhavez... Mez setu ur pañsioner nevez ec'h arru er lec'h : Saint-Clair, c'hoariet gant Louis Jouvet. Ema Saint-Clair un aktor bet enoret en e amzer, ur lorber maouezi ag an dibab, hag adkavoud a ra eno Marny (Victor Francen), un den c'hwerw e galon goude ur vuhez n'he deus ket degaset dezhañ na brud na plijadur. Etre an daou zen e oa chomet ur fed hag a oa evel ur goutell plantet e kalon Marny c'hoazh : waet e oa bet e vaouez gant Saint-Clair un deiz, lorbet e oa bet gantañ mez fall e oa achuet an istor peogwir e oa marw e vaouez en ur mod displann dezhañ, he gwaz. A pa vehe hebkén evid gweled Jouvet ec'h ober e faro e-mesk ar maouezi a zo er gevredigezh kloz-se, ha dreist-oll ar re yaouankañ, e tal' ar boan gweled pe adweled ar film. Ur paotr ag an teatr e oa Jouvet, ha gwir deatr a vez diskouzet gantañ aze. Mez lod Michel Simon n'eo ket dister tamm ebed. Ema e dudenn heni un spered hag a rac'hwiz koshaad. Hag evid henn diskoueziñ ema e-mesk an oll an heni a zegas trubuilh da beb termen. Moned a ra beteg gwallblegañ ar liñselioù e gweleioù e golleged, beteg troc'hañ bleunioù ar jardinour, beteg kuitaad an abati e-pad an noz, beteg ober ardoù pa vez hanw a zebriñ e voued. Ne ouian ket hag-eñv e oa bet ag an tier-se biskoazh, evid an aktored kozh, mez taolenniñ a ra ar film diskar an deiz, deiz ar vuhez e gwirionez, gwir bezh-c'hoari, hag ema evel ur vag é soliñ, ur lestr braz é voned d'ar strad, just e-raog kouezhadenn ar ridevenn war ar leurenn. Jean-Claude Le Ruyet.20170428b.209F.


Mon lapin bleu

Mon lapin bleu

12/04/2023

SIN-170407-MON LAPIN BLEU/AL LAPIN A C'HALOUP BEPRED.docx MON LAPIN BLEU & AL LAPIN A C'HALOUP BEPRED Daou film sevenet gant : Gérard Alle (2013 & 2016). Gant : Yvonne, Yann Bijer (1h30). Goude boud bet é vale-bro gant filmoù a beb sort ar mizioù tremenet, setu ma oa daet un dregont a dud da sine-kleub An Alrae evid distroiñ d'o bro. Ha ne oa ket ne vern pesort korn-bro : ar Vro Vigoudenn, mar plij genoc'h ! Ha petra zo kaoz e vehe ar Vro Vigoudenn trawalc'h a lufr ganti evid dedennañ Gwenediz ? Daou zarvoud divoutin : portred Ivona, un davarnourez 80 vloaz, ha donedigezh Yann Bijer evid an debat da-heul. Yann Bijer, ur skrivagner brezhoneg e ta e sterenn da skediñ muioc'h-mui e bed ar Vrezhonegerion a oui lenn c'hoazh. Kouviet e oa bet Yann Bijer gant Ti Douar Alre da gomz ag an eil film, pandeogwir e oa bet filmet gant Gérard Alle pa oa bet éc'h atersiñ Ivona. Mez krogomp gant ar penn kentañ. Anavoud a rit Pouldreuzig ? Gant ar Pâté Henaff ! Ha Pêr-Jakez Helias ! Alkent ! Mez marse n'anavit ket Ivona, Ivona an davarnourez-filozofourez en davarn Le lapin Bleu ? E berr-gomzoù, setu ur plac'h he doa kuitaet he farrez evid moned da foetiñ bro ha daet en-dro da zerc'hel tavarn paset hanter-c'hant vloaz dezhi. Un davarn just war bord an hempraz, anavet dreist-oll gant tud ar vro. Un davarn a-sort gant ar re a veze gwelet gwezharall e Breizh a-bezh, tavarnioù dalc'het gant maouezi, intañvezed d'ar liesañ. Tavarnioù a-sort-se a veze kavet stank er bourc'hioù. En Arzh e oa bet beteg unneg anezhe. A vitin ha beteg an enderw-noz n'arreste ket ar bratiked a zoned da eved o buhez (hag a veze ruz, m'hel lâr deoc'h). Gouied a rae an davarnourez kargañ o gwerennoù uhelloc'h eged ar bord, ha ne grede ket d'an evourion krogiñ enne : evid tennañ ar lonkad kentañ e vezent gwelet é tostaad o begoù difonn-kàer douzh lein o gwerennadoù, o daouarn gante a-dreñv o c'heinoù, hag é trempiñ gant aket o diwweuz er gwad santel heb koll an disterrañ tapenn. Hag a lonkad da lonkad e tiskenne live ar gwin er gwerennoù, ha soñj 'm eus c'hoazh penaoz e veze skarzhet ar re-mañ en un taol, pa chome gwin beteg ogozig an hanter ag ar gwer c'hoazh. Petra faota deoc'h tudoù : foñsoù ar gwer-se ne vezent ket plad, mez tre evel foñs ur gern, pe foñs un avouilhet, ha trawalc'h a veze ag ur lonkad evid kas an evour da c'houlenn un taol arall ! Ar pezh a zo gant Ivona, hi n'eo ket evel an tavarnourezed am boa bet tro da anavoud. Gant ar film e welomp pegen desket eo. Lennet he deus kalz, a-dreuz hag a-hed. Platon, Pline, Voltaire, levroù medisinouriezh, pennadoù journalioù a beb sort. Anavoud a ra krennlavarioù ha frazennoù aez da zistrip etre daou dasad kafe. Mez dreist-oll e oui Ivona penaoz silañ he gouiañs e-mesk he fratiked. "Evel ma lâre Platon..." ha plijoud a ra dezhe. Tavarnioù hiziw c'hoazh a c'hell boud ur repu evid meur a zen. Eno e vez kavet diwskouarnoù prest da resev ho poan-kalon ha da chelaou douzh hoc'h istoerioù-karantez kamm. Ivona oa aze ha vad a rae d'an dud. Tennet en deus Gérard Alle ur portred leun a fent ag an davarnourez dibar-se, gouest da lakad an arvesterion da c'hoarzhed, ur bourd. En eil film e oa bet goulennet gant Yann Bijer, Bigouter ive, da zoned da sontañ muioc'h, e brezhoneg, kalon ha buhez ar fenomen mez diaez e oa bet dezhañ, a lâre d'an dud goude ar film, da dapoud ar gaoz ganti. Ivona, daoust ma he doa klozet he zavarn, e faote dezhi chomel mestrez war he c'homz ! Setu daou film a chomo sur evel un teñzorig evid an amzer da zoned... Jean-Claude Le Ruyet.20170407a.206F.


sage-femme

sage-femme

12/04/2023

SIN-170331-SAGE FEMME.docx SAGE FEMME Ur film sevenet gant : Martin Provost (2017). Gant : Catherine Frot, Catherine Deneuve, Olivier Gourmet (1e57). Evid ur wezh e lakain amañ ar pezh am eus kavet en ur gazetenn-sinema a-gostez Pariz diwar-benn ar film-mañ. Marse a-gaoz ma ne ouian ket re petra lâred war e zivoud, hag abalamour ma ne chom ket amzer din da voned da weled ur film arall kent kas ma faperenn da YA ! "Daoust m'ema an dra-se estonuz, ne oa ket bet lakaet an diw Gaterinenn da c'hoari asamblez er memez film c'hoazh. Nag ur blijadur d'o gweled tolpet dirag kamera ha selloù hegarad Martin Provost (sevener ar filmoù Séraphine ha Violette), un den ken barreg evid filmañ ar maouezed. Amañ ema Catherine Frot un amïegez hag an eil (Catherine Deneuve) ur vaouez fur [un c'hoari-ger galleg dibosubl da droiñ e brezhoneg etre sage-femme gant ur varennig-stagañ ha femme sage]. E gwirionez n'eo ket Catherine Deneuve ur vaouez fur amañ, ne oa ket bet ataw, rag kavoud a rae gwell dezhi en em droiñ d'ar plijadurioù heb selled re douzh an dud arall. Mez gant rod an amzer e oa daet ar c'hoarïerez poker-mañ hiraezhuz un tamm ha setu-hi é tegouezh a-daol-trumm e buhez an amïegez. Bourboutoù an natur, douster an dorn é fichal ambazh, pasianted ar greun, kentañ hirisadenn ur poupon : e gentañ kri, e gentañ dàer, e gentañ minc'hoarzh. Gant an oll draoù-se ne skuizh ket Claire, amïegez a vicher. Daoust d'an hirvoudoù, d'an c'hwéz ha d'ar gwad e chom peb ganedigezh ken mezvigelluz ha ken priziuz evel an heni gentañ rac'h. Ha dinerzh-kàer eo e tistro hon amïegez d'ar gêr, goude hec'h euriadoù-labour, evid kousked un tamm tra ma vez Pariz é tihuniñ pelloc'h. Ur vuhez heb gwaz ebed, ur vuhez dister e-tal ur vicher hag a gont kement eviti. Ober war-dro he jardin, plantiñ salad, ha selled he c'hrennard a baotr é vrasaad. Ur bellgomzadenn eo a za da dorriñ buhez sioul Claire, ur vouezh daet ag an amzer ma oa-hi krennardez c'hoazh, ur vouezh he laka da zistroiñ degadoù war-dreñv. Hag ar vouezh-se, heni Béatrice, bet mestrez he zad, zo ur pavad hag a son evel ur pardon dibosubl da roiñ. Troc'han berr a ra Claire ar gomz diouzhtu. Mez derc'hel a ra Béatrice da glask chomel e darempred ganti. Claire, par d'ur verionenn, zo siriuz, pervezh, responteg ; Béatrice, tre evel ur skrilh-wez (ur "sigalenn" mar karit), zo marvailhuz, c'hoarïuz, hunvreüz. An heni gentañ a ankoua he buhez-hi evid roiñ buhez d'ar re arall, an eil ne oui ket bevañ nemed evid he flijadur dezhi he-hunan. Béatrice, tre evel ur gorwentenn, a zegouezh en un taol e buhez an amïegez, ur vuhez sterniet mat, distag un tamm a-zoc'h ar bed tro-dro. Ha lakaad a ra ar goulïoù kozh da zihuniñ, roiñ a ra buhez da dazmantoù an amzer dremenet. Mez ouzhpenn-se e laka ive ar vuhez da sevel en-dro e spered an amïegez hanter-c'hant vloaz, hag a oa kustum da roiñ kentoc'h eged resev. Ur film braw-tre, hag a gomz a c'hanedigezh, ag adginivelezh, a vevañ hervez e c'hoant don, hag a dreuzkas. Ur film evel ur c'han dispar d'ar maouezi, maouezi liessort, c'hoant dezhe boud libr, en ur bed renet gant ar wazed, ur bed hag a santomp brallañ gant an traoù nevez é sevel tro-dro. Portredoù gwazed fur a za da zousaad un tammig ar melodrama en oberenn splann-mañ, a chom an dud fromet ganti, mez leun a beuc'h ive." Setu ar pezh am boa lennet kent moned da weled ar film. Gwir eo ema braw gweled an diw aktorez é c'hoari asamblez, aktorezed dishañval-tre hag ampart o diw, hag ouzhpenn ur wezh e c'hoarzh an den gant propozoù unan pe heben. Diouzh an tu arall em eus kavet hir ma amzer é selled douzh un istoer n'em eus ket kavet kalz a interest ennañ. Jean-Claude Le Ruyet.20170331b.205F.


Première Précédent Suivant Dernière