Sinema

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Gauguin-voyage à Tahiti

Gauguin-voyage à Tahiti

12/04/2023

an arzour brudet e fin e vuhez


Faute d'amour

Faute d'amour

12/04/2023

SIN-171027-FAUTE D'AMOUR.docx FAUTE D'AMOUR Ur film sevenet gant : Andreï Zviagintsev (2017). Gant : Matvey Novikov, Marina Spivak, Marina Vasilieva, Alexeï Rozin (2e08). Daet eo Andreï Zviagintsev da voud unan a bennoù braz Festival Cannes bremañ, daoust ma n'eo ket bet deroet ar maout dezhañ c'hoazh. N'em boa ket bet tro da weled An Distro (Le retour, e gentañ film hir e 2003), mez chomet eo em fenn skeudennoù Elena (2012) ha re Leviathan e 2014. N'eo ket ur sell tener a vez taolet gant Zviagintsev war e vro c'henidig. Ar pezh a ziskouez dimp peurliesañ zo ur Rusi diaez dezhi en em zijabliñ ag he gwiskamantoù kozh, kustumoù diamzeret, melestradur reud ha didruez, natur gwallgaset. Ha p'en em daol e vro er vuhez a-vremañ n'eo ket 'med gant ar pezh a welomp amañ evel distresadurioù ar bed kornôgel, a-sort gant an Ifonoù implijet da beb termen evid traoù dister-toud, ar bouestoù plastik lec'h ma vez lakaet boued ar c'hantinoù, ha kement zo, zokén an istoerioù sañset boud farsuz ha didalvez e gwirionez. Amañ e fardomp en ur vuhez-familh, mez ur familh waet kuit ar garantez anezhi gwerso. Pa ya kuit ar garantez etre an daou zen ag ar c'houblad e c'heller kompren. Mez amañ eh eus ur c'hrouadur pewarzeg vloaz ouzhpenn, ha n'eus karantez kén evitañ naket, nag a-berzh e dad, na muioc'h a-berzh e vamm. Ha n'heller ket bevañ heb karantez, evel ma lâr unan a dudennoù ar film, mez heb gweled tamm ebed en dehe gellet an den-se ober un dra bennag evid ar c'hrouadur-sen ive. Pell e chom ar c'hamera da ziskoueziñ dimp buhez an tad, kavet dezhañ ur plac'h yaouankoc'h eged an heni gentañ, ha brazez dija. Mez en embregenn ma labour-eñv nen deus ket c'hoant ar patron da c'hoari gant ar relijion ortodoks : daw eo d'e implijidi boud modelloù war ar poent-se. Penaoz d'an tad gouarn e labour neuze, pa vo gouiet en deus kuitaet e bried hag e vugel ? Penaoz ober evid trichañ enta ? Klask a ra goulenn gant ur c'hamarad tost, hag arabad ma vo anavet an doere pelloc'h... Ar vamm, diouzh he zu, he deus kavet un den arall, hag a ziskouez boud prest da zimeziñ ganti, un den he c'har hag he c'hompren, ar pezh na oa ket bet soursi an arall. Mez dedennet-braz eo ar vamm-se gant he frankiz nevez ; ataw e vez gwelet é c'hoari gant he smartfon, ha n'eo ket he faotr eviti nemed ur pouez e karehe en em zijabliñ anezhañ ar prontañ ar gwellañ. Mez pa zisparisa ar paotr un deiz en em gav peb unan dirag ur problem dic'hortoz. Gweled a raomp ar polis rus, ponner e vodoù-ober, ha digapabl da frealziñ ar gerent ha digapabl da gas ar c'hlask da benn. Gweled a raomp ive ar gevredigezh rus, he deus lakaet, evid treuzvevañ, modoù arall da gemer lec'h ur melestradur diefed ha didalvoud. Tud a volontez vad hag a ro o amzer evid sikour ar bobl. Mez zokén aze e chom yein a-walc'h ar santimantoù. Setu ur sell kaled war ur Rusi a-hiziw enta. Goude boud bet renet strizh ha gwasket stard e-pad degadoù, setu ar Rused bremañ gant reolennoù nevez, re ar liberalizm. D'an heni finnañ, mar n'eo ket d'an heni tortañ, ar galloudoù nevez. Lec'h ma ne veze ket kavet klaskerion-bara e vezont gwelet stank bremañ e ruioù ar c'hêrioù braz. Mez gwazh eged ar baourentez-se, ar pezh a chal Zviagintsev zo kentoc'h ar yeinder a gaver e kalon ar gevredigezh, pa vez an dud é klask o eürusted evite o-hunan, kentoc'h eged soñjal roiñ o chañsoù d'an oll, ar re yaouank da gentañ. Kredabl n'eo ket ar Rusi hebkén a zo tapet gant ar c'hleñved-se. Setu perag marse e chom an den dalc'het-groñs gant ar film, daoust pegen sklasuz ema. Jean-Claude Le Ruyet.20171027a.235F. "Ceux qui survivent le plus ne sont pas forcément les plus forts, mais ceux qui s'entraident le plus." L'Ecologiste, Here 2017.


Gabriel et la montagne

Gabriel et la montagne

12/04/2023

SIN-171006-GABRIEL ET LA MONTAGNE.docx GABRIEL ET LA MONTAGNE Ur film sevenet gant : Fellipe Gamarano Barbosa (2017). Gant : João Pedro Zappa, Caroline Abras (2e11). Ar re o doa bet tro da weled film Sean Penn, Into the wild, e 2007, a gavo traoù hañval er film franko-brezilian-mañ : en daou film e vez diskouezet istoer un den yaouank é kuitaad e vuhez ordinel evid moned gant e hent. Tra ma oa Into the wild istoer un den é klask kuitaad e vro da vad evid en em gavoud e-hunan en natur gouez, n'eo ket tre pal Gabriel Buchmann amañ. Savet eo bet ar film evid derc'hel soñj anezhañ. Studier e oa, ha degemeret en ur skol-veur vrudet ag an Amerik, ha kent krogiñ da vad gant e studïoù nevez en doa bet c'hoant ar paotr d'ober un tamm tro dre ar bed. Setu e oa bet e bro India hag e broioù arall dija, mez ema ar film a-zivoud e damm beaj en Afrik. Afrik ar reter, pandeogwir e vez gwelet er C'henia, en Tanzani, er Zambi, er Malawi. Petra ema an den é klask ? Ne ouiomp ket re. Ar pezh a zo sur : prez 'vez warnañ ha dedennet"braz e vez gant blein ar menezioù a gav er broioù treuzet gantañ. N'hell ket chom heb krapiñ war ar C'hilimandjaro, da skwer. Un den digourdi eo, aez dezhañ moned e darempred gant an dud en-dro dezhañ. Gouest da gomz portugaleg, evel-rezon, mez ouzhpenn-se saozneg ha galleg tamm pe damm. Ouzhpenn-se e ta aez a-walc'h gantañ tammoù kentañ ar yezhoù komzet er broioù gweladennet. Ne faota ket dezhañ c'hoari e damm tourist. Ha setu perag marse e tosta an Afrikaned doutañ, é klask gouied hirroc'h war e-zivoud, ken dibaot a wezh e welont tud wenn ken simpl o modoù da vevañ, ken tost douzh o re. Ar pezh a blij dezhañ, douzh a seblant, zo splujañ e buhez an dud eno. Goulenn a ra gante, ha heb ardoù, mar gell moned da gousked gante en o zier. Prest eo da ganañ sonennoù e vro evid respont da re e ostizion. Da lâred eo e oui petra a c'hell un eskemm boud. Gouied a ra petra eo pinvidigezh an denelezh. Ar binvidigezh-se n'he deus ket dober a bompadoù, a vragerisoù, a aour pe a argant en ti-bank. Ar re baour a oui (liez) eskemmañ o faourentez, ha leuniañ a ra an dra-se kalonoù an oll, braz ha bihan. Kavet en doa Gabriel ur plac'h ag e vro pa oa e India, ha hi a oa daet d'henn gweled en Afrik, da dremen ur pennad amzer gantañ. Diskoueziñ a rae an traoù moned mad etreze, daoust ma santer ar plac'h tostikoc'h douzh he mod-orin da vevañ. Er film e santomp an den yaouank é troiñ a zeiz da zeiz. Lâret e vez liez n'eus pal ebed d'ar vuhez, nemed unan : an hent a yaomp gantañ. An hent a vehe ar pal. Hag an heni a ya en hent ne chom ket digemm. Desket e vez traoù gantañ, dre ar pemp skiant, hag an deskamant-se a ra e labour en diabarzh, beteg chañj e fesonoù da weled an traoù, da gompren ar bed, da goñseviñ ar vuhez. Ha c'hoant Gabriel da voned ataw da benn an hent, da sevel beteg ar menezioù uhellañ, a c'helle boud sin un enklask kuzh ne ouie ket zokén marse petra 'oa. Ne chelaoue ket douzh an dud tro-dro pa lârent dezhañ diwall. Ne chelaoue ket doute pa glaskent henn lakaad da voned difonnoc'h gant e gerzhed pe e redeg. Rag n'eo ket ar menezioù-se tachadoù disakr. Speredoù a véw warne, speredoù tuet mad pe tuet fall, ha gwa d'ar re na ouiont ket ober gante. Kavet e oa bet ar paotr marw war lein ar Mulanje, er Malawi. Ha den ne ouio perag. Jean-Claude Le Ruyet.20171006b.232F.


Barbara

Barbara

12/04/2023

SIN-170929-BARBARA.docx BARBARA Ur film sevenet gant : Mathieu Amalric (2017). Gant : Jeanne Balibar, Mathieu Amalric (2e00). Evid ar re n'o doa ket anavezet Barbara, n'eo ket ar film-mañ a zegaso ur bern traoù dezhe war he divoud. Gouied a rint e oa kanerez, e barr he brud pa oa Jacques Brel, Georges Brassens pe Serge Gainsbourg e barr o brud ive. Evid ar re o deus soñj anezhi c'hoazh, ag he sonennoù ken difer, e chomint war o c'hoant da ouied hirroc'h. Rag n'o ket ar film-mañ ur biopik a-sort gant ar re a vez gwelet liez, é tiskouez paz ha paz buhez tudennoù zo o deus laosket o louc'hañsoù e memoer an dud, pe e memoer tud zo d'an nebeutañ. Meur a wezh zokén e vez savet biopikoù diwar-benn tud dianav groñs ha daet unan bennag d'o zennañ a-zindan an deñwelded o zalc'he kuzhet (da skwer Vivian Mayer). A-benn ar fin, daoust d'an titl, diaez eo lâred a-zivoud piw ema ar film : unan a-zivoud ar ganerez Barbara, pe unan diwar-benn an aktorez he deus c'hoariet ar Barbara wirion, pe c'hoazh ur film a-zivoud ar sevener e-hunan, da lâred eo Mathieu Amalric. Rag ur vrodadenn gàer en deus graet Mathieu Amalric amañ, un oberenn-sinema tro-dro d'ar ganerez vrudet ogozig daet da voud un digarez. E-sigur diskoueziñ ur filmañ diwar-benn Barbara e kas Amalric an arvesterion dre wenodennoù dic'hortoz. Gwezh e welomp, en dregleur liez neuze, Barbara en hec'h amzer war filmoù kozh. Gwezh e vez gwelet Brigitte (Jeanne Balibar) é c'hoari Barbara pa ne vez ket Jeanne Balibar he-hunan. Gwezh e kouezh lagad ar c'hamera war ar sevener, ha n'eo ket ne vern peheni amañ ! Diskoueziñ a ra Mathieu Amalric boud un den etre daou ved ataw : ar bed-mañ hag ar bed arall, an tre-hont. Prest da bouezañ war realded ar bed-mañ ha prest da ziverkañ souden, da beb termen, ar pezh en doa klasket ober. Pa oa tuchant un den fetiz, gwirion, e ta, un herrad goude, da voud tre evel moged, ha den ne oui perag. N'eo ket moged mouguz, mez un nivlenn soutil hag a zisparisa en un taol heb gouied d'an den. Ha tre evel-se ema c'hoari Jeanne Balibar ive, a vez gwelet da beb an amzer é nijal uhel gant he c'homzoù prim ha leun a dan, pe sioul, he bizied é redeg war ar piano hag é tegas soñj dimp ag an tonioù kàer a anavomp oll. Hag an aktorez, ken pell ema waet gant he c'hoari, ma vez diaez gouied gwezhavez piw a weler war ar skramm, hi pe he modell. Ha nawazh ne ya ket jamez an traoù beteg ar penn eh omp é c'hortoz. Jamez ne vez klevet ur sonenn en he fezh. Ema peb tra evel an oabl distabil, kogus é vont ha kogus arall é kemer o lec'h. War-dreñv ataw e chom digemm an oabl glaz, daoust dezhañ boud masket da beb termen pe dost gant darvoudigoù ar vuhez. Nen deus ket klasket Mathieu Amalric taolenniñ buhez Barbara enta. Nawazh, dre douchoù skañv a zremm ar ganerez, dre hañvaltres dremm Jeann Balibar, dre zifetisted ar sevener er film, e chom war hon speredoù ur louc'hañs achantet. Setu aze gwir sinema arzel, troiellet ar skritur anezhañ evel m'ema an traoù e spered Mathieu Amalric kredabl, mez kàer, pinvidig, skañv ha don war-un-dro. Tud zo n'o deus ket karet ar film, re luziet evite, diskonfort, sourprenuz. Ha gwir eo. N'eo ket evel ur stêr hir ha trankil. Ne heulia ket un hent lojik, rag da beb paz e ya gant ur gammdro, ataw é c'hoari gant e deir zudenn bennañ, Barbara, Jeanne Balibar, Amalric. Ha chomel a ra goude skeudennoù tud leun a vuhez, peb unan gant e liw dezhañ e-hunan evid un daolenn n'em eus ket skuizhet ganti tamm ebed. Jean-Claude Le Ruyet.20170929b.231F.


Petit paysan

Petit paysan

12/04/2023

SIN-170922-PETIT PAYSAN.docx PETIT PAYSAN Ur film sevenet gant : Hubert Charuel (2017). Gant : Swann Arlaud, Sara Giraudeau, Bouli Lanners (1e30). Un amzer zo bet e oa an darn vrasañ ag ar boblañs peizanted. Ha peizanted vihan. Ma zud-kozh a oa bet peizanted vihan a-hed o buhez, ha lod ag o bugale ive d'o zro. Mez goude ar brezel diwezhañ en doa komañset ar bed da chañch a-vraz. Ur bochad gwazed yaouank a glaske kuitaad ar bed-se, war-un-dro, amañ e Breizh, gant ar brezhoneg. Brezhoneg, tier-plouz, botoù-koad ha saout da c'hoeriñ beb mitin ha bep enderw-noz, koaven da ribotad ur wezh ar sizhun ha kas an amanenn da Henbont, bevañ plaen edan an amzer hañv-gouañv, toud an traoù-se a oa daet da voud heuguz evid ar re yaouank, merc'hed enkontet. Dober o doa a ginkladurioù kêr, a weekendoù dijabl, ag un oto da bourmen o c'haliteioù d'ar Sul. Dober o doa a gomz galleg flour hag a daoliñ en tan ar pezh a oa daet da voud diamzeret dindan o selloù modern : taolioù koad, pa lufre muioc'h ar re "formica", ken aez da netaad ; armenerioù kizellet, pa veze ken aez ar plakardoù "novopan". War ar maezoù zokén e oa red kas un taol skubellenn a-vraz : an adlodennadur, hag a zistresas ar maezadoù, dre deurel gwez braz daou gant vloaz, chomet goude da vreinañ edan an drez ; dre stankañ an niwc'harzhoù gant ar gerzhier koadeg boutet e-barzh gant tourterioù kreñv ha trouzuz (ouzhpenn 800 000 km distrujet etre 1945 ha 1983 !). Kaset e oa bet an traoù da benn gant ar ministr Pisani adal ar bloazioù 1960. Keuz en doa bet goude, war am eus klevet. Responteg mez pas kabluz. Mez ne dalvez ket ar boan trueziñ d'an amzer. En ur bed arall omp bremañ. Ar peizant bihan, er film-mañ, n'eo ket unan a Vreizh. Mez pezh diforc'h etre ur peizant a reter ar Frañs hiziw hag unan ag ar vro-mañ ? An daou a komz galleg, an daou a gondui un traktor bennag, an daou o deus ur mekanik da c'hoeriñ ar saout. Gant ar film e welomp ar gwaskoù a bouez war souk ar beizanted hiziw. Gwezhall e oa ar beizanted roueed en o domanïoù. Taosoù a baeent, rag dober en deze ar roue ag o blankoù. Mez evid ar peurrest e kasent o zraoù evel ma karent, gant sikour o skiant-vad hag an oll grennlavarioù a veze evel kentelioù-skol dezhe. Hiziw e c'hoari kontroll ar laezh warne, kontroll ar vedisinerion-loened, kontroll ar melestradur torr-penn. Red dezhe ouzhpenn kaoud ur c'hontaouer a-vicher d'o sikouriñ. Un niverenn a vez agrafet douzh skouarn peb buoc'h, ha ne gont ket o hanwioù tamm ebed. Mar anav ar peizant bihan hanw e saout, penaoz e c'hellehe an heni en deus pemp kant anezhe o galviñ dous ? N'eo ket ar film un testeni direbech, pe un teulfilm fidel diwar bed ar beizanted vihan hiziw-an-deiz, daoust d'ar sevener boud mab peizanted produerion-laezh. Sur ne vehe ket aez bevañ disoursi diwar un dregont buoc'h hebkén. Kredabl eh eus douaroù arall, evid gwinizh, pe maiz, n'o gwelomp ket. Ha pa sko ar c'hleñved war tropell an den yaouank e vez diskouezet emzalc'hoù re ziwirhañval. Mez ne vern. Arabad pizmikañ. D'an achuamant e chomo Petit paysan ur film hag a lakay tud kêr (ar re yaouank ne gredan ket) da soñjal un herrad e buhez uvel an dud-se a vag an denelezh. Modoù arall zo da vagañ ar bed, ha brud ha yalc'hadoù argant helaezh evite, gant tachennoù divent, tropelloù mil buoc'h... Evid mad piw ? Mad ar loened ? Mad an dud ? Evel ma lâre Jean-Claude Pierre, dober hor behe a selled douzh an douar evel douzh un dra sakr pe, gwell c'hoazh, ur boud béw da respetiñ. Ale, esperomp : a-benn àrc'hoazh e vo e-mod-se. Jean-Claude Le Ruyet.20170922a.230F.


120 battements par minute

120 battements par minute

12/04/2023

SIN-170908-LES PROIES.docx LES PROIES Ur film sevenet gant : Sofia Coppola (2017). Gant : Nicole Kidman, Colin Farrell (1e33). En ur momant difer ag istor an Amerik he deus lakaet Sofia Coppola tem ar film skrijuz-braz-mañ. E-pad ar brezel etre Nordisted ha Sudisted e oa daet ur soudard kevredet d'en em goll, gloazet, e bro e enebourion, goude boud kuitaet an dachenn-emgann evid salviñ e vuhez. Daet e oa da semplañ en ur c'hoad e-tal ur skol-lojañ evid merc'hed kristen pinvidig o familhoù. Er batimant braz ogozig goulle e oa chomet diw vaouez hebkén evid ober war-dro pemp pañsionerez yaouank n'o doa ket gellet kuitaad ar lec'h evid abeg pe abeg. Taol chañs evid ar soudard yaouank : kavet e oa bet gant unan ag ar pañsionerezed daet d'ober un droiad er c'hoad da glask kabelloù-touseg. Ha kaset ganti gant poan da gavoud repu er skolaj. Gwelet e vez e c'hell ar chañs troiñ da fall meur a wezh, ha buan. Gwelet e vez e vez planedenn an den douzh henn gortoz pa vez an eur, kalz ne vern ar pezh a ra evid klask achap a-zoc'h krabanoù an Ankoù. Gwelet e vez ive penaoz e c'hell gwander maouezi zo, tener, dous zokén, troiñ da dàerded yein pa seblant dezhe ema o buhezioù en arvar. Boud eh eus ur sorbienn hag a gont istoer un den hag en doa spurmantet Azrael, ael ar Marw. Hennezh, war a seblant, en doa taolet ur sell leun a gounnar douzh an den-se : e dro a oa da voned gantañ, tre evel ma ra an Ankoù seblantoù d'ar Vretoned p'en dez divizet d'o c'has d'ar bed arall gantañ. Ha setu an den é redeg buan beteg palez ar roue Salaun ha d'henn aspediñ : "O roue meur, a-wael, a-wael, grait evid ma vin kaset diouzhtu da Vro-India d'an nebeutañ rag tuchant em eus spurmantet Azrael, ael ar Marw, ha eñv en deus taolet ur sell leun a fulor warnin. O meurdez, ma sikourit, kasit-me pell a-vamañ evid ma ne vin ket kaset gantañ diouzhtu. Yaouank on c'hoazh ha n'em eus ket c'hoant da vervel ken abred !" Hag ar roue Salaun, ken fromet gant istoer an den-se, henn laka da voned da Vro-India war askell an avel (ur strobineller ag an dibab e oa ar roue Salaun, evel-just). An deiz war-lerc'h, setu ar roue Salaun é vale e kêr hag en em gavoud a ra gant Azrael. "Petra zo degouezhet dec'h, a c'houlenn Salaun gant Azrael. Daet un den d'am aspediñ d'henn kas da Vro-India a-gaoz ma ho poa taolet ur sell a gounnar doutañ !" - Tamm ebed, a respontas Azrael, ne oa ket ur sell a gounnar, mez ur sell a souezh. Rag Doue en doa goulennet ganin moned da glask e vuhez e Bro-India, hag estonet-braz e oan bet douzh henn gwelet amañ. Biken, am boa soñjet, nen do amzer da voud e Bro-India a-benn àrc'hoazh, ken pell m'ema !" Ur film terrubl eo, na nend eo. Un akt a garantez, un akt a druez hag a dro da wallhune war ar prim. Diaez eo komz anezhañ dre ar munud heb dizoloiñ steuñvenn an istoer ha diflouriñ ar mister deoc'h, ar pezh a vehe pec'hed, rag kuitaad a ra an arvester ar sal sinema badaouet un tamm, red eo henn lâred. Simudet e chom an den pa guita e azezenn vlod... Hama, deoc'h da ouied memestra, mez e berrgomzoù : setu ar soudard degemeret en ti ha seizh plac'h éc'h ober war e dro, evid henn lakaad pare. Mez a nebeudigoù eh a an traoù da dreñkañ, abalamour d'ar seks, abalamour d'ar warizi etre ar merc'hed, abalamour da c'hoantoù ar soudard. Emberr e vez taolet reolennoù ar relijion ha tabouoù ar gumuniezh gristen-se d'ar blotoù pe d'an doullenn... Jean-Claude Le Ruyet.20170908b.228F.


les proies

les proies

12/04/2023

SIN-170908-LES PROIES.docx LES PROIES Ur film sevenet gant : Sofia Coppola (2017). Gant : Nicole Kidman, Colin Farrell (1e33). En ur momant difer ag istor an Amerik he deus lakaet Sofia Coppola tem ar film skrijuz-braz-mañ. E-pad ar brezel etre Nordisted ha Sudisted e oa daet ur soudard kevredet d'en em goll, gloazet, e bro e enebourion, goude boud kuitaet an dachenn-emgann evid salviñ e vuhez. Daet e oa da semplañ en ur c'hoad e-tal ur skol-lojañ evid merc'hed kristen pinvidig o familhoù. Er batimant braz ogozig goulle e oa chomet diw vaouez hebkén evid ober war-dro pemp pañsionerez yaouank n'o doa ket gellet kuitaad ar lec'h evid abeg pe abeg. Taol chañs evid ar soudard yaouank : kavet e oa bet gant unan ag ar pañsionerezed daet d'ober un droiad er c'hoad da glask kabelloù-touseg. Ha kaset ganti gant poan da gavoud repu er skolaj. Gwelet e vez e c'hell ar chañs troiñ da fall meur a wezh, ha buan. Gwelet e vez e vez planedenn an den douzh henn gortoz pa vez an eur, kalz ne vern ar pezh a ra evid klask achap a-zoc'h krabanoù an Ankoù. Gwelet e vez ive penaoz e c'hell gwander maouezi zo, tener, dous zokén, troiñ da dàerded yein pa seblant dezhe ema o buhezioù en arvar. Boud eh eus ur sorbienn hag a gont istoer un den hag en doa spurmantet Azrael, ael ar Marw. Hennezh, war a seblant, en doa taolet ur sell leun a gounnar douzh an den-se : e dro a oa da voned gantañ, tre evel ma ra an Ankoù seblantoù d'ar Vretoned p'en dez divizet d'o c'has d'ar bed arall gantañ. Ha setu an den é redeg buan beteg palez ar roue Salaun ha d'henn aspediñ : "O roue meur, a-wael, a-wael, grait evid ma vin kaset diouzhtu da Vro-India d'an nebeutañ rag tuchant em eus spurmantet Azrael, ael ar Marw, ha eñv en deus taolet ur sell leun a fulor warnin. O meurdez, ma sikourit, kasit-me pell a-vamañ evid ma ne vin ket kaset gantañ diouzhtu. Yaouank on c'hoazh ha n'em eus ket c'hoant da vervel ken abred !" Hag ar roue Salaun, ken fromet gant istoer an den-se, henn laka da voned da Vro-India war askell an avel (ur strobineller ag an dibab e oa ar roue Salaun, evel-just). An deiz war-lerc'h, setu ar roue Salaun é vale e kêr hag en em gavoud a ra gant Azrael. "Petra zo degouezhet dec'h, a c'houlenn Salaun gant Azrael. Daet un den d'am aspediñ d'henn kas da Vro-India a-gaoz ma ho poa taolet ur sell a gounnar doutañ !" - Tamm ebed, a respontas Azrael, ne oa ket ur sell a gounnar, mez ur sell a souezh. Rag Doue en doa goulennet ganin moned da glask e vuhez e Bro-India, hag estonet-braz e oan bet douzh henn gwelet amañ. Biken, am boa soñjet, nen do amzer da voud e Bro-India a-benn àrc'hoazh, ken pell m'ema !" Ur film terrubl eo, na nend eo. Un akt a garantez, un akt a druez hag a dro da wallhune war ar prim. Diaez eo komz anezhañ dre ar munud heb dizoloiñ steuñvenn an istoer ha diflouriñ ar mister deoc'h, ar pezh a vehe pec'hed, rag kuitaad a ra an arvester ar sal sinema badaouet un tamm, red eo henn lâred. Simudet e chom an den pa guita e azezenn vlod... Hama, deoc'h da ouied memestra, mez e berrgomzoù : setu ar soudard degemeret en ti ha seizh plac'h éc'h ober war e dro, evid henn lakaad pare. Mez a nebeudigoù eh a an traoù da dreñkañ, abalamour d'ar seks, abalamour d'ar warizi etre ar merc'hed, abalamour da c'hoantoù ar soudard. Emberr e vez taolet reolennoù ar relijion ha tabouoù ar gumuniezh gristen-se d'ar blotoù pe d'an doullenn... Jean-Claude Le Ruyet.20170908b.228F.


la planète des singes-suprématie

la planète des singes-suprématie

12/04/2023

ur pennad get Jean-claude ar RuyetSIN-170901-LA PLANÈTE DES SINGES.docx LA PLANÈTE DES SINGES (3/3- SUPRÉMATIE) Ur film sevenet gant : Matt Reeves (2017). Gant : Andy Serkis, Woody Harrelson, Steve Zahn (2e20). Soñj 'm eus boud lennet, pa oan krennard, Le pont de la rivière Kwai, roman brudet Pierre Boulle, goude ma oa bet graet ur film diwarnañ, mez n'em eus ket lennet Planedenn ar marmouzed c'hoazh. Seizh gwezh eh eus bet tennet filmoù ag ar romant-se. A wersion Matt Reeves e komzomp amañ : goude Les origines (2011) ha L'affrontement (2014), setu bremañ an deirved lodenn : Suprématie. Goude ma oa bet plamoustet biruzoù gant gouiañserion diskrupul, setu an denelezh distrujet pe dost gant unan ag ar biruzoù-se ha setu ma oa waet ar marmouzed da voud speredeg evel an denion, mar n'eo ket muioc'h. Gouest int da gomz sklaer etreze ha zokén da gomz yezh an denion a chome. Siwazh, an denion-se o doa gwelet aze un dañjer evid o zazont : rekiz e oa dezhe lazhañ ar marmouzed ar prontañ ar gwellañ, rag ne faote ket dezhe rannañ ar galloud gante. Rag soñjit 'ta : ne oant ket evid soñjal en dehe klasket Kaezar, roue ar marmouzed, bevañ e peuc'h gant an denion. Evid ar c'horonal, ur penn aheurt a zen, n'helle ket ar marmouzed chom heb klask lakaad an dud da voud o sklaved, tre evel ma rae ha ma ra an dud gant ar loened a-c'houde kantvedoù. N'helle ket ar c'horonal soñjal leuskel ar marmouzed da vevañ didrubuilh gant ar soñj-se é tebriñ e spered noz-deiz. Evel-just, dirag denion ken rust o c'hoantoù, e ranke da gKaezar ha d'ar marmouzed en em zifenn evid treuzvevañ. Gant ar pinvidig m'ema an efedoù ispisial hiziw e vez estonet an dud é weled penaoz e c'hell ar sinema diambreziñ ar realder. Ur fablenn gant he voralenn eo. Doned a ray an douar da voud planedenn ar marmouzed abalamour da follentez an denion, d'o c'hrizder, d'o sotoni ive. Daw eo lâred ne vez ket prezantet an denion en o bravañ. Unan hebkén a ragpren he gouenn, Nova, ur verc'hig daet da voud mud gant ar viruz hag adoptet gant ar marmouzed. Gant Kaezar e oa bet kaset ar marmouzed da glask un douar nevez, dizañjer evite, ur vro diamen a oa bet dizoloet gant daou anezhe. Siwazh, gellet en doa ar c'horonal o zapoud oll war an hent hag o serriñ en ur c'hamp-labour gouarnet pervezh. A-benn ar fin, goude emgannoù braz, e oa daet Kaezar da voud trec'h war an denion. Ha kaset en doa e boblad marmouzed da gaoud an douar nevez-se, ur lec'h ma c'hellehent bevañ e peuc'h etreze. Ar skeudennoù diwezhañ a zegas soñj ag istoer Moizez, pa'n doa tennet hennañ e bobl ag an Ejipt ha kaset dre an dezerzh beteg Kanaan, an Douar Nevez. Er Bibl e oa bet beuzet armead ar Faraon gant dourioù ar Mor Ruz. Amañ e vo gwelet biz Doue en ur pikol diruilhad-erc'h waet gantañ an oll soudarded, re ar c'horonal hag ar re arall enebtañ. Ne oa ket bet aotreet Moizez gant Doue da voned beteg Kanaan. Amañ e tegouezh ar memez tra gant Kaezar, a oa bet gloazet er brezel hag a oa tonket da vervel war treuzoù ar bed grataet. Ne chome ket mui den ebed war an douar, pe nebeud-tre. En em zistrujet o doa, hag an natur he doa sikouret ive evid o diouennañ. Du-hont, e foñs ar flagenn, en em lede bremañ bro ar marmouzed, ur vro a surentez, ur baradoez nevez war an douar. Goude boud gwelet Valerian, e ta soñj d'an den e vehe marse tostoc'h fablenn Pierre Boulle douzh ar pezh a c'hellehe degouezhoud eged an heni a oa bet taolennet gant film Luc Besson. Rag mab-den, gant e c'hoant didermen da vestroniañ peb tra, a zo war-nez distrujañ ar bed. Jean-Claude Le Ruyet.20170901b.227F.


Le Caire Confidentiel

Le Caire Confidentiel

12/04/2023

LE CAIRE CONFIDENTIEL Ur film sevenet gant : Tarik Saleh (2017). Gant : Fares Fares, Mari Malek, Hichem Yacoubi (1e46). Mar faot deoc'h moned da vakañsiñ e kêrbenn an Ejipt e vehe gwell ganeoc'h chomel heb gweled ar film-mañ e-raog. N'eus ket tamm bruderezh ebed e-barzh evid brasañ kêr ar vro. Ar c'hontrel-béw eo. Diskouezet e vez ar boblañs é neriñ e ruioù enk, louz : kêrfoukenn e bro ar faraoned. Amañ eh omp e don-donnañ ar gevredigezh, mez ag an don-donnañ-se e savomp beteg metoù uhelloc'h lec'h ma ren mistri ar vro, tro-dro da Hosni Moubarak. Neuze e roulomp war valïoù frank, kerzhed a raomp war ar blasenn Tahrir, anavet hec'h anw bremañ dre ar bed. Ur film-polis eo, un digarez da splujañ un tammig en deizioù e-raog an dispac'h en Ejipt, goude an dispac'h arall en doa lañset an nevez-hañv arab en Tunizi, d'ar 17 a viz Kerzu 2010, pa oa bet red da vBen Ali kuitaad ar vro. Ogozig an oll vroioù arab a oa bet tapet gant an emsav-se. Sevel a rae an dud eneb d'ar galloud evid tapoud muioc'h a frankiz, evite o-hunan hag evid ar bobl, evid muioc'h a zemokratelezh, mez ive eneb d'an dilabour, d'ar vizer, da briz an traoù. Ouzhpenn-se, eneb da vod-ober meur a unan ive, da lâred eo eneb d'ar bogodiñ, eneb d'an tuadurioù a beb sort hag a vreine ar gevredigezh. Kleptokratiezh : gouarnamant ar làeron, setu ar pezh a vez gwelet er film. Ar pezh a zo, n'eo ket e blein ar gevredigezh hebkén e vez kavet ar vogoderion. Beteg an diaz eh a an traoù war-raog diwar ar patrom-se. An disterrañ poliser a oui penaoz ober, rag m'ema e chef ba'n taol, hag uhelloc'h e vo ur chef arall. Hennezh a zasparzh da beb unan e lod, adal ma oui penaoz rastellad ar blankoù dleet e-mesk ar goñversanted hag a labour e stalioù stank ar gêr bobleg. En em c'houlenn a ra an den penaoz e c'hell ur gevredigezh hag a ya war-raog gant reolennoù kuzh evel-se derc'hel pell da voned, pa glask tud pinvidikaad diwar làerezh o nesañ. Nawazh eh eus kevredigezhioù hag a ya war-raog. Kredabl eh añdur ar bobl ar sistem-se, rag peb unan, mod pe vod, a ra evel-se, pa c'hell : lod a làer un ui, lod ur bevin. N'eus ket diforc'h ebed etre an dud, nemed pouez ar sommadoù bogodet, dister d'ar liesañ e diaz ar biramidenn sokial, ha brasoc'h-braz evid ar re o deus un tamm galloud, beteg boud dilimit zokén evid ar re uhellañ. Tarzhañ a ra an dispac'hoù pa ne gav ket ar muiañ niver o c'hont en afer. Mez ne za ket an dispac'herion da benn ag o zaol ataw. Liez e vez làeret an dispac'h evid korvo tud hag a oui penaoz touellañ ar boblañs. Ha setu fall-lañset an traoù evid degadoù c'hoazh. Ur film-polis eo, mez unan hag a laosk amzer d'an arvesterion da ruzal er ruioù, da gompren emzalc'h ha c'hoantoù honnañ pe honnezh ag an dudennoù. Ne gav ket hir an den e amzer ; tud a-vremañ zo diragzañ, lod kustum da hantiñ an ostel Hilton, lod rediet d'en em goutantiñ ag ur c'hozh ranndi...da c'hortoz serriñ ur varlennad bennag, onest-dizonest, ha sevel o renk ! Fares Fares, daet da voud ar c'horonal Noureddine, a-drugarez d'e eontr, e superior, a zoug ar film penn-da-benn, ha eñv a ro e lusk d'an istoer. Un den sioul eo, bogoder evel ar re arall, mez un den m'ema chomet en e spered ur greunig a onestiz marse. Aze ema ene ar film just a-walc'h, pa gompren Noureddine eh a ar re arall, izelloc'h pe uhelloc'h egetañ, tost doutañ meur a wezh, re bell evid ar pezh a soñj-eñv en e askre. Mez tapet e vo gant an dispac'h, en despet dezhañ. Jean-Claude Le Ruyet.20170811a.224F.


14 ans premier amour

14 ans premier amour

12/04/2023

SIN-170630-14 ANS, PREMIER AMOUR.docx 14 ANS, PREMIER AMOUR Ur film rus sevenet gant : Andreï Zaitsev (2017). Gant : Ulyana Vaskovich, Gleb Kalyuzhny (1e46). War ar rouedad e weler alïoù a beb sort diwar-benn ar memez oberenn pe darvoud. Selloù dishañval a-grenn hon eus war ar fedoù. Unan en dehe karet glaz ar liw roz a blij d'an eil. Setu aze un dra kozh evel Noe kredabl. Kelaouennoù gall zo, ar wezh-mañ, na gavont netra vad e-barzh ar film, re ordinel, re bemdezieg d'o soñj. Mez plijoud a ra d'an dud memestra. Priziet eo bet e Seoul e festival ar filmoù evid ar yaouankiz hag e Festival etrebrôadel Berlin. Ouzhpenn-se en deus resevet Priz Meur ar juri e Festival ar sinema rus e Honfleur. N'hon eus ket tro da weled filmoù rus liez, ha vad a ra, da beb an amzer, moned da weled penaoz e tro ar bed e-kostez an Neva pe an Oural. Kavet em eus e oa ur skeudenn tost a-walc'h douzh buhez ar Rused hiziw. Re ar c'hêrioù d'an nebeutañ ne raont nemed gortoz bevañ evel ma vevomp-ni, ha war an hent-se emaint. Ar yaouankizoù e Sant-Petersbourg pe e Moskou a laka blue-jeans roeget espres-kàer ha ticheurtoù anw ur skol-veur US bennag warne. Ha c'hoari a raont plaen evel dre-'mañ gant o smartfonoù. Santet e vez nawazh ema ar Rused é klask ankouaad ar bed kozh hag en em dennañ ag un istor diaez. Droug a ra ar vodka c'hoazh e-mesk ar wazed ha "klocharded" (ar ruseg en deus tapet ar ger galleg clochard) a vez gwelet stank a-walc'h er ruioù, ha boutailhoù goulle a chom war dreuzoù zo da vitin. Evid parraad douzh ar fenomen e vez serret terennoù an alkool en ispiserïoù adal deg eur d'enderw-noz. Gouied a raomp e vez treuzet ar gevredigezh rus ive gant taerded, strolladoù ag an tu dehoù, brôadelourion liez, é klask lakaad o lezennoù da ren war ar blasenn. Diouzh an tu arall eh a merc'hedigoù d'o c'hentelioù dañs hag ur bochad tud d'an opera, kalz poblelloc'h eged er Frañs. Ha just a-walc'h e vez santet an disklosadur-se e film Andreï Zaitsev. Skeudenn ar Rusi nevez, en ur mod, c'hoant dezhi bevañ hervez he c'hoantoù ive, c'hoant dezhi anavoud ar frankiz goude kement a waskoù. Ne vez ket aez an disklosadur, traoù zo da dorriñ, mez kreñv eo c'hoant an dizoloiñ, ha pa za ar garantez da c'hoari he lod e tarzh meur a lezenn gozh, anad eo. Ur film fresk eo, gant aktored nevez, yaouank ha braw. Alex ha Vika n'eus ket netra a c'hello torriñ o c'harantez nevez, pe gwelet e vo goude, diwezhatoc'h, er-maez ag ar film-mañ. Ar pezh a gont amañ zo gweled penaoz e ra an daou-se evid en em gavoud, evid boud asambl un herrad, evid boud asambl pelloc'h-pell. Ya, ema ar garantez gentañ ur mezvadur a vez kavet er bed a-bezh. N'eo ket ar Rused estrenion war ar poent-se. Evel-just e tiskouez ar sevener tresoù ar vuhez, ha penaoz eh a an traoù war-raog. Kevezerezh zo etre liseoù Moskou ha stourmoù kaled gwezhavez etre bandennoù liseidi dishañval, dindan daoulagad intereset ar merc'hed. Evel-just ne vez ket parfed ataw familhoù ar re yaouank, familhoù diglok, waet kuit an tad, ha techet ar vamm da eved da beb an amzer ; familhoù rust pe simpl d'an nebeutañ, dibaseet gant bugon o bugale, rag ar vugale n'o deus ket c'hoant da leuskel an amzer dremenet da grogañ en o c'hofoù-gar. N'eo ket amoedaj a zo amañ, mez tenerded é klask solutaad en un endro garw. Amouruz glan, e klask Alex ar pezh a vez milanavet dre ar bed evid tostaad e kuzh douzh dor e zousig koant. Ha vad a ra ar romañs-se, ataw ur sort, ataw dishañval, é tiskoueziñ an tremen ag ar vugaleaj d'an oad krenn. Jean-Claude Le Ruyet.20170630b.218F.


Première Précédent Suivant Dernière