Sinema

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Hostiles

Hostiles

12/04/2023

Ur film sevenet gant : Scott Cooper (2018). Gant : Christian Bale, Rosamund Pike, Wes Studi (2e14). Lâred a ran deoc'h krenn-ha-krak, heb gortoz pelloc'h : na lennit ket ar pennad-mañ mar karit mez kit da weled ar film a ziskouez dimp eh eus lec'h d'ar westernoù er sinema c'hoazh. Ur gouron e oa bet ar c'habiten amerikan Joseph Blocker e-pad brezel an Digevrediñ. Mez en Amerik, er bloaz 1892, e oa daet da voud ur gouarner-prizon en ur c'hreñvlec'h e-kreiz stad ar Mec'hik-Nevez. Ha setu ma voe goulennet gantañ moned dre red da gas ar penn-brezel cheilhenn, Yellow Hawk, klañv braz, hag e familh ouzhpenn, beteg o zouaroù-orin, pell-pell a-vaze. Oblijet e oa, ya, rag nen doa ar c'habiten nemed disprizañs evid an Indian-se en doa lazhet meur a vignon dezhañ.War o hent e kavont Rosalee Quaid, ur vaouez bet lazhet toud he familh ganti gant Komanched ar c'hontre. Gwallgaset e oa bet toud an dud-se gant ur vuhez rust ha kaled. Leun int a gounnar hag a zisfiziañs e-keñver o nesañ. Ha war an hent dañjeruz e vo red dezhe moned gantañ, e vo daw dezhe ober anavoudegezh kenetreze ha kontañ unan war egile evid treuzvevañ, a-gaoz d'an natur c'harw, pe abalamour da dud arall tort o speredoù. Gwerso n'em boa ket gwelet ur western ken speredeg. Leun a feulster ennañ, ur gwir western enta, mez leun a breder, leun a garantez, braw-braz ar maezadoù lec'h ma kerzh an dud enne. Diouzhtu e soñjomp e Edward S. Curtis en doa bevet e fin ar c'hantved-se e-mesk Indianed an Amerik ha laosket dimp fotoioù ag ar re vravañ war o divoud. Strewet e pewar-ugent meuriad bennag e oa o niver tro-dro d'ur milion en XVIIIved kantved, pa ne chome ket mui nemed 40 000 anezhe pa'n doa kroget Edward Curtis da voned e darempred gante. Gelloud a raer gweled ar film evel un astenn a labour Curtis, gant ar muioc'h a vuhez a c'hell ar sinema kennig. Petra a c'heller tennañ ag an daolenn fromuz-braz-se, akord an arvesterion evid lâred e oa erfin ur western gant tudennoù e c'hellomp santoud rac'h ar pezh a dreuz o c'halonoù hag o speredoù ? Evid ur wezh e vez santet don-don psikologiezh an dud ha mard eo hir ar film ne santer ket tamm hirder ebed e-barzh. Ar pezh en deus skoet war ma spered eo ar santimant-mañ, an heni a c'hell lakad melkoni da zoned war ene an den : boud arruet gant ar c'hetal (interface), da lâred eo war an treuzoù etre daou ved : unan éc'h achuoud, dre heg liez, dre ziouver a zoujañs, hag ur bed arall é toned, splann a-walc'h dija e framm, ha n'eo ket sur tamm ebed e vo gwell an traoù ennañ nag eurusoc'h an dud o do ankouaet an heni kozh emberr. Evel-se eh a ar vuhez war-raog, evel-se e kouezh e izlonk an amzer sevenadurioù o doa bleuñvet e-pad kantvedoù kent moned er-maez a wel. Amañ e welomp fin amzer an Indianed, kompren a raomp ema achu an oferenn evite. Daet eo ar marc'h-du hag e vagonioù da voud trec'h war ar roñseed. Daet eo ar fuzuilhennoù da voud mestr war ar gwaregoù, daet ar re wenn da voud mistri ar re ruz. Mez er vandennad vihan-se a heulïomp war an hent en un natur bamuz he braventez, e santer keuz ha glac'har un Amerik savet war aloubadeg rust douaroù sakr. Gouied a raomp bremañ ar pezh a zo bet graet ag an Douar a-c'houde. Ha dasson a ra c'hoazh komzoù peurbadel an Indian Seattle e 1854. "Ne ziskouez ket an dud wenn remerkañ an aer a vez analet gante. Emaint evel an heni a laka meur a zeiz evid mervel : ne glew ket ar fallvlaz nag ar bestañs a sav diwar e gorf."


Tout le monde debout

Tout le monde debout

12/04/2023

Ur film sevenet gant : Franck Dubosc (2018). Gant : Franck Dubosc, Alexandra Lamy, Elsa Zylberstein (1e47). Gelliñ a ra an arvesterion en em c'houlenn pezh film a c'hell boud savet gant un den nad eo ket ober gant ar c'hamera e zouar-gwinizh. Nevez so nawazh e oamp bet sourprenet, ha braw, gant an taol kàer sevenet gant Albert Dupontel gant e film Au revoir là-haut. Setu ur fentigeller arall é c'hoari gant e gamera ive : Franck Dubosc, daet ur film braw a-walc'h gantañ ive : Tout le monde debout ! Anavoud a raomp mousfent Franck Dubosc, pa c'hoari ar foeñvour par ma c'hell, pabor hag a anav peb tra, merc'hetaer touet, fier ha faro, ha liez tapet ive d'e dro, rag tro-dro dezhañ ne vez ket an dud sod ataw. Amañ e kavomp ar memez den, rag Franck Dubosc an heni eo a c'hoari Jocelyn, ur penn embregerezh, ataw merc'hetaer touet, un den na'n deus ket mezh da livañ gevier evid doned da benn a amoediñ ar plac'hed. Etre fars ha bourd e laka ar sevener e ide da zisklosañ heb skuizhañ an arvesterion, rag ouzhpenn 80% anezhe o deus karet ar film, sañset. C'hoarzhed a raomp evel-just, mez mantret omp ive pa welomp an den moned beteg strad ar vouilhenn a-gaoz d'e c'hevier. Rag n'hell ket ar Jocelyn-se parraad a lâred gevier, ha pikoloù gevier, pas c'hoari. Beteg moned re bell gante, beteg kouezhel en hent-dall. Setu aze danvez ar film : gweled a raomp un den gant e akustumañs boud c'hoarïet gant e fallbleg. Goude marw e vamm e oa bet Jocelyn beteg ranndi honnezh, evid adtapoud marse diwezhañ soñjoù e vugaleaj. Ha du-se e ra anavoudegezh gant e amezegez (e voazinez), ur fulenn a blac'h. Siwazh evitañ, pa za ar plac'h-se e darempred gantañ ema azezet e kadoer rodeg e vamm, ha krediñ a ra ar vaouez yaouank ema handikapet ive... ha ne gred ket an den dizlâred diouzhtu. Setu penaoz en em gav Jocelyn gant un hent riskluz-braz. Rag goude boud graet anaoudegezh gant ar plac'h-se, honnañ a brezant he c'hoar dezhañ, ha hi en ur gadoer rodeg ive, mez maleuruzamant eviti, n'eo ket evid farsal. Ha ne gred ket Jocelyn lâred ar wirionez dirag an oll. Penaoz tennañ a-dreñv bremañ, pand eo waet ken pell-se ? Daoust ma wel splann a-walc'h pegen sod ema e fesonoù, daoust m'ema e vignoned é lâred dezhañ distroiñ d'ar wirionez an abretañ ar gwellañ, ne gav ket ennañ trawalc'h a galonegezh evid talañ douzh ar gaou spontuz en deus lâret. Ha diskenn a ra en toull, pazenn ha pazenn, ha deval a ra en ifern en deus kroueet evitañ e-hunan gant e gomzoù dibouell. Ne wel ket mui penaoz distroiñ d'ar realded heb koll e hanw mad. Etre daou soñj ema : petra ' vo ar c'houstusañ evitañ, doned a-dreñv, da lâred eo disklaeriañ ar wirionez ha koll istim an dud tro-dro dezhañ pe derc'hel da voned gant e hent dall ? Daoust d'ar re henn kar hag a ra o seizh gwellañ evid roiñ dorn dezhañ e foñs ar puñs, e talc'h da blantañ kaol ar faosoni, rannet ha frailhet e ene rag gweled a ra ar briz a vo da baeañ emberr. Ur film etre noz ha deiz eo enta, farsuz meur a skenenn ennañ mez siriuz-braz ive pa ziskouez an handikap hag e lec'h er gevredigezh. Plijuz eo gweled Alexandra Lamy hag Elsa Zylberstein, daou bortred a vaouezi dalc'het gant o c'hoantoù hag o foanioù, poanioù-korf ha poanioù-spered. N'eo ket ar gevier traoù dibaot. En-dro dimp e vleuñvont hañv-gouiañv, beteg penn uhellañ ar gevredigezh, er broioù estren kement hag er vro-mañ, en endro pell kement hag en endro tost. Ennimp marse, kit da ouied... N'eo ket gwir ?


L'intelligence des arbres

L'intelligence des arbres

12/04/2023

SIN-171222- L'INTELLIGENCE DES ARBRES L'INTELLIGENCE DES ARBRES Un teulfilm sevenet gant : Julia Dordel ha Guido Tölke (2017, 1e20). E-pad milvloaziadoù en doa bevet mab-den e-kreiz an natur, e-kreiz ar gwez, e-kreiz ar plantaj a beb sort a greske war an douar. Mez e-pad un amzer hirroc'h c'hoazh, e-raog donedigezh mab-den, e oa bet ag ar gwez hag ag ar plantaj-se dija. Gelliñ a raomp kompren neuze eh eus, gant ar gwez hiziw, ur skiant-desket n'he deus ket netra da weled gant heni an denelezh. Kozh-Noe eo skiant-desket an denelezh nawazh, mez heni ar plantaj a ya d'en em goll e brumennoù un amzer n'hon eus ket anavet biskoazh, ni, tud an douar. Neuze, e-pad milvloaziadoù e oa daet da vab-den kompren an natur, rag bugale an natur eo an denelezh, pa denn he boued anezhi. Ha pa ne zebr ket ag ar plantaj end-eeun e tebr loened hag a denn o buhez, diouzh o zu, diwar ar plantaj. Ha daet e oa mab-den da santoud e oa ur menier speredegezh en natur. Setu perag e klaske c'hoari braw gant ar speredegezh liezfurm-se. Hanvioù a veze roet d'ar vouded a veve er gwez hag e kement plantenn a oa, noziganed, dorniganed, boudiged... Doueed ha doueezed e veze doujet doute hag enoret pa arrue an termen. Lidet e veze ar rannvloazioù ha momantoù heverk ar bloaz. Da verkañ resiz an deizioù braz-se, e veze savet monumantoù ramzel, ken stank e Breizh, e Karnag hag e lec'hioù arall. Sañset e oa bet beteg 70 000 ag ar savadurioù-se dre-'mañ, menhiroù, dolmenoù ha karnoù a beb sort, pa ne chom hiziw nemed un drederenn hebkén anezhe. Studïet e veze an oabl, ar stered. Liammet e veze ar labour-douar gant kresk-digresk ar loar. Krennlavarioù helaezh a zo test a gement-se e kement yezh a zo. Mez en un taol, setu daet mab-den da voud Doue : gouest da gompren peb tra e oa daet da voud. Un dra da sujediñ hebkén e oa an natur evitañ, madoù da dennañ anezhi ha mad pell zo. Ha ni neuze da doullañ an douar, ha da dennañ hardizh rac'h ar pinvidigezhioù a oa kuzhet e-barzh, petrol, metaloù, diamantoù ; da strewiñ louzoù helaezh war ar parkadoù gwinizh ha segal ; da c'hoari gant genom ar maïz hag ar soja. Ha neuze, endra ma oa chomet an dud tost douzh an natur ha doujuz en he c'heñver e-pad milvloaziadoù, setu bremañ ar blanedenn en arvar goude daou gant vloaz hebkén ag an antropoken, da lâred eo ar prantad ma vez treuzfurmet ha merket don hon planedenn ganimp, an denelezh m'ema peb unan ahanimp lodeg enni. Kredet hor boa e oa ar baradoez war an douar diragzimp, just aze, dindan hon dorn. Ha ne ra ar baradoez-se nemed pellaad pandeogwir ne ouiomp ket ha tud a vo war an douar c'hoazh a-benn daou gant vloaz a-vamañ pe pas. Kuriuz ar vuhez : pellaet hor boa a-zoc'h an natur gant ar skiant vodern, rust ha groz un tammig pa oa bet ganet en XVIIIved kantved. Gant ar skiant a-hiziw, a za da voud soutilloc'h, a za da voud gouiañs wirion, setu ma komañsomp tostaad douzh an natur en-dro, n'eo ket evid he distruj hardizh evel pennoù brell ma oamp (ha mah omp c'hoazh re liez), mez evid moned e darempred ganti en-dro, evid he gwarantiñ ha dreist-oll evid en em warantiñ, ni ive. Ha ne za ket ar remedoù douzh hon drougoù ag an natur ? Ha n'eo ket yac'husoc'h hon boued pa ne vez ket taolet loustoni kimieg da vagañ an douar ? Mez pelloc'h eh a ar film-mañ c'hoazh : liammoù tanaw zo etre ar gwez. Ur forester en doa henn santet, ha gwir ar pezh en deus skrivet, hervez ar skiant a-vremañ. Ne selloc'h ket mui douzh ar gwez evel e-raog bremañ kén... Jean-Claude Le Ruyet.20171222b.243F.


Les gardiennes

Les gardiennes

12/04/2023

SIN-171215-LES GARDIENNES.docx LES GARDIENNES Ur film sevenet gant : Xavier Beauvois (2017). Gant : Nathalie Baye, Laura Smet, Iris Bry (2e18). Ema Xavier Beauvois anavet bremañ evel unan a sevenerion wellañ ar Frañs. Goude N'oublie pas que tu vas mourir (1995) ha dreist-oll goude Des hommes et des Dieux (2010, Priz Braz Cannes ar bloaz-se ha Cesar ar gwellañ film e 2011), ha daoust d'un afochadenn a-fed kenwerzh (La rançon de la gloire e 2014), setu-eñv en-dro gant ur film diwar-benn ar brezel 14, é tiskoueziñ rol ar maouezi chomet war an dachenn pa oa o zadoù, o breuder, o gwazed pe o faotred war an talbenn, pell du-hont douzh tu ar Reter. En amzer-se, da lâred eo kant vloaz so, e oa kazimant an oll dud, er Frañs, en Alamagn, en Europ hag er bed a-bezh kredabl peizanted. D'an amzer-se e oa staget an darn vuiañ ag an dud douzh an douar, evid produañ boued, en em vagañ ha magañ ar bed. Setu perag en doa kredet Jean Giono skriv, e 1938, pa sante ar brezel é tostaad en-dro, e lizher d'ar beizanted hag a oa bet ar muiañ niver ag ar soudarded kaset d'ar brezel e 1914. "En em lañsit e kroaziadeg ar baourentez a-eneb da binvidigezh ar brezel ! (...) E zizalvoudegezh absolut an heni eo a welan dreist peb tra er brezel. (...) Dedennet e vez an darn vuiañ ag an dud gant an euzh, an orrol ; en em santoud a ra an darn vuiañ ag an dud gouest da vevañ ha da vervel evel ar re arall ; n'int ket fachet a voud oblijet da roiñ ar brouenn a gement-se. N'eus rezon arall ebed d'an degemer a vez graet anezhañ ar verzherinti hag an aberzhiñ goude. (...) En em dennañ ag an droug, setu aze ar speredegezh" a lâre Giono. Ha tra ma veze ar wazed war an talbenn, en dañjer a voud gloazet pe lazhet, ha gloazet pe lazhet lod anezhe dija, e chome ar maouezi gant re gamm ha re sïet, evel ma lâre ar sonenn, gant ar labour da gas da benn en o zachennoù, gant ar vugale da zesav, gant ar loened d'ober war o zro, an arad, an hadañ, an eostiñ ha kant tra c'hoazh ne oui ket an dud a-hiziw petra a oant, rag n'eus ket ar vuhez hiziw netra da weled gant heni an amzer-se. Ne vevomp ket mui er memez bed. Tennet eo film Xavier Beauvois diwar ur romant bet skrivet gant Ernest Perochon e 1924. Hennañ oa bet skolaer publik er Vande hag anavet en doa ar brezel ive. E romant a ziskouez splann rol ar maouezi ha meuliñ a rae o labour hag o dînded en amzer-se. Setu ar pezh en deus klasket Xavier Beauvois diskoueziñ ive, ha daet eo da benn, a gredan. War-un-dro e rankan sinalañ filmoù arall en enor d'ar maouezi, filmoù hag a vez skignet an deizioù-mañ er salioù-sinema. Un deg zo anezhe, evel Les promesses de l'aube, Les conquérantes, M (komz a rin ag hennañ diwezhatoc'h). Pa'm boa gouiet e oa bet choazet Nathalie Baye evid c'hoari Hortense, ar vamm ha hi e-kreiz an istoer, em boa bet aon e vehe bet artifisiel ar skeudennoù. Rag soñj 'm eus a film Claude Chabrol, 1980, Le cheval d'orgueil (gant Jacques Dufilhot, Michel Blanc ha François Cluzot) pe Germinal, heni Claude Berry e 1993 (gant Renault ha Gérard Depardieu). Diaez e oa bet din krediñ en istoer rag re a jestoù hag a elfennoù ne oant ket en o lec'hioù. Netra a-sort-se amañ : gouied a ra Xavier Beauvois selled pizh douzh peb elfenn. Ha plijadur 'm eus bet ive é weled Laura Smet, merc'h Nathalie Baye ha Johnny Halliday, c'hoari er film-se, heb ankouaad Iris Bry, Francine ar vatezh er film, splann ha glan. Jean-Claude Le Ruyet.20171215a.242F.


Le brio

Le brio

12/04/2023

SIN-171208-LE BRIO.docx LE BRIO Ur film sevenet gant : Yvan Attal (2017) Gant : Daniel Auteuil, Camélia Jordana (1e35). Setu amañ ur film leun a draoù e-barzh, a-fed kevredigezh ; a-fed moned-en-dro ur skol-veur ; a-fed enframmadur an dud daet ag ur vro estren da chom er Frañs ; ha c'hoazh a-zivoud bolontez an den d'en em dennañ ag e stad ha tapoud ar pezh en deus c'hoant, daoust pegen pell pe uhel e tiskouez boud. Mez Yvan Attal, ouzhpenn-se, a gennig ur film dimp hag a sach hon evezh ive war un dra pouezuz-braz ha na sellomp ket trawalc'h doutañ : galloud ar gomz. Hiziw e vevomp en ur bed a skeudennoù. Skeudennoù da beb termen hag e peb lec'h. Ha ne ouiomp ket o lenn liez. Rag red eo gouied lenn ar skeudennoù ive. Mez ankouaet hon eus ar gomz, a zo kozh-Noe nawazh. Penaoz e c'hellomp boud kaset-degaset ha lakaet da chelaou traoù pasket gant tud abil gouest d'hon lakaad da grediñ ema noz da greisteiz ? Kontiñ a ra ar film istoer dic'hortoz ur plac'h donezonet mat evid he studïoù hag a garahe doned da voud alvokadez. Setu-hi neuze, Neïla Salah, enskrivet e skol-veur Assas, unan a re vrudetañ Pariz (lec'h ma ya, war am eus klevet, toud ar yaouankizoù chik ha cheuc'h ag ar gêrbenn -ar re n'o deus ket bet ar chañs da voned er Skolioù Braz d'an nebeutañ, Polytechnique, St-Cyr ha m'oar-me...). Degouezhoud a ra gant ur c'helenner ampart, Pierre Mazard, respetet evid e c'houiañs, mez anavet ive evel un den aez dezhañ moned da glask laoù e chaosoù an dud, evid e blijadur da gomañs. Mez ne vez ket ataw evid plijadur ar re arall. Setu just a-walc'h ma kouezh e evezh war Neïla, e-sigur ma oa-hi degouezhet diwezhad d'e gentel. Dre m'ema Neïla ur plac'h ag ar Maghreb e lâr ar c'helenner traoù displijuz dezhi, tost-mat douzh ar c'houennelerezh (ar rasizm). Mez filmet e vez ar skenenn gant ar studierion ha kaset an enrolladenn g'unan bennag anezhe beteg burew rener ar skol-veur. Setu Pierre Mazard lakaet diaez ur sort, rag ne oa ket an taol kentañ e oa tamallet traoù dezhañ, ha setu ar rener oblijet d'henn kas dirag ar c'huzul a genurzh (conseil de discipline). War-un-dro e ta tud da gennig d'ar studierion kemer perzh, mar karont, en ur c'hoñkour helavarded (éloquence) er Frañs a-bezh. Daw eo d'ar gandidaded difenn ur sav-boent bennag war ur sujed roet dezhe, tra ma vo difennet an tu kontrel gant ur c'handidad arall. Kredabl en doa divinet Pierre Mazard e oa speredeg ha youleg ar plac'h-se, rag kennig a ra da Neïla en em enskrivañ d'ar c'hoñkour-se, ha kennig a ra dezhi, ouzhpenn-se, he harpañ evid gounezañ. Diskoueziñ a ra ar film penaoz e c'hell an den doned da benn ag ur pal a-sort-se : komz splann, distagañ e c'herioù, komz kreñv, chomel heb boud distabillaet gant arguzennoù ar re arall, daoust pegen kriz e c'hellont boud, beteg moned da letaad meur a wezh. Er metoù-se n'eo ket ar wirionez ar pezh a gont, mez boud trec'h, diskoueziñ d'ar re arall ema ar wirionez ganimp. Ha pennoù braz o doa tremenet amzer evid pleustriñ war an afer, hag Arthur Shopenhauer da skwer, filozofer alaman (1788-1860), en doa skrivet An arz da gaoud rezon ataw lec'h ma renable c'hwec'h feson ha tregont da gendrec'hiñ an dud. Boud e vehe un dra vad da beb den studïal un tammig ar levr-se, evid boud gouest da weled penaoz e ra an heni en deus c'hoant d'hon lakaad da lonkañ lostoù-leue. Bourrabl eo ar film ive evid ma ro ur rol nevez da Daniel Auteuil, daet da voud un aotrou bremañ. Hon lakaad a ra da grediñ en istoer, daoust m'ema dic'hortoz. Gweled a raomp penaoz e ta an daou zen, Pierre Mazard ha Neïla Salah, ken pell an eil diouzh egile e deraou ar film, da voud tost a-walc'h, a-benn ar fin. Jean-Claude Le Ruyet.20171208b.241F.


Teheran tabou

Teheran tabou

12/04/2023

SIN-171201-TEHERAN TABOU.docx TEHERAN TABOU Ur film-bevaad sevenet gant : Ali Soozandeh (2017). Meur a film zo bet savet dija a-zivoud an dispac'h izlameg en Iran, filmoù sevenet er vro he-hunan pe liez er-maez ag ar vro, gant Iranianed en harlu. Lod ag an dud-se zo anavet madig a-walc'h bremañ, evel Abbas Kirostami (Le goût de la cerise, Palmenn aour Cannes 1997), Jafar Panahi (Sang et or, 2003) pe Asghar Farhadi (Une Séparation, Ourz aour e Berlin e 2011 ha Le Client, 2016). Lennet ho poa marse ive bannoù treset Marjane Satrapi, Persepolis, pe gwelet ar film-bevaad tennet ag ar bannoù-se ha daet er-maez e 2007, a gonte penaoz e oa daet ar vollahed da voutañ ar Shah er-maez ag an Iran e 1979. Gant ar Republik Izlameg e oa bet savet Komiserion an Dispac'h, evel Komiserion ar Bobl savet gant ar Volcheviked er Rusi pe Gwarded an Dispac'h ar Strollad Komunist e Bro-China. Setu un film-bevaad hag a zo evel ur c'hlokamant da Bersepolis, mez lakaet ar pouez e-barzh war ar sekselezh dreist-oll. Diskoueziñ a ra ur gevredigezh skizofren, da lâred eo faoutet dre an hanter, ataw é vrallañ etre he c'hoantoù naturel, re peb den a-benn ar fin, ha re ur galloud relijiel amañ hag en deus c'hoant da lakaad peb unan da blegañ dindan e lezennoù gwaskuz. Ar pezh a zo, zokén ar waskerion n'int ket evid heulïañ ar pezh a c'houlennont gant ar bobl ober. Setu aze, disklaeriet ur wezh ouzhpenn, mez pegoulz e kompreno an denelezh ? sotoni ar re-c'halloud. Pa vehe tu da beb unan reniñ e vuhez gant respetiñ e nesañ, n'hell ket lod parraad a c'houlenn groñs gant ar re arall ober evelte, daoust d'o c'hoantoù kontrel. Taolennañ a ra ar film, ha trumm, adal ar skeudennoù kentañ, ar seks enta, mez ive ar bogodiñ, ar gasterezh, an drogach, ar berzadurioù relijiel. Ar berzadurioù-mañ é troiñ tro-dro da aferioù ar garantez ha d'ar sinoù fizik hag ar garantez etre daou zen. Arabad d'ur paotr krogiñ e dorn e zousig er ru, a-wel d'an oll : gwarded zo ha lemm o selloù evid kas an daou istrogell-se da dapoud o fegement er post-polis ha paeañ un dell-gastiz bennag (nemed hag e vehe roet ur bakhschich a-feson d'ar chef). Kontiñ a ra istoer un nebeud tud, c'hoant dezhe bevañ er gevredigezh dalc'het stard-se, ha torriñ an tabouioù, heb moned re bell, rag evel-just e klask peb unan chomel béw ha yac'h. Ar re o deus trawalc'h a nerzh, ha trawalc'h a spered ive evid boud finnoc'h eged ar waskerion, a glask hag a gav, pa vez ken strizh an endro, tuioù da dapoud ar pezh a faota dezhe tapoud. Kuit a baeañ ur priz a c'hellont paeañ, uhelbriz meur a wezh, mez izelloc'h eged priz o frankiz hag o c'hoant pennañ. Evel-se e heulïomp ur paotr hag a garahe kavoud trawalc'h a argant evid paeañ rapariñ he ridenn d'ur plac'h bet c'hoarïet gantañ. Drol e tiskouez boud an dra-se dimp amañ, mez arabad farsal gant ur mank a-sort-se e broioù zo. Dle eo d'ar plac'h-se moned da zimeziñ gant un den arall, ur marc'hmul a zen, ha gwell chomel heb moned da glask c'hwenn en e chaosoù. E gwirionez ne oa hennezh nemed un trafiker merc'hed yaouank. Gweled a raomp ive ur vaouez waet da vevañ gant ur barner barveg, dreist-oll evid gelliñ kavoud ur skol a-feson evid he mab, mud a-vihanig. Gouied a ra ar barner penaoz komz douzh ar renerez evid he lakaad da blegañ hebdale. Toud emaint é c'hoari kuzh-kuzh-logodenn gant ar vollahed. N'eus nemed pilpouzerezh e peb lec'h ha da beb termen. En ur gevredigezh renet gant ar "berzet eo" pe "arabad ober tra-mañ-tra" e klask peb unan, ha kousto pe gousto, tennañ e anal en ur mod bennag. Un deiz kredabl e torro ar wask... Jean-Claude Le Ruyet.20171201b.240F.


Le jeune Karl Marx

Le jeune Karl Marx

12/04/2023

SIN-171124-LE JEUNE KARL MARX.docx LE JEUNE KARL MARX Ur film sevenet gant : Raoul Peck (2017). Gant : August Dielh, Vicky Krieps, Olivier Gourmet (1e58). Ha tro ho peus bet da lenn Manifest ar strollad komunist pe Ar C'hapital ? Moian zo deoc'h henn ober c'hoazh, rag oberennoù Karl Marks n'int ket diamzeret-tre. Gwelet hon eus da betra o doa troet, ha mar bez anavet ar gwez diouzh o frouezh e vehe peadra da ziwall douzh ar pezh a oa bet koñsevet e spered an den-se, Karl Marks, hag en doa respontet da levr Proudhon, Philosophie de la Misère gant ur flemmskrid berr : Mizer ar filozofiezh. Mez un dra vad eo klask kompren ar pezh en doa maget preder Marks, ha petra ha penaoz e oa daet an den da sevel kentañ teorienn don ha skiantel diwar-benn ar Labour. Ganet e oa bet Karl Marks e 1818 e Trev (en Alamagn) ha marvet e 1883 e Londrez. Eñv en doa bet tro d'ober meur a vicher, da skwer kazetenner pe filozofer, mez anavet eo dreist-oll evid boud prederiet war ar mod da gas an dispac'h da benn. Pa oa kazetenner en Alamagn eo e oa daet dezhañ an c'hoant da gompren gwell penaoz e yae ar bed ekonomikel war-raog. A-gaoz d'e skridoù dispac'her e oa bet argaset gant gouarnamant ar Prus ha setu perag e oa waet da chom da Vreizh-Veur, e Londrez, gant e vaouez Jenny. Seizh a vugale o doa bet asamblez, pewar a varvas yaouank a-walc'h. Boud e oa an Alamagn neuze bro meur a filozofer brudet : Kant, Hegel, Feuerbach... Karl Marks en doa tennet e vad anezhe sur a-walc'h, ha pa vehe hebkén evid troiñ kein d'an "idealizm alaman", ar pezh en doa graet. Studïet en doa dispac'h gall 1789 ha heni 1848. Ne wele ar relijion nemed evel "opiom ar bobl". Mez maget e oa bet e breder ive gant ar chañchamantoù braz a oa degouezhet er gevredigezh en XIXved kantvlead : ar greanterezh é sevel a-vraz hag é tennañ beteg re war nerzh-labour peizanted kuitaet ar maezoù gante evid moned da c'hounid o c'hreun e kêr. Etretant en doa graet anaoudegezh gant Friedrich Engels, mab ur greantour a Vro-Saoz, hag en doa studïet penaoz e veze gwasket ar labourizion en uzinioù, e Manchester ha rac'h. Daet e oa Karl Marks da grediñ ne oa ket mui un dornad tud hebkén hag a c'hellehe chañch penn d'ar vazh mez ar "masoù poblel", ha termenet en doa e vehe an tàerder benveg an dispac'h, kent ma vehe staliet "diktatoriezh ar proletariad". En XXved kantvlead eo e oa bet savet meur a strollad politikel diwarne, ha gouied a raomp bremañ ar pezh a zo daet da-heul. Meur a zispac'h dre ar bed zo daet diwar ar marksizm, mez an heni pouezusañ zo sur a-walc'h heni miz Here 1917 er Rusi. Ne oa ket an oll dud bennigerion Lenin pe Stalin en o amzer, evel ma oa bet Aragon pe Eluard. Skrivagnerion zo a ouie hag a lâre pesort ifern ha n'eo ket paradoez a oa en tu arall ag ar "ridew houarn". Armand Robin e Breizh, dre chelaou douzh ar radio sovietel, a ouie meur a dra. Mez gant ar perestroika lañset gant Gorbatchev e 1989, pa oa bet digoret lod ag an dielloù rus, e oui an dud ne oa ket ar c'homunizm-se nemed un diktatoriezh ag ar re terruplañ, gant milionoù a dud toull-bac'het, boureviet, lazhet pe kaset d'ar Siberi, er pezh a oa bet taolennet gant Solyenitsine evel "Enezeg ar Goulag". C'hwitet taol Marks neuze evid kavoud ur gevredigezh justoc'h ha liproc'h. Nawazh, piw a c'hell lâred e ya mad an traoù gant an denelezh hiziw, pa ya ogozig oll binvidigezh ar bed gant un dornad tud hebkén ? Pezh diskloum d'ar problem-se ? Penaoz ober ? Jean-Claude Le Ruyet.20171124a.239F.


The square

The square

12/04/2023

SIN-171117-THE SQUARE.docx THE SQUARE Ur film sevenet gant : Ruben Östlund (2017). Gant : Elisabeth Moss, Claes Bang, Terry Notary (2e22). Gant rezon en deus deroet juri Cannes 2017 ar maout d'ar film The Square, da lâred eo "Ar garrezenn". Ha petra eo ar garrezenn-se ? Oberenn bennañ un arzourez he deus treset war ar leur ur garrezenn bevennet gant ur seizenn c'houloù, hag ur skritell skrivet ur frazenn warni, ur frazenn hag a gouvi an dud da voud breuder hegarad. Evid ar skiant ezotereg ema ar garrezenn simbol an Douar, tra m'ema ar gerlenn heni an neñv. Moian zo kompren ar film enta evel ur sorbienn war stad ar bed hiziw, dre lagad ur mirdi hag a ro bod da oberennoù modern, sañset digoriñ an hent da fesonoù nevez da gompren ar bed, ar vuhez, mab-den a-benn ar fin. Oberennoù modern, mez beteg re marse. Dre heulïañ rener ar mirdi-se e weler beteg menn e vez kaset lennerion ar pennadoù-journal a gomz a gement-se hag an dud kuriuz a gred doned da weled an traoù ezpozet. Ha setu an aters pennañ, simpl a-walc'h a-dreñv luziatez frazennoù pompaduz ha misteriuz na vezont ket komprenet gant ar c'hazetennerion o-hunan : daoust ha doned a ra un draezenn ne vern peheni un oberenn arzel adal ma vo roet ur lec'h dezhi en ur mirdi bennag ? Rag aze ema an dalc'h. Peb unan en deus bet tro kredabl da weled traoù (oberennoù arzel ne ouian ket), traoù diskouezet d'an oll re a bae o zikedoù da zoned e-barzh, ha lod ag an traoù-se un douetañs vraz war o divoud : hag arz eo pe n'eo ket arz ? Petra bennag a soñj an den dirag an traoù ezpozet-se, d'an nebeutañ e vez henchet e selloù trema un dra nen dehe ket remerket er vuhez ordinel : ur velo gozh difoñset rac'h, un tamm mur brik bennag hanter foñdet pe ur yuc'h sabl. En un taol e vez boutet dirag an dud traoù ar vuhez pemdez evel pa vehent oberennoù é tiskoueziñ ijin arzel mab-den. Ha traoù daet da voud kér-ruz goude-se. Komprenabl eo en em c'houlenn an dud meur a wezh ha ne vez ket graet goab anezhe. Da-heul pazoù rener ar mirdi-se, evid e labour pe evid e vuhez-familh, e vez dizoloet skenennoù dic'hortoz kàer, souezhuz ha chifuz meur a wezh. Traoù limit groñs. Mez daoust ma c'hellont boud er-maez ag ar skiant vad e teskont dimp meur a dra diwar-benn buhez an dud war an Douar, pell a-zoc'h ar baradoez e oa anezhañ pell braz so, e-raog ar pec'hed-orin, hervez ar Bibl. Mez petra an diaoul zo kaoz eh a an traoù a-dreuz kement"se ? Unan a skenennoù kreñvañ ar film zo an heni a zo bet diskouezet evid henn prezantiñ. N'omp ket er mirdi kén, mez en ur preti chik lec'h m'ema tud gwisket deread é c'hortoz ma vo laosket ur loen da dremen e-mesk ar gouvidi. Ha lâret e vez d'an dud chom heb kaoud aon, rag gouest eo ar loen-se d'henn santoud ha da dostaad doute. Kuriuz an dud gant an taol-arnod-se, paeet kér gante sur a-walc'h an droed da kemer perzh en abadenn. Mez ar loen n'eo ket 'med ur gwaz, ur menier Tarzan, hanter gorilh hanter den, noazh-pipouilh ar lein ag e gorf, ha foeñvet e gigennoù dindan e groc'henn lufruz. Ne gomz ket : krial a ra ha mouskomz a ra evel ur marmouz. Farsuz e kav an dra-se an dud da gomañs. Mez troiñ a ra an abadenn da fall pa grog ar loen gouez-se da sailhañ war an taolioù, da dorriñ ar gwer ha da stlejal ur plac'h dre he blew. Emzalc'h an dud tro-dro a zegas da beb unan peadra da brederiañ war ar skiant vad hag ar galonegezh. Ur film da weled evid mad ar soñjal... Jean-Claude Le Ruyet.20171117b.238F.


au revoir là-haut

au revoir là-haut

12/04/2023

SIN-171110-AU REVOIR LÀ-HAUT.docx AU REVOIR LÀ-HAUT Ur film sevenet gant : Albert Dupontel (2017). Gant : Albert Dupontel, Nahuel Perez Biscayart, Mélanie Thierry, Laurent Lafitte, Niels Arestrup (1e57). Goude boud gwelet e film diwezhañ e ta soñj din en deus kavet Albert Dupontel e aval-orañj amañ : setu ur film hag a chomo evel ur bonn en e broduadurioù sur a-walc'h. Savet eo bet diwar romant Pierre Lemaitre, Au revoir là-haut (deroet ar priz Goñkour dezhañ evid-se e 2013). N'eo ket tre ar film evel ar pezh a gaver er levr, mez kenlabouret en deus Pierre Lemaitre gant Albert Dupontel evid peurlipad ar senario. Hag un taol ag ar re gàerrañ eo, a-dra-sur. Kontañ a ra avañtur daou zen, an heni kentañ un treser donezonet-braz, hag an arall, Albert Maillard, ur c'hontaouer bihan, c'hoariet gant Albert Dupontel e-hunan. Graet o doa anavoudegezh e-pad ar brezel 14, e foñs ar c'hlazoù ha war an dachenn-emgann, hag int dindan urzhioù ur c'habiten tort e spered ha didruez-kàer (ur gwir salopri, un dra vrein, evel ma veze lâret), un den divalaw e peb sort keñver hag a gare ar brezel. Krogiñ a ra ar film da zeiz an arsav-brezel, pa glask ar c'habiten-se tapoud un tamm plijadur c'hoazh dre astenn an emgannoù evitañ e-hunan, ha se dre gas e soudarded da voud lazhet pe gloazet. Setu penaoz e ta an treser d'e vro en-dro, distreset-braz e fas, hag oblijet da chomel astennet war e wele en ospitalioù, mizioù pad. Ne grede ket zokén en em ziskoueziñ d'e familh, hag en em lakaad a raas da gempenn maskoù evid gelloud en em brezantiñ dirag an dud. Chomel a ra Albert Maillard gant e gomper maleuruz, é klask ober e seizh gwellañ evid aesaad buhez e baourkaezh kamarad en doa sovet e vuhez dezhañ dindan an obuzoù. Ha setu daet un ide dezhe evid bevañ en o aez goude o foanioù : gwerzhañ d'ar c'humunioù (mez war ar paper hebkén) monumantoù evid ar soudarded varw ! Diwar an danvez-se eh eus bet savet ur film barok, war-un-dro leun a fent ha skrijuz ha terrubl diwar-benn ar brezel ; diwar-benn ar re chomet mac'hagnet evid ar peurrest ag o buhezioù ; diwar-benn ar re n'o dez na truez nag istim evid ar soudarded chomet war an talbenn. C'hoarzhed a ra an den dirag ar skenennoù drol a gaver e-barzh, gant an dialogoù saouruz ha dic'hortoz. Ouzhpenn ur wezh e ta soñj dimp a vBuster Keaton pa welomp Albert Dupontel, alias Albert Maillard, den mastorneg ha simpl, dreist-oll pa chom simudet ha bleup dirag an dud arall. Setu ur film ouzhpenn war ar brezel 14, mez unan hag a ro da gompren, en tu arall ag ar fent, penaoz he doa dalc'het ar vuhez da voned goude pewar bloaziad braouac'h. Pa glask an dilennidi hag ar pennoù braz enoriñ ar re varw dre baeañ kér a-walc'h monumantoù braz da lakaad war blasenn o c'humunioù, e klask ar re a zo chomet béw treuzvevañ, rag dezhe ne vez ket kenniget kalz a dra. Pinvidig eo ar film, kempleget an darempredoù etre an dud, beteg e diabarzh ar familhoù ; pe etre penn-braz ar c'horn-bro, an heni leun e sac'h a argant (c'hoariet ag an dibab gant Niels Arestrup), hag ar politiker sod, digapabl da weled pelloc'h eged penn e fri. Ne vez ket gweled kalz ar maouezi : petra 'faot deoc'h, ema ar brezel afer ar wazed, n'eo ket ? Mez ar pezh a chomo pell e spered an arvesterion marse zo pouez ar maskoù er film. Maskoù evid kuzhad ar pezh n'hell ket an den diskoueziñ anezhañ. Mez ive maskoù evid pellaad "ar faset torret" a-zoc'h an dud ordinel, c'hoant d'ar re-mañ ankouaad euzhted an emgannoù n'ho doa ket anavet nawazh. Taolit ar maskoù hag e vo gwelet vileni ar brezel. Jean-Claude Le Ruyet.20171110b.237F.


Le maître est l'enfant

Le maître est l'enfant

12/04/2023

SIN-171020-LE MAÎTRE EST L'ENFANT.docx LE MAÎTRE EST L'ENFANT Un teulfilm sevenet gant : Alexandre Mourot (2017- 1e30). Maria Montessori e oa bet hanw anezhi pa oan e skol normal Gwened. Prezantet e oa bet dimp ar bedagogourion vrudet un tamm, re na oa ket ar pezh a gennigent tre evel ar pezh a veze an deskadurezh-stad kustum da lakaad evel patrom da gelenn. Klevet hor boa komz a Célestin Freinet hag a Varia Montessori enta. Mez ne oa ket bet an tamm kaoz-se nemed un alberz hebkén a draoù na oant ket evidimp, traoù re bell a-zoc'h ar pezh a c'helle danvez mistri-skol eveldimp-ni boud gouest d'ober kredabl. Ouzhpenn-se, mar ne oa ket hanw ha pedagogiezh Célestin Freinet un dra estren-kàer (rag klevet hor boa komz a skolaerion ag ar Morbihan hag a heulïe e vod-ober), ne oamp ket bet tomm-braz douzh kennigoù Montessori marse ive abalamour ma oa ur vaouez. Ha ni, e skol normal ar baotred, ne welemp ket an traoù gant daoulagad ar merc'hed memestra, na petra 'ta ! Marse e oa re abred. Rag Maria Montessori ive he doa kroget gant ur mod klasel d'ober skol. Mez gras d'he spered lemm tuet douzh an deskamant just a-walc'h, e oa daet soñj dezhi a fesonoù arall d'ober war-dro ar vugaligoù, diwar selled pizh douzh ar pezh a rae he bugale-hi er gêr. Liez e vez evel-se e ta an ide d'an den ha setu kemmet fas ar bed. Soñjet e Newton hag e aval ! Rag petra zo a-dreñv pedagogiezh Maria Montessori ? Hi he-doa remerket e klaske ar vugale ober traoù, hag adal o bloazioù kentañ, o mizioù kentañ zokén. Evid-se n'o dez ket dober ag ar vrazarded, peurliesañ. Selled a raont douzh ar bed tro-dro dezhe, selled a raont pell meur a wezh, ha klask a raont touchañ en traoù ha c'hoari gante kentizh ha ma c'hellont. Pa vez lâret c'hoari n'eo ket tamm ebed evel ma komprenomp ar ger-se evidimp. Evid an dud vraz mah omp e kas ar ger c'hoari d'an dudi, d'an amzer vak, d'ar momantoù ma ne labouromp ket. Evid ar vugale ema an c'hoari o mod da voud er bed, o mod da zizoloiñ o endro tost. Hag ar pezh a zo a-dreñv an c'hoant-se zo lakaad un dra da greskaad. Ha pezh tra ? O gouested personel da voud mestr war an traoù. Setu aze motor c'hoant brasaad ha kreskaad ar vugaligoù : o c'hoant da voud emren. Goude boud sellet ha sellet a-dost douzh modoù ober ar re vihan, e oa daet Maria Montessori da gompren ar pezh a rankehe d'ur skol respetuz ag o fersonelezh kennig dezhe. Savet he doa ur yuc'h c'hoarioù ha stalieroù a beb sort evid ar c'hlasoù, a-live gant oad ar skolidi evel-just. Heb leuskel domani ebed a-gostez, pe dost : c'hoari gant dour, gant ar mekanik, alejañ boued simpl, ober war-dro an douar er jardin, heb ankouaad kontiñ, lenn, skriv ha m'oar-me c'hoazh. Ar pal : leuskel ar vugale da voud emren muioc'h-mui, hervez o c'hoant, o lusk dezhe o-hunan. Ha klask a ra ar film-se hon lakaad da gompren e vehe un dra vad d'ar skolioù a hiziw moned da glask un tamm awen e-tal tud Montessori, un 2500 bennag a skolaerion er Frañs. Mez daomp pelloc'h. Ema toud an dud akord, ha n'eo ket re Montessori hebkén, evid lakaad bugale ar skol-vamm da voud emren, emrennoc'h-emren zokén. Ne gavit ket drol neuze gweled ar stadoù, ha n'eus ket dober a voned pell, rac'hwizañ d'ar poblañsoù goulenn diouzh o zu o emrenerezh ? Aze eh eus peadra da soñjal e vourr hon politikerion reniñ, n'eo ket war ur boblad brazarded, ken emren evel bugale ar skolioù-mamm d'an nebeutañ, mez kentoc'h war tud sujet-braz ha sentuz douzh lezennoù graet evid o mad, en desped dezhe meur a wezh. Jean-Claude Le Ruyet.20171012b.234F.


Suivant Dernière