An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Daniel ha Kaourintin, mont da veleg en 21vet kantved...

Daniel ha Kaourintin, mont da veleg en 21vet kantved...

12/04/2023

Ne ouier ket re m' en deus Malraux lâret "relijiel 'vo an 21vet kantved pe ne vo ket dioutañ". Met penaos ha perak mont da veleg en 21vet kantved? Daniel de Kerdanet ha Steevenson Montinard zo bet beleget, ha Kaourintin Sanson diagonet gant an aotroù an eskob Le Vert evit servijout Eskopti Kerne ha Leon, d'ar 17 a viz Even e iliz-veur Kemper. An tri den yaouank, o familhoù hag o mignoned o deus pinvidikaet al liderezh o plantañ ayisyaneg ha brezhoneg ouzhpenn d'ar galleg ha d'al latin. Betek an aotroù an eskob en deus 'disklipet' un tamm brezhoneg. Emañ Daniel ha Kaou en abadenn-mañ evit kontañ deomp an devezh-lid ispisial-se ha displegañ ho choazh buhez. Ar pennad-mañ a vo kinniget e div abadenn.

Ur radio Kampus e lise Karaez, Radi' one

Ur radio Kampus e lise Karaez, Radi' one

12/04/2023

UR raktres radio kampus zo gant liseidi Diwan Karaez. Sikour o deus goulennet gant radio kerne evit kas an traoù da benn. abaoe 2 vloaz emaomp o stummañ anezho, war an teknik da gentañ, war pezh a yai d'ober boued ar radio da heul. En abadenn-mañ e klevimp al liseidi entanet gant o raktres, ar pennkasour Padrig hag un nebeut tud o kantreal e lise diwan d'ar merc'her goude kreisteiz.

Niza le Franc, ur vuhez etre an Oise ha Kemperle ... (lodenn gentañ)

Niza le Franc, ur vuhez etre an Oise ha Kemperle ... (lodenn gentañ)

12/04/2023

'Niza gwenn-ha-ruz' sed aze titl ar film bet sevenet gant Bastian Gwilhou e Bro Gemperle e miz Genver paseet: ennañ kontet buhez ur vaouez bet maget ganti he c'harantez evit he bro hag he yezh p' he doa ranket kuitaat Breizh gant he gwaz hag he bugale...Strivaet o doa a-benn gellet dont en-dro... Kontet ivez he bugaleaj plac'hig ruz he blev ha berr argant he zud.

Niza le Franc, ur vuhez etre an Oise ha Kemperle (eil lodenn)

Al louzaouerezh hag ar medisinerezh er Grennamzer, un diskouezadeg gant 'Kevre' e Pontekroaz betek ar 1añ a viz Gouhere

Al louzaouerezh hag ar medisinerezh er Grennamzer, un diskouezadeg gant 'Kevre' e Pontekroaz betek ar 1añ a viz Gouhere

12/04/2023

Setu un diskouezadeg a-zoare bet sevenet gant Colette Lopez deus ar gevredigezh 'Kevre'. Gras dezhi e ouezimp hiroc'h war ar plant, ar geotoù, al louzoù e-giz e vezent studiet hag implijet gant al louzaouerien hag ar vedisined er Grennamzer. An droad er salioù-diskouez a rimp gant Chan-Ivon Lagadeg ha Loeiz Gwilhou...

An eil emglev etre Divskouarn ha kuzul-meur Penn-ar-Bed.

An eil emglev etre Divskouarn ha kuzul-meur Penn-ar-Bed.

12/04/2023

Un eil emglev zo bet sinet etre kuzul-meur Penn-ar-Bed hag ar gevredigezh Divskouarn... Un emglev da gas pelloc'h al labour evit reiñ brezhoneg d'ar vugale vihan a-raok vefent en oad da vont d'ar skol. Evit lid ofisiel ar sinadur e oa deuet Marc Masson en anv ar c'huzul-meur, Christian Huguen ha Grégoire Mazo eus Divskouarn, Fulub Jakez eus Ofis Publik ar Brezhoneg, Arnaud Goapper eus Mervent ha Bernez Kerdraoñ eus Sked.

Ar BZG e reter ar vro: KDSK ha Kentelioù an Noz, Naoned

Ar BZG e reter ar vro: KDSK ha Kentelioù an Noz, Naoned

12/04/2023

Bet eo Melaine Looten o kejañ gant daou zen a lak an traoù da fiñval e bro Naoned da geñver ar bzg. Brendan Guillouzik Gouret a ginnigo deomp ar gKDSK (Kreizen Dafar Sevenadurel Keltiek) ha Claire Cariou implijiadez an aozadur buheziñ Kentelioù An Noz.

KorriGo, kartenn trañsportoù ar rannvro

KorriGo, kartenn trañsportoù ar rannvro

12/04/2023

Gérard Lahellec zo eil-prezidant ar rannvro, e karg eus an trañsportoù. Kinnig a ra deomp ar gartenn KorriGo a c'hell ar veajourien implij e-barzh trañsportoù e-leizh e Breizh : trenioù, kirri-boutin, metro... Frouezh ul labour hir eo, rak n'eo ket aes bodañ un niver bras a aozerien e-barzh un hevelep raktres.

Georges Laurent, Yann e vil vicher

Georges Laurent, Yann e vil vicher

12/04/2023

Georges Laurent en deus kuitaet ar skol deiz goude bezañ bet e sertifikad. Labouret en deus er friturioù, en ur chanter da lakaat sevel bagoù, treuzdouget en deus marc'hadourezh evit e batroned, ha kaset ar sezonioù er parkeier... etre Rosporden, Konk-Kerne ha Sant-Ivi.

Bro Gernevodez, pladenn ha kaier Dastum

Bro Gernevodez, pladenn ha kaier Dastum

12/04/2023

Pierre-Yves Petillon a gomz deomp eus ar bladenn hag ar c'haier zo bet embannet gant Dastum Bro Gerne da enoriñ ar vro Gernevodez tro dro da Hañveg. Mont a reomp ivez betek Kervel e Hañveg evit kaozeal gant an dastumer ha kaner Gilles Le Goff ha gant un amezegez dezhañ a oa bet ganet a-raok ar brezel bras.

Première Précédent Suivant Dernière