An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Louise Ebrel zo 80 vloaz! Tan dezhi!

Louise Ebrel zo 80 vloaz! Tan dezhi!

12/04/2023

Emaomp gant Louise Ebrel, war-nes lidañ he fevar-ugent vloaz dre ur fest-noz meur aozet gant Muzik an Arvorig: kontañ a ra deomp he buhez, buhez he familh a ganerien, buhez he c'homperien war al leurenn... Startijenn 'zo!


EGILE, un arvest gant Korriged Is

EGILE, un arvest gant Korriged Is

12/04/2023

Ar c'helc'h Korriged Is en deus kinniget 'Egile' evit ar wezh kentañ p'eo bet kaset ar festival 'la Vie en Reuz' ha degouezh 'Ar Redadeg' e Douarnenez e miz mae 2012. An abadenn dañs, muzik, kan ha c'hoari diwar-benn ar mod ma weler, ma degemerer an estranjourien 'vo lakaet war leurenn sal Vilizag a-benn an 29 a viz Gwengolo.


Bod Kelenn, brezhoneg e Bro ar Roue Morvan

Bod Kelenn, brezhoneg e Bro ar Roue Morvan

12/04/2023

Emaomp gant Erwan Lelièvre -a reer Erwan Rouz anezhañ gwezhoù all- o kas un droiad er Faoued a-benn gouzout hiroc'h diwar-benn an holl atalieroù hag oberiantizoù kinniget gant ar gevredigezh Bod Kelenn a-benn derc'hel d'ober gant ar brezhoneg e Bro ar Roue Morvan..


Spitou Mendy ha Maialen Lujanbio, 35vet Festival ar Sinema e Douarnenez

Spitou Mendy ha Maialen Lujanbio, 35vet Festival ar Sinema e Douarnenez

12/04/2023

Etre ar 17 hag ar 25 a viz Eost oa lakaet war wel peder deus kumuniezhoù emren Bro Spagn, ouzhpenn sevenadurioù ar re vouzard hag ar minorelezhioù revel bodet dindan an anv LGBTQI, e-kerzh 35vet Festival ar Sinema e Douarnenez. Spitou Mendy ha Maialen Lujanbio a oa neuze e-touesk ur bern tud pedet. An hini kentañ, bet labourer di-baper e Andalusia e penn kentañ ar bloavezhioù 2 000 zo bremañ sekretour-meur ur sindikad a-bouez, ar SAT. Eben zo kanerez e Euskadi: derc'hel a ra bev ha modern hengoun ar 'Bertsu', ar barzhonegoù ijinet ha kanet war prim er beilhadegoù. Troerien: Marianne Guillou hag Yves-Marie Moal.


Pladenn nevez Youenn Guillanton, Ploërmel - Châtelet Les Halles

Pladenn nevez Youenn Guillanton, Ploërmel - Châtelet Les Halles

12/04/2023

Youenn Guillanton a ginnig deomp e bladenn nevez : Ploërmel - Châtelet Les Halles. Ur bladenn a zo warni liv ar veaj etre Breizh, Pariz, Dakar, an Tibet, hag ar parkeier kotoñs amerikan labouret gant ar sklaved a orin afrikan hag a grouas ar blues.


Div gontadenn gant Gwendal

Div gontadenn gant Gwendal

12/04/2023

Goude e vuhez a gomedian e Pariz eo distroet Gwendal Ar Floc'h da Vreizh, lec'h eo anavezet e-giz konter. Div gontadenn hir a gont deomp e-barzh an abadenn-mañ : un drist hag un skañvoc'h.


Bed ar romantoù polis gant ul lenner daonet, Hoel...

Bed ar romantoù polis gant ul lenner daonet, Hoel...

12/04/2023

Romantoù polis a sac'hadoù a vez lennet gant Hoel Maleuvre, (ha kalz a levrioù all). Mont a raio da levraoueger (souezhus!) met emañ dija oc'h eskemm hag o vurutellat diwar-benn e lennadoù dre div lec'hienn internet, 'polars.pourpres.net', hag 'hanniballelecteur.over-blog.net'.


Fest an Hortensia Mahalon

Fest an Hortensia Mahalon

12/04/2023

Gant "Breizh Camelia" e vez aozet bep bloaz e-penn kentañ miz gouere "Festival an Hortensia" e Mahalon. An Diskouarn o nijal a ginnig deoc'h un tamm tro 'ba jardin Anne-Marie Tanneau, presidantez ar gevredigezh, e lec'h 'gaver ouzhpenn 300 seurt hortensia. Pierre Jolivet deus ar skipailh aozerien a oa ganeomp ivez evit laret deomp hirroc'h diwar-benn an darvoud-se, istor ar gevredigezh hag ho pasion evit ar plantennoù camelia hag hortensia...


Daniel ha Kaourintin, mont da veleg en 21vet kantved... eil lodenn

Daniel ha Kaourintin, mont da veleg en 21vet kantved... eil lodenn

12/04/2023

Ne ouier ket re m' en deus Malraux lâret "relijiel 'vo an 21vet kantved pe ne vo ket dioutañ". Met penaos ha perak mont da veleg en 21vet kantved? Daniel de Kerdanet ha Steevenson Montinard zo bet beleget, ha Kaourintin Sanson diagonet gant an aotroù an eskob Le Vert evit servijout Eskopti Kerne ha Leon, d'ar 17 a viz Even e iliz-veur Kemper. An tri den yaouank, o familhoù hag o mignoned o deus pinvidikaet al liderezh o plantañ ayisyaneg ha brezhoneg ouzhpenn d'ar galleg ha d'al latin. Betek an aotroù an eskob en deus 'disklipet' un tamm brezhoneg. Emañ Daniel ha Kaou en abadenn-mañ evit kontañ deomp an devezh-lid ispisial-se ha displegañ ho choazh buhez. Ar pennad-mañ a zo kinniget e div abadenn.


Pladenn gentañ ar strollad Krenijenn : "Peseurt Mood ?"

Pladenn gentañ ar strollad Krenijenn : "Peseurt Mood ?"

12/04/2023

Erwan Bruban a ginnig deomp ar strollad nevez krouet gantañ. Erwan Burban war an trompilh, Vincent Raude war ar mekanikoù ha Lina Bellard war an delenn a ya d'ober ar strollad Krenijenn. "Peseurt Mood ?" eo titl pladenn gentañ Krenijenn. Frouezh ul labour eo war tro-spered ha broioù orin an dañsoù e Breizh, met ivez war framm an tonioù ha war an aergelc'h.


Première Précédent Suivant Dernière