An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

An Taol-Lañs 2013

An Taol-Lañs 2013

12/04/2023

Iwan B, Gimol Dru Band, Egin, Rock'n'Diroll, Lunch Noazh, Burtul... Anavezout a rit surwalc'h añvioù ar strolladoù-se, gounezet gante an "Taol-Lañs" er bloavezhioù tremenet. Er bloaz-mañ 'vo kinniget d'ar sadorn 1añ a viz Even e Speied. Muioc'h a displegadennoù war ar gouel hag e istor gant Maodez Huon, deus skipailh an aozerien.

Jo Baloin, paotr e ganodoù plastik

Jo Baloin, paotr e ganodoù plastik

12/04/2023

Ur reporter nevez (a youl vat) e skipailh Radio Kerne: Ambroise Menou. Bet eo o welet ur mignon e karter Ploare e Douarnenez. Jo Baloin a zo bet unan deus ar re gentañ a oa bet fardet ha gwerzhet kanodoù plastik gante. Fonnus o frappad-komz... betek un eil lodenn!

Ambroise Menou gant Jo Baloin, paotr e ganodoù plastik (2) ha gant Paol Porsmoger, ganet e-kreiz ar mor

Ambroise Menou gant Jo Baloin, paotr e ganodoù plastik (2) ha gant Paol Porsmoger, ganet e-kreiz ar mor

12/04/2023

Ur reporter nevez (a youl vat) e skipailh Radio Kerne: Ambroise Menou. Bet eo o welet ur mignon e karter Ploare e Douarnenez, Jo Baloin, unan deus ar re gentañ 'oa bet gwerzhet kanodoù plastik gante. Fonnus o frappad-komz: emaomp dija gant an eil lodenn (selaou abadenn an 29 a viz Genver) ... ha da heul en em gavo Ambroise gant Paol Porsmoger, deus Enez Sun, eveltañ!

Gweladenn diskouezadeg "Istor, istorioù" gant Annaïck Loizel

Gweladenn diskouezadeg "Istor, istorioù" gant Annaïck Loizel

12/04/2023

Betek miz Meurzh eo kinniget gant Mirdi Arzhoù Kaer Kemper un diskouezadeg. Titlet eo bet "Istor, istorioù", pep taolenn a zo liammet gant an istor. Ur weladenn e bed an arz hag an istor gant Annaïck Loizel, animatourez ar Mirdi. www.mbaq.fr

GWELADENN DISKOUEZADEG "ISTOR, ISTORIOÙ" GANT ANNAÏCK LOIZEL, eil lodenn

SNC, Solidarité Nouvelle face au Chômage, hag al Lions Club, gant Per Nedeleg

SNC, Solidarité Nouvelle face au Chômage, hag al Lions Club, gant Per Nedeleg

12/04/2023

Div gevredigezh zo kinniget en abadenn-mañ, an SNC, hag a stourm a-enep an dilabour, hag al Lions Club, hag a sikour kevredigezhioù a leizh. Evit gouzout muioc'h : www.snc.asso.fr ha www.lionsclub-quimpercorentin.fr

AFPS, Association France Palestine Solidarité, gant Marie-Henriette Strullu

AFPS, Association France Palestine Solidarité, gant Marie-Henriette Strullu

12/04/2023

Marie-Henriette Strullu, deus Douarnenez, a ginnig an AFPS ha perak eo ken pouezus eviti stourm evit Bro Palestine. Evit mont donoc'h : www.france-palestine.org

'La Convention des Anges', ur romant gant Yann Rivallain

'La Convention des Anges', ur romant gant Yann Rivallain

12/04/2023

Yann Rivallian en deus kinniget nevez zo ur romant, 'La Convention des Anges', da gontañ ar stourm kaset gant ur strollad mignoned, studierien staliet e Berlin evit bodañ er gêr-se hag o lakaat da vanifestiñ, an holl bobloù ha minorelezhioù gwakset gant gouarnamantoù ar bed.

Mona Bouzeg

Mona Bouzeg

12/04/2023

Mona Bouzeg zo bet desavet gant he zud-kozh e Rieg goude bezañ kollet he mamm da bemp ploaz. Gwall drist he flanedenn, ha brav war un dro all, p'he deus graet dezhi bezañ desavet e brezhoneg. Ha maget karantez spontus evit yezh he familh gant Mona: he c'helennet he deus e Paris, ha krouet he deus stajoù Koat Pin.

Brezhonegomp!

Brezhonegomp!

12/04/2023

Tugdual Kalvez a zalc'h da vont gant e hentenn vrezhoneg: emañ o paouez lakaat ur strollad mignoned da reiñ o mouezh e studioioù Radio kerne,da voullañ ur bladenn hag a vo implijet asambles gant eil levrenn 'Brezhonegomp'. Unan e-touesk ar mignoned meneget amañ eo Andreo Korneg: troer eo evit TES, Ti Embann ar Skolioù. Reiñ a ra un nebeut elfennoù war e vod dezhañ da labourat ha d'ober gant ar brezhoneg.

Première Précédent Suivant Dernière