An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Beaj e Burkina Faso gant an Afidesa

Beaj e Burkina Faso gant an Afidesa

12/04/2023

Emaomp gant Anne-Marie Bacon ha Denise Jaouen, izili eus an Afidesa, Action Finistérienne pour le Développement du Sanguie, a sikour tud e Burkina Faso. Kontet 'vo ganto ar pezh a ra ar gevredigezh, stadt ar Burkina Faso hag ar pezh eo posubl d'ober evit ar vro. Evit mont donoc'h : http://afidesa.over-blog.com/


Dizoloadenn milin zour Keriolet

Dizoloadenn milin zour Keriolet

12/04/2023

Asambles gant Jean Quere e vo gweladennet milin zour Keriolet e Beuzeg ar C'Hap. Ur vilin savet e 1868 hag adsavet e 2008. Posubl eo mont e barzh digoust ha prenañ bleud graet er vilin. Ha posubl eo ivez kejañ ouzh ur feurmourez ispisial, ul logodenn zall. Evit gouzout muioc'h : http://www.moulinscapsizun.com/le-moulin-de-keriolet/


Fimoù-berr e skolaj Diwan Kemper

Fimoù-berr e skolaj Diwan Kemper

12/04/2023

Ur mintinvez e skolaj Diwan Jakez Riou gant ar 6veidi. A drugarez d'un emglev gant ar gevredigezh "Daoulagad Breizh" ha sikour ar rannvro e vezont sikouret gant daou gomedian a-vicher, Aziliz Bourgès ha Klet Beyer, da sevel filmoù-berr doare "Caméra Café"...


MJC Skaer gant Lenig Duigou

MJC Skaer gant Lenig Duigou

12/04/2023

Kinniget 'vo gant Lenig Duigou Maison des Jeunes et de la Culture Skaer, ar pezh 'vez graet gant an MJC ha raktresoù da heul. Evit mont donoc'h : http://www.mjc-marelle.fr


Oaled Landelo gant Patrice Marquant

Oaled Landelo gant Patrice Marquant

12/04/2023

Oc'h aozañ un dibenn sizhun c'hoariva emañ Oaled Landelo. Un digarez eo bet da gejañ ouzh Patrice Marquant, eil prezidant an Oaled, evit kinnig ar pezh 'vez graet gant ar gevredigezh. Gouzout muioc'h war http://oaledlandelo.hautetfort.com/


Jean Bihan eus Poullan, paotr ar mil albac'henn

Jean Bihan eus Poullan, paotr ar mil albac'henn

12/04/2023

Kinniget 'vo gant Jean Bihan ar merenn vihan fentus aozet gant Emglev Bro Douarnenez nevez zo hag oberenn Emglev Bro Douarnenez.


Yohann Perhirin, troer koad e Poullan

Yohann Perhirin, troer koad e Poullan

12/04/2023

E barzh atalier Yohann Perhirin gant c'hwezh ar c'hoad ha kan al laboused e vo dizoloet micher un troer koad.


Anvioù lec'h Landudal gant Daniel Kernalegenn

Anvioù lec'h Landudal gant Daniel Kernalegenn

12/04/2023

Gant Daniel Kernalegenn e vo dizoloet istor anvioù lec'h Landudal ha mod-se 'vo komzet diwar-benn emdroadur ar brezhoneg.


Loreidi kernevat Prizioù Dazont ar Brezhoneg, teatr Penn ar Bed hag Aziliz Bourges

Loreidi kernevat Prizioù Dazont ar Brezhoneg, teatr Penn ar Bed hag Aziliz Bourges

12/04/2023

Recevet o deus pep hini eil Priz Dazont ar Brezhoneg, teatr Penn ar Bed evit ar pezh c'hoari Yerma hag Aziliz Bourges evit he levr "An Diaoul ouz Taol". Un digarez da gomz diwar-benn o oberennoù.


Chapi Chapo

Chapi Chapo

12/04/2023

Sonerezh gant c'hoarielloù (pe toy music e saozneg) 'vez graet gant Chapi Chapo. Klasket 'n eus An Divskouarn O Nijal gouzout hiroc'h diwar-benn ar strollad e-kerzh ur sunvezh "residañs" e sal Ar Garène e Brest. http://chapimusic.bandcamp.com/ http://www.myspace.com/chapichapooo


Première Précédent Suivant Dernière