An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Kan ma bro, barzhonegoù gant Yann Bijer

Kan ma bro, barzhonegoù gant Yann Bijer

12/04/2023

Ouzhpenn skrivañ romantoù ha danevelloù 'ra Yann Bijer. Plijout a ra dezhañ laoskel e empenn ezteurel barzhonegoù, klasel o stumm, met atav tost o danvez ouzh esañs Breizh.


Itron-Varia Kilinen, istor ur chapel savet er 15vet kantvet - eil lodenn

Itron-Varia Kilinen, istor ur chapel savet er 15vet kantvet - eil lodenn

12/04/2023

Gant Daniel Kernalegenn, dilennet e kuzul-kêr Landrevarzeg, e vo kinniget istor ha saverezh chapel Kilinen, bet savet e fin ar pemzekvet kantvet, ha penaos e vo renevezet anezhi en un doare doujus. Un abadenn e div lodenn.


Itron-Varia Kilinen, istor ur chapel savet er 15vet kantvet

Itron-Varia Kilinen, istor ur chapel savet er 15vet kantvet

12/04/2023

Gant Daniel Kernalegenn, dilennet e kuzul-kêr Landrevarzeg, e vo kinniget istor ha saverezh chapel Kilinen, bet savet e fin ar pemzekvet kantvet, ha penaos e vo renevezet anezhi en un doare doujus. Un abadenn e div lodenn.


15 vloaz Startijenn

15 vloaz Startijenn

12/04/2023

Da lidañ 15 vloazh ar strollad o deus divizet paotred Startijenn pediñ muzisianed-all da seniñ gante ha sevel un arvest nevez: "El Taqa".


Dilhad giz kozh ar Vro Vigoudenn

Dilhad giz kozh ar Vro Vigoudenn

12/04/2023

Dilhad roue pe dilhad rouanez gwisket gant peizanted, a veze lâret diwar-benn tud ar Vro Vigoudenn. N'eus ket ur vro all e Breizh ma neus an dud lakaet kement a arz hag a zanvez kaer ha ker d'ober o dilhad hengounel hag er Vro Vigoudenn: koefoù uhel, broderezhioù, ha kodoù sokial strizh da lakaat diforc'h kenetreze. Dilhad labour, dilhad lid, dilhad kañv, kement giz bet er Vro Vigoudenn abaoe an XIXvet kañtved a gavoc'h el levr "le Costume bigouden" dre luc'hskeudennoù, tresadennoù ha skridoù, gras d'al labour berniañ ha renabliñ bet graet gant André Charlot ha Michel Bolzer. Ar sintezenn fonnus-se, leugn a ditouroù teknik, zo displeget deomp en abadenn gant Kael Bolzer.


Gouelioù Meur kerne 2013

Gouelioù Meur kerne 2013

12/04/2023

Istor ar gouel, titouroù ha programm Gouelioù Meur Kerne 2013 gant Visañt Rouxel deus skipailh an aozerien. Evit an 90vet edision e vo degemeret ur wech ouzhpenn anvioù brudet e kreiz-kêr kemper: Carlos Nuñez, Dan Ar Braz ha Bagad Kemper, Goran Bregovic, Steve Hackett, Salif Keita, Murray Head...


Per Toulhoat, Yann a vil vicher

Per Toulhoat, Yann a vil vicher

12/04/2023

Per Toulhoat 'zo brudet-kaer evit e bravigoù. Bet eo ivez tresadenner, kelenner, kazetenner, artizan...


Yann-Ber Nicolas

Yann-Ber Nicolas

12/04/2023

Kenellouzawour eo Yann-Ber Nicolas. Krouet eo bet gantañ ar gevredigezh "Jardins du Monde" staliet e Brasparz. Div wech ar bloaz e teu da ginnig e chapel kerzeot en Erge-Vras ur bourmenadenn da zeskiñ d'an dud perzhioù plantennoù hon endro.


Ar gevredigezh Sur un air de terre

Ar gevredigezh Sur un air de terre

12/04/2023

Ur pennad-kaoz gant Youen Vloagen deus "Sur un air de terre". Animasionoù a bep seurt war temoù an natur, an ekologiezh hag an diorren padus 'vez graet gant izili ar gevredigezh staliet e Pont-'n-Abad...


Abadenn e div lodenn: Ar skaf 'Victor' tennet eus dourioù ar c'hanol Naoned-Brest, hag ur weladenn zivyezhek e ti-feurm ar Gwelen

Abadenn e div lodenn: Ar skaf 'Victor' tennet eus dourioù ar c'hanol Naoned-Brest, hag ur weladenn zivyezhek e ti-feurm ar Gwelen

12/04/2023

Da gentañ penn an abadenn e vimp gant Fañch Riou ha Raymond Moign e-tal kichen Pont Ti Men e kumun Gouezec evit kontañ kaoz war ar skaf 'Viktor' chomet e dourioù ar c'hanol e-pad tro 70 vloaz ha bremañ renevesaet ha pozet war ar ribl da ziskouez un tamm deus glad-riñvier ar vro. Goude e c'helloc'h heuliañ ur bourmenadenn gant ar bleuñv deus brezhonegerien Douarnenez hag ar C'hap, e ti-feurm ar Gwelen, e Poullan.


Première Précédent Suivant Dernière