An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Quand les Bretons chantaient l'Histoire

Quand les Bretons chantaient l'Histoire

12/04/2023

Serj Nikolaz ha Thierry Rouaud, o-daou kanerien ha komperien a bell, o deus dastumet abaoe muioc'h evit tregont vloaz, follennoù-kan distag e-leizh. Un dibab eus o zeñzorioù a gavoc'h el levr 'Quand les Bretons chantaient l'Histoire'...


Gipsy Burek Orchestar / Yoann An Nedeleg

Gipsy Burek Orchestar / Yoann An Nedeleg

12/04/2023

Sonerezh en "Divskouarn O Nijal" gant Gaby Kerdoncuff, soner trompilh er strollad "Gipsy Burek Orchestar" deuet da seniñ war leurenn Teatr Kerne Kemper d'ar 15 a viz Du tremenet. Hag evit eil lodenn an abadenn, gant Yoann An Nedeleg, soner uilleann pipe hag zo o tremen ur bloavezh studi en "Irish World Academy of Music and Dance" e Limerick...


Valerie e Bro ar Ganaked

Valerie e Bro ar Ganaked

12/04/2023

Valerie zo o tistreiñ deus ar C'hanaki. Eno he deus kaset tri miz, e ti mignoned, ha goude e ti mignoned he mignoned. Gouest e vo e-giz-se da lâret deomp hiroc'h war ar mod ma vez degemeret ar weladennerien en o meuriadoù. Kontañ a raio ivez ar vro, he spered, he zud... Ha goude bezañ bet deus an tañva-se e c'helloc'h mont da Baris, d'ar mirdi Branly, o tiskouez er mare-mañ arz ar Ganaked.


An degourdied vihan, engouestlet ha kengred.

An degourdied vihan, engouestlet ha kengred.

12/04/2023

Gant Gaedig Le Roux, perzh deus ar gevredigezh Les Petits débrouillards, e vo graet tro obererezhioù ar gevredigezh : kizidikaat ar vugale d'an endro ha d'ar skiantoù, kinnig d'an dud deuet doareoù nevez da vevañ, kluboù, stajoù ha kafeoù skiantel. An degourdied vihan, staliet e Kemper, a zo dediet d'an diorren padus ha d'ar skiantoù. Poltred ur gevredigezh engouestlet ha kengred.


Kedun, treuzkas sonerezh hengounel Breizh

Kedun, treuzkas sonerezh hengounel Breizh

12/04/2023

Gant Loeiz Guillamot, aliet gant Youenn Manchec, e vo kinniget ur skol sonerezh nevez krouet en Erge Vras. Kedun e anv a ginnig treuzkas pleustr ar sonerezh hengounel oc'h implijout teknikoù pedagogel awenet gant gant treuzkas gwechall.


Redeg asambles e Ploveilh

Redeg asambles e Ploveilh

12/04/2023

"Redeg Asambles e Ploveilh" a aoz bep bloaz un "trail" gant redadegoù 14 pe 27 km. Un digarez da lakaat ar gaoz war ar redadeg war droad ha deskiñ da skouer peseurt diforc'h 'zo etre un trail, ur c'h-cross pe ur marathon gant Jean-Claude Le Lay, prezidant ar gevredigezh.


Hent Laurent, istor un treuz

Hent Laurent, istor un treuz

12/04/2023

Gant Kami Argouarc'h e vo kontet kaoz eus un hent. Un hent graet gant ur plac'h deuet da vezañ paotr en e gorf peogwir en em sante paotr dibaoe penn kentañ. Unan deus mignoned muiañ karet Kami eo ha kontet 'vo e hent ganti. Un testeni eo an abadenn-mañ.


Sal sonerezhioù a vremañ Brest: Ar garene. Pennad komz gant Klet Beyer

Sal sonerezhioù a vremañ Brest: Ar garene. Pennad komz gant Klet Beyer

12/04/2023

N'ouzit ket petra eo ar proto punk? an diforc'h etre ar rock stoner hag ar psyke n'eo ket anat evidoc'h? GANT AR VEZH! Ma, kentel adwelet gant Klet Beyer en abadenn an DIskouarn o nijal gouestlet da sal ar sonerezhioù a vremañ La carène. Sal ar Garene e Brest. Ur sal sonerezhioù a vremañ bet digoret e 2007 gant Brest Metropole Océane war porzh konverzh Brest. Kinniget e vez a bep seurt d'ar publik: daou sal gonsert: unan bihan 350 plas, unan bras: 1300 plas. 6 studio pleustriñ, ur greizenn kelaouin ha aliañ ar sonerien, un derassenn war an doenn lec'h vez graet konsertoù dindan ar stered. Ur programadur arbennig war an holl sonerezhioù a vremañ gant pennoù skritell hag arzourien eus ar vro. Ur c'hant strollad bennak a vez o pleustrin a hed ar bloaz er studioioù ha 40 000 arvester a deu dre vras bep bloaz.


Dour ha Stêrioù Breizh

Dour ha Stêrioù Breizh

12/04/2023

Gant André Kerdranvat, ezel eus ar gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh, e vo kontet kaoz eus stadt dour Breizh, stourmoù ha palioù ar gevredigezh, ar saotradur ha penaos mont war-raok. Un abadenn evit dizoloiñ unan eus kudennoù gwasañ Breizh.


SONJ, pladenn gentañ SKARAMAKA

SONJ, pladenn gentañ SKARAMAKA

12/04/2023

Deuet eo maez kentañ pladenn ar strollad Skaramaka, Soñj. Penaos eo bet enrollet, istor ar strollad... Mael Lhopiteau, paotr an delenn a lar deomp hiroc'h.


Première Précédent Suivant Dernière