An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Loeiz Guegen, Etiopat

Loeiz Guegen, Etiopat

12/04/2023

Gwechall e oa disammerien pe dreserien war ar maezoù, be 'zo c'hoazh un nebeut dionte met abaoe un 20 vloaz bennak 'vez klevet komz muioc'h mui deus an etiopated. Petra eo an etiopatiezh? Penaos e ya en-dro? Piv a ya da welet an etiopated hag evit peseurt poanioù? Peseurt studioù ranker ober evit dont da vezañ etiopat? Loeiz Guegen, etiopat yaouank staliet e Douarnenez a lar hiroc'h deomp...


An Tan Skornet, gant Lors LANDAT ha Thomas MOISSON

An Tan Skornet, gant Lors LANDAT ha Thomas MOISSON

12/04/2023

Bloaz 'zo eo deuet 'maez AN TAN SKORNET, pladenn gentañ an daouad kan/akordeoñs Landat/Moisson. Ar C'haner Lors Landat hag ar gitarour Roland Conq, unan deus ar sonerien-all pedet war ar bladenn a gont hiroc'h deomp...


Ar Bonedoù Ruz e Montroulez

Ar Bonedoù Ruz e Montroulez

12/04/2023

Breujoù Breizh ar Bonedoù Ruz.


CUMA

CUMA

12/04/2023

CUMA Gant Jean-Louis LAOT


Gant Erwan Chartier

Gant Erwan Chartier

12/04/2023

Un dibab a levrioù nevez gant Coop Breizh


Eurvezh ar sorserezed

Eurvezh ar sorserezed

12/04/2023

Ar sorserez, Morgan, Vivian pe Karaboss, un dudenn boemus eo hag un dudenn faltazi ivez. Koulskoude eo bet devet miliadoù a verc'hed abalamour ma oant "sorserezed", e gwir amiegezed, medisinerez, merc'hed galloudus. Evit mont donoc'h e dizoloadenn istor ar sorserezed, selaouit gweladenn son Eurvezh ar sorserezed, un diskouezadeg staliet er C'Harter, kreizenn arz a-vremañ Kemper. Un abadenn e div lodenn.


Eurvezh ar sorserezed 2

Eurvezh ar sorserezed 2

12/04/2023

Ar sorserez, Morgan, Vivian pe Karaboss, un dudenn boemus eo hag un dudenn faltazi ivez. Koulskoude eo bet devet miliadoù a verc'hed abalamour ma oant "sorserezed", e gwir amiegezed, medisinerez, merc'hed galloudus. Evit mont donoc'h e dizoloadenn istor ar sorserezed, selaouit gweladenn son Eurvezh ar sorserezed, un diskouezadeg staliet er C'Harter, kreizenn arz a-vremañ Kemper. Eil lodenn an abadenn.


11vet Kenskrivadeg Rannvroel Sonerezh Breizh

11vet Kenskrivadeg Rannvroel Sonerezh Breizh

12/04/2023

Kenskrivadeg Rannvroel Sonerezh Breizh (pe ar C'hoñkour Interlise) a vo aozet er bloaz-mañ evit an 11vet gwech. Degemeret e vo al liseidi war ar renk hag an dañserien 'ba lise Felix An Danteg e Lannuon d'ar gwener 25 a viz Ebrel. Pal ar genskrivadeg-mañ, ganet e 1996, a zo broudañ ar sonerezh, ar c'han hag an dañsoù breizhat 'ba liseoù ar vro ha sikour ar strolladoù yaouank da vont pelloc'h gant ar sonerezh. Ar strollad a ya ar maout ganti a vez pedet da c'houde war leurennoù festivalioù an hañv...


Ganedigezh ur pezh-c'hoari

Ganedigezh ur pezh-c'hoari

12/04/2023

Tony Foricheur ha Maïwenn an Nedeleg, izili deus ar strollad c'hoariva Piba a respont da c'houlennoù Lou Millour diwar-benn pezh-c'hoari nevez ar strollad. Penaos eo deuet mennozh istor Metamorfoz ? Penoas eo bet skrivet an destenn ha labouret war al leurenniñ ? Pelec'h mont da welet ha sikour ar strollad ? Respontoù en abadenn-mañ.


Yann Ar C'horr, akordeonour ar strollad 'NDIAZ

Yann Ar C'horr, akordeonour ar strollad 'NDIAZ

12/04/2023

Yann Ar C'horr, paotr an akordeoñs kromatek en deus kroget da seniñ d'an oad a 15 bloaz gant ar strollad Karma. Tro ho peus bet sur a-walc'h da glevet ha da welet anezhañ war leurennoù ar vro gant ar strolladoù "Ideal Jazz Menez", "Elekridal" (Kreiz Breizh Akademi 3) pe c'hoazh "Ndiaz" hag a zo o paouez embann he fladenn gentañ...


Première Précédent Suivant Dernière