An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Mirdi Breizh Roazhon

Mirdi Breizh Roazhon

12/04/2023

Evit beajiñ en amzer ha war morioù ar bed, kit e Mirdi Breizh Roazhon a ginnig div diskouezadeg, un gouestlet da besketaerien an Terre-Neuvas hag an eil da Istor Breizh, titlet eo Hollved eo Breizh. Paskal Nignol, hanterour sevenadurel er mirdi a ginnigo deomp an diskouezadegoù, penaos int bet savet ha gant piv met lakaat a raio ar gaoz ivez war e vicher ha penaos eo deuet da labourat e Mirdi Breizh.


AN AOCHER

AN AOCHER

12/04/2023

"A-bouez eo bevañ e huñvre ha pas huñvreal e vuhez" a lavar Marc Dufeil. Emañ o kempenn, gant sikour ar gevredigezh AN AOCHER deus Douarnenez, ur c'hatamaran evit gallout mont war vor gant e gador-ruilh ha beajiñ betek norz Europa da gentañ ha betek Maouritania da c'houde...


FESTIVAL FISEL 2013

FESTIVAL FISEL 2013

12/04/2023

Er bloaz-mañ e vo aozet evit an 41vet gwech FESTIVAL FISEL ROSTRENN. Un tamm sell war istor ar gouel hag ar programm gant Katell Andre ha Padrig Féroc, deus skipailh an aozerien.


SAVATE BOXING CLUB DOUARNENEZ

SAVATE BOXING CLUB DOUARNENEZ

12/04/2023

25 bloaz klub box Douarnenez, ar "Savate Boxing Club", a vo lidet er bloaz-mañ. Petra eo ha peseurt diforc'h a zo etre ar Savate, an MMA (Mixed Martial Art) pe c'hoazh ar c'h-kick boxing? Petra eo istor klub Douarnenez? Ludovic Louboutin, gourdoner, a zigor deomp dorioù sal-sport ar c'hlub...


TI AR VRETONED PARIZ

TI AR VRETONED PARIZ

12/04/2023

Krouet e 1947 nebell deus ti-gar Montparnasse, Ti ar vretoned 'zo chomet en deiz a hirie ul lec'h a-bouez evit ar vretoned divroet e Pariz hag evit an holl re tost o c'halon deus sevenadur Breizh. Denez Marchand, kelenner brezhoneg en ti a zegemer ac'hanomp...


C'hoariva e Douarnenez gant "La Obra" ha "La Ménagerie"

C'hoariva e Douarnenez gant "La Obra" ha "La Ménagerie"

12/04/2023

E penn kentañ miz Kerzu eo bet degemeret e Douarnenez gant ar strollad c'hoariva "La Obra" ar strollad "La Ménagerie" deus Berlin. Ur sizhunvezh labour hag eskemm frouezhus evit an holl. Da echuiñ ar staj 'zo bet kinniget gant ar gomedianed ur arvest bihan da ziskouezh d'an dud ar pezh a oa bet graet gante e-kerz ar prantad labour-mañ. Klevout a raimp 'kerz an abadenn Ronan Favereau, komedian yaouank a orin deus Gwengamp staliet e Berlin ha distroet da Vreizh evit ar zun gant skipailh "La Ménagerie" ha Céline Soun, deus "La Obra".


Alternatifs Bro Gerne

Alternatifs Bro Gerne

12/04/2023

Marie-Henriette Strullu, ezel deus "Les Alternatifs Bro Gerne" a lar deomp hiroc'h war he strollad politikel.


Ar Produiñ Yer e Breizh

Ar Produiñ Yer e Breizh

12/04/2023

Ur pennad-komz gant Didier Goubil, saver yer, maer Poullaouen ha prezidant ar "Pôle Aviculture" e Breizh. En abadenn e klaskimp kompren penaos e ya en-dro ar sistem produiñ ha gwerzhañ yer, amañ e Breizh, ha dre ar bed a-bezh...


Ar produiñ yer e Breizh gant Didier Goubil (eil lodenn) ha Chanter Arkeologel Menez Dregan gant Jean-Claude Hamon, maer Ploeneg

Ar produiñ yer e Breizh gant Didier Goubil (eil lodenn) ha Chanter Arkeologel Menez Dregan gant Jean-Claude Hamon, maer Ploeneg

12/04/2023

Adkavout a reomp da gentañ Didier Goubil, saver yer, maer Poullaouen ha prezidant ar "Pôle Aviculture" e Breizh evit komz deus ar sistem produiñ ha gwerzhañ yer e Breizh ha dre ar bed a-bezh. Mont a raimp da c'houde da Bloeneg, da doullañ kaoz gant Jean-Claude Hamon, maer ar gumun. Dizoloiñ a raimp chanter arkeologel Menez Dregan, lec'h 'zo bet kavet roudoù deus buhez an dud a veve eno ouzhpenn 400 000 bloaz 'zo!


Erik Menneteau

Erik Menneteau

12/04/2023

Un droiad 'ba Sant-Vaeg gant Erik Menneteau. Un digarez da zizoloiñ Bro-Fañch ha "Brethoniques", strollad nevez ar c'haner (gant Antonin Volson, Youenn Lange, Alan Letenneur, Jeff Alluin ha Jonathan Caserta) hag ar raktres "Dengekan": un eskemm etre Breizh ha Kurdistan gant sonerien ar strollad Kazut de Tyr (Kerdoncuff, Le Floc'h, Berthou) ha Wirya Ahmed, Ala Riani, Azad Xeilani ha Sherwan Saedi.


Première Précédent Suivant Dernière