An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

ERMINE

ERMINE

12/04/2023

Ha plijout a rafe deoc'h gouzout ma zo eus skolveuridi (istorourien, sokiologourien, yezhonourien,etnologourien...) ,holl lakaet en ur strollad, ERMINE, abalamour ma faot dezhe kaozeal deus ar minorelezhioù, deus Egile? ERMINE a zo deusoutañ abaoe 2004 hag ennañ e kaver arbennigourien o studiañ an holl boblañsoù minorelaet evit broudañ an holl da empennañ, da gompren, da zifenn ivez liesseurted annezidi ar bed. Lec'hiet eo o burev e skol-veur Roazhon 2, ha pediñ a reont reoliek kenseurted deus ar bed a-bezh evit fonnusaat o gouiziegezhioù. Kentañ emgav an arbennigourien-se? Sellet ouzh al luc'hskeudenn staget ouzh ar fichenn-mañ!


Un distro-skol... eus tu ar skolaerien

Un distro-skol... eus tu ar skolaerien

12/04/2023

Penaos e vever un distro-skol e-giz skolaer, penaos e brientiñ? Gwezhall e oa ar skolaerien skolidi ivez... marteze ez eo ar mod o deus bevet an traoù pa oant yaouank a c'hell displegañ perak int chomet er skol. Petra a dalvez mont d'ar skol, petra a faot dezhe degas d'ar vugale... Pemp skolaer divyezhek ar skol bublik Fañch Guillou e Douarnenez a lâr se deomp...


Mistri ar stampoù e Kemper

Mistri ar stampoù e Kemper

12/04/2023

Hokusai, hokishowe, manga. Ur bern traoù zo da zeskiñ war arz Bro Japan e Mirdi Breizh Kemper er mare-mañ. Gant Anais Scornet, heñchourez e Kemper, e weladennomp an diskouezadeg 'vez kinniget er mare-mañ ha betek fin miz Gwengolo e Mirdi Breizh Kemper, Ar garantez evit an natur gt stampoù Rivière, Hokusai hag Hiroshige.


Mistri ar stampoù e Kemper 2

Mistri ar stampoù e Kemper 2

12/04/2023

Hokusai, hokishowe, manga. Ur bern traoù zo da zeskiñ war arz Bro Japan e Mirdi Breizh Kemper er mare-mañ. Gant Anais Scornet, heñchourez e Kemper, e weladennomp an diskouezadeg 'vez kinniget er mare-mañ ha betek fin miz Gwengolo e Mirdi Breizh Kemper, Ar garantez evit an natur gt stampoù Rivière, Hokusai hag Hiroshige. Eil lodenn hor beaj e bro ar sav-heol.


Istro dianavezet Indonezia

Istro dianavezet Indonezia

12/04/2023

Tamara Soukotta, saverez ar gevredigezh Sunspirit, un AMG evit ar justis hag ar peoc'h, e Bro Indonezia a gont deomp istor he bro. Pedet eo bet gant Gouel Sinema Douarnenez, tem anezhañ ar bloaz-mañ Indonezia, Timor ar Reter ha Papoua, un enezeg 13466 enez etre Bro India hag Ostralia er meurvor Indian. Ouzhpenn 700 yezh ha pobl 'vez eno, bro vuzulman vrasañ ar bed eo hag un demokratelezh hiziv an deiz goude 32 vloaz ha ziktatouriezh. Deuet eo neuze Tamara Soukotta da ginnig deomp istor he bro, un istor luziet, feuls ha dianavezet amañ. Jubennet eo bet he c'homzoù gant Stefan Moal.


Bezhinerezh ha bezhin glas

Bezhinerezh ha bezhin glas

12/04/2023

Gant Loeiz Verveur, bet ijinour war an tireoul e vuhez-pad, e vo kinniget ar c'hounid bezhin ha kudenn ar vezhin glas. Perzh eo Loeiz deus Endro Bae Douarnenez ha Dour ha Stêrioù Breizh ha n'eus ket pell eo bet degemeret er C'homission pour la culture marine. Ar pal : divizout ma 'vo aotreet ar gounid bezhin gell en donvor da Volan. Un digarez eo bet da zistreiñ war gudenn ar vezhin glas ha da zeskiñ muioc'h war ar gounid bezhin.


Best of Gouelioù Meur Kerne

Best of Gouelioù Meur Kerne

12/04/2023

Ar pep gwellañ deus an abadennoù kaset da benn war-eeun deus Gouelioù Meur Kerne : Susheela Raman, Denez Prigent, Annie Ebrel, David Krakauer, Gwennyn hag all.


Hent Sant Jakez

Hent Sant Jakez

12/04/2023

Bep bloaz e vez tost 200 000 den o kerzhout war "el camino" betek Santiago de Compostela evit abegoù yec'hed, relijiel, personel. Ne ra forzh. Pep hini a gerzh 30 km bemdez e-unan pe a-stroll hag un digarez barv eo ivez evit kejañ ouzh tud eus ar bed a-bezh. Ronan Debel deus Ploneour Lanvern a gaso ac'hanomp betek Bro C'halicia war hent Sant Jakez.


Hent Sant Jakez - eil lodenn

Hent Sant Jakez - eil lodenn

12/04/2023

Bep bloaz e vez tost 200 000 den o kerzhout war "el camino" betek Santiago de Compostela evit abegoù yec'hed, relijiel, personel. Ne ra forzh. Pep hini a gerzh 30 km bemdez e-unan pe a-stroll hag un digarez barv eo ivez evit kejañ ouzh tud eus ar bed a-bezh. Ronan Debel deus Ploneour Lanvern a gaso ac'hanomp betek Bro C'halicia war hent Sant Jakez.


Picasso hag ar maouezed

Picasso hag ar maouezed

12/04/2023

Les demoiselles d'Avignon, Guernica, kubism ha surrealism, deus tout-se ha muioc'h c'hoazh e vo komzet en abadenn An Divskouarn o Nijal gouestlet da b/Picasso ! Gant Annaick Loizel, heñchourez e Mirdi Arzoù Kaer Kemper e lec'h e vez kinniget an diskouezadeg Picasso, l'éternel féminin.


Première Précédent Suivant Dernière