An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Gurvan Lozac'h, Diksionèr Kreis Breizh 2/2

Gurvan Lozac'h, Diksionèr Kreis Breizh 2/2

12/04/2023

Ma z'oc'h plijet gant brezhoneg Kreiz Breizh e voc'h plijet gant Gurvan Lozac'h. Setu ur paotr yaouank eus an Uhelgoat o sevel un « diksionèr » diwar-benn ar brezhoneg 'vez kaozeet etre Menez Are ha Menez Du deus un tu, etre Lopereg ha Rostren deus un tu all. Savet en deus Brezhoneg Digor ivez, ul lec'hienn Internet e-lec'h ma vez kavet ur bern enrolladennoù evit pleustriñ ha deskiñ er gêr ! Un digarez 'oa da gomz gantañ diwar-benn stad ar brezhoneg er vro, diferañsoù etre hini an dud hag an hini a vez desket er skol hag un toullad traoù all c'hoazh


Taigh Mac Donnaghan 1/2

Taigh Mac Donnaghan 1/2

12/04/2023

Kentan lodenn poltred Taigh Mac Donnaghan, bet en dibenn sizhun paeron 22vet salons al levrioù liesyezhek e Pluguen. Ar gouezeleger zo bet mestr-skol araok krouin programmoù tele, dreist-holl evit ar yaouankiz.


Gurvan Lozac'h, Diksionèr Kreis Breizh 1/2

Gurvan Lozac'h, Diksionèr Kreis Breizh 1/2

12/04/2023

Ma z'oc'h plijet gant brezhoneg Kreiz Breizh e voc'h plijet gant Gurvan Lozac'h. Setu ur paotr yaouank eus an Uhelgoat o sevel un « diksionèr » diwar-benn ar brezhoneg 'vez kaozeet etre Menez Are ha Menez Du deus un tu, etre Lopereg ha Rostren deus un tu all. Savet en deus Brezhoneg Digor ivez, ul lec'hienn Internet e-lec'h ma vez kavet ur bern enrolladennoù evit pleustriñ ha deskiñ er gêr ! Un digarez 'oa da gomz gantañ diwar-benn stad ar brezhoneg er vro, diferañsoù etre hini an dud hag an hini a vez desket er skol hag un toullad traoù all c'hoazh.


Fest ar pemoc'h 1/2

Fest ar pemoc'h 1/2

12/04/2023

Atav o peus bet c'hoant fardañ pate er gêr ? E ti ar re d/Thepaut, e Plabenneg, e vez klasket lakaat hengoun-mañ, a zo bet a-bouez er vro, da vevañ en-dro. Deskiñ a reoc'h penaos lazhañ ur pemoc'h ha penaos fardañ pate a feson ! Tud kizidig diwallit !


Tabut dilennadegoù rannvro 2015 2/2

Tabut dilennadegoù rannvro 2015 2/2

12/04/2023

Eskemmoù war dazont Breizh ha tagadennoù Paris gant : Charlotte Bleunven Breizh o Stourm Yann Fañch Kerneis EELV André Lavanant Ya da Vreizh Herve Guelou Ar Republikaned Mona Bras PS


Tabut dilennadegoù rannvro 2015

Tabut dilennadegoù rannvro 2015

12/04/2023

Eskemmoù war dazont Breizh ha tagadennoù Paris gant : Charlotte Bleunvenn Breizh o Stourm Yann Fañch Kerneis EELV André Lavanant Ya da Vreizh Herve Gouelou Ar Republikaned Mona Bras PS Kenlabour gant Radio Kerne hag Arvorig FM.


Beilhadeg ar Fouilhez

Beilhadeg ar Fouilhez

12/04/2023

Keuz 'peus eus ar beilhadegoù ? Eus istorioù spontus an Ankoù, kontoù fentus an aotrou person pe kontadennoù Fañchig Bihan ? Er Fouilhez eo bet kaset skipailh Radio Kerne da selaou ur veilhadeg en Auberge de la Crêpe.Selaouit mouezhioù Maurice Poulmarc'h, Awen Plougoulm, Gérard Gwenn, Bernez ar Rest pe c'hoazh Gael Gourmellon.


Al logod-dall

Al logod-dall

12/04/2023

Eskel-kroc'henn, logod-dall pe logod-penn-toull memes & meur a anv a vez roet d'al loened-mañ e brezhoneg. Ar bronneged nemeto gouest da nijal int. Kavet 'vez un tregont spesad bennak o vevañ en Europa hag ouzphenn ugent spesad e Breizh ! Bet on bet o sellet ouzh ur vandennad gant Jean-Yves Kervarec a zo ur mailh warne, en ur lec'h dilosket e-kichen Plogoneg. Ha kalz traoù a zo da zeskiñ diwar o fenn ! Peseurt-mod e reont evit chom a istribilh ? Petra a vez debret gante ? Hag e c'hellomp klevet o « ultra-sonioù », ar gwagennoù a vez kaset gante da lec'hiañ o freizhoù ? Gwir eo e c'hellont sunañ hor gwad ? Ar respontoù en abadenn !


Elektro e Konk Kerne

Elektro e Konk Kerne

12/04/2023

Emgav iziv gant Glenn Piriou, paotr yaouank eus Konk Kerne hag ezel eus ar gevredigezh Fest'N'Konk. Ur nozvez elektro zo bet aozet gante d'an 31 a viz Here, evit Halloween, e kastell Keriolet e kichen Konk-Kerne. Un digarez evidomp da zizoloeiñ ar gêr, met ivez ar sonerezh elektro ha perak ket, tapout ur gentel mix !


Mirlec'h ar Veneg

Mirlec'h ar Veneg

12/04/2023

Daoust m'emañ ar goañv o tont en deus bet tro Benjamin da vont da bourmen en natur, e mirlec'h ar veneg e-kichen parez Brennilis. Heñchet eo bet gant Bernard Jézéquel eus ar gevredigezh Breizh Vev en deus lakaet anezhañ da zizoloiñ pinvidigezhioù naturel an taouac'heg. Petra zo da welet neuze ? Ur bern plant, disheñvel hag iskis : ar flach, ar brug du, gweskenn an diaoul, ar man-taouac'h pe c'hoazh bleuñ brudet a-walc'h, koulskoude eo ral-tre, anvet glizh an heol. Ha ma 'peus chañs e c'helloc'h gwelet un nebeut loened gouez : an naer, an nadoz-aer, ar glazard, ar skoul-korz pe ur valafenn gwall ispisial anvet brizig ar geunioù. Pourmenadenn vat deoc'h !


Première Précédent Suivant Dernière