An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Ti Levrioù ar Joa

Ti Levrioù ar Joa

12/04/2023

E Sant Wenole e oa un ti levrioù-ostaleri, « Ar Blijadur da Lenn » e anv. An anv galleg « La Joie de Lire » a oa bet roet en eñvor da hini brudet all ar bloavezioù 1970 e karter latin Paris. Ar c'hoant en doa bet Nonna Goasguen degas ar sevenadur er barrez gant al lennegez evel just, met gant diskouezadegoù, prezegennoù hag arvestoù ivez. Met ar pezh pouezusañ marteze oa krouiñ ul lec'h evit en em gavout, evañ ur banne kafe ha prezeg gant paotr an ti. O paouez bezañ serret emañ e miz Kerzu. Evit preg diwar-benn an ti-se eo bet Tunvezh Gloaguen-Grandjean o preg gant daou bratik, Loeiz Bodivit ha Fañch Jestin.


Daniel Jéquel hag ar Nagra

Daniel Jéquel hag ar Nagra

12/04/2023

Soñj 'peus eus Daniel Jéquel ? E vouezh a veze klevet war gwagennoù RBO 'pad ar bloavezhioù pevar-ugent en abadenn « Beilhadeg e Breizh Izel ». Aet eo war e leve paotr Bro Vigoudenn e 1994. Niverus eo an dud koulskoude o deus dalc'het soñj eus an abadenn-mañ a roe ar gomz d'ar bobl. Kontadennoù, istorioù ar vuhez, kanaouennoù, kantikoù memes a veze skignet e brezhonegoù liesseurt. Brezhoneg Bro-Gerne peurliesañ, Bro-Gwened, Bro-Leon ha Bro-Dreger a-wechoù. Setu eo bet Benjamin o kaozeal gantañ diwar-benn e vicher 'b'ar radio, da skouer diwar-benn e gejadenn gant an « Nagra », ur mikro 'neus roet mil-boan dezhañ da zigentañ.


Gouloù Nedeleg Kastell Trevarez

Gouloù Nedeleg Kastell Trevarez

12/04/2023

Kastell Trevarez a zo ul lec'h dreistordinal e Breizh. Un akitektouriez hag un istor souezhus a zo gant ar c'hastell-mañ, plantet e kreiz ar menezioù du. Bep bloaz e vez kinniget diskouezadegoù disheñvel eno, ha dreist-holl da vare Nedeleg. Ar bloaz-mañ eo bet dibabet sevel un diskouezadeg war tem ar gouloù, gant oberennoù liesseurt kinniget gant arzourien eus Breizh met eus Bro C'Hall ivez. Emgav neuze eno gant Gwenole Fauve, heñcher e kastell Trevarez.


Ni, ar marv hag ar re varv

Ni, ar marv hag ar re varv

12/04/2023

An doare da soñjal er re varv 'zo aet da cheñch. Selaouit Laouig Karet, paotr ar Feunteun Wenn 'ba' parez Plougastell, o kontañ deomp peseurt-mod 'veze graet war-dro ar re varv an traoù gwechall, met ivez petra 'zo a-dreuz gant hon doare d'ober hiziv an deiz.


Diamant, whiski koshañ Breizh

Diamant, whiski koshañ Breizh

12/04/2023

Strilherez ar Menhir a zo brudetoc'h e gwirionez evit anv ar boesson a vez gwerzhet ar muiañ ganto : o whiski Ed-Du. Tennañ 'ra hennezh e anv deus an ed a vez implijet evel danvez diazez ar boeson : e plas heiz ez eo ed-du hag a zo lakaet da vont e goñv, evit produiñ an alkool 40 derez-se. Ha bremañ emañ Strilherez ar Menhir, hag ar familh Lae e penn dezhi, war boent da vezhañ bet lakaet ur whiski nevez da verzañ. Ar whiski « Diamant » 'giz eo bet anavezet 'n eo ket ken nevez-se pa 'z eo chomet da gousket 15 bloaz en e varrikenn e gwirionez. Ar whiski ar c'hozhan produet e bro C'hall morse. Guy Lae ouzh mikro Tunvezh Gloaguen-Grandjean.


Per Perennoù hag ar Skol Bublik

Per Perennoù hag ar Skol Bublik

12/04/2023

Bugaleaj Pêr Perennou e Tregeneg a-hed ar bloavezhioù 1930. Heuliañ a ra kentelioù e Skol Kentañ Derez Veur Pont-'n-Abbad. N'eo ket bet ken anat-se evitañ bezañ kaset d'ar Skol Bublik. Bugel kentañ ar gumun voe Pêr da vont d'ar skol bublik goude 12 bloaz, hag evit e vamm en deus degaset an diviz-se kastizoù deus perzh an dud tost d'an Iliz war ar barrez.


Touch my braz

Touch my braz

12/04/2023

Arthmael, Iwan ha Tangi o deus savet ur fanfar anvet Touch my braz, staliet en Oriant. Setu un abadenn leun a startijenn kaset da benn gant Leo Guillerm.


Pêr Perennou hag ar Skol Kentañ Derez Veur

Pêr Perennou hag ar Skol Kentañ Derez Veur

12/04/2023

Ganet e 1925 e Tregeneg, 90 bloaz d'an deiz 'hiv, prezeg a ra Pêr Perennou deomp deus e vugaleaj war ar maez er bloavioù 1930. Kontañ 'ra deomp penaos eo bet cheñchet e vuhez un devezh a viz edron 1937, pa 'z 'n eus asantet e vamm kas 'nezhañ da Bont-'n-Abbad, evit heuliañ kentelioù roet gant ar Skol Kentañ Derez Veur. D'ar mare-se voe 4% deus ar vugale a zae d'ar skol goude 13 bloaz ken, bugale o tont deus ergaelc'hioù pinvidik aliesoc'h eget paol. Ar Skol Kentañ Derez Veur-se 'zo bet krouet just a-walc'h evit ma c'hellfe bugale deus pep orin kenderc'hel gant ar studioù.


Clement Jade, kraper diskoultrer

Clement Jade, kraper diskoultrer

12/04/2023

Leo Guillerm a lak ac'hanoc'h da zizoloiñ micher Clement Jade, kraper diskoultrer.


Fest ar pemoc'h 2/2

Fest ar pemoc'h 2/2

12/04/2023

Atav o peus bet c'hoant fardañ pate er gêr ? E ti ar re d/Thepaut, e Plabenneg, e vez klasket lakaat hengoun-mañ, a zo bet a-bouez er vro, da vevañ en-dro. Deskiñ a reoc'h penaos lazhañ ur pemoc'h ha penaos fardañ pate a feson ! Tud kizidig diwallit !


Première Précédent Suivant Dernière