An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Reuz bras Texaco e Ecuador

Reuz bras Texaco e Ecuador

12/04/2023

E miz Gouere e oa bet Marilou Andro o veajiñ e Ecuador, gant sikour ar gevredigezh Zellidja, 'blam' d'en em gavet asambles gant ar re a zo bet laeret ha distrujet o douaroù gant Texaco. E-doug ar bloavezhioù 60 e oa staget Texaco da glask petrol e koad Ecuador hag hep dihan ebet e oa bet saotret an natur gantañ eno neuze. Buhez ar pobloù bihan a oa bet lakaet diaes ivez, koulz hini an Ameridianed hag hini an hinored baour a veve pell eus ar c'hêrioù bras.


Enep ar Stal-Moc'h-Uzin er Vro Vigouden

Enep ar Stal-Moc'h-Uzin er Vro Vigouden

12/04/2023

Ar moc'h, hag ar sevel moc'h a zo ur sujed kizideg e Breizh. N'eo ket souezus e vefe lakaet diaes an dud : evit lod eo o yec'hed a zo en dañjer, evit lod all eo o daore da c'houniz o boued. Daou zoare da welet ar gevredigezh hag al labourerezh douar. Amañ n'eo ket an daou du a vo klevet, met unan hepken. E Plovan er vro Vigouden o deus an annezidi en em strollet dindan an anv CAFUB (Collectif pour une Alternative aux Fermes Usines en Bigoudénie). Stourmiñ reont evit ma ne vo ket brasaet un deus stalioù sevel moc'h ar vro : an SARL La Vallée, e Kerviel. Jean-Michel Nicolas a zo a orin deus Plovan, hag emañ e touez an dud bet krouet ar C'hAFUB ganto.


Kasadenn ar c'hirvi e kreiz ar c'hoadoù

Kasadenn ar c'hirvi e kreiz ar c'hoadoù

12/04/2023

Bep bloaz, d'ar memes maread e penn kentañ an diskar-amzer, vez kalz a dud oc'h en em stropañ didrouz da noz e koed Lanouez er Morbihan. Ha petra eo a zesach o evezh er mod-se ? Youc'hadeg ar c'hirvi. Etre kreiz miz Gwengolo ha kreiz miz Edron damm dostig, e vez ar c'hirvi o parañ. Ha trouzus int, avat ! Kement ma 'z eo desachet aes a-walc'h evezh an dud, memes ar re n'int ket naturalisted anezho. 'N eus ket pell 'zo neuze, voe Tunvezh Wloagen-Grandjean 'n em gavet asambles gant Jean-Yves Kervareg, deus ar gevredigezh Breizh Bev, gant ar c'hoant klevet huchadenn bronneg brasañ Breizh.


Ur brezhoneg, meur a yezhadur ?

Ur brezhoneg, meur a yezhadur ?

12/04/2023

Asambles gant Mélanie Jouitteau emaomp hiziv. Yezhourez eo honnezh ha studial a ra yezhadurioù (gramadegoù) langachoù ar bed koulz ha yezhadur ar brezhoneg. E 2009 he doa savet ARBRES war Internet 'blam' da renabliñ an dra-mañ. Ouzhpenn 1700 pennad-skrid a c'haller lenn bremañ an deiz. Goude bezañ kinniget he labour e yimp pelloc'h war yezhadur ar brezhoneg neuze : petra eo ur yezhadur ? Petra cheñch eus un eil vro d'heben ? Gant piv vez krouet ar yezhoù ?


"Tennet o lagad dezhe ha lakaet avaloù-douar 'ba' plas"

"Tennet o lagad dezhe ha lakaet avaloù-douar 'ba' plas"

12/04/2023

Asambles gant Marie-Louise ha Jean Kermanac'h emaomp bremañ en-dro adarre. An daou-mañ a oa krennarded pa oa komañset ar brezel e 1939 ha setu emaint o vont da gontañ o soñjoù deomp. E Banaleg e oa Jean o chom d'ar mare-se hag en Ale Vras (Treien/Tregon) e veve Marie-Louise gant he zud. Jean 'neus dalc'het soñj mat eus an devezh pa oa arruet an Almanted e bourc'h Banaleg lakaomp, peotramant bombarmanchoù an Oriant, ar Resistañs hag ar pezh a veze graet d'an "terroristed" pa vezent tapet ...


Bro Bidar ha Bro Dardoup

Bro Bidar ha Bro Dardoup

12/04/2023

Hiziv emaomp o vont d'ober un droiad e Bro Bidar hag e Bro Dardoup, asambles gant Yann Milin. 'Ba' Pleiben eo ganet hennezh met dimezet eo gant un Dardoupez eus ar C'hastell-Nevez. Setu 'oar-eñ ur bern traoù diwar-bouez ar Bidarded hag an Dardouped. Lâret a ray deomp peseurt diferañsoù a oa etre an div vro-mañ gwechall.


Rezistans ha vioù laeret e Loktudi : yaouankiz Germaine Vorel

Rezistans ha vioù laeret e Loktudi : yaouankiz Germaine Vorel

12/04/2023

Jermen Vorel a zo ur vaouez Loktudi. Redig a ra he brezhoneg ken buhan hag he c'hoarz. Pep tra a zo mat da c'hoarzin ganti, a hellfec'h krediñ. Padal he deus bevet traoù start. Etre 10 ha 16 vloaz oa, da vare ar brezel. Soñj mat he deus deus pep tra neuze : deus an darempredoù etre tud Loktudi ha soudarded alaman ar gazern da skouer. Deus traoù all ar vuhez bemdez a vo preget c'hoaz.


Teir gapenn Plougov : konjennoù skrijus ha kreizenn nukleel

Teir gapenn Plougov : konjennoù skrijus ha kreizenn nukleel

12/04/2023

Un abadenn evit ec'hel ar gaoz gant Maï-Renée Velleg ha Jermen Dreanton deus Plougov. Fonus voe bet an eskemmoù ha lieseurt ar sujedoù gant an div gomedianez. Deuet voe Annig, c'hoar Maï-Renée da gavout ac'hanomp ouzhpenn an dra-se. Digendalc'h, besk un tammig a vo ar sujedoù , dre ma 'z int tennet deus mareoù disheñvel an diviz. Ul lodenn vat outo a denn d'ar brezhoneg, daoreoù lavar beg ar C'hab. Preget vo un tammig ivez deus stourmoù Plougoñv enep ar greizenn nukleel e penn kentañ ar bloavezhioù 1980, ha n'int ket bet aez da veviñ gant lod deus annezidi ar gumun. Preget vo deus al liammoù etre tud Plougoñv ha tud Enez Sun, an enezourien. Ar chañs hon o c'hoaz da selaou ur goñjenn skrijus gant Annig, ha deus barzhoniezh Germaine.


Ar gwenan

Ar gwenan

12/04/2023

Asambles gant Loig le Breton emaomp hiziv. Gwenaner eo hemañ e Keriacob, kostez bourc'h Rosloc'hen. Setu emañ-eñ o vont da zeskiñ ur bern traoù deomp, diwar-benn buhez ar gwenan.


Brezhoneg Kreiz-Breizh

Brezhoneg Kreiz-Breizh

12/04/2023

Kompren brezhoneg ar re gozh a c'hall bezañ diaes a-wechoù. Silabennoù'zo a vez lonket, troeinnoù ha komzoù rar a vez implijet ha reloennoù disheñvel diouzh ar brezhoneg standard a c'haller kavout ivez. Gurvan Lozac'h a zo o vont da zeskiñ un neubeud traoù deomp, diwar-benn ar brezhoneg e-giz ma vez kaozeet e kreiz ar vro.


Première Précédent Suivant Dernière