An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Le breton des rives de l'Aven et du Bélon - Blaz ha blazig c'hoazh

Le breton des rives de l'Aven et du Bélon - Blaz ha blazig c'hoazh

12/04/2023

Dianveet a-walc'h eo brezhoneg gevred Kerne. N'eus ket bet skrivet kalz levrioù diwar e benn ha ne vez ket klevet alies er mediaoù. Disheñvel-bras eo diouzh ar brezhoneg standard ivez, setu 'c'hall bezañ ur parlant diaes da gompren a-wechoù. Ul levr a zo bet embannet nevez 'zo gant An Alarc'h koulskoude : Le breton des rives de l'Aven et du Bélon - Blaz ha blazig c'hoazh. Hemañ a ginnig deoc'h neuze ober anaoudegezh gant brezhoneg parrezioù Molan, Rieg ha Bannaleg, hag un nebeut komunioù all tro-dro ivez. Gant Mona Bouzec, Jos Goapper ha Yannick Soufflez eo bet skrivet al levr bras-mañ. Setu emaint o zri bremañ ouzh hor mikro da ginnig o labour deomp.


Berramzer en amzer-selvich !

Berramzer en amzer-selvich !

12/04/2023

Bet oc'h bet oc'h ober o amzer-selvich ? Hiziv emaomp asambles gant daou vigouter ha setu emaint o kontañ o amzer-selvich deomp. Michel Bolzer, eus Landudeg, a zo bet e kasern Mac Mahon e Roazhon. Daniel Jéquel, eus Loktudi, a zo bet pelloc'h c'hoazh, e kreisteiz Alamagn. Ha petra veze graet e-pad an amzer-selvich neuze ? "Pas kalz a dra, berramzer a zo bet ha lod a lâr eo ur c'holl-amzer !" o deus respontet an daou gamarad deomp !


André Marfaing e Kemper

André Marfaing e Kemper

12/04/2023

"Ar re all a lâr e livan e gwenn ha du. Met ne welont netra all neuze ?" Gant ar frazenn-mañ gant an arzour 'vez digoret an diskouezadeg gouestlet da André Marfaing e mirdi an Arzoù Kaer e Kemper. Betek miz Meurzh o do tro an dud da zizoloiñ un oberenn souezhus ha kevrinus a-walc'h a c'hellan lâr. Annaig Loizel, heñchourez er mirdi, a zo ouzh mikro Morgane Bramoullé.


Nedeleg ar Gelted kozh

Nedeleg ar Gelted kozh

12/04/2023

Per Vari Kerloc'h, drouizh meur Breizh, a oa betek e Radio Kerne evit lakaat ar gaoz war gouelioù an drouizhed, orin kelt Nedeleg ha talvoudegezh an natur, an heol hag al loar er c'hredennoù-se. Ha chomet e oa o prederiañ war plas ar maouezed ha pouezh ar yezh e kredennoù an drouizhed hag ar Gelted kozh. Div abadenn da selaou en-dro amañ. Ouzh mikro Morgane Bramoullé.


Frankiz ar Gelted kozh

Frankiz ar Gelted kozh

12/04/2023

Per Vari Kerloc'h, drouizh meur Breizh, a oa betek e Radio Kerne evit lakaat ar gaoz war ar gouelioù kelt ha chomet e oa o prederiañ war plas ar maouezed ha pouezh ar yezh e kredennoù an drouizhed hag ar Gelted kozh. Evitañ eo ar brezhoneg ur prenestr digor war kredennoù ar Gelted kozh.


Sellet deus an tren gant karantez

Sellet deus an tren gant karantez

12/04/2023

Goude ur bloavezh labourioù, eo adkroget an trenioù da ober al liamm etre Brest ha Kemper. War ar bloavezhioù diwezhañ e oa deuet an hent-houarn da vezañ re gozh. N'helle ket an trenioù mont buhanoc'h eget 60 kmad/e etre Kemper ha Landerne. Bremañ e ya buhanoc'h en dro, hag e zo muioc'h a eskemmoù etre an div c'hêr. 9 mont-ha-dont a vez bep devezh ar sizhun bremañ, e plas ar 6 a oa a-raog. D'an 10 a viz Kerzu e oa bet lidet digorradur al linenn adnevezaet. Un digorradur war an ton braz gant an dilennidi, mez ivez tud boutin oc'h implij an tren pa oa digoust an devezh kentañ. Bernez Rest a oa en o zouezh. An den 'n eus kalz a garantez evit an hentoù-houarn hag o zrenioù. Un abadenn gant Tunvezh Wlagen-Grandjean.


Institud ar gallaoueg

Institud ar gallaoueg

12/04/2023

Institud ar gallaoueg a zo bet krouet nevez 'zo ha kalz labour a zo d'ober ! "Kant bloaz dale" a vefe ! Met da betra servij an institud-mañ ? Pet den a zo gouest da safarat galloueg hiziv an deiz ? Petra eo ar gallaoueg a-benn ar fin ? Jérôme Bouthier a labour en institud e Roazhon ha setu 'neus respontet deomp ... e brezhoneg !


Kalon Dardoup

Kalon Dardoup

12/04/2023

Deomp da Vro-Dardoup en-dro 'ta ! Yann Meur a zo en abadenn ar wech-mañ, da ginnig Kalon Dardoup deomp. 'Blam' da gontañ istor ha kultur bro ar C'hastell-Nevez en deus savet ar film-mañ, asambles gant e vab Goulc'henn. Ul lec'hienn Internet a zo bet digoret ivez : Webdoc Dardoup.


Yann-Fañch Kemener hag ar c'han da zañsal

Yann-Fañch Kemener hag ar c'han da zañsal

12/04/2023

Un abadenn war ar sonerezh gant Yann-Fanch Kemener, unan deus kanerien bouezusañ Breizh. Ar bloaz-mañ zo bet embannet div bladenn gantañ. Daou raktres disheñvel krenn. Amañ vo preget dreist holl deus ar bladenn "Dañs". Kavet vez warni tonioù da zañsal, neuze, evit ar pep brasañ outo. Savet eo bet asambles gant e driad : Heikki Bourgault deus ar gitar, hag Erwann Tobie deus bouest-an-diaoul. An digarez a zo ar bladenn, klevet vo sell Yann-Fañch Kemener war ar c'han da zañsal, ha war e vuhez kaner. Un abadenn savet gant Tunvezh Wlagen-Grandjean


Paotr e valizenn

Paotr e valizenn

12/04/2023

Pezh-c'hoari nevez Teatr Piba a oa bet kinniget d'an dud d'ar c'hwec'h a viz Kerzu e sal an Arthémuse e Brieg. "Paotr e valizenn" a vez graet deusoutañ ha diwar testenn Mike Kenny eo bet savet, Boy with a suitcase. Asambles gant Radio Kerne en deus labouret Teatr Piba adarre a-benn sevel Paotr e valizenn. Benjamin Bouard a zo bet welet penaos oa an traoù a-raok an abadenn gentañ. Ar gomedianez Mai Lincoln, leurenner ar pezh-c'hoari Thomas Cloarec hag an teknikour Gwenole Peaudecerf a zo ouzh e vikro.


Première Précédent Suivant Dernière