An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

13/04/2023

Graet e vo anaoudegezh gant Etienne Abily, paotr Plougin bet ganet e 1930. Kontañ a raio e eñvorennoù : an eil brezel bed, e c'honge e bloavezhioù 50 ha modernadur brusk al labour-douar d'ar mare-se.
Ur pennad-kaoz kaset a-benn gant Yann-Fañch Kerneis.


Lakaat brezhoneg Eusa da vont da varv da vev!

Lakaat brezhoneg Eusa da vont da varv da vev!

13/04/2023

Lakaat brezhoneg Eusa war wel en-dro. Setu pezh 'zo 'ba soñj Ronan Pellen. Ar soner gitar 'zo 'ba Roazhon o chom 'neus dikoachet nevez 'zo eurezvioù a enrolladennoù tud Eusa graet gant Padrig Gouedig e-kerzh ar bloavezhioù 80... Diwar se 'neus divizet studiañ an enrolladennoù ha deskiñ brezhoneg an enezenn... Enez Eusa lec'h ma 'ya da chom ingal abaoe 2 vloaz. Muioc'h a displegadennoù gant Ronan Pellen …. Emañ gant Erwan Blanchard.


Qi Qong, Movnat Taïchi... Ober war dro e gorf hag e spered gant Erwan Kloareg

Qi Qong, Movnat Taïchi... Ober war dro e gorf hag e spered gant Erwan Kloareg

13/04/2023

Diwall e gorf hag e spered 'rankfe ober an nen un tammig muioc'h moarvat… Gall 'reer mont da vale, da gouronkañ, prederiata evit sioulaat hag en em santout gwelloc'h sur deoc'h. Posubl eo ivez mont war du teknikoù 'deu eus pell 'vel an Qi Qong 'zo un doare jimnastik eus Sina diazezet war ul labour da gempouezhañ an energiezhoù korf ha spered. Qi Qong, Mouv' Nat ha Taï-Chi 'zo kinniget deomp gant Erwan Kloareg 'zo kelenner war an teknikoù se... 'ban Uhelogoad ha 'ba Gwiseni.


Tan er menezioù Are : peseurt efedoù war ar beoliesseurted ?

Tan er menezioù Are : peseurt efedoù war ar beoliesseurted ?

13/04/2023

4000 devezh-arat zo bet devet e-pad an hañv. Peseurt efedoù war ar bioliesseurted ? Klevet e vo testeni G.G. Gwen o chom e Boneur, Bernez Jezekel, ezel deus Breizh Beo, ha Jean-Noel Ballot, ezel deus Breizh beo ivez, hag a studi al lapoused abaoe 20 bloaz.


An treuskemm energiezh e broioù Brest ha Landerne Daoulas

An treuskemm energiezh e broioù Brest ha Landerne Daoulas

13/04/2023

Penaos espern energiezh e-pad ar goañv ? An ajañs lec'hel Tinergie a ginnig d'an dud ur sikour evit reneveziñ o tiez. Klevet e vo Glen Dissaux, prezidant ar gevredigezh.


Enez Vartinik : " 30% deus an anvioù-familh bet roet d'an dud goude steuz ar sklavelezh a zo goapaus "

Enez Vartinik : " 30% deus an anvioù-familh bet roet d'an dud goude steuz ar sklavelezh a zo goapaus "

13/04/2023

Sophie Privat a zo ganet e bro Martinik, met desavet eo bet e Breizh. Gant ar c'hoant anavezout gwelloc'h he orinoù he deus divizet mont da chom eno. Bloaz 'zo emañ hi e Martinik bremañ. Ganti vo preget deus istor, ekonomiezh, yezhoù, pe c'hoazh deus ar stourm a oa bet enep vaksin ar c'horonavirus, ha deus an dilennadegoù prezidant e 2022.

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Gradnjean.

Sonerezh an abadenn :
- « Marie Jeanne poco mo », gant Ti Emile ;
- « Piblisite », gant Dédé Saint Prix ;
- " Ah lala ", gant Méryl ;
- " La martinique ", tennet deus ar bladenn Léritaj Mona.


"Le chant des sardinières", hengoun ar c'han e bro Vigoudenn en XXvet kantved.

"Le chant des sardinières", hengoun ar c'han e bro Vigoudenn en XXvet kantved.

13/04/2023

« N'eo ket bro Vigoudenn bro ar c'hanaouennoù », « N'eus ket bet dalc'het hengoun ar c'han e brezhoneg er broioù war vord ar mor ». Setu ar pezh a vez soñjet a-wezhoù. Ma n'eo ket ken pinvidik bro Vigoudenn evel ma eo broioù all evit ar pezh a sell ar c'hanouennoù e brezhoneg, zo bet tud 'zo, euruzamant, hag o deus prouet e oa peadra da zeskiñ ha da zaspun eno ivez ! Marie-Aline Lagadig he deus tremenet he buhez o tastum kanaouennoù gant tud ar vro, o kanañ anezho, hag o kelenn anezho da dud all. Div bladenn a oa bet embannet ganti hag he merc'h, Klervi Rivière, e 2006 ("Le chant des sardinières") ha 2016 ("Tout le monde sur le pont"). Mez ar c'hoant zo deuet dezhi bloaz paseet da zisplegiñ d'an dud deus pelec'h e teue ar c'hanaouennoù-se. Ul levr zo bet skrivet ganti neuze, « Le chant des sardinières », deus anv ar bladenn gentañ.

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Sonerezh :

---
« Ma 'mi bet liv ha paper gwenn »
---
« Pa voen ba ti ma mamm »
---
« La Bigoudène de Pont L'Abbé »
---
« Gwerz an Titanic »


A-dreñv ar blob emañ an enklask

A-dreñv ar blob emañ an enklask

13/04/2023

" A-dreñv ar blob emañ an enklask", a zo ur programm enklask perzhiañ gant ar CNRS.

Deuet eo ar blob da vezañ brudet e bro C'hall marteze dreist-holl dre c'hras da labour un enklaskourez deus ar CNRS hag he skipailh. Mez ouzhpenn vulgarizañ he labour, eh implij Audrey Dussutour ar blob da zesachiñ an dud davet ar skiantoù. Lakaat a ra an dud da gemer perzh en un enklask a vez kaset er mare-mañ gant he laboratouer. Hag e touezh ar 15 000 den bet kaset protokoloù da benn er gêr evit ar CNRS, e oa Annaig Rouxel.

Ganti e ouiimp hiroc'h war ar bleiz-bihan iskis-mañ, ar blob, ha war ar protokoloù enklask he deus lakaet en pleustr du-se, en he zi.

Un abadenn savet Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Tonioù :

---
« Désert » gant ar Sekou Trio
---« The first disciple » gant Tamino


50 vloaz eo Dastum !

50 vloaz eo Dastum !

13/04/2023

Er bloavezh 1972 e oa bet krouet ar gevredigezh Dastum, gant 6 soner yaouank. Gant ar c'hoant e voent rannañ gant ar re all an enrolladennoù tonioù o doa bet garet e Breizh Izel. Ar c'hwec'h den-se a voe Patrick Malrieu, bet prezidant kentañ Dastum, Michel Premorvan, Daniel L'Hermine, Jean-Yves Le Maitre, Gi Jakob hag Yves Berthou.

En abadenn an Divskouarn o Nijal-mañ e tistroomp war 50 vloavezh a avañtur, asambles gant an dud o deus bevet anezhi.

Klevet vo Yves ha Hermeline Berthou, Yann-Bêr Premel, Iffig Troadeg, Veronique Perennoù, Pêr-Yves Petilhon, ha Malik ar Rouz.

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

En abadenn e vez klevet tonioù tennet deus pladenn 50 vloaz Dastum :

---
un ton kavotenn sonet gant Yves Berthou ha Fañch Perennes
---
« Kimiad Paotred Plouilio » gant Marie-Josèphe Bertrand
---
« O tistreiñ deus a Bloneour-Traezh » gant Roger Premel
---
« Tri Martolod Yaouank » gant Nicole Pochig


VALPENA, priziañ al labour pesketiñ da geñver ar modoù labour nevez

VALPENA, priziañ al labour pesketiñ da geñver ar modoù labour nevez

13/04/2023

Penaos goût da belec'h e ya ar besketerien da besketiñ ? Setu ur goulenn a zedenn kement an enklaskerien hag ar c'homiteoù pesketiñ. Asambles o deus krouet ar programm VALPENA, Priziañ al Labour Pesketiñ da geñver ar Modoù Labour Nevez.

Yuna Roumier 'n eus tremenet ar 6 miz diwezhañ da enklaskiñ e pep porzh Penn-ar-Bed, ha goulennata pep pesketer ha pesketourez da c'hout da belec'h e yeont da besketiñ.

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Tonioù :
---« Itron an Dorgenn », gant an Duo du Bas
---« Doujañs » gant Youn Kamm
---« Torokh » gant Dakha Brakha


Suivant Dernière