An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Kervreizh, un idantelezh vreton e Pariz

Kervreizh, un idantelezh vreton e Pariz

13/04/2023

Gant Armel Sec'h emaomp, livourez ha skrivagnourez anezhi. Kontañ a ra hiriv deomp he bugaleaj e Pariz. Ur mod brav evitomp da c'houzout hiroc'h war ved ar brezhoneg hag ar Vretoned er gêr vraz, e Kêrvreizh.

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Tonioù :

---"Kantik ar baradoz" gant Mestroniezh Breizh
---"Pa dremen an elec'h e oabloù va ene..." skrivet gant Maodez Glanndour, sonet gant Mariannig Larc'hanteg (1972)


"Dañsal dindan ar glav", poltred tener krign-bev ar vronn

"Dañsal dindan ar glav", poltred tener krign-bev ar vronn

13/04/2023

Hiriv an deiz zo ur vaouez diwar eizh hag a zo trapet gant krign-vev ar vronn. Ha mont a ra an niver-se war gresk.

Gant ar chadenn Frañs 3 zo bet produet un teul-film e brezhoneg da zigarez ar mizvezh Roz 2021. Ar film « Dañsal indan ar glav » a heuil Elen gKloareg, hag he deus bet da stourm enep ur c'hañser nebeut a amzer 'zo. Filmet eo al Leonadez gant Goulwena an Henañ.

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Tonioù :

---« Cé a chuirfidh tú liom » gant Arcanadh (2004)
---ton telenn gant Elen gKloareg
---« An Alarc'h » skrivet gant Camille Saint-Saëns, sonet gant Yo-yo Ma, ha Kathryn Stott
---« Chante de là où tu es » gant Lior Shoov


Anna Mouradova, brezhonegerez Rus a vro Jeorjia

Anna Mouradova, brezhonegerez Rus a vro Jeorjia

13/04/2023

Hiriv e yimp d'ober ur veaj vraz deus tu ar Reter Nesañ, asambles gant Anna Mouradova.

Anna Mouradova a zo enklaskourez, skrivagnourez ha troourez. Anavezet eo e Breizh evit bezañ troet skrivagnerien Rus ha Jeorjad e brezhoneg. M'eo ganet Anna e Moskva, eo he un Asirianez deus tu he zad, hag a oa a orin deus bro Jeorji. Hag o chom e Tbilisi ema-hi hiriv an deiz, kêr-benn bro Jeorji.

Ganti neuze e kerzh an abadenn e vo lakaet ar gaoz war sevenadur ar re Asirian, war ar mod m'eo deuet da breg ken brav brezhoneg, ha war ar skrivagnerien bet troet ganti.

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Tonioù :

---" Khigga Yaqoora " gant Sonia Odisho
---"Ioro", gant Dato Kenchiashvili, Bichiko Navrozashvili, hag ar strollad Taoba
---" Koat-houarn ha Fañchig bihan " gant ar strollad Barzaz
---" Legenda o Tbilisi " gant ar strollad Mziuri
---« Oj, da ty, Kalinushka », gant Bek


Ur wenodenn da zizoleiñ glad naturel Ploveilh

Ur wenodenn da zizoleiñ glad naturel Ploveilh

13/04/2023

Deomp da bourmen dre wenodennoù bro C'hlazig, asambles gant Gwenaig Viol, heñchourez en Ulamir.
Goude pevar bloaz labour eo echuet sevel e Ploveilh ur wenodenn da zisplegiñ an natur. Ar raktres a zo bet kaset da benn etre an « Ulamir e bro Glazig », ha lise Liorziñ Kervernez e Ploveilh. Gant Gwenaig Viol eo bet kenurzhiet ar raktres deus ar penn kentañ betek ar fin.
Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean
Tonioù :
---" Saflikad " gant Barba Loutig
---" Road to Sfat " gant Davka
---" Badinerie " gant Johann Sebastian Bach
---" Sawa " gant Awori


KAOUT PE NOMPAS KAOUT BUGALE ?

KAOUT PE NOMPAS KAOUT BUGALE ?

13/04/2023

Izel awalc'h eo an niver a dud n'o defe ket c'hoant kaout bugale. Pemp den diwar gant nemetken a vefe e Bro C'hall, hervez ar sifroù embannet gant an INED (ensavadur ar studioù demografel) e 2010, hag an niver-se a chom stabil abaoe. Choazoù buhez a oa chomet e-maez ar gaoz betek un nebeut blaovezhioù'zo. Met, muioc'h mui bremañ, e klever tud, merc'hed dreist-holl, youl gante da gaozeal eus an hent-buhez disheñvel o deus choazet, eus ar c'heuz o deus da vezañ graet bugale, zoken, evit reoù'zo. En abadenn-mañ 'vo klevet komzoù tud chomet divugel, skeudenn ur gevredigezh o cheñch, e-lec'h ma vez dispaket aesetoc'h ar santimañtoù pe traoù personel. C'hwec'h testenni, peder flac'h ha daou baotr o toullañ kaoz en un doare disanv, mersi bras dezhe. Un abadenn savet gant Rose Le Troadec tonioù : « Quand la bogue dort », Gwenojenn, Soïg Sibéril (ton kinnig ha diskinnig) « Nihavent Oriental », Sultan's secret door, Istanbul Oriental Ensemble « Lo que vendrá », Gran Bazar, Les Tromano


Vivian Maier : New York, Chicago

Vivian Maier : New York, Chicago

13/04/2023

Betek an 29 a viz Mae e c'heler gwelet luc'hskeudennoù Vivian Maier e mirdi an Arzoù Kaer e Kemper kement hag e mirdi Pont Aven. Bet on o weladenniñ an diskouezadeg gant Annaick Loizel, heñchourez e Kemper. mbaq.fr Tonioù : Frank Sinatra, Killing me softly Duo du bas, La vieille


Apartheid e Israel

Apartheid e Israel

13/04/2023

D'ar 1añ a viz C'hwevrer zo bet embannet gant Amnesty Internation un danevell a-bouez. Goude 4 bloaz a labour o deus kinniget d'ar bed disoc'h o enklask diwar-benn stad an traoù e Israel. Splann eo ar pezh a zo embannet ganto, ur stad a ziforc'hidigezh eo Israel, un apartheid a zo bet lakaet e plas etre an Israeliz yuzev hag ar re n'int ket, ar Balestinianed. O rannañ ar bobl e mod-se e c'hell Stad Israel derc'hel da drevadenniñ an douaroù tro-dro dezhañ. Setu ar pezh a zispleg deomp Yves Jardin, ezel eus France Palestine Solidarité en abadenn An Divksouarn o Nijal.


Louis Spinec, diwar-benn an SNSM e Douarnenez

Louis Spinec, diwar-benn an SNSM e Douarnenez

13/04/2023

Louis zo bet martolod e vuhez-pad. P'eo bet e retred en deus roet amzer d'an SNSM (Société Nationale de Sauvetage en Mer). Prezidant ar stasion eo abaoe un nebeut sizhunioù: gwask n'eus ket, anavezout a ra ar vicher.


Avel Corre, sevener filmoù

Avel Corre, sevener filmoù

13/04/2023

Kroget eo ar realizatour da ziskouez an eil film berr bet graet gantañ. 'Termaji' eo e anv. Marteze ho peus dalc'het soñj ivez eus 'An dianav a rog ac'hanon'? Tri c'hard eur evit ober anaoudegezh gant Avel, ha gant e oberenn war sevel.


Maelenn Bernard, ar skrivañ da bareañ

Maelenn Bernard, ar skrivañ da bareañ

13/04/2023

Bet eo Maelenn Bernard da benn all ar bed, flemmet gant he yaouankiz hag he c'huriusted. Karet he deus ar gweledvaoù, an dud, ur gwaz, ha chomet eo pelloc'h eno evitañ. Evel merc'hed all he deus lakaet un tammig amzer araok tec'hout kuit, pellaat ouzh ar feuster hag ouzh an deizioù arvarus. Ha p'eo bet prest he deus skrivet hec'h istor, evit pareañ, ha lakaat urzh en he soñjoù.


Première Précédent Suivant Dernière