Ouzhpenn levrioù ha bandennoù treset 'vez kinniget lenn e mediaouegoù Kemper Kummuniezh : unan eus palioù servij ar glad e mediaoueg an Ursulinezed staliet e kreiz kêr Kemper a zo dastum kelaouennoù ar vro, talvoudus evit istor ha glad Bro Gerne. Ronan Debel o labourat evit ar glad er vediaoueg a ginnig deomp ur gelaouen ganet tost 50 vloaz zo. La Taupe Bretonne da zizoloiñ e mediaoueg an Ursulinezed e Kemper.
Penaos 'c'heller bezañ Breton ? Ne vo ket komzet hiziv deus levr mil anavezet Morvan Lebesque met deus hini Rozenn Milin embannet warlene. Per Mens Pegail eus mediaoueg an Erge Vras a ginnig Questions d'identité, pourquoi et comment être breton ? deomp.
Ali lenn Per Mens Pegail ar sizhun-mañ, n'eo ket gwall laouen. Kinniget 'vo gantañ ul levr bet skrivet gant un antropologour/ekonomour o tiouganañ fin an denelezh a-raok pell. Le dernier qui s'en va éteint la lumière, Paul Jorion da amprestiñ e mediaouegoù Kemper kummuniezh.