Ali lenn ar sizhun

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

L'Ordre du jour

L'Ordre du jour

12/04/2023

Per Mens Pegail, e karg eus mediaoueg an Ursulined a ginnig deomp al levr tapet gantañ priz Goncourt 2017 : L'Ordre du jour gant Éric Vuillard Da emprestiñ e mediaouegoù Kemper kummuniezh.


La Taupe Bretonne

La Taupe Bretonne

12/04/2023

Ouzhpenn levrioù ha bandennoù treset 'vez kinniget lenn e mediaouegoù Kemper Kummuniezh : unan eus palioù servij ar glad e mediaoueg an Ursulinezed staliet e kreiz kêr Kemper a zo dastum kelaouennoù ar vro, talvoudus evit istor ha glad Bro Gerne. Ronan Debel o labourat evit ar glad er vediaoueg a ginnig deomp ur gelaouen ganet tost 50 vloaz zo. La Taupe Bretonne da zizoloiñ e mediaoueg an Ursulinezed e Kemper.


Edouard Manet et Berthe Morisot, une passion impressionniste

Edouard Manet et Berthe Morisot, une passion impressionniste

12/04/2023

Ur vandenn dreset kinniget hiziv gant Maryse Evrain, Edouard Manet et Berthe Morisot, une passion impressionniste gant Le Galli ha Marie Jaffredot, embannet gant Glénat.


Tropiques de la violence

Tropiques de la violence

12/04/2023

Tropiques de la violence gant Natacha Appanah, ur roman diwar-benn stad fall Mayotte, ha buhez un toullad eus an annezidi eno. Dibab Per Mens Pegail eus mediaoueg an Erge Vras eo.


Questions d'identité, pourquoi et comment être breton ?

Questions d'identité, pourquoi et comment être breton ?

12/04/2023

Penaos 'c'heller bezañ Breton ? Ne vo ket komzet hiziv deus levr mil anavezet Morvan Lebesque met deus hini Rozenn Milin embannet warlene. Per Mens Pegail eus mediaoueg an Erge Vras a ginnig Questions d'identité, pourquoi et comment être breton ? deomp.


Sur les ailes du monde

Sur les ailes du monde

12/04/2023

Sur les ailes du monde gant Fabien Grolleau ha Jérémie Royer gouestlet da buhez JJ Audubon, unan eus an ekologourien gentañ, setu dibab Per Mens Pegail e karg eus mediaoueg an Erge Vras.


L'archipel d'une autre vie

L'archipel d'une autre vie

12/04/2023

L'archipel d'une autre vie gant Andrei Makine, kinniget gant Per Mens Pegail deus mediaoueg an Erge Vras da emprestiñ e rouedad mediaouegoù Kemper kummuniezh


The South

The South

12/04/2023

The South gant Colm Toibin, kinniget gant Maryse Evrin eus mediaoueg an Ursulinezed. Ur roman buhez diwar-benn ur iwerzhonaedez dreist-ordinal. Da vezañ amprestet war rouedad mediaouegoù Kemper Kumuniezh.


Le dernier qui s'en va éteint la lumière

Le dernier qui s'en va éteint la lumière

12/04/2023

Ali lenn Per Mens Pegail ar sizhun-mañ, n'eo ket gwall laouen. Kinniget 'vo gantañ ul levr bet skrivet gant un antropologour/ekonomour o tiouganañ fin an denelezh a-raok pell. Le dernier qui s'en va éteint la lumière, Paul Jorion da amprestiñ e mediaouegoù Kemper kummuniezh.


Le nexus du Docteur Herdmann

Le nexus du Docteur Herdmann

12/04/2023

Le nexus du Docteur Herdmann, Nancy Cress, ul levr faltazi gant harozed gozh kinniget gant Per Meñs Pegail deus mediaoueg an Erge Vras


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ