Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Chapel Sant-Visant

Chapel Sant-Visant

13/04/2023

C'est en compagnie de notre ami Kristof Bernard que nous serons à 11h ! Il est natif de Plouay et très attaché au patrimoine de sa commune. Aujourd'hui il nous fait visiter la chapelle de St-Vincent Ferrier et nous raconte son histoire.


Daniel Kline-Dubois 2/2

Daniel Kline-Dubois 2/2

13/04/2023

Daniel Kline-Dubois a gelenn ar brezhoneg, ar saozneg hag ar galleg da dud vras en Oriant hag er bed a-bezh dre internet. Getoñ e vo komzet a-ziàr e feson da gelenn hag a-ziàr ar langajoù dre-vras. Sonerezh : Eliane Pronost - an hini a garan José Kalloc'h - me zo ganet e-kreiz ar mor Lali - an eostig


Trezol an Ardeven 1/2

Trezol an Ardeven 1/2

13/04/2023

Diàr-benn un trezol e vo komzet en abadenn-mañ ! Get Daniel Carré e vo displeget deomp petra eo danvez ar levr "Le trésor d'Erdeven / Teñzor an Ardeven" a zo bet embannet nevez zo get TIR ha Ti Douar Alre. Lodenn gentañ.


Trezol an Ardeven 2/2

Trezol an Ardeven 2/2

13/04/2023

Daomp en-dro da Bleuwigner da selaou doc'h Daniel Carré é komz diàr-benn danvez ar levr "Le trésor d'Erdeven / Teñzor an Ardeven", a zo bet embannet nevez zo, hag a-ziàr istoer an disparti etre an Iliz hag ar Stad. Eil lodenn.


Yaouankiz ha brezel e Bubri

Yaouankiz ha brezel e Bubri

13/04/2023

Daomp da di ar re gozh "ar stêr glas" en Henbont. Get André Malardé ha Pierrette Le Goualec, a Vubri, e vo komzet ag amzer ar brezel hag o yaouankiz. Sonerezh : Lucien Capitaine - ur menac'hig yaouank Odile Le Moustarder - Madelon Ponpon Kanerion Laolan - ur gaer a vestrez Désiré Le Franc ha Raymond Lucas - la petite Jeanette Dominique Poulériguen ha Pascal Salvar - ar vamm-gaer


C'hoariva e Pont-Skorf

C'hoariva e Pont-Skorf

13/04/2023

Diàr-benn c'hoariva e vo komzet hiziv, get Jean-Yves Charreteur. Komedian eo en ur pezh a-zivout ar brezhoneg, anvet "elle se niche où ma langue", a vo c'hoariet e miz Mae àr leurenn ar sal "le Strapontin" e Pont-Skorf. Sonerezh : Roland Becher ha Régis Huiban Laz-kaniñ Penn ar Bed Jo Sergent ha Samuel an Henanff Paulo-Kergozien


Daniel Kline-Dubois 1/2

Daniel Kline-Dubois 1/2

13/04/2023

Daniel Kline-Dubois a gelenn ar brezhoneg, ar saozneg hag ar galleg da dud vras en Oriant hag er bed a-bezh dre internet. Getoñ e vo komzet a-ziàr e vuhez hag e vicher. Sonerezh : Jorj Belz - ar barkizion istr Sharon Shannon - the big mistake


Dilhad Pourlet

Dilhad Pourlet

13/04/2023

Ni zo vont da 'gozeal hiriv ag an dilhad breton a vro Pourlet. Cheñchet o deus ur bochad a-c'houde an 19vet kantvet kar a-raok oaint livet pasabl met daet int da vout du a-gaoz oe gwasket an dud get ar relijion hag ar bejin oa ret gober pa varve un den er familh...


Penaos 'vez savet ur prenestr

Penaos 'vez savet ur prenestr

13/04/2023

Hiriv eh amb da visitañ un atelier bras get ur menuzer yaouank. Fabrice Malardé a laboura en embregerezh Art Bois Concept e Pondi. Eñ 'zispleg deomp toud pezh a vez graet gete aze ha penaos e vez savet ur prenestr, lakaamp, aboe er penn-ketañ : kemer muzulioù en ti menn 'vho lakaet er prenestr, choajañ ar c'hoad, troc'hañ, livañ, montañ, ur yoc'h labour a zo, hag interesant kaer eo ! . Sonerezh : - Le Bour - Bodros : Café vert - Planchée : La forge - Barok : Dañs-tro ar saozon e Kenekan


Tud paour met eürus

Tud paour met eürus

13/04/2023

Marcel Hervio a Landevan zo geneomp hiriv. En 'oa jañdarm àr jao pa oa yaouank. Marcel 'neus kojet din ag amzer z yaouankiz pa oa paour an dud met eürus rhewezhañ. Ni 'gomañs da gojal a Gouel Nedeleg.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ