Ni a ya da barrez Ploe da visitañ chapel Sant Visant, get un den ho peus klevet meur a wezh er radio, Kristof Bernard. Eñ a gonta toud pezh a faota gouiet diàr-benn chapel Sant Visant.
Musig :
---Job Harnay : Ganet ba Ploe
---Jean Ar Meut : Lakeit de greskein
---Véronique Broussot : Markiz ar Pontkelleg
Pierre ha Cécile Nignol a gonta deomp penaos e veze kempennet ar gouec’hioù hag ar fetanioù. An dour ne veze ket dismantet kar distell e lâre Pierre ha Cécile, hemb dour n’hella ket bevañ nag ar loñned nag an dud…
Musig :
---Faest : Malgré la pluie et l’orage
---Pierre Nignol, Ar Vugulez
---Wipidoup : Le glissement
---Violent Femmes : It’s gonna rain
Denise Le Franc a Gemperle zo tost 100 vlez bremañ. He ‘oa 16 vez pa zo bet diskleriet ar brezel.
He gonta he yaouankiz, edan ar bombezennoù…
Musig :
---Véronique Bourjot : Lorient
---Jeannine Kemener : Soubenn Laezh
---Germaine Gargasson : Skolaerezig Kemperle
Daomp en-dro da Vendon da selaou doc'h Jean-Paul Rieux. Getoñ e vo komzet ag an amzer baset hag a-ziàr an Drouzerion, ar bare kanerion mil vrudet dre-mañ ha pelloc'h mem, kar emaint bet é soniñ beatk an Amerik ! Sonerezh : Trouzerion - Merc'hed Sant-Filiberzh Dir Ha Tan - Pa oan-me bihan Laride Lokmaria-Kaer
Daomp da Lannarstêr da selaou doc'h Marilou Pochic. Ag ur bochad traoù e vo komzet geti : Enez-Groe, e mignon José Kalloc'h, he micher mestrez-skol, ar strollad teatr "C'hoarivari", ar strollad kanerezed "An Diaoul ha Peder"... Ha komzet e vo ag ar levr a zo bet skrivet geti diàr-benn traoù hag a zo paset e Groe e-pad an eil brezel bed, a vo embannet e miz Mae get Groix Editions. Sonerezh : An Diaoul ha Peder - Prizonidi Groe Ar vreuder Drean - kas-ha-barzh
Daomp en-dro da Lannarstêr da selaou doc'h Marilou Pochic. Geti e vo komzet ag ar levr a zo bet skrivet geti diàr-benn traoù hag a zo paset e Groe e-pad an eil brezel bed, a vo embannet e miz Mae get Groix Editions. Komzet e vo ivez a-zivout treuzkas ar brezhoneg. Sonerezh : Morwenn Le Normand ha Roland Conq - Pemp loen bihan Kanerion an Oriant - Kenavo deoc'h, gwir Vretoned An Diaoul ha Peder - Mac Do
Kergaradeg eo añv ar gêr menn ema ganet René Bernard. E Langonnet ema, just e-tal un taouarc'heg ! René Bernard a yae d'ober foenn du-se. Ha durand ar brezel e cherre an dud an tourb ewit gober tan, ewit tommañ an ti ha kempenn boued. Dañjerus e c'hella bout mont d'an taouarc'heg-se. René 'neus soñj eo bet lonket ur vuoc'h det an tourb...