Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Kreiz Mintin  - Alan Noac'h - Lodoag

Kreiz Mintin - Alan Noac'h - Lodoag

22/01/2025

Ur paotr àg ar Porzay eo hinnezh. Ha neuzen e vez kaojet geton brezhoneg mod Porzay. Oet on da welet Alan Noac'h.Hinnezh oe oet get Mark ar Briz da enrolliñ kanourion ha kanourezed ba broioù an Oust hag ar Lie. Ni' beus kaojet a-ziàr benn ar pemp levr skrivet gete.
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Eugénie Bellego a Blerin

Eugénie Bellego a Blerin

12/12/2024

"Mouche ton nez !" Setu neuzen ar ger ketan hag a oe bet desket get he mamm ba galleg.
Eit an abadenn Kreiz Mintin-mañ on oet da atersiñ Eugénie Bellego. Honnezh emañ é chom ba Plerin a-us an davarn he doe dalc'het durant 38 vlez. Ni'beus kaohet a-ziàr an davarn, un den lazhet ha he buhez dre vras.
Eit ar wezh-sen a oen ambrouget get Fulub Bauche a Vignen. Ale ! Tosteit d'ar post. Tapit ur gadoer. Eur Kreiz Mintin eo hag àr RBG emañ.
Muzik
Barzaz - N'eo ket n'ho ti tavarnourez
The Bexar County Boys - Dark Days Ahead
H.3.F feat. Benjamin Viarney - Cultivation
Un abadenn kinniget get Jañlug er Mouel


Jean-Yves Plourin - Lezenn Koedigoù

Jean-Yves Plourin - Lezenn Koedigoù

27/11/2024

Petra eo an diforc'h etre ur gwaz mat hag ur gwaz mat ? Petra dalv Lezenn Koedigoù pe c'hoarzh an SMS ?
Oet on da welet Jean-Yves Plourin, kelenner ba Skol Veur Brest ha ba e retret bermañ. Ni'beus kaojet a-zivout ar brezhoneg : ar liammoù, ar sandhi, ar liveoù yezh, hirded ar vogalennoù hag ur yoc'h traoù-erell.
Un abadenn kinniget get Jañlug er Mouel
Muzik :
ELOI - Soleil Mort
Manu Kerjean - Parrez Langoned
Le Bot / Chevrollier - Kas a-barh
Alim Qasimov + Alireza Ghorbâni - Chera Chera


Tresolioù Kreiz Minti - Julienne Le Borgne

Tresolioù Kreiz Minti - Julienne Le Borgne

11/10/2024

Ni zo vont de glevet ur vouez a gornad an Oriant. Julienne Le Borgne doe komzet da Loeiz Konan ag ar feson ma veze groet anaouedigeh tre an dud yaouank gwerall a-raok dimeziñ. He a gaojza ag ar gomzerion festoù. Ne veze ket kredet goulenn berped, ne veze ket lâret "ya" doc'htu, ne oè ket aes berped !
Muzik :
Julienne Bourdiec- Hag er lané oèn dimeet.
Louise Galliot - En hoant diméein
Etienne Pallec, Louis Nicol, Jo Mourriec - ma faot deoh me demein.


Alan Goulven b'an Itali - Lodenn 1

Alan Goulven b'an Itali - Lodenn 1

11/10/2024

Ni ya da barez Landaol hiriv da welet Alan Goulven. Eñ a vourra voyajiñ. Oet eo daou vlez zo d'an Itali ha kountañ a ra deomp pezh neus gwelet aze. Ni zo vont da gaojal b'an abadenn mañ diàr kerioù Palmanova, Venizia, Milano ha Trieste !
Muzik :
Skolvan- Boules et Guirlandes
SkeeQ - randig Älg Marsch
Serot Janvier & la groove cie - Tourdec
Canzionere delle Lame - son la mondina


Yvette Lhomme a Golpoù

Yvette Lhomme a Golpoù

19/09/2024

Me 'meus c'hoarzhet ! Oeit on doc'h tu Kolpoù da welet Yvette Lhomme. Ha ni'beus bet bourrabl !! Honnezh zo ge ha lan a joe. Ma'lar deoc'h !
Ni 'beus kemeret amzer eit kaojal a-ziàr :
---he bugaleaj ba Genin
---he boiaj da Baris hag he buhez labour
---ar retret ba Breizh
---ha traouigoù-erell
Muzik :
---Yvette Lhomme - Frankadoull
---Allen - Cobradores de Impostos
---Derdiyoklar - Dam Ustunde Uzun Uzun Bacalar
---Duo Kalanso - Coeur Navigant
Un atersadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Marcel Le Masson

Marcel Le Masson

09/09/2024

Marcel Le Masson zo ganet ba Kergrist ba 1933. Marcel n'en deus ket kaozeet galleg a-raok en deus bet 8 vlez a-gaoz eo chomet get e vamm-gozh ha n'he doe ket c'hoant de gas anehoñ d'ar skol ! Marcel a gontañ an dra-se deomp hiriv.
Photo : Claire Le Masson (mersi bras dezhi !)
Muzik :
Peutêtrejeanne : Palco Quatro
Chomel rei en douar
N'hellan ket mui me mamm
Les Frères Quéré - Suite Montagne_Ton diwezhañ _ Ar serjant major (1996)
Ad Vielle que Pourra : Kas a-barzh
Carré Manchot : Kost-a-c'hoed


Anna a Laoulan - ar C'hambodj

Anna a Laoulan - ar C'hambodj

28/05/2024

Graet eo bet tro ar bed get Anna a Laoulan. Kustumet eo da vont d'ar C'ambodj lies a-walh. Kaojet vo geti a-ziàr benn ar boued, ar pimant, ar moto, Gouil an Dour ha traoù-arall.
Muzik :
The Cambodian Space Project - 5 Lady Cows
Denise Noaye - O Laoulan
Sochi - Lazy Husband Blues
Veillon + Petri - Koriezdeki
Huab vwj + Selena Lor - Roj Dab Nqus Ntshav


Trezolioù Kreiz Mintin - Arsène Le Crom

Trezolioù Kreiz Mintin - Arsène Le Crom

07/05/2024

Archiv un abadenn enrollet get Monique Le Boulch e 1995. Arsene Le Crom a Gerfourn oe kalve. Kaozet vez geton a-ziàr benn an oustilhaj hag e vicher.


Fulup Vouadec - Gober bourrabl get ar c'hezeg !

Fulup Vouadec - Gober bourrabl get ar c'hezeg !

17/04/2024

Fulub Vouadec hag e familh emañ é chom ba'ar Faoued.Un dachenn lec'h ma vez kavet pemp jao hiriv an deiz. Pa oe yaouañkoc'h a oe kustumet da vont da voyajiñ dre Vreizh eit ar vakañsoù get ar familh, ar c'hezeg, ur c'harr hag e voisined. Ur sapre avañtur !


Da-heul Diwezhañ