Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Monique Le Boulc'h - Gouilioù Pask

Monique Le Boulc'h - Gouilioù Pask

08/04/2024

Monique a lara deomp petra a dalv Pask ha penaost eo lidet ar fest-sen. Komañs a ra amzer ar pardonioù. Displegiñ a ra penaost e veze àr dro an Ignel.
Muzik :
Julienne Le Hay - Be zo pell zo amzer
Little Simz - Woman
Dimone - Celui qui t'a puni l'a fait
Hervé Lesvenan - Gevred


Francine Lavolé - Lan ar veg hag an difren

Francine Lavolé - Lan ar veg hag an difren

26/03/2024

Francine Lavole àg an Arzhanoù a zo ganet ba'un dachenn a-raok ar brezel 39-45. Dalc'het he deus soñj àg an amzer-sen. Kaozal a ra a-ziàr an amzer ha pa oe kroedur, ar brezel, he micher tavarnourez.
Eil lodenn an abadenn a zo un archiv enrollet get Monique er Boulc'h. Aterset eo bet Louise Beuzec a-àg an Arzhanoù ivez. Honnezh oe labourerez douar.
Muzik :
Andre hag Irene Drumel - Silvestig
Anne Auffret ha Yann-Fañch Kemener - Deuit geniñ mañ plac'hig yaouañk
Subcarpati - Numai Unii Stiu Sa Asculte


Trezolioù Kreiz Mintin - Armel Herrieu

Trezolioù Kreiz Mintin - Armel Herrieu

21/03/2024

Un atersadenn kaset da benn get Marie-Laure Groix e 1997. Armel Herrieu, mab Loeiz Herrieu, a gaoza a-ziàr benn e dad, Dihunamb, ar brezhoneg hag ar brezel.
Muzik :
Ottis Coeur - Labrador
Ghost Funk Orchestra - Eyes of Love
Louis Nicolas - Merc'hed Rianteg
Pierre Jehanno - Mab ar Brigand


Anna a Laoulan - Bokedi ba Hawaii ha tousegoù ba'ar C'hambodj

Anna a Laoulan - Bokedi ba Hawaii ha tousegoù ba'ar C'hambodj

19/03/2024

Ken bourrabl oe bet ar wezh getañ ! Dibabet am eus da vont tre bedek Laoualan eit atersiñ Anna ur wezh arre. Ni 'beus kaozt a-ziàr benn ar veingeuzioù, ar filajoù, ar c'han hag ar voyajoù.
Muzik :
Sahar Mohammadi - Deltang
Nava - Ar Paotr Eured Arajet
Rosalie Bellec - Ar verjerennig treiset
Cred Ca Sunt Extraterestru - In Largul Meu


Jean-Michel Le Cunff a Laoulan

Jean-Michel Le Cunff a Laoulan

12/03/2024

Ar vuhez ba'un dachenn e-kreiz bourc'h Laoulan. Ar skol, ar c'hezeg, ar vicher tredaner.


Anna a Laoulan - Istoerioù fentus hed-ha-hed ur vuhez stert a labour

Anna a Laoulan - Istoerioù fentus hed-ha-hed ur vuhez stert a labour

04/03/2024

Anna a zo ganet ba ur familh labourizian douar ba Laoulan. Aet eo d'ar skol du-sen beteg ar sertifikat. Doc'htu àrlec'h eo aet da labourat ba tachennoù ar vro hag àrlec'h ba'ur c'hastell. Labouret 'neus ivez ba meingleuzioù get he gwaz ha er fin, ba ur farmasi.


Momo Jouano

Momo Jouano

04/03/2024

Momo Jouano a zo ba'e retret berman. Met hinnezh a zo bet kelennour hed-ha-hed e vuhez. Kontin a ra deomp penaos eo arivet an dra-sen dre forzh kafeal get e veme hag he voisined.


Jeanine Kemener - a Brizieg

Jeanine Kemener - a Brizieg

04/03/2024

Jeanine he deus fichet ur bochad er vro. Ganet eo ba Langoned, dilojet he doe da Brizieg get he zud pa oe bitig ha aet eo da zec'hel un dachenn d'an Ignel get he gwaz àrlec'h an eured. Honnezh he deus paset he buhez ba'tachennoù. Honnezh a gonta deomp penaos a base an traoù.


Monique Le Boulc'h - Dastumerez er vro

Monique Le Boulc'h - Dastumerez er vro

04/03/2024

Monique Le Boulc'h a zisplega penaos he deus komanset da vont da welet an dud eit enrollin anezhe. Get pesort dafar ha traoù a sort-sen.


Marie-Louise Rannou àg Eliant - Ar vuhez ba' Gourin

Marie-Louise Rannou àg Eliant - Ar vuhez ba' Gourin

04/03/2024

Me'm eus rankontret Marie-Louise ba Ehpad Gourin. Ag Eliant eman met chanjet he doe lec'h get he zud ha pa oe bitig. Honnezh a lara deomp perak ha penaos.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ