E kompagnunezh ar gomedianez Camille Le Jeune ! Digarez he doa bet da gomz diwar he buhez ha diwar he micher ouzh mikro RKB un nebeud sizhunioù zo. War digarez mizvezh ar brezhoneg e oa deuet da Di ar Vro Gwengamp da ginnig Héritages. Ur pezh-c'hoari ma vez kontet un istor-familh ganti. Un istor meur a dudenn liesliv enni hag un arvest tener ha farsus war un dro... Hudu emañ Camille Le Jeune o vont da gontañ deoc'h da gomañs peseurt mod he doa desket ar vicher komedianez... Ur gaoz enrollet gant Tomaz Laken hag Anthony Guignard e miz Meurzh 2023.
Camille Le Jeune a vo o c'hoari pezh disul 21 a viz Mae da geñver ar gouel Les rivières aériennes a vo e Logivi-Plougraz. Ur fest aozet gant ar c'hompagnunezhioù Via Cane ha Hirundo Rustica, asambles gant La Convergence des Loutres ivez ha gant sikour Radio Kreiz Breizh...
Moarvat ho peus klevet komz eus ChatGPT, an ostilh bet lañset e miz Du 2022 gant an embregerezh amerikan OpenAI. ChatGPT zo un chat savet diwar tretamant otomatek al lavar. Gallout a ra toullañ kaoz ganeoc'h dre skrid a-drugarez d'ar speredegezh artifisiel pe d'an « naouegezh » artifisiel evel ma vez lâret c'hoazh. Ha chomet e oa boemet meur a hini er mizioù tremenet o c'hoût e oare ChatGPT distripañ un tamm brezhoneg ! En tu-hont d'an ostilh-mañ e vo klasket goût dre ar pennad-kaoz-mañ peseurt interest a zo d'ar speredegezh artifisiel lakaet da dalveout evit hom yezh... Un tamm eus ar respont gant daou zen a oa deuet e komañsamant miz Meurzh da Di ar Vro Gwengamp da luskañ ur gaozeadenn war ar sujed : Gweltaz Duval-Gwennok a zo o labourat war un aplikasion, un arload « digejañ ar vouezh », ha Mélanie Jouitteau, enklaskerez war skiantoù al lavar er CNRS...
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
Evit ar sizhun e kinnigomp deoc'h selaou ur pennad-kaoz bet enrollet da geñver Gouel Levrioù Karaez a oa bet e fin miz Here 2022. E-pad daou zevezh festival o doa gallet ar Vretoned ober anaoudegezh gant al lennegezh katalanek ha gant skrivagnerien deus Katalonia. E-mesk ar Gatalaned a oa deuet da Garaez e oa Pol Guasch, ur skrivagner yaouank bet ganet e Tarragona, war vord ar mor Kreizdouar. Torkadoù barzhonegoù zo bet savet gantañ hag ur romant kentañ diwar e bluenn oa deuet er-maez e 2021. Ur romant anvet Napalm al cor (Napalm er galon). Troet oa bet e galleg n'eus ket pell zo hag embannet gant an ti-embann La Croisée. Tomaz Laken oa bet o kontañ kaoz gant Pol Guasch. Troet e oa komzoù ar skrivagner war an tomm gant Núria Garcia.
« Devezh ar c'hleuñioù » a oa bet ba Sant-Nigouden, e kreiz Breizh, d'ar sadorn 8 a viz Here 2022. Da heul un devezh kentañ bet aozet e Speied e miz Even, e oa en em vodet en-dro meur a gevredigezh a-benn lakaat war droad un darvoud all, da vroudañ an dud da soursial muioc'h ouzh pinvidigezh an argoad. En deiz-se e oa bet ur brezegenn-diviz a ginnige d'an dud en em soñjal war ar mod da zifenn ar c'hleuñioù a vez diskaret c'hoazh herie-an-deiz. E-mesk an dud pedet da gomz e oa an istorour Léandre Mandard, a zo gant un dezenn diwar-benn istor an adlodennañ e Breizh hag ar stourmoù a zo bet enep dezhañ dre ar vro, evel oa bet e Trabrien, e-tal Karaez...
Setu ur valeadenn ‘kostez Chapel ar Seizh Sant er C’houerc’had, e Bro Dreger gant Bastian Guillou en deus bevet er C’houerc’had a-viskoazh. Kontañ ra deomp ur bern traoù diwar-benn ar Chapel, diwar-benn mojenn ar gouskerien ha diwar-benn ar pardon kristen ha muzulman ‘vez eno bep bloaz e miz gouere. E-mesk istorioù-all e tizoloomp piv ‘oa Louis Massignon, an den en devoa roet ul liv muzulman da pardon ar Seizh Sant adalek ar bloavezhioù 1950. Gant Bastian Guillou e reomp tro feutenn ar Seizh Sant, tro ar chapel hag ar c’hraou a zo dindan. Ha kement ha bezañ e vilajenn ar Seizh Sant ez eomp betek gwezenn faou Kervinihy, ur wezenn gaer gwriziennet war un dosenn, ur c’hilometrad hanter ac’hann.
Atersadenn gant Rose Troadeg
Muzik : Jean-Ange Le Bourdonnec, Hajar Masbah, Jean-Luc Thomas et Gabriel Faure.
Penaos lakaat asambles arz, stourm hag istor en un diskouezadeg ? Setu an tamm pariadenn oa bet graet gant izili Unvaniezh demokratel breizh, an UDB neuze, e miz Gwengolo 2022 e Lannuon, en ur sevel un diskouezadeg bihan gant skritelloù ar strollad politikel.
Un dregont skritell bennak, arouezel deus ar prantad anvet gante ar prantad « Bouton d’or », a zo bet diskouezet e tavarn ar Flambard e kreiz-kêr Lannuon.
Hervé Latimier ‘zo ezel deus an UDB abaoe ar bloavezhioù 1970, ha dilennad e kuzul-kêr Lannuon hag er gumuniezh kumunioù. Eñ en devoa bevet prantad « bouton d’or » ar strollad politikel evel just. Reiñ ‘ra deomp e sell war ar skritelloù-se. Un digarez da geñveriañ ar modoù da stourm en ur gevredigezh o cheñch.
Atersadenn : Rose Troadeg
Muzik : Tammoù kanaouennoù : Youenn Gwernig, Gilles Servat, Edven Kirjuhel. Alain Barrière : Keleier Plogoff, Storlok
Tammoù diskour : ar c’hannad Paul Molac e-pad manisfestadeg an 13 a viz Meurzh 2021 e Kemper
D'an 12 a viz Gwengolo e oa bet graet foar gezeg Bulad-Pistien. Evit an daou c'hant pemzekvet gwech ha tri-ugent ! E-skeud ar pardon e teu bep bloaz da Vulad gwellañ saverien kezeg ar vro da goñkouriñ. Hag evit ar bloaz ne oa ket ret d'an dud kaout na mouch nag aotre-tremen-yec'hed ! Hag e oa bet kaer an amzer war ar marc'had ! Adalek 9e30 da veure e oa krog ebeulien ar bloaz da dremen dirak ar juri... Bet oa Tomaz Laken o kontañ kaoz gant ar saverien ha saverezed kezeg, ur reujad araok komañsamant ar c'hoñkour, e-keit ma oant o lakaat propr o loened... Pennadoù-kaoz gant If Bronneg, deus Plone'-Kintin, Alain Berthelot, deus Kallag, Annie Konan, deus Laruen, ha Yann-Bêr Gwiader...
Ar Gregenn dour dous, pe meskl dour dous, pe c’hoazh mulette perlière e brezhoneg flour a zo ul loen gwarezet mat bremañ gant mab-den. Peogwir eo ul loen a lâr deomp-ni e peseurt stad ‘mañ ar rinieroù. ‘Blam d’ar berlezenn a oa enni a wezhoù eo bet tapet milieroù dionti hag aet diwar-wel kazi gant-se. Ha dre m’emañ bresk he buhez gant kalite an dour eo un abeg vat evidomp gwareziñ dour ar rinieroù da leuskel ‘nezhi en peoc’h.
Pierrick Pustoc’h a labour ‘ba Breizh Bev ha tremen ‘ra daou devezh bep sizhun oc’h ober war-dro d’ar kregenn en dour, war-dro d’ar re a zo desavet gant Breizh Bav e Brasparzh ha da glask gouzout hirorc’h war he buhez ha war stad an traoù gwechall. Gant-se en deus graet anaoudegezh gant Roger Kozler, paotr a Picardie, ur vilajenn ‘ba kumun Sant-Nikolaz ar Pelem, war vord ar Fawdel, ur sterig lec’h ma oa kalzig a c’hregenn a-raok.
Klevet ‘vo anezhe o daou evit Pennad-kaoz ar sizhun.
Emañ Yoran Embanner o tremen eus daouarn Yoran Delacour da re Alan Kloareg, stourmer yaouank eus kreiz Breizh. Divizet en deus embanner Fouen' treuzkas frouezh e labour... Ouzhpenn 200 levr bet embannet gantañ abaoe ar bloaz 2003 ! Liesseurt eo an danvez : levrioù war Breizh evel-just, natur ar vro, he glad, hec'h istor... E-pad pevar bloaz warn-ugent e oa bet Yoran Delacour o labourat evit Coop Breizh araok sevel e di-embann. Lârout a ra deomp deus pelec'h e teu e garantez evit al levrioù...