Pennad-kaoz ar sizhun

Radio Kreiz Breizh

Liamm eilet er golver.

Ar redadeg 2024

Ar redadeg 2024

08/12/2023

Emvod-meur ar Redadeg a vo d'ar Sadorn 16 a viz Kerzu e Gwengamp. Un digarez evit komz deus ar Redadeg 2024 emaint o prientiñ. Ur Redadeg 2222 km. Gopridi ar gevredigezh, Cyril Lelong, Fulup Kere ha Tifenn Siret a respont da goulennoù Enora Molag.


Ti feurm Wazh wenn e Plufur

Ti feurm Wazh wenn e Plufur

17/11/2023

War kumun Plufur, war tossennoù Bro Dreger, nepell deus ar mor, emañ tri den o staliañ un ti feurm laezh deñved. Yoann Colas, Agathe Valory hag Olivier Peaudeau a zo gant ar soñj degas laezh ha fourmaj deñved bio d'ar c'hantinennoù ha da sevel un ti feurm evit degemer a bep seurt tud.
Ti feurm Wazh wenn, douget gant GAEC Dour Elego a za da brenañ 72 devezh-arad dre Liamm an Douar. Ar gevredigezh-mañ a bren douaroù dre arc'hant postet gant an holl evit ma vefe aesoc'h d'ar venajerien.ezed n'em staliañ hag evit ma vefe an douar ur mad perc'hennet gant an holl.


Treuzkas anvioù al loened ha plant

Treuzkas anvioù al loened ha plant

14/11/2023

Ar c'hinnig a zo graet deoc'h bremañ a zo digeri~mat ho tivskouarn !
Hag e anavezit mat kan al laboused ? Gwelet 'vo...
E-kerzh vakañsoù an Hollsent e oa bet aozet ur staj natur gant Stumdi. Ar pal anveout gwelloc'h al loened hag ar gwez. Kaset e oa ar staj gant Padrig Drean ha 5 stajiad.ez a oa war-dro dezhañ e-pad an devezh e Ekomirdi Sant-Degan.
Ur reportaj gant Enora Molac


Gwerz Denez, ul levr buhez

Gwerz Denez, ul levr buhez

08/11/2023

Ul levr nevez gant Denez Prigent a zo o paouez bezañ embannet, Gwerz Denez. Ar c’haner mil vrudet a zo tost-tre deus arz ar werzhenn abaoe pell. Un arz a-gozh ha deus ar re pinvidikañ, un arz dibar er bed ha douget gant ar yezh brezhonek hervezañ. El levr-mañ, lec’h ‘n eus skrivet kant c’hwec’h gwerzhenn ha tregont, eo bet kanet gantañ un ugent bennaket dija war e bladennoù.


Adreiñ talvoudegezh d'ar vicher sekretour.ez ti-kêr

Adreiñ talvoudegezh d'ar vicher sekretour.ez ti-kêr

16/10/2023

Ar sklêrijenn a vo lakaet ganeomp herie war ur vicher ha n'eo ket gwall anavezet... Ar vicher sekretour pe sekretourez-mêri !

Poan o devez ar parrouzioù da gavout tud da zont d'ober ar vicher-se, ispisial ar parrouzioù bihan war ar maez. En Aodoù-an-Arvor e vankfe ur c'hant bennaket a dud da zont da glokaat an ezhommoù. Ha ken diaes all an traoù e peurrest ar vro hervez kont. E Kledenn-Poc'hêr da skouer, e Penn-ar-Bed, he deus ur sekretourez ti-kêr ranket distreiñ eus he retred peogwir ne oa bet kavet den ebet da ramplas anezhi !

Ur c'hinnig lezenn da adreiñ talvoudegezh d'ar vicher sekretour pe sekretourez-mêri oa bet votet gant ar senedourien ha kaset d'ar Vodadenn Vroadel e miz Even ar bloaz-mañ. Mont a ra an traoù war-raok hervez kont rakkar e miz Gwengolo e oa bet anvet an depute Marie-Agnès Poussier-Winsback da zanevellerez ar raktres lezenn-se...

Setu neuze hudu un tañva eus ur vicher interesant hag e servij an dud. Ur vicher gant mil micher e-barzh hag a vez graet gant merc'hed alies. Hiroc'h gant tud eus kanton Kallag. Gant Silvi Gwezennek, sekretourez-mêri e Plougonver, e kreisteiz Bro-Dreger, ha Yannig Larvor, maer Plourac'h. Ar c'haozioù-mañ oa bet enrollet gant Tomaz Laken e fin miz Eost ha penn kentañ miz Gwengolo...


Stourm a-enep ar poulloù-dour bras-bras

Stourm a-enep ar poulloù-dour bras-bras

03/10/2023

Mont a ra war gresk ar stourm a-enep ar poulloù-dour artifisiel savet evit al labour-douar. Kalz a dud hag a aozadurioù disheñvel ac'h a bremañ d'ober al luskad-se. Lakaet zo bet war wel gante c'hoant un nebeud hiniennoù da sachañ an dour dezhe diwar-goust ar re all. An hiniennoù-se eo tud « Kop an dour » e departamant an Deux-Sèvres. Gwasket e vez war ar stourmerien hardizh ba'r momant-mañ. E miz Gwengolo e oa bet prosezioù a-enep dezhe c'hoazh. Koulskoude eo anat d'an holl dud bremañ pegen prizius eo an dour. Bet omp o kontañ kaoz gant daou zen eus kreiz Breizh hag o deus kemeret ar c'hiz da heuliañ ar manifestadegoù a-enep ar "megabasinoù". Tudual hag Odile o deus bet digarez da dostaat da veur a vegabasin...

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken


Stourm evit servij trummadoù ospital Karaez

Stourm evit servij trummadoù ospital Karaez

19/09/2023

Deus ar stourm evit urjañsoù Karaez e vo komzet e pennad-kaoz ar sizhun-mañ !
Kloz eo degemer an urjañsoù noz ha deiz e ospital Karaez abaoe komañsamant an hañv. E miz Eost e oa bet prometet gant Ajañs Rannvro ar Yec'hed ha gant an itron Feuillade, renerez kreizenn ospital Brest-Karaez, e vije addigoret ar servij trummadoù adarre adalek penn kentañ miz Gwengolo. Met d’an 30 a viz Eost e oa bet embannet er c'hontrol e chomfe serr deus noz c’hoazh, etre 6e30 d’abardaez betek 8e beure. Abaoe sizhunioù e ranka tud ar vro mont d'an urjañsoù da Vrest, da Wengamp pe da Vontroulez... Hervez pennoù bras an ospital ne vefe ket tu d'ober mod-all abalamour ma vanka medesined-urjañsoù. En koler emañ dilennidi, sindikalisted ha tud ar vro. 3000 anezhe o devoa manifestet e-tal an ospital d’al lun 4 a viz Gwengolo. En o-mesk e oa un daou-ugent a bomperien, o doa pozet o zokarnioù war an douar da ziskouez e oant perzh er stourm. D’ar yaou 7 e oa n’em vodet 300 den dirak an ospital da 9 e beure evit mont da Gemper, dirak prefeti Penn ar Bed o c’houlenn dilez an renerez an ospital. Ur sizhun war-lerc’h, d’ar yaou 14 e oa bet degemeret difennerien.ezed an ospital gant Ajans Rannvro ar Yec’hed ha renerez an ospital. Tro kreisteiz eo deuet ar vanifestadegerien e savadur an ARS ha stanket an dud eno e-pad 4 eurvezh.
Setu neuze un tamm rentan deus an div sizhunvezh stourm-man, o c’houzout e vo ur vanifestadeg all e Kemper d’an 30 a viz Gwengolo.


100 vloaz ganedigezh Georges Perros gant Louis-Jacques Suignard

100 vloaz ganedigezh Georges Perros gant Louis-Jacques Suignard

13/09/2023

E fin miz Eost 2023 e oa bet lidet kant vloaz ganedigezh Georges Perros. Hennezh oa deuet er bed kostez Pariz. Met aet e oa da Zouarnenez da chom er bloaz 1959. E kêr ar Pennoù-sardin e oa bet o vevañ gant e familh e-mesk an dud. Eno en doa skrivet danvez meur a levr barzhoniezh deuet da vezañ brudet-kaer evel Poèmes bleus, Papiers collés pe c'hoazh Une vie ordinaire. Louis-Jacques Suignard, barzh ha muzikaner eus Bro-Dreger, a gonta demp hiroc'h war an den kurius-se.

Ouzhpenn kant barzhoneg digant Georges Perros zo bet lennet hag enrollet gant Louis-Jacques Suignard da reiñ deoc'h da glevout oberenn ar barzh. Da selaou emaint war RKB eus al lun d'ar sadorn en diskar-amzer-mañ. Hag en podkast [AZE] (https://www.radiobreizh.bzh/programme/10816) .
E-kerzh ar pennad-kaoz e klevfet ivez bommoù tennet eus film Paul-André Picton, [Une vie ordinaire ] (https://www.youtube.com/watch?v=Cb2KH8O_dPA) (1971).



"Les chansons du cousinage", kanaouennoù boutin etre Normandi ha Norzh Amerika

"Les chansons du cousinage", kanaouennoù boutin etre Normandi ha Norzh Amerika

07/07/2023

Niverus eo bet an Normanted o tivroañ d'an « Nouvelle-France » er seitekvet hag en driwec'hvet kantved. Ar re-se ne zeue ket kalz tra gante war ar vag a zegase anezhe en tu all d'ar mor bras. Met dont a rae memestra ar pezh a oa e-barzh o fenn, evel ar c'hanaouennoù lakomp !

E fin ar bloaz tremenet e oa deuet er-maez « Les chansons du cousinage ». Ul levr kaer gant div bladenn leun a ganaouennoù bet enrollet er Frañs hag e Norzh Amerika. Un oberenn a gont deomp istor ur glad kanet a zo bev-bev hudu-an-deiz c'hoazh en daou du d'ar mor bras ! A-hed un dri-ugent son bennaket ha kement-all a bennadoù e vefet kaset d'ar C'hebek, d'an Akadi, da Louiziana ! Met ivez da gornôg Kanada : Manitoba, Saskatchewan, Alberta... Da veur a lec'h er Stadoù-Unanet ha betek en Antilhez...

Hiroc'h gant an istorourez Eva Gwilhorel a zo e-mesk an dud o deus savet al levr. Hennezh zo bet embannet gant ar gevredigezh La Loure a zo un tamm « Dastum » mod Normandi.


GAEC des Froments 'ba Duaod

GAEC des Froments 'ba Duaod

19/05/2023

E Duaod, war vord ar C'horong, emañ staliet ti-feurm Jean-Baptiste hag Anna Menguy Lefeuvre gant o saout laezh. Ranket o deus dilojañ deus Lantig, kichen an aod, abalamour e veze gwerzhet an douaroù feurmet gante. Setu neuze Jean-Baptiste Le Feuvre o komz deus o zi feurm, deus ar fed bezañ bet dilojet, deus Biolait hag all. Hag e-kreiz an atersadenn eo deuet Anna da welet ac'hanomp, un onerez a oa o alañ ha ne dremenet kt gwall vat an traoù...