Ur blantenn, un istor

Radio Kreiz Breizh

Liamm eilet er golver.

An iliav gant Marzhin

An iliav gant Marzhin

13/04/2023

Hiriv emaomp gant Marzhin Guihard e Ti ar C’hoadoù er Chapel-Nevez. Deus Brest emañ met amañ e labour evel buhezour natur. Ha peseurt plant 'n eus dibabet da ginnig deomp neuze? Hum, hum, selaouit ta !


Ar melchon gant Dorig

Ar melchon gant Dorig

13/04/2023

Hiriv emaomp gant Dorig Le Cras e Tremargad. Labourat a ra ba'n Ti Feurm pedagogel. Degemeret vez tud eno, bugale dreist-holl, evit klasoù dizoloiñ peotrament kampoù vakansoù. Ha peseut plant a zo bet dibabet gant Dorig neuze ? Ar melchon ! Selaouit 'ta !


Ar burlu gant Christine

Ar burlu gant Christine

13/04/2023

Greomp un tamm tro kichen Mael-Karaez, amañ emañ Christine Dubois. Kalz a abadennoù diwar-benn ar jardin he deus graet evit RKB. Hag hiriv omp degemeret en he zi evit komz diwar-benn ur fleur gwez a gaveer alies bar' vro: ar burlu. Selaouit 'ta !


Koad kanoù gant Jean-Daniel

Koad kanoù gant Jean-Daniel

13/04/2023

Jean-Daniel Bourdonnay a zo chom e Tregorn, kichen Groñvel. Ur gwenaner eo, gounit a ra mel, pollen ha propolis ivez. Dibabet 'neus da rannañ ganeomp e sonj diwar-benn ur blantenn a blij kalz dezhañ met ivez. d'ar gwenan evel just. Ar c'hoad kanou (pe koad kelvez) ! Selaouit ta !


An haleg gant Christine

An haleg gant Christine

13/04/2023

Graomp un tamm tro kichen Mael-Karaez, amañ emañ Christine Dubois. Kalz a abadennoù diwar-benn ar jardin he deus graet evit RKB. Hag hiriv omp degemeret en he zi evit komz diwar-benn gwez a gaveer alies bar' vro: an haleg. Selaouit ta !


An asperjez gant Michel

An asperjez gant Michel

13/04/2023

M'emaoc'h o chom e Rostrenn, marteze e anavezit Michel Simon. Michel a oa skolaer er skol diyezhek e-pad bloavezhioù, ha plij a ra dezhañ liorzhañ. Emañ o vont da zisplegañ deomp penaos gounit ur spesad legumaj na vez ket gwelet ken ba' hol liorzhoù hag a c'houlenn un tamm muioc'h a basianted evit boaz: an asperjez ! Selaouit ta !


Ar skampiola gant Isabelle

Ar skampiola gant Isabelle

13/04/2023

Gant Isabelle Caignard emaomp en ur vilajenn deus Karnoed. Isabelle a ginnig atelierioù evit treuzkaz traoù d'an dud, da skouer penaos ober paneroù gant plantennoù glas, kutuilh gwinizh ha gwinizh du, ober bleud, fardañ bara ha krampouezh, pe c'hoazh liorzhañ hag implijout teknikoù evit mirout legumaj. Kinnig a ra meur a blant evit hon abadenn. Peseurt plantenn a vo hiriv ? Ar skampiola pe boked-laezh! Selaouit ta !


Ar gwinnizh poulard gant Pierre-Yves

Ar gwinnizh poulard gant Pierre-Yves

13/04/2023

Hiriv emaomp gant Pierre-Yves Le Panse e Tregorn, kichen Groñvel. Gant Aymerik e produont toazennoù gant meur a gouenn ed ! Marteze e anavezit yell vras, yell vihan (l'épautre), gwinizh blé tendre pe c'hoazh gwinis du. Met Pierre-Yves zo o gounit ur spesad-all ispizial-tre ivez: ar gwinizh poulard. Selaouit ta !


Kentañ Kent