Ur blantenn, un istor

Radio Kreiz Breizh

Liamm eilet er golver.

Ar c'honkombrez gant Marilia

Ar c'honkombrez gant Marilia

13/04/2023

Hiriv emaomp gant Marilia Petit. E Tremargad emañ o chom, met e-pad dek vloaz e oa o chom ba' Bro Rusia. Desket hon eus brezhoneg asambles gant Roudour ar bloaz-mañ. Hag emañ o vont da ginnig deoc'h ul legumaj a zo a-bouez ba' Bro Rusia… ha memes tra e oa hadoù adkaset ganti ma peus c'hoant ! Selaouit 'ta !


Ar brug gant Jean-Daniel

Ar brug gant Jean-Daniel

13/04/2023

Jean-Daniel Bourdonnay a zo chom e Tregorn, 'kichen Groñvel. Ur gwenaner eo, gounit a ra mel, pollen ha propolis ivez. Dibabet 'neus da rannañ ganeomp e soñj diwar-benn ur blantenn a blij kalz dezhañ met ivez… d'ar gwenan evel just… Ar brug ! Selaouit ta !


An drez gant Isabelle

An drez gant Isabelle

13/04/2023

Gant Isabelle Caignard emaomp en ur vilajenn deus Karnoed. Isabelle a ginnig atelierioù evit treuzkaz traoù d'an dud, da skouer penaos ober paneroù gant plantennoù glas, kutuilh gwinizh ha gwinizh du, ober bleud, fardañ bara ha krampouezh, pe c'hoazh liorzhañ hag implijout teknikoù evit mirout legumaj. Kinnig a ra meur a blant evit hon abadenn. Peseurt plantenn a vo hiriv ? An drez ! Selaouit 'ta !


An turc'h gant Isabelle

An turc'h gant Isabelle

13/04/2023

Gant Isabelle Caignard emaomp en ur vilajenn deus Karnoed. Isabelle a ginnig atelierioù evit treuzkaz traoù d'an dud, da skouer penaos ober paneroù gant plantennoù glas, kutuilh gwinizh ha gwinizh du, ober bleud, fardañ bara ha krampouezh, pe c'hoazh liorzhañ hag implijout teknikoù evit mirout legumaj. Kinnig a ra meur a blant evit hon abadenn. Peseurt plantenn a vo hiriv ? An turc'h ! Selaouit 'ta !


Ar bezv gant Anne-Laure

Ar bezv gant Anne-Laure

13/04/2023

Hiriv emaomp gant Anne-Laure Nicolas ba' Eko Domani Koad an Barz e Melioneg. Amañ e labour asambles div gevredigezh ha daou embregerezh evit sevel ur bed disheñvel dre un doare all da labour. Hag unan deus obererezhioù ekonomikel zo tro-dro ur gwez… Met peseurt gwez neuze? Ar bezv ! Selaouit 'ta!


Ar spern gwenn gant Laurent

Ar spern gwenn gant Laurent

13/04/2023

Emaomp gant Laurent Gall deus bro Kallag. An "Ethnobotaniste" eo. Da lâret eo ez a da selaou tud deus pep lec'h e Breizh, tud kozh ha deus ar bed peizanted surtout, evit kompren peseurt mod vez implijet ha sellet ar plant bremañ ha gwechall. Hag hiriv e vo rannañ ganeomp un nebeut istorioù diwar-benn unan deus ar plant kinniget ba' e levrig "Continuités bocagères"! Selaouit ta!


Al linad gant Isabelle

Al linad gant Isabelle

13/04/2023

Hiriv emaomp gant Isabelle Regnault e Ti ar C’hoadoù er Chapel-Nevez. Deus Pleumeur-Bodou emañ met amañ e labour evel buhezourez natur. Ha peseurt plant 'd eus dibabet da ginnig deomp neuze ? Hum, hum, selaouit 'ta !


Ar penn ognon gant Isabelle

Ar penn ognon gant Isabelle

13/04/2023

Gant Isabelle Caignard emaomp en ur vilajenn deus Karnoed. Isabelle a ginnig atelierioù evit treuzkaz traoù d'an dud, da skouer penaos ober paneroù gant plantennoù glas, kutuilh gwinizh ha gwinizh du, ober bleud, fardañ bara ha krampouezh, pe c'hoazh liorzhañ hag implijout teknikoù evit mirout legumaj. Kinnig a ra meur a blant evit hon abadenn. Peseurt plantenn a vo hiriv ? Ar penn-ognon! Selaouit ta !


Ar boked roz gant Michel

Ar boked roz gant Michel

13/04/2023

M’emaoc’h o chom e Rostrenn, marteze e anavezit Michel Simon. Michel a oa skolaer er skol diyezhek e-pad bloavezhioù. Emañ o vont da zisplegañ deomp penaos ober war dro ouzh ur fleur brudet-kenañ ba' hol liorzhoù. Selaouit ta!


Ar stagerez gant Isabelle

Ar stagerez gant Isabelle

13/04/2023

Gant Isabelle Caignard emaomp en ur vilajenn deus Karnoed. Isabelle a ginnig atelierioù evit treuzkaz traoù d'an dud, da skouer penaos ober paneroù gant plantennoù glas, kutuilh gwinizh ha gwinizh du, ober bleud, fardañ bara ha krampouezh, pe c'hoazh liorzhañ hag implijout teknikoù evit mirout legumaj. Kinnig a ra meur a blant evit hon abadenn. Peseurt plantenn a vo hiriv ? Ar stagerez! Selaouit ta !