Tramor

Radio Kreiz Breizh

Liamm eilet er golver.

Planxty ha the bothy band

Planxty ha the bothy band

11/03/2024

Daou strollad e penn ar revival er bloavezhiou 70 neus padet pell ha gwell ba spered and dud giz an daou strollad brudetañ vit reiñ nerzh en dro d'an hengoun. ur Folk hengounel, hag un hengoun Rock N Roll ma karit!
[ Récupérez vos fichiers ] (https://wetransfer.com/downloads/73f6655f3c1d84ec14927bd30451542120240311132053/af671da61e66bcc8f240a7fb7639e07b20240311132111/ae4493?trk=TRN_TDL_01&utm_campaign=TRN_TDL_01&utm_medium=email&utm_source=sendgrid)


The Chieftains

The Chieftains

26/02/2024

Strollad brudetañ sonerezh trad iwerzhon : muioc'h vit 40 pladenn gwerzhet, sonnet dirak millionou a dud... Deoc'h da brofitañ ha da glevet istor ar bodad sonerien zo bet barzh.


 Sonerezh iwerzhon er stadou unanet

Sonerezh iwerzhon er stadou unanet

20/02/2024

Niverus an irlanded er Stadoù Unanet, hag abaoe pell ! deuit da c'hout hiroc'h diwar sonerezh kozh hag a vremañ en ur stad neus digemeret ar c'hultur iwerzhon, neus diwanet goude er bed a bezh.


Sonerezh hengounel nevesaet e bro skos hag iwerzhon

Sonerezh hengounel nevesaet e bro skos hag iwerzhon

18/01/2024

Sonerien ha sonerezed digabestr, o krouiñ hag o nevesaat ar sonerezh iwerzhon ha skos a glevomp, ur sonerezh hengounel modernaet, ha dibrenn !


Ar session en Iwerzhon

Ar session en Iwerzhon

12/01/2024

Ken brudet ar Session en Iwerzhon ken eo astennet er bed-a bezh, pe ar c'hontrol ? Deoc'h da glevet istor an abadenn sonerezh, ken kreñv en Irland ken eo deuet da vezañ helfenn vrasañ ar sonerezh hengounel iwerzhon.


Sonerezh Hengounel Euskadi

Sonerezh Hengounel Euskadi

11/12/2023

Ur vro tost douzomp ha ken disheñvel da geñver sonerezh ! Atersadenn Derv Huellou evit selaou douz sonerezh dibar bro Euskadi !


Sonerezh Galicia

Sonerezh Galicia

29/11/2023

Bet eo Sterenn Toscer hag Eliaz ar Bot o pourmen dre hentoù treuz Galisia, o kejañ gant sonerien.ezed ! Un digarez evit lakaat ar gaoz war an hengoun fonnus galisian. bec'h dezhi !


Kanañ e gouzeleg Iwerzhon

Kanañ e gouzeleg Iwerzhon

14/11/2023

Sean nós, Aisling, kanaouennoù da zañsal… Éamon Ó Ciosáin a zispleg doareoù disheñvel da ganañ, e gouezeleg, e bro Iwerzhon. Aterset gant Brewen Favrau, deoc’h-c’hwi d’ober anaoudegezh gant pinvidigezh ar c’han en Irland !


Sonerezh Cape Breton

Sonerezh Cape Breton

27/10/2023

Abadenn gant ar soner Fiddle Sylvain Pourtier war sonerezh Cape Breton, enezenn e reter Skos Nevez e Kanada. grit anaoudegezh gant ur bopl divroet en deus miret e sevenadur ha yezh e touez an indianed hag an akadianed.


Ar c'han saozneg en Iwerzhon

Ar c'han saozneg en Iwerzhon

17/10/2023

Ar c'han en iwerzhon, kanerien ha kanerezed tro dro dezhañ, reoù e penn ar revival pell zo hag ar reoù yaouank o reiñ buhez en dro d'ar Saozneg kanet, en un doare hengounel ha dibar en Iwerzhon !
Pevare abadenn Tramor gant atersadennoù Tara Uhelloù ha Veronique Bourjot.