Un abadenn gaer tremenet en div yezh ar wech mañ : Saozneg ha Brezhoneg. Aterset em eus Rodney Devine, paotr Iwerzhon an Norzh, evit komprenn ha selaou-douz Rebel songs, kanaouennoù disent, a destenn douz buhez an iwerzhonized an amzer mañ amzer. Trugarekaat a ran anezhañ evit bout komzet deus un danvez frommus dezhañ.
Komzet e kornog ar vro, tro dro 50 000 den a gomz gouezeleg skos c'hoaz. Ur yezh en arvar neuze. Pezh zo, ar c'han gouezeleg e bro Skos zo bev buhezek war leurennoù sonerezh trad ! Kanerezed dreist holl, a gelenn ivez ba skolioù sonerezh pe 'kerzh stajoù, 'vit ma chomo bev mat ar mod ispisial da ganañ du se.