A-ramp War'r Gomz

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Yann-Ber Piriou - Troidigiezh

Yann-Ber Piriou - Troidigiezh

13/04/2023

Ar varzhoniezh a ro tu d'un den da lakaat war baper ar pezh a c'hell bezañ start da lâret a-wezhoù, start da eskemm gant ar reoù all. Yann-Ber Piriou a gomz deomp deus an droidigezh-mañ : troidigezh ar santimantoù dre skrid ha troidigezh ur barzhoneg e meur a yezh. Barzhoneg : "Pourquoi n'écrivez-vous pas en français" tennet deus al levr "Kestell-traezh evit kezeg ar mor" gant Yann-Ber Piriou, lennet gant Liliane Thoraval.


Yann-Ber Piriou - Troidigezh II - ar ger tan

Yann-Ber Piriou - Troidigezh II - ar ger tan

13/04/2023

Kendalc'homp gant sujed an droidigezh gant Yann-Ber Piriou, skrivagner liesyezhek. Hemañ a zispleg perak eo fromet muioc'h gant ar ger tan e brezhoneg evit gant ar ger feu e galleg, ha penaos e ra evit treuzkas santimantoù ken kreñv e meur a yezh. Barzhoneg : Yann-Bêr Piriou a gan ul lodenn deus ar ganaouenn "Spered an tan", bet skrivet gant Pêr-Jakez Helias ha lakaet en sonerezh gant Polig Montjarret.


Yann-Ber Piriou - Liamm ar sonerezh gant ar barzhoniezh

Yann-Ber Piriou - Liamm ar sonerezh gant ar barzhoniezh

13/04/2023

Yann-Ber Piriou a zo ur skrivagner a vro-Dreger. Bet o vevañ e Kaledonia Nevez 'pad e vugaleaj, kontañ a ra deomp penaos eo deuet ar varzhoniezh dezhañ. Dre kanaouennoù e dad e brezhoneg hag e galleg eo bet kizidikaet d'ar c'han, ha dre-se, d'ar barzhoniezh. Barzhoneg : Barzhonegoù verr tennet deus levr Yann-Ber Piriou "Kestell-traezh evit kezeg ar mor" lennet gant Liliane Thoraval


Yann-Ber Piriou - Les lais bretons

Yann-Ber Piriou - Les lais bretons

13/04/2023

Evit kaout d'ober gant ur yezh eo mat gouzout eo bet ar yezh-mañ implijet en ul lennegezh uhel gwechall. Evit ar brezhoneg, eo bet "les lays bretons" skouer ar werzhaoueriezh brezhonek. Yann-Ber Piriou a oa kelennet e Skol-Veur Roazhon II ha komz a ra deomp deus ar skridoù-mañ. Barzhoneg : "Mab ar c'hog" tennet deus al levr "Kestell-traez kezeg ar mor" gant Yann-Ber Piriou, lennet gant Liliane Thoraval


Yann-Ber Piriou - Yezhoù en arvar

Yann-Ber Piriou - Yezhoù en arvar

13/04/2023

Penaos treuzkas d'ar re yaouank kuriusted ar yezhoù vihan ? Yann-Ber Piriou a gont deomp pegen pouezus eo da vab-den derc'hel an holl yezhoù. Bet o vevañ e Kaledonia Nevez, heuliet 'n eus istor ar yezh Kanak. Reiñ a ra deomp e sell war stad ar brezhoneg hiriv an deiz. Barzhoneg : Ur barzhoneg skrivet ha lennet gant Yann-Ber Piriou ha n'eo ket bet embannet.


Kentañ Kent