A-ramp War'r Gomz

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Distro ar gwennili - Istor ar fanzin

Distro ar gwennili - Istor ar fanzin

13/04/2023

Ur fanzin dastumad barzhonegoù a zo bet moullet gant merc'hed deus ar vro. Lañset eo bet an afer gant un nebeut tud kustumet da skrivañ ha da dresañ pep hini deus e du. Penaos eo deuet an anv-mañ ? Penaos ijinañ raktresoù seurt-se war hir dermen ? Setu respontoù Tara Uhelloù.


Yann-Ber Piriou - Mont pelloc'h en ur yezh dre ar varzhoniezh

Yann-Ber Piriou - Mont pelloc'h en ur yezh dre ar varzhoniezh

13/04/2023

Petra eo rol ar barzhoniezh 'ba buhez un den ? Perak emañ ken pouezus evit lod skrivañ barzhonegoù ? Yann-Ber Piriou, skrivagner barzhonegoù ha bet kelenner e brezhoneg a gont deomp an interest a c'hell kaout an nen da skrivañ barzhonegoù ha da vont pelloc'h en ur yezh. Barzhoneg : Ur barzhoneg bet skrivet ha lennet gant Yann-Ber Piriou ha n'eo ket bet embannet.


Yann-Ber Piriou - Skrivañ barzhonegoù

Yann-Ber Piriou - Skrivañ barzhonegoù

13/04/2023

Yann-Ber Piriou a gomz deomp deus e douetañs pa skriv barzhonegoù hag e mod da labourat. Barzhonegoù verr a blij dezhañ ha kontañ a ra pegen pouezus eo evitañ anavezout reoù 'zo dre eñvor evit sioulaat e vennozhioù du. Moutig, e gazh a teu d'ober un tamm tro ivez. Barzhoneg : Ur barzhoneg bet skrivet ha lennet gant Yann-Ber Piriou ha n'eo ket bet embannet.


Yann-Ber Piriou - Barzhonegoù stourm hag Añjela Duval

Yann-Ber Piriou - Barzhonegoù stourm hag Añjela Duval

13/04/2023

"Défense de cracher par terre et de parler breton" a zo ul lvr barzhonegoù stourm, skrivet gant meur a hini, e brezhoneg hag e galleg, bet renablet gant Yann-Ber Piriou e 1970. Ul levr pouezus evitañ peogwir, pa oa distroet deus Kaledonia Nevez, en doa c'hoant cheñch penn d'ar vazh da geñver an dismegañs a veve an dud war ar maez da geñver o sevenadur hag o mod bevañ. Hag un nebeut barzhonegoù el levr a zo bet skrivet gant Añjela Duval. Barzhoneg : "Diskar ar c'hleuzioù" gant Añjela Duval, bet skrivet e 1967 hag embannet el levr "Défense de cracher par terre et de parler breton".


Yann-Ber Piriou - Dizoloeiñ barzhonegoù Añjela Duval

Yann-Ber Piriou - Dizoloeiñ barzhonegoù Añjela Duval

13/04/2023

Pa oa distro Yann-Ber Piriou deus Kaledonia Nevez en doa bet c'hoant mont da welet ur bern brezhonnegerien.ezed ampart. Ur beleg deus ar C'hozh Marc'had en doa komzet dezhañ deus ur plac'h a skrive kalz a varzhonegoù. Setu neuze Yann-Bêr Piriou, bet gant e velomoteur betek Traoñ an Dour ha graet anaoudegezh Añjela Duval. Barzhoneg : "Ar roñfled" gant Añjela Duval, skrivet e 1964 hag embannet el levr "Défense de cracher par terre et de parler breton".


Yann-Ber Piriou - Barzhonegoù-deiz Añjela Duval

Yann-Ber Piriou - Barzhonegoù-deiz Añjela Duval

13/04/2023

Perak eo ken brudet Añjela Duval ? Petra he deus dihunet 'ba spered an dud ? Al liamm d'an natur ha d'he labour, a reponst Yann-Ber Piriou. Petra oa ar stourm evit ar brezhoneg d'ar c'houlz-se ? Penaos e veze bevet gant an dud an dismegañs a veze war o mod bevañ ? Marteze eo bet se ivez labour Añjela, degas barzhoniezh ha braventez da mod buhez an dud war ar maez e Breizh, er bloavezhioù 1970 hag hiriv an deiz c'hoazh. Barzhoneg : "Barzhonegoù-noz, barzhonegoù-deiz" gant Añjela Duval, skrivet e 1966 hag embannet e levr Yann-Ber Piriou "Défense de cracher par terre et de parler breton"


Louis-Jacques Suignard ha Liliane Thoraval - Pouezusted ar barzhoniezh

Louis-Jacques Suignard ha Liliane Thoraval - Pouezusted ar barzhoniezh

13/04/2023

Louis-Jacques Suignard, kaner ha skrivagner barzhonegoù ha Liliane Thoraval a gomz asambles deus pegen pouezus eo ar barzhonegoù evit ur yezh, evit an dud d'em santout perzh deus ur preder. Barzhoneg : "Gerioù 'zo" tennet deus al levr "Kestell-traezh evit kezeg ar mor" gant Yann-Ber Piriou ha lennet gant Liliane Thoraval


Luis-Jacques Suignard ha Liliane Thoraval - Barzhoniezh ha pobl

Luis-Jacques Suignard ha Liliane Thoraval - Barzhoniezh ha pobl

13/04/2023

Louis-Jacques Suignard, kaner ha skrivagner barzhonegoù ha Liliane Thoraval, kazetennerez, a gomz asambles deus al liamm o doa an dud gant ar barzhoniezh a-raok ha deus dazont an darempred-mañ. Barzhoneg : "Bro roz ma jardin" tennet deus al levr "Bord an Oabl" gant Louis-Jacques Suignard


Louis-Jacques Suignard ha Liliane Thoraval - Barzhoniezh a ra vat d'an nen

Louis-Jacques Suignard ha Liliane Thoraval - Barzhoniezh a ra vat d'an nen

13/04/2023

Luos-Jacques Suignard, kaner ha skrivagner, ha Liliane Thoraval, kazetennerez, a gomz asambles deus ar fed e ra vat da ene an dud lenn ha skrivañ barzhonegoù. Barzhoneg : "Pignat" tennet deus al levr "Bord an Oabl" gant Louis-Jacques Suignard


Yann-Ber Piriou - Yezhoù ar vugale

Yann-Ber Piriou - Yezhoù ar vugale

13/04/2023

Yann-Ber Piriou, kelenner ha skrivagner, a zifenn ar brezhoneg mes ivez pinvidigezh an holl yezhoù deus an holl pobloù. Kelenner war ar saozneg, skrivagner e brezhoneg hag e galleg, komz a ra deomp deus e liamm dezhañ gant ar brezhoneg hag gant ar barzhoniezh pa oa bihan ha perak e tle ar vugale gouzout meur a yezh. Barzhoneg : Raksrid al levr barzhoneg "Bord an oabl" gant Louis-Jacques Suignard, skrivet gant Yann-Ber Piriou ha lennet gant Louis-Jacuqes Suignard