Setu lodenn zevehañ get Guillaume Thiery peotamant Lomig Le Clown. Estroc'h ur furlukin eo Guillaume. Hennezh a ra muzik ivez ! B'ar strollad Menace d'Eclaircie sona hennezh a-c'houde 2 vlez zo.
Guillaume a zo un aktour ivez, marse ho peus eñ gwelet b'ar cinema pe b'an tele. Eñ gonta an traoù-se hiriv !
Muzik : Menace D'Eclaircie - Salsa du Biniou
Setu abadenn zevehañ ar blez, hag abadenn zevehañ Jeanne !
Pezh vo klevet hiriv :
Ur Vuhez Vat - Lodenn 12
Guillaume Thiery - Lodenn 2
Marie Guillevin, Loeiz Konan
Jean-Yves Plourin - Lodenn 2
Muzik :
Ur vraw a famelenn
Quinquis - Morwreg
Barok - Bourée 2 temps
Dec’h ho peus klevet lodenn getañ an atersadenn get Guillaume Thiery, groet Lomig Le Clown anehoñ get tud zo. Eñ 'gonte istoer ar furlukined, pe clown ma faota deoc’h. Ur paotr a Lanester eo Guillaume ha meur a skol neus groet eid bout a furlukin. Estroc’h an dra-mañ a ra an den duac’h-mañ met hiriv 'konta penaos eo daet da vout Lomig Le Clown.
Ar sizhun baset oen oet tre bedeg Kemper da atersiñ ur paotr hag a zo kanour, stourmour ha boiajour. Ur paotr mil anavetba Breizh a-bezh. Hinnezh sone ur vuzig Pop Rock er bleadoù 70. Dalc'hit peus soñj sur aset a "Ar Soudarded zo Gwuisket e Ruz". Selaouamp Gweltaz ar Fur.
Muzik :
Marie Guyonvarc'h - Je veux me marier
Gweltaz ar Fur - Ar soudarded zo gwisket e ruz
Un abadenn kinniget get Jañlug er Mouel
Razh an dud 'neus dalc'het soñj àg ar c'hanennoù-sen ! "Merc'hed Gregam" pe "Ar Soudarded zo Gwisket e Ruz". Ur paotr mil brudet. Ur Paotr ur milion pladenn gwerhet er bed a-bezh. Eh beh ya ! Oet on tre bedeg Kemper da atersiñ Gweltaz ar Fur.
Ni'beus 'n em rankontret ba un davarn, ar Ceili ha ni'beus kaojet a-ziàr
e vuhez dre vras
e vuhez stourmour
e vuhez sonour
Bourrabl oe ar momant-sen. Damp neuzen ! Tapit ur werennad bier, serrit ho taoulagad, ba'ar C'heili eh amp. Selaouamp doc'h Gweltaz ar Fur.
Ni zalc’ha an abadenn get Sylvain Nignol. Ur paotr a Vubri eo hinnezh ha eñ 'vourra an Istoer. Berped ema o klask an istoerioù ba e vro. Ba lodenn zevehañ en atersadenn hiriv, e kaoja Sylvain ag ar re Pluvié ur familh vras ba Ploe ha peogwir oan daet da welet Sylvain tro dro d’an Holl Sent, ni boa kaojet un tammig diàr benn an dra-mañ.
Muzik : Boulerice & Demers & Deveaux : là-bas sur les montagnes
Dalc'hamb tro manérioù Ploe ha Bubri ! Sylvain Nignol a zalc'ha da gaojal un tammig diàr-benn Manehouarn, ha ni yay d'ober un dro da maner Kerdreo àr-lerc'h !
Muzik :Jo Pourchasse, Foer Bubri
Foto : [https://www.lorientbretagnesudtourisme.fr/fr/fiche/domaine-de-manehouarn-plouay_TFOSDOMAINEDEMANEHOUARN/#dsio-detail--gallery-2] (https://www.lorientbretagnesudtourisme.fr/fr/fiche/domaine-de-manehouarn-plouay_TFOSDOMAINEDEMANEHOUARN/#dsio-detail--gallery-2)
Ni a zalc'ha d'ober tro manérioù Bubri get Sylvain Nignol. Hennezh 'vourra an Istoer, istoer e barrez surtoud. Dec'h en deus kaojet deomp a-zivout maner Perros hag ar Maréchal Franchet d'Espèrey ha hiriv yamb da lein ar barrez, get maner Keraly
Muzik : Talec Noguet, Ar mevel
Foto : [https://patrimoine.bzh/gertrude-diffusion/illustration/IVR53_19685600342V] (https://patrimoine.bzh/gertrude-diffusion/illustration/IVR53_19685600342V)