Tavarn Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Benjamin Bouard - Enizi Feroe 2

Benjamin Bouard - Enizi Feroe 2

26/09/2024

Benjamin Bouard 'zalc'ha da gaojal deomp diàr-benn an inezi Feroe. N'eus ket kalz a dud o veviñ aze, n'eus ket kalz a loened, pas kalz a wez, pas kalz a dachennoù da labourat… Diàr petra vevant an dud aze ??
Benjamin a lâra deomp !
Muzik :
Termajik : Valse rouge


Tavarn Kreiz Mintin - Live !

Tavarn Kreiz Mintin - Live !

12/09/2024

Donemat ba Tavarn Kreiz Mintin !
Hiriv ramp un taol-añse get un abadenn vev, get Jañlug ar Mouel ha Jeanne Chevrel !
--- Ni zo vont da gaojal diàr-benn Kerroc'h - Plañwour, get Elodie Jaffré aterset get Caroline Trouillet, diàr-benn an albom hag arvest "Kanour Mor".
---D'an 22 a viz Gwenolhoñ 'vo ur fest-deiz just-a-walc'h aze, hamp da gaojal ag ar fest.
---Ni 'glevey un archiv b'an achumant, François Maillet hag a oa martelod. Hennezh 'oa bet aterset get Loeiz Konan.
Muzik :
Kanour Mor : Kombat Tunis
Koublad Le Bot / Chervrollier
Youenn Kamm : Ojun


Benjamin Bouard - Enizi Feroe 1

Benjamin Bouard - Enizi Feroe 1

11/09/2024

Mouezh Benjamin Bouard ho peus klevet er radio deja . Hennezh a laboure e radio Kerne ewid an abadenn Rodeier ! Bremañ emañ é chom e Pondi. Ar paotr en deus beajet pasabl, ha hiriv e konta unan hag e veaj deomp, àr an Enezi Feroe, etre bro Skos hag Island. Er lodenn getañ-mañ e kaoja deomp hag ar langaj aze.
Muzik:
TOS (strollad) - Tíð Og Ævinleiki (ouian ket penaos vez lâret…)


Maiwenn Raynaudon-Kerzerho 3/3. Gazetennerez ha skrivanierez

Maiwenn Raynaudon-Kerzerho 3/3. Gazetennerez ha skrivanierez

30/08/2024

Delch'amp da gomz gan renerez ar magazine Bretons ! Ba mesk leverioù Maiwenn Raynaudon-Kerzerho 'deus skrivet, vez kavet « Kenavo, Petites choses amusantes et étonnantes sur la langue bretonne et les bretons ! » hag unan ell, anvet « PLOUCS ? Clichés agaçants et idées reçues sur la Bretagne et les Bretons ». Hiri, e konta Maiwenn spered al leverioù-se. Evit dizhor an atersadenn he tisplega he sell diwar benn kresk sonjoù an tu dehoù pellan ba breizh.
Musik : Loeroù Ruz


Maiwenn Raynaudon-Kerzerho 2/3. Model ekonomikel ar magazine Bretons

Maiwenn Raynaudon-Kerzerho 2/3. Model ekonomikel ar magazine Bretons

30/08/2024

Straet eo d'ar mediaoù paper kavet ur c'hampouez arch'antel. Petra eo model ekonomikel 'neus choazet ar magazine Bretons ? E renerez Maiwenn Raynaudon-Kerzerho ' deus respondet diam'. Koajet vo ivez deus peseurt mod 'oe errued ar brezhoneg war pagennoù Bretons. Hag er fin, e konteï Maiwenn e istoer familh gan ar yezh.
Musik : Amzer, Mari-Louizon


Maiwenn Raynaudon Kerzerho 1/3. Pen redaktourez

Maiwenn Raynaudon Kerzerho 1/3. Pen redaktourez

30/08/2024

Ujent vle vo ar magazine Bretons ben ur bloaz. E pen redaktourez, Maiwenn Raynaudon Kerzerho, zo bet i fellet hanon' ba Pondi evit konto istoer ar magazine hag 'ma staliet ba Gwened. Hiri e tisplegeï diam' linenn editorial Bretons ha piv 'lenna ar magazine. Konto a reï diam' ivez pegoulz 'deus komanset de skrivo, ha peseurt mod e plija dezhi bout gazetennerez.
Musik : Duo Le Pottier-l'Haridon – Poatr ar jerdrin


Guy Morzadec 6 : Sonjoù an eil brezel bed

Guy Morzadec 6 : Sonjoù an eil brezel bed

20/06/2024

Gwall yaouank oe Guy 'pad an eil brezel bed kar eñ oe ganet e 1949.
Met sonjoù'neus da gonto deus ar c'houlz-se ba kêr Rosquerriec, sonjoù hag oe bet kontet dehan gan e genderv, Adrien.
Musik :Ar vatez vihan (feat. Aldo Ripoche, Jean-Marie Nivaigne, Dylan James)


Guy Morzadec 5 : E jardin

Guy Morzadec 5 : E jardin

17/06/2024

Etre miz ebrel ha miz gouere, 'neus Guy ur bern traoù d'ober ba e jardin. Preparo an douar, planto pato ha pezh 'noe lakaet de gresko war e serre, rudello ha sec'ho ar fouenn..
Hiri e tisplega diam' peseurt mod ' rit evit nom okup deus e jardin, ha peseurt binvioù vez implijet gantan abaoé pell. Kar Guy rit "mod kozh", 'vel vije graet gan e dud cozh, ha gan e dud, gan binvioù douarn.
Musik : Fest noz Pellan, Eric Menneteau ha Youenn Lange


Thibaut - GeoGuessr ! 1/3

Thibaut - GeoGuessr ! 1/3

06/06/2024

Diviniñ ba verna pesseurt kêr, ba verna pesseurt bro eh oc'h get pezh wellit tro-dro deoc'h, àr ur gartenn Google, setu pal an c'hoari internet "Geo Guessr". Un c'hoari vez c'horiet get Thibaut Lécroart hag ur yoc'h tud b'an Europe a-bezh ! Thibaut a zisplegay muioc'h deomp hiri petra eo ar gartenn Google hag an c'hoari-se.
Muzik
Pennoù Skoulm - Toniou bale deus Kreiz Breizh


Masonerion mod kozh ba Roazhon 3/3

Masonerion mod kozh ba Roazhon 3/3

28/05/2024

Setu ar lodenn zevehañ get ar vasonerion mod kozh ba Roazhon ! Ni ya d'ober tro an ti-kozh emant o sevel en dro b'an 12 ru St Mikel. Ha Divi, Guillaume ha Yann a zispleg deomp model ar vasonerezh ba bro Roazhon. B'an achumant e ya da lâret Guillaume ur ganenn deomp !


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ