2 vunutenn evit kompren

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

2vn evit kompren perak ne vrein ket ar mel

2vn evit kompren perak ne vrein ket ar mel

13/04/2023

Perak ne c'hell breinañ ar mel ? 'giz an holen, ar spisoù, an eoul olivez pe c'hoazh ar sukr, ne c'hell breinañ ar mel ha perak 'ta ?


2vn evit kompren perak e kousk al logod-dall gant o fenn en traon

2vn evit kompren perak e kousk al logod-dall gant o fenn en traon

13/04/2023

Loened souezhus eo al logod-dall, ar vronneged nemeto eo a c'hell nijal da skouer hag un dra souezhus all, o mod da gousket : eilpennet ; ar penn en traon, o favioù en nec'h.


2vn evit kompren ar jiletennoù harz-tennoù

2vn evit kompren ar jiletennoù harz-tennoù

13/04/2023

Ar jiletennoù harz-tennoù, 'giz ma vez komprenet gant o anv, a zo graet evit gwareziñ an den a wisk 'nezhi ouzh tennoù ur bistolenn. Met penaos e c'hell ur jiletenn herzel ur volotenn metal kaset en aer da 400 metrad ar secondenn ?


2vn evit kompren perak e varv ar gwenan goude bezañ flemmet

2vn evit kompren perak e varv ar gwenan goude bezañ flemmet

13/04/2023

Setu, deuet en-dro ur bern amprevaned en hol liorzhoù hag en o zouez ar gwenan ! An amprevan du ha melen, blevek. N'int ket tagus 'nezho met flemmañ a rint evit gwareziñ ar ruskenn hag o c'hoarezed. Hag en ur ober e varvint. Perak 'ta ?


2vn evit kompren perak eo melen ar staot

2vn evit kompren perak eo melen ar staot

13/04/2023

Sed aze ul liv droch, perak eo melen hor staot ? A-raok respont d'ar goulenn-mañ 'vo mat deomp kompren petra eo ar staot da zigentañ. Ar stoat n'eo nemet un doare da naetaat ar gwad.


2vn evit kompren perak e c'hell an dour migañ an tan

2vn evit kompren perak e c'hell an dour migañ an tan

13/04/2023

2vn evit kompren perak e c'hell an dour migañ an tan Ma c'hell an dour lazhañ an tan eo gras da daou dra : ar mougañ hag ar yenaat.


2vn evit kompren liv ar bloñs

2vn evit kompren liv ar bloñs

13/04/2023

2vn evit kompren perak e chañj ar bloñsoù, liv. E galleg zoken e vez graet "bleu" deus ar bloñsadennoù. Padal ne chom ket glas ar bloñs, chañj a ra liv. Ha perak 'ta ?


2vn evit kompren perak hon 'neus c'hoant da stotaat pa z'eo yen an amzer

2vn evit kompren perak hon 'neus c'hoant da stotaat pa z'eo yen an amzer

13/04/2023

Ha perak 'ta hon 'neus muioc'h c'hoant da stotaat p'hon 'neus riv ? Pa z'eo yen an amzer en deus hor c'horf UR pal, chom tomm. Evit dont a benn d'hen ober e kaso nebeutoc'h a wad da bennoù hor c'horf, bizied ha treid.


2vn evit kompren liv ar stered

2vn evit kompren liv ar stered

13/04/2023

2vn evit kompren perak n'eo an holl steredennoù ar memes liv. Pa seller deus an oabl da noz hep pellseller, hep teleskop, e seblant deomp eo an holl steredennoù ar memes liv. Ul liv gwenn. Reoù zo lemmoc'h evit reoù all met gwenn e seblant holl bezañ. Padal n'eo ket ar memes liv an holl steredennoù a welomp en oabl. Gall a reomp bezañ glas, gwenn, ruz, oranjez, gwenn-glas a-wechoù... Met perak ez eus kement a livioù disheñvel gant ar stered neuze ?


2vn evit kompren penaos e teu ar greunoù mais da bopcorn

2vn evit kompren penaos e teu ar greunoù mais da bopcorn

13/04/2023

Evit fardañ popcorn eo aes, em 'po deus ur gastelodenn, eoul ha greunoù mais. Lakit an eoul da dommañ er gastelodenn ha taolit ar greunoù mais. Hag an dra pouezusañ marteze : goloit ar gastelodenn evit mirout d'ar popkorn aloubiñ ho kegin ! Met n'eo ket 2vn evit kompren ur gronikenn kegin, amañ 'maomp evit kompren penaos e teu ar greunoù mais bihan ha kallek da bolotennouigoù un tamm blot !


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ