Ul lodenn ac'hanoc'h sur mat 'neus merzhet pegen kreñv e oa ar c'hoant da vutuniñ pa ever alkool ? Ar banne bier d'ar sadorn noz a vo mare diaesañ ar sizhun evit ar re a zo o klask paouez gant ar butun, sur eo ha n'eo ket marteze. Hag ez eus ur bern tud, ne vutunont ket ken, hervezho, met ne c'hellint ket chom hep butuniñ ur sibichen pa 'vint gant an apero gant mignoned ha mignonezed. Ha perak 'ta ?
2vn evit kompren penaos 'vez fardet an eskern e-barzh hor c'horfoù Krouidigezh an eskern a zo 'giz savidigezh an tiez, ret eo kaout ur framm da gentañ tout. Framm an eskern a zo graet gant kelligoù ispisializet a teu eus ar proteinoù. Goude-se e teu mare ar sevel mogerioù a raio d'an tiez ha d'an eskern bezañ solut !
Biskoazh ne oa ket bet ken bras an toull er gwiskad ozon war c'horre an Antartik e 2020, met e 2019 e oa bet ar bihanañ hon 'noa gwelet abaoe ma tiwalomp deus ar gwiskad ozon. Da lâret eo eo distabil an traoù c'hoazh evit ar gwiskad ozon. E fin miz Kerzu 2020 eo bet goloet an toull a oa b'an Antartik ha sañset e yao gwelloc'h gwellañ ma heul an holl vroioù ar reolennoù bet lakaat e plas gant protokol Montreal e 1989. Difennet eo bet implijout ar produioù chimik a skañfa ar gwiskad ozon hag a-drugarez da se e adkavimp stad orin ar gwiskad e 2060. Met petra c'hoarvezfe ma yafe ar gwiskad ozon da get ?