Penaos 'vez fardet porfum ? Penaos e c'heller trapañ c'hwezh vat en ur flask ? Evit fardañ porfum da gentañ eo ret pakout ur c'hwezh ha ne c'heller ket trapañ ur voutailhad aer e-kichenn ur rozenn evit hen ober !
Kronikenn awenet gant videioioù Jamy hag e chadenn les Epicurieux
Skeudenn : gant Sharon Pittaway
Brudet eo an telwennoù ejiptian eus an henamzer, hini ar Sphynx a zo sur mat an hini vrudetañ. Ha mankout a ra dezhi un dra a-bouez : he fri ! Ur bern telwennoù ejiptian eus an henamzer o deus kollet o fri ha lodennoù all eus ho c'horf. Evit an arkeologourezed hag an arkeologourien e vije bet torret fri an telwennoù espres-kaer. Ha perak 'ta ?
Skeudenn gant Moh Hakem
2vn evit kompren an tapadoù, an tachoù kafe, al lentigoù, an tachoù-pik, ar pikoù du, ar pikoù rouz, grain de beauté 'vez graet eus se e galleg. 'Neus reolenn ebet evit an tachoù-pik, e pep lec'h e vezont kavet ouzh hor c'hroc'henn, e penn ar fri, er skouarn, bras pe bihan, du pe rouz, blevek pe pas. Met petra eo ar pikoù du ?
Skeudenn gant Aquoipensentlestcheques, aotre-implijout [CC BY-SA 4.0] (https://creativecommons.org/licenses/by-sa/4.0/deed.en)