2 vunutenn evit kompren

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

2vn evit kompren ar radioaktivelezh

2vn evit kompren ar radioaktivelezh

04/12/2023

Petra eo ar radioaktivelezh ?
Kavet e vez ar respont en atomoù evel just !
Skeudenn : Vedrana Filipović dre Unsplash


2vn evit kompren ar bezhin

2vn evit kompren ar bezhin

27/11/2023

Eus familh ar plant eo ar bezhin met disheñvel mat eus ar plantennoù a gaver war an douar eo.
Skeudenn : Oleksandr Sushko dre [Unsplash] (https://unsplash.com/fr/photos/une-peinture-dune-foret-dalgues-avec-la-lumiere-du-soleil-traversant-leau-jj9siQCkvw4)


2vn evit kompren ar bier

2vn evit kompren ar bier

20/11/2023

Gant petra 'vez fardet bier ?
Simpl a-walc'h eo, n'eus nemet 4 tra disheñvel er bier.
Skeudenn : Timothy Dykes dre Unsplash


2 vn evit kompren an alkool hag ar memor

2 vn evit kompren an alkool hag ar memor

19/10/2023

An alkool a rafe deomp disoñjal an nozvezh dirollet hon eus bevet ? N'eo ket tre an dra-se a c'hoarvezh ganeomp.
Skeudenn : John Arano dre Unsplash


2vn evit kompren an toull memor

2vn evit kompren an toull memor

19/10/2023

Petra c'hoarvezh pa z'omp dic'houest da respont d'ur c'hwizz padal omp sur e anavezomp ar respont. Perak n'omp ket gouest da reiñ anv ar ganerez brudet e Breizh ha ra c'hoariva ivez hag a zo o chom e Douarnenez ? Ne teu ket deomp padal emañ an titour-mañ 'ba unan eus hor memorioù hirdermen.
Skeudenn : Tachina Lee dre Unsplash


2vn evit kompren ar memor

2vn evit kompren ar memor

19/10/2023

Petra eo ar memor ? Dastum, mirout ha reiñ en-dro titouroù, setu ar memor. Pa krouomp un eñvorenn, ur skeudenn, ul lodennig eus hor buhez, ur gêr, ur son, ur c'hwezh e c'hellomp lâret e teu da vezañ kensolut en hon empenn.
Skeudenn : Hal Gatewood dre Unsplash


2 vunutenn evit kompren an dienn heol

2 vunutenn evit kompren an dienn heol

09/10/2023

An dienn heol a zo e bal mirout d'an UVoù dont e-barzh ar c'hroc'henn gant siloù disheñvel a c'hell euvriñ pe koagañ skinoù an heol. Da betra servij neuze an niverenn a zo gant an dienn, 20, 30 pe 50 ?
Skeudenn : National Cancer Institute


2vn evit kompren perak gwareziñ hor c'hroc'henn

2vn evit kompren perak gwareziñ hor c'hroc'henn

02/10/2023

Ar skinoù UVA a ya pell er c'hroc'hrenn, betek gwiskad an derm a zo dindan gwiskad an "epiderm". Kaoz pennañ ar c'hroc'hrenn o koshaat int ha 'blam d'an UVA eo ivez 'vez deus krign bev ar c'hroc'henn. Tagañ a reont an derm en un doare don ha war an hir dermen. Dav eo neuze en em wareziñ eus skinoù an heol anat deoc'h !

Skeudenn : Nathan Dumlao dre Unsplash


2vn evit kompren perak e rouzomp

2vn evit kompren perak e rouzomp

25/09/2023

Ezhomm bras hon eus eus an heol met gall a ra bezañ dañjerus evit hor c'hroc'henn. Dre chañs hon eus doareoù naturel d'en em zifenn 'enep d'ar skinoù fall evitomp, an UVBoù.
Skeudenn : Chermiti Mohamed dre Unsplasg


2vn evit kompren ar gemenerien o wriat en hon treid

2vn evit kompren ar gemenerien o wriat en hon treid

12/09/2023

C'hoarvezhet eo ganeoc'h sur mat ! Kaout kemenerien o wriat en hon treid goude bezañ bet azezet fall 'pad ur mare hir da skouer. Met petra eo ar santadenn iskis-mañ ?
Skeudenn gant How-Soon Ngu dre Unsplash


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ