Marteze ho peus klevet kaoz e-gizton e oa gwelloc'h evit ar yec'hed debriñ sukr rous evit debriñ sukr gwenn, an hini kentañ 'vije natureloc'h evit an hini all. Met an dra-se n'eo ket gwir tamm ebet. Ha neuze, petra eo an diferañs etre ar sukr gwenn hag ar sukr rous ?
Skeudenn : Tijana Drndarski dre Unsplash
Ar ger sukr a teu eus ar sanscriteg "sarkara" a dalv grouan pe traezh, deuet eo da vezañ sacharum e latin ha sukr e galleg hag e brezhoneg. Gant ar skiantourien·ezed e vez komzet eus glukidoù kentoc'h evit eus sukr. Molekulennoù a zo o fal degas energiezh, kaloriennoù d'hor c'helligoù eo. Trelosk hor c'horf eo erfin.
Skeudenn : Elena Leya dre Unsplash
Souezhus eo : en ur voestad gwastilli e c'heller kaout 5 pe 6 tamm sukr, en ur c'hanedig soda 6 tamm sukr, hag e 200 gramm a zienn chokolad 20 tamm sukr !
Met n'eo ket tout, al lodenn vrasañ eus ar boued industriel a zo sukr ennañ, ar saosison, an toazhennoù pizza, ar bara hag all.
Perak ?
Skeudenn : Daniel Kraus dre Unsplash
2vn evit kompren petra eo ar gluten.
Abaoe un nebeut bloavezhioù o deus klevet an holl komz eus ar gluten, dreist holl peogwir ez eus ul lodenn eus ar boblañs, brasoc'h brasañ, a ne c'hell ket debriñ gluten ken. Met petra eo ar gluten ?
Skeudenn : Spring Fed Images dre Unsplash