Jeannine zo ganet en Ti Plad e-kichenn ar C'hroezoù e parrez Plogoneg. He mamm oa o talc'hen un ostalidi eno ha kemenerez oa ivez. He zad oa mevel bras er c'hêrioù tro-war-dro. Met cheñchet eo an traoù bremañ : n'eus tamm bistro ebet ken, na mevelien er c'hêrioù, na kemerezed war ar maez !
Benjamin zo bet oc'h ober anaoudegezh ganti evit kontañ deomp tammoù traoù deus he buhez en Ti Plad.
Hervé Hénaff hag Anne-Marie Louboutin zo breur ha c'hoar, o chom e Lokorn evit ar wech, lec'h int ganet o-daou. Benjamin Bouard zo bet oc'h en em gavout asambles ganto evit kontañ deus ar cheñchamañchoù bras zo bet er gomun abaoe ar bloavezhioù 30 : al labour-douar, an douristed, ar brezhoneg, an dilhad, ar brezel ...
War-dro mil-kant enezour oa o chom en Enez-Sun er bloavezhioù 1950 ha tout ar baotred 'oa pesketourien d'ar mare-se. Met en deiz-hiziv ne chom ken daou-c'hant tri-ugent den o chom war an enezenn ha n'eus ken daou pe dri pesketour o labourat c'hoazh.
Bet omp bet en Enez-Sun oc'h ober anaoudegezh gant Fañch Spineg evit klask goût petra zo c'hoarvezet gant ar beskerezh.
Bremañ zo tost nav vloaz 'zo 'vez Iwan Humphreys o tastum an anvioù-lec'h e Breizh Izel. Hanoiou-Lec'hiou Breiz Izel eo anvet ar mell projed-mañ. Studiañ a ra anvioù brezhonek ar parrezioù hag anvioù ar c'hêrioù dreist-holl, met n'eo ket kement-se da studiañ o etimologiezh, met kentoc'h ar mod ma vez distaget an anvioù-se er vro gant ar vrezhonegerien.
E Breizh 'zo ur bern tud o deus troet kein d'ar brezhoneg hag ar re-se n'ouzont ket ar mod ken da lâret an anvioù-lec'h evel m'int sañset da vezañ lâret e brezhoneg. Skritur ar brezhoneg zo bet normalizet ouzhpenn ha koulskoude ne vez ket kaozeet tre memes-mod eus un eil takad d'egile. Serten traoù zo bet brezhonekaet en-dro ivez, met graet an dra-se diwar ar galleg da zigentañ. Setu 'zo risk bremañ da zisoñjal distagadur an anvioù-lec'h e brezhoneg ar vro.
[Eil lodenn]
Evit mont pelloc'h : https://hlbi.llawern.com/

[Lodenn gentañ]
Evit mont pelloc'h : https://hlbi.llawern.com/
Gwechall ne veze ket drebet kement a gig evel ma vez graet bremañ. War ar maez, an dud ne yaent koulz lâret morse da brenañ kig : e-barzh pep ti 'veze lazhet un hoc'h pe zaou ar bloaz, kig-lapin pe kig-yar 'veze ivez, met ralawech 'veze drebet traoù all. Kig-saout 'veze a-wechoù, met pas kig-leue ! Boued-mor a veze drebet kalzig ivez. Mont a rae ar besketourien da werzhañ o fesket eus un eil kêr d'eben hag er parrezioù war vord ar mor 'yae an dud da zastum kregen alies.
Evit kontañ deus an dra-se omp bet e Plougastell oc'h en em gavout asambes gant Marie-Louise Le Gall ur wech all c'hoazh.
Ar relijion 'noa pouezh e-barzh buhez an dud e Breizh gwechall, kalz muioc'h evit bremañ. Oblijet oa an dud da vont d'an oferenn bep Sul, posubl ne gredent ket a-wechoù. Met e-kichenn ar relijion 'zo bet atô kredennoù all ivez : traoù kuzh, lennerien-planedenn ha diskonterien.
Maryse Raoult 'neus dalc'het soñj mat-tre deus an dra-se ha Benjamin 'neus goullet ganti kontañ deomp deus ar "malifrê" hag ar rankoñtr, an eur-valeur hag an eur-voneur.
Georges Thao zo 'chom e Fouen evit ar wech. E-pad tregont vloaz eo bet pesketour. Bet eo bet o pesketa un tammig etramek Iwerzhon da gomañs, met goude-se eo deuet da besketa da Vreizh. Kranked, legristi hag evezered (kevnid) 'yae da bakañ da gentañ, pilored ha fleur-gwinnizh da ziwezhañ. Met a-raok an dra-se c'hoazh eo bet oc'h en em añgajiñ er vartoloded ... da bemzek vloaz !
Cecile Dénes zo ganet e Sant-Ivi met evit ar wech tout emañ-hi o chom er Forest-Fouen. Met cheñchet eo an traoù abaoe m'eo deuet : div wech muioc'h a dud zo er barrez ha savet 'zo bet ur marina bras-spontus war vord ar mor.
Bet eo bet Benjamin oc'h ober anaoudegezh ganti ha kontañ un tammig deus ar vuhez gwechall : ar c'hignez, ar pesked, an douristed hag ar marina.
Yvonne Fer zo ganet er Forest-Fouenant, lec'h ma oa he zud o talc'hen ur veilh. Met skoliatet oa bet e skol ar seurezed ha setu ne teue ket d'ar gêr ken d'ar vakañsoù. Plijout a rae kalz dezhi mont da ziwall ar saout gant he breur ha mont da glask neizhoù gantañ. Met ne oa ket ken aes-se ar vuhez e-pad ar brezel : boued a vanke ha bleud ar veilh veze rekizisionet gant an Almañted.