Rodeier

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Pierre Raoul : eus ar Sent da New-York

Pierre Raoul : eus ar Sent da New-York

27/06/2024

Pierre Raoul zo ganet er Sent, e-kichenn Gourin. Goude bezañ bet er c'hloardi e Santez-Anna Wened 'oa bet en Aljeri hag en Almagn oc'h ober e goñje, a-raok mont da New-York da labourat. Daou vloaz eo chomet eno ha d'ar Sent eo deuet en-dro goude-se da grouiñ e santier.


Ma yaouankiz e Pleiben

Ma yaouankiz e Pleiben

24/06/2024

Bet omp bet o welet Jean-Noël Le Bris en-dro adarre ! Ganet eo war ar maez e parrez Pleiben hag atô eo bet intereset gant an traoù kozh ha buhez an amzer gwechall. Gant e dud 'neus desket brezhoneg hag ur bern traoù 'neus desket ivez o selaou ar vrezhonegerien a teue da gontañ kaoz da ostalidi e vamm-gozh.


10 000 ger war diksionèr Kreiz-Breizh

10 000 ger war diksionèr Kreiz-Breizh

14/06/2024

E 2016 e oamp bet o welet Gurvan Lozac'h en Uhelgoat dija. A-benn neuze 'oa komañset da skrivañ ur pezh mell levr diwar-bouez brezhoneg Kreiz-Breizh. Eizh vloaz warlerc'h eo kresket al levr c'hoazh ha dek mil komz a c'haller lenn war e c'horre, dastumet gant brezhonegerezed ha brezhonegerien eus kreiz ar vro. Met n'eo ket echu al labour c'hoazh, 'neus ket dastumet 'met an hanter deus ar pezh a c'hallfe bezañ graet marteze a-walc'h.


Dimeziñ da driwec'h vloaz

Dimeziñ da driwec'h vloaz

03/06/2024

Yvonne ha Jean Derrien a zo dimezet tri-ugent vloaz 'zo bremañ hag atô int bet eürus an eil gant egile. Met Yvonne ne oa ket gwall gontant da fortuniañ ken abred : ne oa ken triwec'h vloaz a-benn neuze ! An div familh a oa bet oc'h en em renkañ asambles da zimeziñ anezho ha setu 'oa bet dav dezhi konsañtiñ da zimeziñ memestra.
Benjamin oa bet oc'h en em gavout asambles ganto o-daou e 2017, e Terrug lec'h emaint o chom, da gontañ deus an eureudoù gwechall, goude ar brezel diwezhañ.


Kenavo, Robert !

Kenavo, Robert !

29/04/2024

Robert Le Dour zo marv d'ar 14 a-viz Meurzh 2024. Unan deus gwellañ kanerien ar vro a oa. Benjamin oa bet oc'h ober anaoudegezh gantañ e miz-Here 2018. A-benn neuze 'noa kontet dezhañ deus e vuhez e Pariz. E-pad daou-ugent vloaz kazimant 'oa bet o labourat en RATP hag en em señdiket 'oa bet er CGT eno. E Pariz 'oa da vare Mai '68 ha grev 'noa graet evel ar re all.


Pesketourien an Ellé

Pesketourien an Ellé

22/04/2024

Roger Stephan ha Youn Daï zo ganeomp en abadenn ar wech-mañ, daou besketour genidik deus Kerien, e-kichenn Kemperle, evit kontañ deus ar beskerezh e-barzh ar stêr Elle gwechall. Pevar-ugent vloaz 'zo 'oa c'hoazh kalz pesket er stêr-se, dluzhet, somoned pe c'hoazh siliou. Met ma oa kalz pesket 'oa kalz brakonnerien ivez !
Abadenn enrollet e miz-Ebrel 2017.


An otel Belle-Vue er C'hap Kozh (1/2)

An otel Belle-Vue er C'hap Kozh (1/2)

04/04/2024

Asambles gant Yvonne Kernevez omp degouezhet an taol-mañ, er C'hap-Kozh e parrez Fouen, da gontañ deoc'h diwar-bouez istor an otel Belle-Vue. Gant he moereb 'oa bet prenet ar batis-se e miz-Gouere 1919 ha degemeret ar c'hentañ touristed e miz-Eost goude-se. Yvonne 'neus kemeret war he lerc'h goude-se. Met an traoù n'int ket bet aes atô, dreist-holl e-pad ar brezel, pa oa ranket lojañ soudarded en otel.


José, masoner e Mêlwenn

José, masoner e Mêlwenn

25/03/2024

Benjamin zo bet oc'h ober anaoudegezh gant José Déru e parrez Mêlwenn, etre Rosporden ha Konk-Kerne. Bez emañ o chom atô en ti a zo bet savet gant e dad-kozh kant vloaz 'zo. E dad-kozh oa masoner, e dad oa masoner ha José zo aet da vasoner goude-se ivez ha 'neus kemeret war-lerc'h e dad pa oa-eñ aet en e retret. Met gwelet 'neus ar vicher o cheñch bep un tammig.


Panenn, liorzhoù ha galleg

Panenn, liorzhoù ha galleg

18/03/2024

Pell 'zo ne oamp ket bet oc'h ober un droiad e Molan ! Benjamin zo bet oc'h en em gavout ur wech all c'hoazh gant Marie-Thérèse Guillou da gontañ un tammig deus ar panenn da gentañ, ur vriochenn hag a veze fardet gwechall da vare Nedeleg hag evit an deiz kentañ ar bloaz. Deus al liorzhoù war vord ar mor zo bet kaoz ivez, pe deus ar mod 'oa degouezhet ar galleg er barrez.


Youenn ar mil-vicher

Youenn ar mil-vicher

15/02/2024

Youenn Naour zo ganet e Kerien, e-kichenn Kemperle. E dad oa meilher, pe "milér" e-giz ma vez lâret du-se, ha Youenn zo bet o labourat asambles gantañ digentañ. Met pa oa sarret ar veilh 'noa ranket cheñch micher ha mont da glask labour lec'h all. War ar maez 'oa bet o labourat da gomañs, e tout kement kêr oa er barrez d'ar mare-se kazimant. O tennañ beterabez 'oa bet goude-se e-kichenn Pariz, a-raok mont da labourat d'an uzinoù-sukr. Deuet da Vreizh en-dro, 'noa kavet labour war ar chanterioù en Oriant hag e Kemperle ! Yann ar mil-vicher oa Youenn avat !
Benjamin oa bet oc'h ober anaoudegezh gantañ e miz-C'hwrevrer 2019, asambles gant maer kozh Kerien, Marcel Moysan.


Da-heul Diwezhañ