Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Avel em fenn - Meurzh 3 a viz Gwenholoñ

Avel em fenn - Meurzh 3 a viz Gwenholoñ

03/09/2024

Krouidigezhioù farsus a zo bet kinniget get Un Faux Graphiste da mirdi ar c'hartennoù post e Baod. Un diskouezhadeg a zo moian monet da welet beteg fin ar blez 2024. Muioc'h get Mikael Bihannig, den nevez ar c'h/Quatro karget ag ar c'hehentiñ.

Pennad-kaoz ar sizhun get Maiwenn Raynaudon-Kerzerho: daoust hag eh eus un diazez sifret da vat, evit displegiñ ar c'hlicheoù a c'hell pegiñ re dost doc'h tud a Vreizh pa hor bro? Muioc'h get ar gazetennerez a-hed ar sizhun, goude ar c'heleier.
Maiwenn a vo genomp ivez a-hed ar blezad, evit roiñ da anavout muioc'h ar pezh a vez graet get ar gelaouenn Bretons Magazine. Adkavit anezhi tro 18' en enrolladenn mañ.

Keleier ar vro get Anton Burel, Avel em fenn oa buhezet a Bondi henoazh get Yann Boishardy, buhezet ivez ha skignet get Enora Molac adal studio RBG.


Avel em fenn - Lun 2 a viz Gwengolo

Avel em fenn - Lun 2 a viz Gwengolo

03/09/2024

Evit distro Avel em Fenn: degemer a reomp Yann Boishardy, paotr bro Goelo, a vo an animatour nevez o kas an abadenn asambl get Enora Molac.

Distro-skol e bed ar c'helenn e brezhoneg: bresk e chom serten traoù c'hoazh, muioc'h get Renan Kerbiket goprad Kelennomp. Lâr a ra penaos emañ ur c'hlemm dirag ar justis àr ar stern, da gas ar Stad C'hall dirag e giriegezhioù!

Alies e c'heller klevout "fall an amzer e Breizh" pe emañ ur vro evouriohn daonet. Gevier razh anezhe, sur a wal. Maiwenn Raynaudon-Kerzerho, penn redaktourez ar gelaouenn Bretons a zo bet da furchal er sifroù, evit gouied a betra ehamp o komz, eh he levr Ploucs? Clichés agaçants sur la Bretagne et les bretons. Pedet eo bet da gomz a-hed ar sizhun àr an afer.

Adkavit ivez Florent Grouin karget ag ar produiñ evit Brezhoweb àr ar serienn nevez Dinozaorus, ha Padrig Drean get ur lared pinvidig.

Avel em fenn a oa lusket e studio RKB get Enora Molac & Yann Boishardy, skignet àr ar gwagennoù get Gweltaz Héno.


Avel em fenn - Gwener 28 a viz Even : abadenn diwezhañ ar bloavezh

Avel em fenn - Gwener 28 a viz Even : abadenn diwezhañ ar bloavezh

28/06/2024

Ur reportaj e Kreizenn dudi Karaez gant Caroline Andrieux deus mikro Tomaz Laken.
Div gontadenn deus ar gronikenn Ur wezh e oa gant skolidi skol Intron Varia e Rostren o kontañ '4 mignon e toues an erc'h' ha 'Kabellig ruz"
Keleier ar vro hag ar bed kinniget deoc'h gant Tomaz Laken
Ar gontadenn diwezhañ deus ar gronikenn Ur wezh e oa : "Ar bleiz tener e galon"


Avel em fenn - Meurzh 25 a viz Even

Avel em fenn - Meurzh 25 a viz Even

25/06/2024

Ur [goulenn PER Epona] (https://www.morbihan.gouv.fr/contenu/telechargement/70661/549276/file/2024_04_06_Demande%20de%20permis%20exclusif%20de%20recherche%20de%20ressources%20min%C3%A9rales%20dans%20le%20Morbihan_%20pr%C3%A9sentation%20de%20la%20d%C3%A9marche%20aux%20%C3%A9lus%20locaux%20dans%20le%20cadre%20de%20linstruction_def.pdf) a zo bet kaset da brefeti ar Mor Bihan e fin ar blez paset get embregerezh Breizh Ressources. Ar pal a zo gouied ma zo metaloù ral (aour, argant, lithium...) e-dan leur kumunioù Kervignag, Langidig, Nostang hag An Henbont. Kinniget e oa bet ar raktres d'ar maered e miz C'hwevrer, hag e miz Imbril d'ar c'huzulioù-kêr. Muioc'h get Tifenn Siret kuzulierez kêr b'An Henbont, ha Jean-Paul Runigo ezel er gevredigezh Deur ha Sterioù Breizh o chom e Kervigneg. Atersadennoù kaset get Yuna Cojean & Enora Molac.
Pennad-kaoz ar sizhun: treuskas ar sonerezh er familhoù, get Garvan hag e dad Luis-Jacques Suignard, doc'h mikro Maëlle Ausias ag RKB (eil tamm ar gaozeadenn).
Doérioù Brezhoweb e-pad an hañv, Florent Grouin (karget ag ar produiñ) dre bellgomz.

Keleier ar vro & ar bed get Erwan Blanchard, Avel em fenn oa kaset dre-eeun get Enora Molac e studio RBG.


Avel em fenn - Lun 24 a viz Even

Avel em fenn - Lun 24 a viz Even

24/06/2024

38 pastell-vro a zo e Breizh 5. Dreist-ordinal an traoù get ar c'hoñtekst politikel. Petra 'zo da gomprenn e-keñver an dilennadegoù depute añtisipet da zonet? Komzamp ag an tric'hornioù en eil-tro get Gaël Simon, sekretour meur ar strollad LIOT er breujoù. Un atersadenn get Yuna Cojean.

Pennad-kaoz ar sizhun: an treuskas a zo un elfenn talvoudus bras. Louis Jacques ha Garvan Suignard doc'h mikro Maëlle Ausias (RKB), a-ziàr treuskas ar c'han er gêr.

Adkavit ivez Maël Gwenneg rener programmoù brezhoneg FR3 Breizh àr frankiz ar gazetennerion·ezed, hag embann Kuzul Sevenadurel da gervel an dud da votiñ.



Avel em fenn - Merc'her 19 a viz Even

Avel em fenn - Merc'her 19 a viz Even

19/06/2024

Hiriv muioc'h a-ziàr istoér an divodiñ an Asamble get Yuna Cojean evit digoradur an abadenn. Da-heul e vo klevet Anaig Rouxel o chom e Vigouden Uhel àr ar maezioù àr he soñj a-ziàr ar pezh a vev hag ar pezh a soñj (un atersadenn get Morgane Bramoullé - Radio Kerne).

Adkavit ivez Clara Thabard àr yezh ar re vouzar er hor bro, penaos e vez raktresoù sevenadurel e tiorren ha rouedadoù ar re vouzar kentoc'h àr-dro ar c'herioù, tro 45' en abadenn mañ. Aterset e oa bet en [abadenn Tavarn Kreiz Mitin] (https://rbg.bzh/episode/62755) get Caroline Trouillet.

Adkavit ivez un atersadenn get ar moraer Tomaz Andre doc'h mikro Dewi & Goulwen, liseidi Diwan er rubrikenn Chutuged.

Keleier ar vro get Yuna Cojean & anim an abadenn get Enora Molac, o ziv dre-eeun a Bondi e studio RBG.


Avel em fenn - Meurzh 18 a viz Even

Avel em fenn - Meurzh 18 a viz Even

19/06/2024

50 vlez eo ar gevredigezh Bugale Melrant. Muioc'h get Mannaig Le Dortz, e tañsal er strollad dañs. Muioc'h a vo lâret ivez a-ziàr ar stummadur nevez de zeskiñ brezhoneg e Pondi adal miz Gwenholoñ.

Adkavit Clara Thabard e Pennad-kaoz ar sizhun mañ, àr istoér an dud vouzar doc'h mikro Caroline Trouillet (RBG).

Florent grouin karget a broduiñ evit Brezhoweb a gomz a rann diwezhañ an istoér livet.

Keleier ar vro get Anton Burel. Avel em fenn oa buhezet get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG.


Avel em fenn - Lun 17 a viz Even

Avel em fenn - Lun 17 a viz Even

18/06/2024

Nag ur marathon a-houde disklêriadenn an dilennadegoù depute añtisipet (a vo dalc'het d'an 30/06 ha d'ar 7/07). E penn kommañs ar c'hetañ sizhun kaballiñ emañ kresket c'hoant an dud aterset get an ajañsoù sontadeg da votiñ evit Talbenn ar Bobl a 3 foent. Stabil e chom evit an RN, ha digresket un tammig evit strollad prezidant republik bro Frañs. Ar fed n'ehe strolladoù an tu kleiz gellet n'em lakaat a-stroll ha krouiñ Talbenn ar Bobl n'eus un efed talvoudus, sur. En desped da se n'eo ket bet roet pastell-bro ebet d'an UDB. Kouezhet an doéré da-heul ar manifestadeg b'An Oriant Diriaou 13 a viz Even. Penneg oa an dud o kerzhout e-dan ar glav an deiz-se da chom kreñv dirag an tu dehoù pellañ. Reportaj da glevout e penn kommañs ar podkast-mañ. Get manifesterionezed Valérie Prigent, Gaël Briand (kuzulier kêr b'An Oriant ha kuzulier rannvro evit an UDB), Louise Bienvenue ha Padrig Drean.

Pennad-kaoz ar sizhun: Clara Thabard a gont hirroc'h a-zivoud yezh an dud vouzar, hag he skiant-prenet doc'h mikro Caroline Trouillet.

Adkavit ivez Maël Gwenneg rener programoù brezhoneg FR3 Breizh àr Bali Breizh, hag Alan Goulwen evit ar gronikenn yec'hed àr ar louzoù da gousket.

Keleier ar vro get Tomaz Laken (RKB) e Gwengamp. Avel em fenn oa buhezet get Enora Molac e studio RBG.


Aet eo Marsel Gwilhouz !

Aet eo Marsel Gwilhouz !

14/06/2024

Aet eo Marsel Gwilhouz, kaner, konter ha peizant eus kreiz Breizh !
Marvet e oa dimeurzh 11 a viz Even d’an oad a drizek vloaz ha pevar-ugent.
Bihan eo kalon kalz a dud er vro pa ‘z eus tremenet ur gwall ganer da zañsal met ivez un den meur en deus bet gouvezet e-pad meur a zek vloaz reiñ talvoudegezh d’ar ger « treuzkas ». Labouret en deus evel saver-loened en ur bed kozh o cheñch prim met a-youl vat an hini eo en deus bet kemeret amzer da zeskiñ kan-ha-diskan d’ar rummadoù yaouank.
Marthe Vassallo zo e-mesk an dud niverus o deus bet desket traoù digant Marsel. Lârout a ra ar ganerez deomp dre bellgomz pegen sklintin e oa e skouarn kelenner.
[Ul levr oa bet embannet diwar e benn e 2019 gant Dastum ha Ti-embann skol-veur Roazhon, ar PUR. Marthe Vassallo an hini eo he doa kaset da benn an oberenn-mañ a zo stag outi 30 diellson enrollet etre 1958 ha 2018.] (https://www.dastum.bzh/article/marcel-le-guilloux-chanteur-conteur-paysan-du-centre-bretagne/)

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

(Poltred gant Eric Legret)


Avel em fenn - Yaou 13 a viz Even

Avel em fenn - Yaou 13 a viz Even

13/06/2024

Aet eo Marsel Gwilhouz, kaner, konter ha peizant eus kreiz Breizh ! Marthe Vassallo zo e-mesk an dud niverus o deus bet desket traoù digant Marsel. Lârout a ra deomp dre bellgomz pegen sklintin e oa e skouarn kelenner.
Ur gronikenn savet gant liseidi Lise Diwan Karaez war an dresadennoù bev e brezhoneg.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Erwan Blanchard
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war 30 vloaz TES gant Gilles Siche, enseller e brezhoneg, o komz deus e liamm gant ensellerien yezhoù minorelaet all Bro C'hall ha Delphine Bras, renerez an embann e TES.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ