Disadorn e vo ur fest-noz er maez e bourk Tregastell, aozet gant ar gevredigezh Nevez Amzer. Unan deus festoù-noz er maez koshañ e Breizh peogwir e vez diontan abaoe 40 vloaz aeset. Hag aozañ seurt gouel en ur bourk dilaosket, war Aod ar Vein Ruz a zo un dra dibar a-walc’h. Kar ne vez ket gwelet kalz a vrezhoneg e Tregastell daoust da labour ur maer, Loik Le Guillouzer, marvet daou vloaz ‘zo hag a oa bet prezidant ar gevredigezh Nevez Amzer. Bleunwenn Konan a zo deus Perroz Gireg, plac’h yaouank leun a startijenn, ezel deus ar gevredigezh Topariti a aoz gouelioù troet war zu sevenadurioù ar bed e Pleuveur Bodoù, aterset oa bet dija ganeomp e miz Gwengolo, kontañ a ra deomp hirorc’h war ar fest-noz.
Stank e oa an dud digwener tremenet en emvod-kelaouiñ aozet gant strollad « Ar Genkiz », e Perroz-Gireg. Ar Genkiz eo anv ar greizenn-vakañsiñ a c'hallfe dont da vezañ un adskolaj Diwan stag ouzh skolaj Plijidi. Tri bloaz zo emañ tud ar strollad o tifenn o raktres : adkempenn ar savadur da zegemer un c'hant skolajiad bennaket e pañsion e-pad an amzer-skol ha kement-all a labourerien-sezon e-pad an hañv...
Daou vilion a euroioù a goustfe prenañ an ti ha 700 000 a euroioù hepken adingaliñ anezhañ hervez ar strollad. Rak en ur stad mat-tre emañ. Met embannet oa bet gant departamant Aodoù-an-Arvor un nebeud deizioù zo ne oa ket e sell da brenañ al lec'h... Daoust ha posubl e vefe kas ar raktres da benn hep na vije kaset an traoù gant an departamant ? Tomaz Laken en doa graet ar goulenn ouzh Gireg Konan, bet kelenner e Diwan Plijidi ha perzh eus strollad « Ar Genkiz... Anne Bailh zo da glevout ivez er reportaj.
Da geñver an emvod en doa embannet an departamant e c'hallje harpañ ar raktres dre sikour Lannuon Treger Kumuniezh ha kêr Perroz a-drugarez da vonus ar c'hontrad tiriadel, ac'h a betek ur milion a euroioù. Goulenn a ra strollad « Ar Genkiz » ma vo kroget er raktres gant Diazezadur Publik Font Breizh a-benn prenañ buan ar savadur araok n'afe gant ar bromotourien.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
A viskoazh eo bet liammet Mona Guyomarc’h d’ar mein. Pa vefe pa oa he zad o labourat gant ar mein-glas pe hiriv gant hec'h embregerezh Bili. Mes choazet he deus labourat gant ar soevon, un danvez kimiek, skiantel, arzel ha boemus eviti abaoe ur veaj e Bro Gebek e 2010. War vord lenn Breniliz eo he staliet evit poent, en ul labourva gwenn gant podadoù e pep lec’h. Gant he saro gwenn, he blev staget hag he mousc’hoarzh dous he deus kontet deomp penaos eo n’em gavet d’ober soevon... en ur fardañ unan just a walc’h.
Kinnig a reomp deoc'h ober anaoudegezh gant pladenn nevez Go Hen De ! Ur strollad bet savet e 2016 gant Gwenhael Besnard, Yann Blonsard ha Yann Des Cognets. « Folk-rok a Vreizh-Izel » a zeu gante, ur sonerezh awenet gant an hengoun met diazezet da gentañ penn war o labour krouiñ. E brezhoneg met ivez e galleg. Ur bladenn gentañ anvet « A-hed an hent » a oa deuet er-maez gante e 2018. Ar wech-mañ e kinnigont « Joe ha Melkoni », produet gante o-unan ! Pennad-kaoz e Lokenvel e lec'h ma vezont klevet o pleustriñ, gant Gwenhael Besnard ha Yann Des Cognets.
An trikon a vo o soniñ disul etre kreisteiz ha div eur kostez chapel Santez-Yuna e Plounevez-Moedeg da geñver ar Rando Muco. An deiz war-lerc'h, d'ar c'hentañ a viz Mae, emañ Go Hen De da seniñ e Gwengamp e-skeud un apero-sonet da heul bodadeg-stourm ar sindikadoù. Gwelet ha klevet e vefont ivez e Kallag e miz Even deiz gouel ar sonerezh...
Un tañva eus o sonerezh [AZE] (https://www.youtube.com/@gwenb6318) !
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
D'ar 25 a viz Meurzh eo bet bodet 30 000 den evit manifestiñ a-enep d'ar vasinennoù vras e Saint-Soline. Ar c'henstroll Les Soulèvements de la Terre a zo bet e penn aozadur ar vanifestadeg-mañ hag e-mesk ar c'henstroll emañ ar sindikad labour-douar Confederation Paysanne. Feuls-tre eo bet ar vanifestadeg gant un daou c'hant bennak a vanifestadegerien.ezed o vezañ gloazet fall. D'ar merc'her 29 a viz Meurzh eo bet galvet an dud da vont dirak prefetioù Bro C'hall a-benn souten ar re gloazet. Dirak prefeti Sant-Brieg, dindan ar glav, e oa Goulven Troadeg, ezel deus ar sindikad Confederation Paysanne. Displegañ 'ra deomp sell ar sindikad war ar vasinennoù vras ha war pezh a zo tremenet e Saint-Soline.
E kornôg Aodoù-an-Arvor zo diwanet e meur a barrouz strolladoù a soñj gante eo re stank ar raktresoù sevel tourioù-avel industriel er c'horn-bro. D'an 19 a viz Meurzh e oa en em gavet ar strolladoù-se e Plougonveur. C'hoant o deus da zeskiñ an eil re digant ar re all hag emaint e sell da sevel traoù asambles... Laurent zo e-mesk an dek a dud bet nevez savet ur strollad gante e Kerien...
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
Un abadenn asambl get Maëlle Ausias hag Enora Molac. Distroet int àr ar bodadegoù dirag prefetioù ar vro evit souten ar re gloazet e-pad ar vanifestadegoù.
Alan Kloareg prezidant RKB a zo bet pedet ivez evit distroiñ àr an dagadenn bet graet ur wezh c'hoazh d'ar gazetennerez Morgan Large, d'an noz etre ar Yaou 23 hag ar Gwener 24 a viz Meurzh 2023.
Adkav a rahet ivez pennad-kaoz ar sizhun a-ziàr ChatGPT get Tomaz Laken (RKB) ha Keleier ar vro get Yuna Cojean.
Un abadenn dre-eeun a Rostrenn e studio Radio Kreiz Breizh.
Aozet e oa bet ur bredegenn a-raog emgav eilvloaziek ar levrioù istorel e Pondi (Biennale du livre d'histoire).
Deuet e oa tud bro Pondi da selaou doc'h ar skrivagner a vro Goelo e komz ag e levrioù istorel àr-dro d'ar bageal e penn kommañs an XXvet kantved (Cap-Hornière, Krouman, Dindan ar seizh avel); ha d'e levr nevez embannet Fest-noz embannet e ti Skol Vreizh.
Setu enrolladenn ar bredegenn e Egorenn Kenere Pondi (Espace Kenere).
Teknik: Clément Bassot
Kenurzhiiñ: Gaël Le Du
Animiñ: Enora Molac
En abadenn-mañ atav, e tistroomp àr an darvoudoù politikel e c'hoarvez er vro, er c'heleier da 5e30 e kompagnunezh Tomaz Laken.
Ni gomzay ivez ag ar c'hameraioù e Gwened, muioc'h a gameraioù a zo bet staliet er gêr-se evit e lec'hioù arall. Klevet e vo Guillaume Auffret, prezidant Renaissance 56 ha dilennad e ti-kêr Gwened en tu enep, ha Gaël Briand, ezel en UDB ha dilennad e ti-kêr An Oriant. Atersadennoù kaset get ar gazetennerez Yuna Cojean.
Deuet e oa ar skrivagner Fañch Rebours de gomz e Pondi a-ziàr e romantoù faltazi, den pedet ar suhun-mañ an hani eo.
Arriuet Miziad ar brezhoneg hag ar gallaoueg! Pouezus eo ar prantad evit lakaat yezhoù ar vro da vezañ klevet er maez deus ar skol evit ar vugale. E Cineville Gwened e veze degemeret kantadoù a vugale deus hentennoù divyezhek bro Gwened Diriaou 2 a viz Meurzh.
Ur reportaj get Enora Molac