Un atersadenn war eeun gant Padrig Ferog evit komz deus darvoudoù miz Here e brezhoneg : atelieroù kan, staj kontadennoù hag ar pezh-c'hoari Twits a vo e Glenmor d'ar merc'her 11 a viz Here.
Keleier ar vro hag ar bed gant Metig Jakez-Vargas
Lodenn diwezhañ pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn an drouized.
Kronikenn Daouarn ha pri gant ar poder Awen Prigent diwar-benn an turgn, ar mekanik a lak da dreiñ ar pri a-benn sevel ur pod.
Atersadenn Awen Prigent diwar-benn Festival Blues an div rinier a vo e Benac'h etre ar 6 hag an 8 a viz Here.
Lodenn gentañ ar gronikenn Barzaz war levr Riwal Huon, Micha Riou & Gwastell ar Rouaned, gant Magali Baron ha Tomaz Laken.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Tomaz Laken
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war an drouized.
[Ur reportaj e gar Koneri war barrouz Louargad, er stal objedoù eil dorn La Bout'] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58888) . An embregerezh Euredenn, perc'hen war hangar lec'h m'emañ staliet La Bout', en deus c'hoant da werzhañ an dachenn. Ur reportaj gant Tomaz Laken.
Keleier ar vro hag ar bed gant Metig Jakez-Vargas
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn an druized.
D'ar sadorn 23 a viz Gwengolo e oa deuet e-leizh a dud betek gar Koneri war barrouz Louergad ! Respontet o doa da c'halvadenn ar gevredigezh La Bout' a soursia eus ur voutik a ro un eil buhez d'an traoù bet implijet gant an dud. Dilhad, meubl, bitrakoù pe beseloù a vez kavet eno da brenañ marc'had-mat hardizh !
Met siwazh e c'hallfe bezañ rediet La Bout' da zilojañ abalamour m'emañ an embregerezh Eureden, hag a zo perc'henn war o zi, e sell da werzhañ anezhañ. Achuiñ a ray al lizher-feurm e fin ar bloaz ! Met talvoudus-bras eo al lec'h-se da galz a dud eus ar vro. Ur rekour eo d'ar re n'o deus ket aez da brenañ traoù ker pe c'hoazh d'ar c'hevredigezhioù ha da skol ar gumun a resev ur gwenneg bennaket digant La Bout' gwech ha gwech all. Dilennidi a oa deuet ivez disadorn betek porzh ti ar gevredigezh, da reiñ da c'houzout e oant prest da souten. Arnaud Toudig a oa aze. Hennezh zo koñsailher-rannvro en karg eus ar c'hevredigezhioù. Pe c'hoazh Frañsoa Marreg, maer Benac'h, a vo klevet ganeoc'h e penn kentañ ar pennad-komz.
Ha da glevout ivez er reportaj, Clothilde, Valentine, Nelly ha Remi...
Digor e vez La Bout' d'al lun ha d'ar merc'her diouzh ar beure ha kentañ sadorn bep miz goude kreisteiz...
Ur reportaj gant Tomaz Laken
Ganet eo ur liorzh lodet/rannet nevez e Pondi, krouet get ar gevredigezh Ekolokobio, liammet get Biocoop Callune. Andrea ar Gall prezidantez ar gevredigezh doc'h mikro Enora Molac, reportaj da glevout e penn kommañs an abadenn.
Kredennoù a vez get an drouized. Pascal Lamour (drouiz, apotiker ha soner) & Per Vari Kerloc'h (6vet drouiz meur Gorsedd Breizh) a zigor o bed, e pennad-kaoz ar sizhun mañ.
Adkavet ivez Carmen Le Bris, hanter bac'het e Irkoutsk e bro Rusi, Keleier ar vro get Erwan Blanchard ha Teñzor ar brezhoneg komzet get Padrig Drean.
Un abadenn kaset dre-eeun a Bondi get Enora Molac.
D'an 13 ag ar miz-mañ e vo votet ur c'hinnig arall àr ar glifozat, degaset get ar C'homision European. Ret e vo d'ar broioù Europad lâr ma faot dezho ampellaat implij ar louzoù-se beteg ar 15 a viz An Azvent (Kerzu) 2033... Da lâret eo 10 vlez ouzhpenn evit pezh a oa bet disklêriet. Ur gudenn a zo neoazh, dispaket get Reporterre: Global 2000 ha PAN Europe (Pesticide action network) o deus embannet e oa bet dilemmet o studi àr ar glifozat get Bayer [muioc'h amañ] (https://reporterre.net/Des-etudes-defavorables-au-glyphosate-ecartees-de-son-evaluation) . Kounaret eo ar c'hevredigezhioù har ur bochad tud er gevredigezh, en o zouez Jean-Paul Runigo ag ar gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh. Klevet e vo ivez Jean-Jacques & François, gouzañverien kleñvedoù parkinson, liammet hrewez o medisin get implij ar louzoù e-pad o buhez labourizion douar. Atersadennoù get Yuna Cojean.
Adkavit ivez taol-immor ar c'hronikour Loeiz Belleg, da-geñver pezh erruet e Seglian... Pa gomzer ag an diforzhioù sell etre anamezeion a laosk an natur ober he labour, hag ar re arall àr-dro, feuket ne vehe ket "brav" da welet...
Ur liamm ispisial o dez an drouized get an natur hag ar bed arall. Pennad-kaoz ar sizhun a vo a-ziàr o feson da welet ar bed ha d'en em aoziñ, get Per Vari Kerloc'h, drouiz meur Gorsedd Breizh, ha Pascal Lamour, apotiker, soner ha drouiz ivez, èl just.
Gant ar gronikenn Barzaz ez eo bet kroget an abadenn-mañ, diwar benn al levr Ar gorollerez vihan.
Un atersadenn gant Ti ar Vro Sant Brieg evit komz deus o distro-skol, deus ur bodad lenn nevez-flamm ha deus o nozvezhioù sonerezh Breizh.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Anton Burel
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn Chareadeg an dour a zo bet fin miz Eost.
Un atersadenn gant ar strollad sonerezh Combo Chimbita, tud a vro Kolombia o vevañ e New York, dre bellgomz gant Enora Molac.
Da c'houde [ar gronikenn Daouarn ha pri, gant Awen Prigent, poder e Benac'h o komz deus e labour gant ar pri.] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58803)
Keleier ar vro hag ar bed gant Erwan Blanchard
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn Chareadeg an dour, gant Odile ha Tugdual deus mikro Tomaz Laken.
Hiriv e vo klevet hirroc'h a-ziàr prosez Niort, a zo bet e penn kommañs ar miz. 9 stourmer a zo tamallet dehe bout aozet manifestadegoù « maez lezenn » enep ar megabassinoù. Tud ar sindikadoù CGT, Solidaire, Kengevread ar Beizanted ha Soulèvements de la Terre a zo tremenet dirag ar barner. N'eo ket echu ar prosez met traoù a zo da glevout ur seurt get tud pedet ar sizhun-mañ e Pennad-kaoz ar sizhun: Odile ha Tugdual. Ur sujed get Tomaz Laken ha Maëlle Ausias (RKB).
Beteg ar 7/10 ho peus evit kas ho soñj scenario da Rannvro Breizh. Ur galv raktresoù a zo, da welet àr ar [lec'hienn amañ] (https://www.bretagne.bzh/aides/fiches/langue-bretonne-ecriture-scenarios-fiction-televisee/) . Displeget e vez razh an traoù get Florent Grouin, karget a broduiñ evit Brezhoweb.
Leun a virvilh eo ar vro! Splann an traoù e bed ar sonerezh. Muioc'h da zizoloiñ a-ziàr ur raktres nevez anvet Prysm, get ar soner Simon Creachcadec doc'h mikro Yuna Cojean.
Un abadenn kaset get Enora Molac dre-eeun e Radio Bro Gwened.
Ur bochaz trouz a zo bet graet gant un diskouezhadeg anvet [Bretagne... Celtique ?] (https://www.musee-bretagne.fr/expositions/expositions-passees/celtique/) Savet e oa bet e penn kommañs ar blez, e Maezioù Frank (Champs Libres) Roazhon.
Da respont e oa bet aozet [ur c'hendiviz e-pad Emvod ar Gelted] (https://bretagneceltique.bzh/) , b'An Oriant. Arbennigerion ar bed kelt a zo bet pedet da gomz.
Enora Molac deus Radio Bro Gwened oa bet d'ober un tamm tro enno, klevet e vo tud a zo bet pedet da gomz e-pad an deiz-se ha tud arall ivez :
- Alan Stivell, "test bras" an devezh kendiviz Breizh... Kelt!
- Simon Rodway, kelenner e Skol-veur Aberyswyth (Bro-Gembre). Rener ar Journal of Celtic Studies (Kelaouenn ar Studioù Keltiek), o labourat àr ar C’hembraeg krenn, dornskridoù Kembraek ar Grennamzer, Iwerzhoneg krenn hag Hen-Iwerzhoneg, ha lizheregouriezh Keltiek.
- Erwan Chartier, kazetenner, skrivagner hag embanner. Graet en deus un dezenn àr " [Sevel an Etrekeltiegezh e Breizh] (https://www.theses.fr/2010REN20048) "
- Serj Bozeg, kelenner diàr ar brezhoneg. Amstoaret get ar yezhoù kelteg.
- Rozenn Milin, doktolerez àr ar sokiologiezh. Skrivet geti un dezenn àr ar " [simbol] (https://www.theses.fr/2022REN20028) ", deuet de vout prezidantez Kuzul Sevenadurel Breizh.
- Eric Marchand, arbenniger àr ar liammoù etre sonerezh hengounel Breizh hag ar muzikoù modal. (Aterset get Caroline Trouillet). Muioc'h a zo da glevout [amañ] (https://rbg.bzh/episode/58231/) gantañ.
- Yannig Baron & Pascal Le Blay a zo bet enrollet e fin an deiz, perzh ag an 500 den a oa deuet da selaou doc'h ar c'hendiviz.