Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Soubenn noz Skol Diwan Plounevez Moedeg

Soubenn noz Skol Diwan Plounevez Moedeg

17/11/2023

Adlañset eo ar c'honkour Soubenn gant Skol Diwan Plounevez-Moedeg ! Un darvoud da strollañ tud Plounevez e sal ar Gouelioù d'ur sadorn da noz, d'an 18 a viz Du, evit evañ ha barnañ soubennoù.
Rozenn an Dreo a gont deomp petra eo ha perak en ober ha kas a ra deomp da soñj emañ savadur ar skol perc'hennet gant kevredigezh tud bugale ar skol, an AEP (Association d'Education Populaire).
Klevet 'vo ivez bugale ar skol, klasad Yann Descognets, war an doare m'o do da brepariñ ur soubenn.


Avel em fenn - Merc'her 15 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Merc'her 15 a viz Kalañ-Gouiañv

15/11/2023

Dec'h e veze anoñset get ar gouarnamant e vo [klasket en "sistematek" ] (https://www.handicap.gouv.fr/nouvelle-strategie-nationale-pour-les-troubles-du-neurodeveloppement-autisme-dys-tdah-tdi) ar vugale a-raog 6 vlez, tapet get dizurzioù dys, TDI pe TDAH: Trouble du déficit de l'attention -get hyperactivité pe get/ Klasket e vo e skolioù ar vugale tapet get autism/aotegezh ivez. Hirroc'h a-ziàr an TDAH hiriv en abadenn get Céline, a zo mamm ur paotrig 8 vlez tapet get an dizurz TDAH.

E pleg an hent a zo kronikenn psiko Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh), get displegadennoù ar bredour Clément Guillanton, sell Freud & Lacan àr ar lavar. Muioc'h a rannoù [AZE] (https://www.rkb.bzh/e-pleg-an-hent/) .

Hiriv b'an abadenn e vo adkavet Yoann Colas a-ziàr aozadur ar vuhez àr-dro d'an dachenn 100 davad e Plufur, e pennad-kaoz ar sizhun.

Kaset an abadenn dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac, [Keleier ar vro hag ar bed] (https://radiobreizh.bzh/programme/1) get Erwan Blanchard.


Avel em fenn - Meurzh 14 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Meurzh 14 a viz Kalañ-Gouiañv

14/11/2023

Ar 41vet Breizh a Gan a vo d'an 2 & 3 a viz An Azvent (Kerzu) e Gwened. Un darvoud a roay ur plas bras d'an c'han a-gor a vro Gwened. Deuet eo Youenn Boulig, goprad ar gevredigezh Kanomp Breizh da zispleg hirroc'h.

Kompliketoc'h en devout ar gwirioù evit skigniñ animeoù (tresadennoù-bev feson manga, a vro Japan). Muioc'h da glevout get Florent Grouin, karget ag ar produiñ evit Brezhoweb. Muioc'h ivez a-ziàr an anime nevez Disheñwel on me.

Adkavet e vo an dachenn Wazh-Wenn e Plufur, e-dan ar glav e kompagnunezh Yoann Colas. Pennad-kaoz ar suhun kinniget get Maëlle Ausias a Radio Kreiz Breizh.

Un abadenn kaset get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG. Keleier ar vro get Anton Burel.


Avel em fenn - Lun 13 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Lun 13 a viz Kalañ-Gouiañv

13/11/2023

Mand oc'h ganet er bleadoù 90 ho peus marse wal c'huitet prantad ar boutailhoù « consigne »... ar boutailhoù gwer oa moian rentiñ d'ar produer pe d'ar gwerzher pa oent gouli. Lod 'zo a ra get ar re se en-dro. Muioc'h get Uisant Crequer ag ar c'hooperative Distro doc'h mikro Morgane Bramoullé (Radio Kerne).

E pennad-kaoz ar suhun-mañ e vimp get desaverion daved staliet e Plufur. Emant e klask tud evit preniñ an douaroù, dre Liamm an Douar (Terre de Liens) muioc'h get Yoann Colas ha Jañ-Lou An Intanv, ur reportaj get Maëlle Ausias a Radio Kreiz Breizh.

Suhuniad ar "yezhoù rannvroel" eo àr FR3. Mael Gwenneg e-karg ag ar programmoù e brezhoneg evit FR3 Breizh, o tispleg an traoù. (Gwelloc'h ober get yezhoù minorelaet...)


Un abadenn kinniget get Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi.


Avel em fenn - Meurzh 7 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Meurzh 7 a viz Kalañ-Gouiañv

07/11/2023

La Sauterelle a zo un daouad nevez a vro Gallo a lak an dud da zañsal àr sonioù hengounel Breizh Uhel mesklet get elektro-house. Muioc'h da glevout get Gurvan a zo kanet & soner biel.

An troc'h spontus get ar yezh n'eus hor lakaet e Breizh de vout digwriziet get an natur, get ar pezh a zo tro-dro deomp ivez en ur mod. Estroc'h a zo evit Breizh met berpet emañ ur rann-galon... Padrig Drean a zo bet àr roudoù ar loened hag ar gwez evit gellet o anveout da nebeutañ, o postal dre hentoù ar vro. Muioc'h àr ar staj natur Stumdi getoñ e fin ar podkast!

Ur blantenn un istor get Florie: ar boked bleuñv get Nathalie Benibri! Muioc'h a fodkastoù a c'heller [klevout amañ] (http://www.rkb.bzh/tag/ur-blantenn-un-istor/) .

An istoér livet get Nikolaz Grainic a zo ur feson pedago da droc'hiñ get ar gevier o deus treuzet ar c'hantvedoù, a-ziàr an dud a veve àr an tamm patatez mañ. Ar rannoù a zo da wellet [àr lec'hienn Brezhoweb] (https://www.brezhoweb.bzh/Tokou-houarn-kornek-gant-vikinged-istor-livet_fiche_3825.html) .

Un abadenn kinniget get Enora Molac e studio RBG e Pondi, Keleier ar vro get Erwan Blanchard.


Avel em fenn - Lun 6  a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Lun 6 a viz Kalañ-Gouiañv

06/11/2023

Hiriv e vo kaoz deus boued, boued mat ag ar vro. Penaos ober evit ma vo evit razh (toud) an dud? Afer 'zo c'hoazh a zigreizenniñ. Un atersadenn àr-dro d'an devezh kendivizoù a oa e Pondi d'ar Sadorn 21/10 aozet get Lydie Massard, euro-kannadez UDB bremañ e strollad ar re c'hlas. Gaetan Duval o komz.

Adkavit kan ar loened e staj natur Stumdi e kompagnunezh Padrig Dréan e pennad-kaoz ar sizhun, Anne-Soaz aterset ivez e-pad ar reportaj e Ekomirdi Sant-Degan (a zegemere ar staj). Da glevout e fin ar podkast.

Da glevout er podkast ivez: War hentoù an Antroposenn get Loeiz Belleg, An alc'hwez aour sevenet get Mikael Baudu kinniget get Mael Gwenneg, karget a programmoù FR3 Breizh.

Kaset eo bet an abadenn dre-eeun a studio Radio Bro Gwened e Pondi get Enora Molac. Keleier ar vro get Anton Burel.


Avel em fenn - Meurzh 31 a viz Gouel-Mikel

Avel em fenn - Meurzh 31 a viz Gouel-Mikel

06/11/2023

Kampionez ar Golden Globe Race a gomz a-ziàr ar pezh he deus bevet ha gwelet en ur ober tro ar bed he-unan àr he bag 11 metrad Minnehaha ar blez-mañ. Kirsten Neuschäfer he deus kavet dibar bout hep GPS na skramm ebet e-pad 8 miz àr vor, hag ar redoù-deur tomm a zo o cheñch ha se 'zo pouezus. Muioc'h da glevout dre he vouezh brezhoneg (hani Caroline Trouillet deus RBG) doc'h mikro Enora Molac.

Gwerz Denez a zo levr nevez embannet ar c'haner. Pennad-kaoz ar sizhun-mañ a zo kinniget get Maëlle Ausias (RKB).

Zombiellenium a zo da welet àr [Brezhoweb amañ] (https://www.brezhoweb.bzh/Zombillenium_fiche_4175.html) ha muioc'h da glevet get Florent Grouin, karget ag ar produiñ evit ar chadenn tele en linenn.

Keleier ar vro [da glevout a-bezh amañ] (https://radiobreizh.bzh/episode/59430) , kaset get Erwan Blanchard da vitin.

Avel em fenn a zo bet kaset get Enora Molac dre-eeun a studio Radio Bro Gwened e Pondi ha skignet àr Radio BOA dre-eeun ivez.


Avel em fenn - Lun 30 a viz Gouel-Mikel

Avel em fenn - Lun 30 a viz Gouel-Mikel

30/10/2023

Gwerz Denez, setu anv levr nevez embannet get ar c'haner mil-vrudet Denez Prigent. Eñ an hini pedet ar sizhun-mañ get Maëlle Ausias evit displeg hirroc'h àr arz ar gwerzhioù.

Gouel bro Plistin a bed tud bro C'hallo an dibenn-sizhun mañ, muioc'h àr ar festival a grogay a benn Digwener aozet get Dañs Treger dre mouezh he frezidant Paskal An Intanv, pedet get Maëlle Ausias (RKB).

[Penn kil ha troat] (https://www.youtube.com/watch?v=iSPsWEzcOgc) a zo un heuliad dibar skignet get FR3 er mare-mañ, muioc'h get Mael Gwenneg rener ar programmoù evit klevout hirroc'h àr ar serienn.

Adkavit ivez muioc'h àr ar somatiziñ/ar somatekaat get ar medisin e retret Alan Goulwen, ha [Keleier ar vro] (https://radiobreizh.bzh/episode/59405) kaset get Metig Jakez Vargas.
Avel em fenn ar Lun mañ a zo bet kaset get Enora Molac dre-eeun ag RBG.


Foar ar c'hezeg e Kerrien

Foar ar c'hezeg e Kerrien

19/10/2023

Evel bep trede sadorn miz Here, e vo Foar ar c’hezeg hag an ebeul e Kerrien, ur bourk war kumun Boulvriag. Ur foar kozh, leun a startijenn enni hag a ziskouez ivez loened ne vezont ket kement ‘ba buhez pemdez an holl war ar maez ken. Kezeg.
Ouzhpenn ‘vit ar c’hezeg a zo peogwir e vo bern animasionnoù ha traoù da welet ha da werzho. Ur foar gant ur 7000 den bennaket bep bloaz. Yvon Boutier a gont hirorc’h deomp.


Avel em fenn - Merc'her 18 a viz Here

Avel em fenn - Merc'her 18 a viz Here

18/10/2023

[Ur reportaj war diaporama Nicole ha Felix Garreg war an adlodennañ e Trabrin.] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59157)
Ar gronikenn E pleg en hent, pempvet lodenn an heuliad war ar psikoz. Aze e gomz Clement Guillanton, psikologour 'ba Montroulez, [war ar vugale tapet gant ar psikoz.] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59158)
Adskignadenn Keleier ar Vro hag ar Bed gant Anton Burel.
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war al liorzh rannet e Pondi, Ekolokobio.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ