Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Avel Em Fenn - Merc'her 27 a viz Du

Avel Em Fenn - Merc'her 27 a viz Du

02/12/2024

Pell zo dija eo bet krouet Gouel ar Brezhoneg ba Gwengamp. E 2025 e vo cheñchamatoù
bras peogwir e vo un abadenn bep bloaz e plas bep eil bloaz...hag e Mellag, e Maner
Kernod e vo ar gouel e miz Even. Muioc'h a displegadennoù gant Claire Le Moing ouzh
mikro Neshka, eus Radio Bro Gwened.
Traoù kalet he doa bevet Yann-Baol Riuz pa oa bet galvet evel soudard e-pad brezel en
Aljeri. Ne oa ket ar memes den pa 'z en doa echu e c'hoñje. Setu ar pezh a gont ouzh mikro
Neshkan eus Radio Bro Gwened.
Penaos e vez graet gant Radio Breizh evit kehentiñ war ar rouedadoù sokial ? Displeget eo
gant Tara Adeux.
Teknik : Mael Krenn ha Liza, stajiadez skolaj Prevert Gwengamp
Buheziñ an abadenn : Kaourintin, stajiad Skol an Emsav Naoned, ha Yann Boishardy.


Avel Em Fenn - Yaou 28 a viz Du

Avel Em Fenn - Yaou 28 a viz Du

29/11/2024

Liliane Konan ha Nelly Savidan a gomz a-ziar ar stourm a-enep an tourioù-avel e Kreiz Breizh, hag ar lodenn ziwezhañ ag an atersadenn get Yann-Baol Riuz, hag a gomz a-ziar ar brezel en deus graet en Aljeri ha penaos en deus skrivet e livr get e envorennoù personel ag ar brezel-se.
An abadenn gentañ eo da vout kaset da benn get Neshka ag RBG - un nebeut kudennoù teknikel zo bet, hon digarezit.


Avel Em Fenn - Meurzh 26 a viz DU

Avel Em Fenn - Meurzh 26 a viz DU

26/11/2024

Un eskemm etre an arzourien.ezed ar vro met ivez etreze hag a re a aoz abadennoù : se eo
spered ar gevredigezh A-Stroll. Plaenaat an hent d'an holl a-fet melestradur pe aozadur
peogwir eo pouezus roll bed ar c'hultur e Breizh. Leandre Savineau, ezel eus A-Stroll a
ginnig ar gevredigezh ouzh mikro Yann Boisahrdy, eus Radio Kreizh Breizh.
Ur mare kreñv oa bet brezel Aljeri evit ar soudarded dindan an triliv. Yann-Baol Ruiz oa unan
eus anezhe. Bremañ e embann ul levr diwar-benn e zamm buhez du-hont. Sikouret eo bet
gant Alan Golven ha Jorj Belz o deus displeget da Nezhka, eus Radio Bro Gwened, penaos o
sikouret o c'hamarad da skrivaén al levr-mañ.
Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons a lavar deomp petra a zo en
niverenn diwezhañ eus ar gelaouenn.
Teknik : Mael Krenn ha Liza, stajiadez eus skolaj Prevert Gwengamp
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 25 a viz Du

Avel Em Fenn - Lun 25 a viz Du

25/11/2024

Ar glad ha bezañ gouest da gomz diraok an dud, setu ar pezh en doa kinniget lise Diwan
Gwened da grennarded ha grennardezed hag a zo bet da welladenniñ peulvannoù e Bono
hag e Enez Arzh. Filmet oant bet gant ar sevener Sylvain Huet evit KuB media...ha kemeret o
doa perzh en ur c'hoñkour elokañs goude. Un teulfilm a zo o paouez bezañ embannet : Ni
gomzay yezh hor glad. Neshka, eus Radio Bro Gwened, he deus aterset Florian Voyenne,
rener al lise, ha Anne-Claire Quivijer, deus Ti ar Vro Gwened.
Petra a dalv al labour frammañ er bed ar c'hleweled. Displeget eo gant Florent Grouin, eus
Brezhoweb.
Un danvez start da gomz anezhañ e chom brezel Aljeri. Yann-Baol Riuz a o bet galvet eno
evel soudard en deus lakaet e eñvorennoù en ul levr. Displeg a ra e gamaraded Alan Golven
ha Jorj Belz penaos o deus sikouret gantañ evit krouiñ al levr-mañ.
Keleieir ar vro hag ar bed : Aodren Trehin
Teknik : Mael Krenn ha Liza, skolajiadez skolaj Prevert, Gwengamp
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel em fenn - Gwener 22 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Gwener 22 a viz Kalañ-Gouiañv

22/11/2024

Neventioù ar strollad Kañfarded Lankeyla: ur pezh berr skrivet get Maria Prat a vez klevet en abadenn. Un atersadenn get Alan Hamon hag Hervé Lautroù aterset get Gwenvaël Delanoë (RKB).
C'hoari hockey en ur akwarium? Deverus marse, met komzet e vo ag an dra-se ivez. Muioc'h a zisplegadennoù get Mathieu André doc'h mikro Caroline Trouillet (an eskemm a-bezh oa bet skrivet en abadenn Tavarn Kreiz Mitin, àr RBG).
Adkavouit a rahet ivez Alan Goulwen er gronikenn Yec'hed, a-zivoud alzheimer.
Keleier ar vro: Aodren Théhin
Avel em fenn: Neshka
Teknik: Enora Molac


Avel em fenn - Digwener 21 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Digwener 21 a viz Kalañ-Gouiañv

21/11/2024

Reuz a vez graet get ar vengleuz andalouzit Imerys e Groñvel. Ur raktres brasaat a zo àr ar stern, faot a rahe d'an embregerezh toulliñ ur 4vet fos enno. Mouezhioù a sav enep, èl ar gevredigezh Mines de Rien. Muioc'h get JD Bourdonnay a sav enep ar 4vet fos, doc'h mikro Yann Boishardy (RKB).
Anavet eo an hockey genoc'h? E-dan zour e c'heller c'hoari ivez 'hat! Skipailhad Mathieu André e Montroulez a zo kampion Breizh. Klevet e vez hirroc'h a-ziàr beajoù ha krogadoù ar skipailh. Atersadenn get Caroline Trouillet.
Adkavit ivez Maël Gwenneg (FR3 Breizh) àr plato Yaouank ar servij publik e Roazhon a benn Disadorn.
Keleier ar vro: Erwan Blanchard (Arvorig FM)
Avel em fenn : Neshka hag Enora Molac


Avel em fenn - Merc'her 20 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Merc'her 20 a viz Kalañ-Gouiañv

20/11/2024

Un davarn kevredigezhel eo ar Mix Kafe. Livadur, lenn, urzhiataerezh, sonadegoù, festoù-noz setu un nebeut traoù aozet gete, e bro Oelo. Muioc'h get Anaïs Le Roux doc'h mikro Yann Boishardy (RKB).
Strollad hockey subakwatek Montroulez a zo kampion Breizh. Neoazh eh eus diaesterioù lec'h evit ma bleustrehe ar skipailh. Muioc'h get Mathieu André, doc'h mikro Caroline Trouillet (an eskemm a-bezh a oa bet skignet en abadenn Tavarn Kreiz Mitin ar blez paset).
Radio Bro Gwened pe RKB a zo bodet en ur rouedad radiooù anvet Radio Breizh. Muioc'h a-ziàr ar strollad get Tara Adeux, gopradez Radio Breizh karget a gehentiñ.
Keleier ar vro: Gwenvaël Delanoe
Avel em Fenn: Neshka hag Enora


Avel Em Fenn - Meurzh 12 a viz Du

Avel Em Fenn - Meurzh 12 a viz Du

20/11/2024

Marteze oc’h kustumet da dañsal ba’r festoù-noz met en abadenn-mañ e z’ oc’h kaset ba nozioù du-dall gant ar skrivagner deus bro Oueloù, Fañch Rebours, en deus nevez embannet un dastumad danevelloù kriz hag an titl a zo Faust-Noz. Gant Fañch Rebours e vo anv eus al levr-mañ met ivez deus e labour skrivagner dre vras. Aterset eo bet gant Yann Boishardy, eus Radio Kreizh Breizh.
Eus lennegezh e vo kaoz ivez gant Herve Seubil Kernaudour hag a spluj al lennerien yaouank "Dindan Pavezioù Gwengamp", e romant leun a avañturioù ha kevrin. Aterset eo bet gant Tomaz Laken e Gouel Levrioù Breizh e Karaez.
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Meurzh 19 a viz Du

Avel Em Fenn - Meurzh 19 a viz Du

19/11/2024

Ur yezh vinorelaet eo ar brezhoneg ha koulskoude e oa moaien studiañ anezhe e broioù pell,
e Broioù-Izel, da skouer. Setu ar pezh en deus graet Dimitri Boekhhoorn e Utrecht. Penaos
en deus bevet an dra-mañ ha perak eo deuet da vevañ e Breizh ? Reiñ a ra displegadennoù
da Neshka, gopradez nevez e Radio Bro Gwened.
Petra a vo kavet er gelaouenn Bretons ar miz-mañ ?
Barzhoniezh, gant Bernez Tangi met ivez traoù kalet evel buhez Jeanne Weber, ur plac'h eus
Bro Oueloù he deus kuitaet he bro evit mont da labourat e Pariz...a-raok lazhañ meur a bugel.
Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Petra eo an hockey dindan dour, an hockey subakwatek, ma 'peus c'hoant, ha peseurt
reolennoù a vez kavet ivez. Caroline Trouillet, eus Radio Bro Gwened, en deus aterset
Mathieu André, c'hoarier hockey dindan zour.
Keleier ar vro hag ar bed : Anton Burel
Teknik : Mael Krenn
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel em fenn - Merc'her 6 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Merc'her 6 a viz Kalañ-Gouiañv

06/11/2024

Lakaat ho pugale da zeskiñ brezhoneg er skol a zo brav, gellet komprenn ha sikour gete a zo bravoc'h c'hoazh! La caisse à outils du parent non-bretonnant" a zo ur levr bet krouet get Kuzul Skoazell Skol Diwan Sant-Brieg. Muioc'h get Riwal Georgelin doc'h mikro Gwenvael Delanoe.

Teatr e brezhoneg a vez graet get Tifenn Lineatte, hag àr-dro ar roñsed (ar c'hezeg) ! Setu-hi ar plac'h pedet e Pennad-kaoz ar sizhun mañ, get Yann Boishardy (RKB).

Neventioù Keit Vimp Bev get Laouen Nikolas.


Keleier ar vro: Aodren Trehin
Avel em fenn: Yann Boishardy & Enora Molac
Teknik: Enora Molac


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ