Kavet e oa bet an enrolladennoù ketañ e brezhoneg. Diskouachet oent bet get ar c'hazetenner Tudi Crequer ar blez paset. An hani ketañ anavezet en doa dastummet enrolladennoù e brezhoneg hag e gallaoueg a zo Leon Azoulay, e 1900. Tudi a labour war enrolladennoù koshañ ar brezhoneg evit e dezenn. Emañ o labourat er foñs Vallée e levraoueg broadel Frañs, er BNF e Pariz, evit talvoudekaat an dielloù-son-se. Emañ-eñ doc'h mikro Metig Jakez-Vargas.
EVOR a zo anv raktres Glenn Gouthe, un teul-film da lakaat àr wel testenioù tud ar Mor-Bihan. Eñ an hani eo an den pedet ar sizhun-mañ e Pennad-kaoz ar sizhun, da glevout a dammigoù bemdeiz betek Digwener.
Adkavit ivez Florent Grouin evit komz ag an abadenn kazetenniñ 13 munut e Parlamant Europa (Bruxelles) skignet à Brezhoweb, ha Keleier ar vro & ar bed get Tunvezh Wloeguen-Grandjean. Avel em fann a zo bet kaset get Enora Molac dre-eeun a Bondi.
Ur magouri nevez e brezhoneg a zo o sevel e bro An Oriant! Muioc'h get tud ezel er c'henstroll Séverine Inkermann ha Gael Briand.
Ha moian 'zo roiñ laezh vamm d'an ospitalioù a ra àr-dro pouponed. Amélie Simon he deus muioc'h a laezh evit ezhommoù he foupon, muioc'h a gont a-ziàr ar road laezh-vamm.
Atersadennoù get ar gazetennerez Yuna Cojean (RBG).
Glenn Gouthe a zo an den pedet genemp ar sizhun-mañ. Emañ ar soner o labourat àr ur raktres teul-film anvet EVOR. Muioc'h getoñ e fin an abadenn mañ.
Adkavit ivez Mael Gwenneg rener FR3 Breizh a-ziàr Reizh-direizh ar serienn nevez skignet en abadenn Bali Breizh. Hipathia a oa ur filozofourez e-pad ar 4vet kantved, o kas traoù nevez da benn e Aleksandria muioc'h a-ziàrni er gronikenn War hentoù an antroposenn get Loeiz Belleg.
Keleier ar vro get Metig Jakez Vargas dre-eeun a Bloneis e studio Radio Kerne. Avel em fenn kaset hiriv get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG.
Ur manifestadeg a vo aozet e Lannuon d'ar Sadorn 13 a viz Genver evit difenn an ospitalioù war ar maez. [Yann-Fanch Durand, ken-prezidant Komite Souten Ospital Gwengamp ha Trefina Kerrain, dilennadez UDB e kuzul-kêr Lannuon a ro o soñj war stad an ospitalioù ha politikerezh ar Stad.] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60600)
[Ar gronikenn Barzhaz] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60596) war al levr An enezenn gevrinus - Lodenn 2 : An den dilezet. Bet skrivet gant Jules Verne ha troet e brezhoneg gant Stefan Carpentier.
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun er stal Friko e Gwimaeg. Hiriv e reomp tro ar stal gant Dylan Simon, keginer.
Un atersadenn war-eeun gant Jean-Daniel Bourdonnay war ar pevare toull en deus c'hoant an embregerezh Imerys d'ober e Tregorn, war kumun Groñwel. Stourm 'zo gant an dud 'ba'r barroz ha tro-dro. Distreiñ 'ra war saotradur an embregerezh mein-gleuz Andalousite ha war an aergelc'h er vro.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget deoc'h gant Anton Burel
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun er predti Friko e Gwimaeg, Dylan Simon a zispleg ar c'hoant hag ar pezh a vez lakaet e plas gant e genseurt, Yoann Puilh, evit ma vefe digor o ostaleri d'an holl.
D'ar Sadorn 13 a viz Genver 2024 e vo ur vanifestadeg e Lannuon evit difenn ospitalioù ar vro. 'N eus ket voaien da wilioudiñ e Gwengamp ken abaoe un nebeut mizvezhioù, komzet 'vez a serriñ ar surjianerezh eno, komzet 'vez ivez deus urjañsoù Lannuon e vefe reoliataet, réguler e galleg, deus noz adalek miz Meurzh hag ospital Sant-Brieg a zo erruet gourleuniet. Adalek al lezenn Buzyn e vez savet raktresoù a gomz a vihanaat ospitalioù staliet war ar maez.
D'ar meurzh 9 a viz Genver e oa emvod-meur Komite Souten Ospital Gwengamp ha Yann-Fañch Durand a zo adstaget gant ur gargad ken-prezidant. Hag ul lizher, sinet gant 80 dilennad.ez deus ar vro a zo bet roet d'ar prefed d'ar merc'her 10 a viz Genver, Trefina Kerrain, dilennadez UDB e kuzul-kêr Lannuon he deus he sinet. Klevet 'vo o daou lâret o soñj war stad an ospitalioù ha politikerezh ar Stad war ar Yec'hed.
La cabane a zo un escape game nevez ganet e Gomené, aozet en ur garavanenn. Pep tra 'zo graet get daouarn hag empenn Tangi Simon ha Gwen Townsend. Muioc'h àr ar c'hoñsept en atersadenn graet get Enora Molac (Radio Bro Gwened).
Ar sizhun-mañ e komzer a Friko, ur predti nevez e Gwimaeg. Boued a galite, talvoudegezhioù ha c'hoantoù sokial a vag an daou davarnour Yoann ar Puilh ha Dylan Simon. Muioc'h doc'h mikro Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh).
Las Entrevistas: adal ar sizhun-mañ e kinnigomp deoc'h ur gronikenn nevez, evit bout doéré a ved an dud a stourm àr ar yezhoù minorel, an deskadurezh pobl, ar feminism ha plas an dud LGBTQI. Anjela Stefan a zo o veajiñ enno er mare-mañ. Ar plac'h deus Menez-Are, a bourmen he vikro enno evit gwir plijadur hor divskouarn! Ur gronikenn frammet & kinniget deoc'h get Maëlle Ausias (RKB).
Keleier ar vro & ar bed get Metig Jakez Vargas dre-eeun a Radio Kerne e Ploneiz, Avel em fenn a zo bet kaset dre-eeun a Bondi get Enora Molac e RBG.
Ur radio e brezhoneg penn kil ha troat a live Breizh! Setu ar raktres Radio Breizh o tiorren, ur radio a zo gortozet a-houde degadoù a vleadoù get ar selaouerion·ezed. Muioc'h àr Radio Breizh, ar radio, get Alan Kloareg prezidant ar gevredigezh Brudañ ha Skignañ doc'h mikro Tunvezh Wloeguen Grandjean.
Pennad-kaoz ar sizhun a zo gouestlet d'ar predti Friko an deizioù mañ, lañset get Yoann ar Puilh ha Dylan Simon e Gwimaeg. Ur sujed da glevout e fin an abadenn a dammigoù bemdeiz, kaset get Maëlle Ausias ag RKB.
En abadenn-mañ e c'hellehet adkavout ivez Florent Grouin (Brezhoweb) evit komz deus boazioù sellout an dud, hag an daou film-bevaat Preñv Meurbet ha Zog 2.
Keleier ar vro get Anton Burel dre-eeun a Roazhon. Avel em fenn a zo bet kaset dre-eeun a Bondi get Enora Molac e studio RBG.
Trouzusoc'h trouzus e za ar faskourion de vout er straedoù. E Bro Frañs met e Breizh ivez. Hag ar reuz bras a zo bet àr X (twitter-bet) e penn kommañs ar blez get embann ar gazetenn [Pobl Breizh] (https://www.pressespopulaires.bzh/produit/peuple-breton-vivant/) a skeudenna an afer ur wezh c'hoazh. Hervezh Anne Koadig eh eus mar a fenomen evit displegiñ an traoù, unan anehe kresk an tu dehoù pellañ dre ar votoù ivez. Ar blez mañ o deus sindikadoù zo a zepartamant Aodoù an Arvor krouet ar VISA 22: Vigilance et Initiatives Syndicales Antifascistes. Muioc'h geti, ezel er sindikad Solidaires e penn kommañs an abadenn. Un atersadenn get Tunvezh Wloeguen Grandjean (RKB).
Friko a vo anv ur predti savet get Yoann Ar Puilh ha Dylan Simon, muioc'h àr ar boued lipous alejet gete get Maëlle Ausias! (RKB)
Da adkavout ivez er podkast mañ: Maël Gwenneg rener FR3 Breizh àr abadenn Bali Breizh e Gwened, hag ar goustoù e kompagnunezh ar medisin-bet Alan Goulwen.
Un abadenn kaset get Enora Molac (Radio Bro Gwened), Keleier ar vro & ar bed get Tunvezh Wloaguen-Grandjean.
Bout ur lojeiz dereat a zo ur gwir enskrivet e Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den.
A-houde un nebeut bleadoù ema bet savet strolladoù e Breizh evit lâret groñs penaos emañ ret diwall doc'h ar c'hudennoù lojiñ. Un enkadenn n'eus kresket e 2020, e-pad prantad ar c'hovid, a lak muioc'h mui a dud de veviñ àr ar bemdeiz e koñdisionoù diaes.
Devezhioù kendiviz àr enkadenn ar lojeiz oa aozet get ar gevredigezh T.U.T. (Toustes un toit). Pedet an dud da eskemm ha kaozeal asambl, b'An Oriant en Embarcadère. Selaouit doc'h Maï Le Strat hag Aodren Trehin, izili ar gevredigezh.
Un [adskignadenn] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/54399) deus ul lodenn deus an heuliadenn Krouerezed, bet savet 'bloaz paset : Sylvie Troadeg a vev e-touesk ar bleunioù en he jardin, anvet "Diskrab", staliet war gumun Tredraezh-Lokemo. D’ar c’houlz-mañ ar bloaz eo leun he atalier a vleunioù sec’h, peadra da sevel kurunennoù pe bokedoù bleuñv sec’het, bleunioù bet hadet, lakaet da greskiñ ha kutuilhet ganti a-hed ar bloaz. Er pennad-kaoz-mañ e konto Sylvie deomp deus ar pezh eo he micher bokedourez hag e tiskrivo un darn deus ar spesadoù bleuñv a lak da sec’hañ.
Ar gronikenn Barzhaz war al levrioù Trouzioù an noz, Pennadoù Sul ha Plant ar Vro.