Bro Naoned aterset

Radio Naoned

Liamm eilet er golver.

Atersadenn Brendan Guillouzic-Gouret : Ur fest-noz e Kernitron-Al-Lann

Atersadenn Brendan Guillouzic-Gouret : Ur fest-noz e Kernitron-Al-Lann

12/04/2023

KERNITRON-AL-LANN, UR RAKTRES SKOL DIWAN HAG UR FEST-NOZ D'E HARPAÑ ! Abaoe un nebeud mizioù breman e klever kaoz eus ur raktres skol Diwan e Kernitron-Al-Lann. Brendan Guilllouzic-Gouret 'zo perzh eus ar c'huzul skoazell, deuet eo da astenn ar gaoz e mikro Marianne ha da zisplegañ deomp penaos e ra ar skipailh evit arc'hantaouiñ ar raktres dibar-mañ. Fest-Noz skoazell : d'ar Gwener 25 a viz Here - da 8e noz - Sal Cassiopée e Kernitron-Al-Lann - 5 ¬ Gant : Sans Façon - A-Stroll - Pedrot-Lardière - Amzer 'zo - Giuilia & Enora


Atersadenn Yann-Ber Quirion : Lavarout sorbiennoù

Atersadenn Yann-Ber Quirion : Lavarout sorbiennoù

12/04/2023

Un atersadenn diwar-benn ar stal "Lavarout ur Sorbienn" animet gant Yann-Ber Quirion hag aozet gant Kentelioù An Noz. Lakaet 'vo ar gaoz war an doare da zeskiñ "lavarout" sorbiennoù, war petra eo ret pleustriñ, war ar sorbiennoù dre-vras ... Ar stal a vo bep sadorn e kreizenn Yezhoù ha sevenadur da 10e30.


Atersadenn Divi Kerbrat : Festival As queer As Folk

Atersadenn Divi Kerbrat : Festival As queer As Folk

12/04/2023

D'an 18, 19 hag 20 a viz Here e vo aozet ur festival "As Queer As Folk". Divi Kerbrat 'zo deuet da astenn ar gaoz gant Marianne Vaidie evit displegañ d'ar selaouerien·ezed penaos e vo direizhet an dañsoù folk pe hengounel ! Evit gouzout dre ar munud petra eo programm ar festival-mañ selaouit an atersadenn-mañ !


Atersadenn Pascal Henry : Kentelioù Noz e Sant-Stefan-Brengoloù

Atersadenn Pascal Henry : Kentelioù Noz e Sant-Stefan-Brengoloù

12/04/2023

Ar bloaz-mañ 'vo kentelioù brezhoneg e Sant-Stefan-Brengoloù ! Ar c'hevredigezhioù kentelioù an Noz ha Egin o deus labouret a-gevred evit digeriñ ur strollad live deraouidi er gumun. Pascal Henry 'zo deuet da gaozeal ouzh mikro Marianne, deomp da c'hoût un tamm hiroc'h war ar raktres-se.


Atersadenn Gireg Ar Gevel : skolaer e Diwan Sant-Ervlan

Atersadenn Gireg Ar Gevel : skolaer e Diwan Sant-Ervlan

12/04/2023

Gireg Ar Gevel 'zo rener ha skolaer e Skol Diwan Sant-Ervlan. Deuet eo da doullañ kaoz gant Marianne e studio Radio Naoned. Lakaat a ra ac'hanomp d'ober anaoudegezh gant ar skol ma labour enni ha da gompren ivez petra eo ar vicher skolaer. Klevet 'vo e soñj diwar-benn ar brezhoneg, ar yezh m'eo bet eñ desavet ganti.


Atersadenn Nicolas Gourvenec : SAWA !

Atersadenn Nicolas Gourvenec : SAWA !

12/04/2023

Nicolas zo kaner Rap dindan an anv Sawa, buhezour e skolaj Diwan Liger-Atlantel hag e penn an embregerezh dilhad Penaos. Sed amañ danvez evit ma savo Marianne e boltred. Tremenet eo neuze dre studio Radio Naoned da vezan aterset !


Atersadenn Tugdual : an enep G7 e hendaia

Atersadenn Tugdual : an enep G7 e hendaia

12/04/2023

Bet e oa bet Tugdual e Hendaia e miz Eost da stourm a-enep ar G7 ! Kontan a ra da Varianne penaos e oa aergelc'h Bro-Euskadi d'ar mare-se.


Atersadenn Pierre-Emmanuel Marais : Ur metro e Naoned

Atersadenn Pierre-Emmanuel Marais : Ur metro e Naoned

12/04/2023

Marianne 'doa kemeret perzh d'un emvod-kelaouiñ aozet gant ar gevredigezh Metro de Nantes. Aterset he doa Pierre-Emmanuel Marais, kuzulier-kêr e ti-kêr Naoned. Displegañ a ra deomp raktres al linenn gentañ hag ar budjedoù.


Kentañ Kent